PEMPED LODEN
Reading edition
*
.NPO (344)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.
.NPO
I
Ar sarmoun var ar pechet, kempennet ha renket evit beza great en eur pardon
Peccavi, et quid mihi accidit triste ? Pechet e meuz, ha pe seurt droug a zo c'hoarvezet ganhen-me ?
VA BREUDEUR KER,
An Aotrou Doue a lavar dan dud : « Bezit santel abalamour ma zoun santel va-unan. » Beva heb san- telez a zo mond a eneb bolontez an Aotrou Doue. Rak nhen deuz hor chrouet nemet evit ma vezimp, goude eur vuez digaillar var an douar, sent ha sentezet en he varadoz. An iliz, dhe zro, a zeu epad ar bloaz, da selebri gouel ar re, euz he bugale varo, a chell guella, dre ho buez direbech beza skuer vad he bugale veo, hag a lavar d'heomp holl : « Bet int ar pez ma zoch, ha choui, dho tro a zo galvet da veza ar pez ma zint, gant ma kerzfot dre ar memez arouden gantho. » Oh ! her gouzout a raan, lod a zo hag a respount : « Ia, va Doue ! choant hon deuz da veza sent : poania ' raimp evit her beza : mez galloud an den a zo bihan ;
.NHO 346 VAR AR PECHET MARVEL .NTO
choui, o va Doue, a zo braz hoch hini, ha choui eneou dija eürus a zo nerzus ho peden : astennit ho tourn dhon rên, dhon harpa ! » Hag evel-se, gant poania mad ha gant skoazel an Env da heul, e talchont dis- klabez ho ene. Mez lod all, ha stankaad a ra bemdez an niver anezho, lod all a lavar : « Bezet sant an nep a garo ; evidon-me, na sant ne dounn, na sant na vezin ! Ha da betra mad ? » Pechet e meuz pechi a rin choaz. Ha perak nann ? Goude pechi pe seurt droug a zo eta, choarvezet ga- nhen-me ? Peccavi et quid mihi accidit triste ? » Rak ma tleomp evel Jesus-Krist klask distrei ar re a fazi ha miret ouz ar re vad da fallgalouni e teuan, hirio, da ziskuez deoch hen deuz ar pechet, a holl viskoaz, koulz hag hirio en deiz, tennet gwaleur var benn an den. * * * Va Breudeur kristen, eun impalaer en he rouantelez, eur jeneral e penn he arme, eur chabiten var he lestr a dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep hini. Goude ma ho devez diskouezet ho rouden d'an holl e tleont gouarn, gant karantez evit guir, mez ive gant fermder, ha pa zeu eur re benag, dre ho faot ha gant goe- ziegez, da derri ho urzou, an impalaer, ar jeneral, ar chabiten a dle kastiza kement hini a vank d'he zever. Eun dourn evit rekoumpansi, eun dourn all evit punisa, setu hebken e pe chiz e challont derchel an urz vad.
.NHO VAR A PECHET MARVEL 347 .NTO
Hogen, va Breudeur ker, dreist holl bennou braz ar bed-ma e zeuz eur Roue ; eur Roue brasoch, galloudu- soch eget ar re all ; eur Roue hag hen deuz da chouarn, nann eur rouantelez hebken, mez an Env, an douar ha kement a zo etre an douar hag an Env. Hag ar Roue-ze, rag ma ra pep tra gant pouez ha dioch vuzur, a verk da bep unan achanomp dre be rouden kerzet : petra da ober, dioch petra en em viret ; ha rak ma zeo santel, e fell dezhan, dreist pep tra, e ren- fe an urz-vad etouez he zujidi. Setu perak euz he berz, ar chaera promesaou great dan nep a ra mad ho dever, mez ive, ar pounnera gourdrouzou douget a enep ar re a vank dhen ober. Hag ar gourdrouzou-ze nint ket, deuz he berz, spountaillou bugale na krosmol avel. Ho digas a ra da vir ervez he choant dan heur mar plij ganthan hag en despet da bep tra. Selaouit kentoch ha guelit. An testeniou ne vankont ket. * * * Ne vankont ket en amzer a zo dija eat abiou.
1° Evit kastiza 'r pechet, Doue ne espernaz ket an daou zen kenta, he grouadurien muia karet. Adam hag Eva zo ganthan lakeat da ren var holl draou an douar. Lojet er baradoz terrestr, e tremenont ho amzer en eur blijadur heb he far ; nho deuz na diouer, na dienez a netra ; nag enkrez, na poan a voulch ho eurusded. Mez en eun taol kount, me ho guel barnet da
.NHO 348 VAR AR PECHET MARVEL .NTO
chounid ho bara divar bouez ho diouvreach, barnet ouspenn dar poaniou, dar chlenvejou ha zoken d'ar maro. Ha perak eur blaneden ken dishenvel dioch ar bla- neden genta ? Eun dra zo bet penn-kaoz ha neuz ne- met unan : ar pechet.
2° Doue na zellaz ket peger braz oa niver an dud ma tlie skei varnho. Var dro chuezek kant vloaz goude krouidigez ar bed… etc. Danevel an dour-beuz.
3° Doue na espernaz ket ar pennou kurunet. Ni, avechou, dirag ar pennou braz a rank stoui hon tal ha choum da zounjal. Doue var an huella pennou a ziskarg aliez ar pounnerra taol… Danevel ar pez a choarvezaz gant Balthazar : mane, thecel, phares… etc.
4° Doue na espernaz ket he bobl muia karet. E korn an hent, eun den beuzet en he zaelou… etc. Petra oa kear Jerusalem… Hirio enterret holl… etc. V nobis quia peccavimus.
5° Doue ne espernaz ket he vab he-unan… etc. Mez, a lavarot marteze din, Jesus-Krist hen deuz la- varet : « Quis ex vobis, arguet me de peccato ! » Guir eo, va Breudeur ker. Mez kred eo evit ar pecher. Dle ar pecher a rank, eta da baea. Ha penaoz benag ma zoa he-unan teir gueach pur, teir gueach santel, setu hen
.NHO VAR AR PECHET MARVEL 349 .NTO
aze ; guelit e pe stuz : kurunen spern, tachou… etc… Labour ar pechet. Setu kentel an amzer dremenet. * * *
Mar greomp eur zell en dro dheomp, ni a gavo eur gentel all. Mervel a velomp, trouz ha lazerez a zao, goad a red ; reuz, naonegez, goalinier a bep giz en em astenn var an dud ha perak ? Pep hini a lako, er pez a garo, ar penn-kaoz a gement- se holl, mez evidon-me, pa ho guelan, a zeu da zounj d'in euz a gomz al leoriou sakr : Rumpha, fames et flagella, super iniquos creata sunt. Eur roue… etc. : lezit da dremen justis ar Roue ! Ha me, pa zellan ouz trubuillou ha gualeuriou ar bed-ma, a zeblant din guelet ive, varnho skrivet : « Lezit da dre- men justis Doue ! »
Mez, a lavarot marteze din « Me, a meuz pechet me, ha ne zeuz ganhen diguezet droug ebet : Peccavi et quid mihi accidit triste ? » Va Breudeur ker, mar deo guir kement-se, krenit muioch a ze. Seul huelloch e vez savet ar morzol, seul bounerroch e vez an taol a gouez var an anne. Doue a ched ; gedal a chell, amzer hen deuz ; mez e ma savet he vreach ; abred pe zivezad he zourn a ziskenno. Kre- nit, rag da grena ho cheuz leach. Beteg-henn, choui '
.NHO 350 VAR AR PECHET MARVEL .NTO
zo bet espernet ! Mes en dro deoch nag a bet hini a zo bet skoet ! Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Pet gueach ne lavaraz hen ket : Peccavi et quid accidit mihi triste ? Hirio, kouezet ar morzol var an anne. Perak ar plach-ze a rank plega he fenn dirag an dud all : en he chaloun e respounte : pechi a raan mez e kuz ; bi- ken den na vouezo netra : Hirio, kouezet ar morzol var an anne. Perak an tad, ar vamm-ze o skuilla daelou, e korn ar park ? Aliez a vech oant bet aliet da ziorren mad ho bugale. Ober a reant skouarn vouzar ; hag hirio, pa ho deuz a veach eun tamm bara direbech en ho zi ho-unan, ha marteze pa rankont mont dhe glask a zor da zor, e lavaront hi ive : kouezet ar morzol var an anne.
Pechet e meuz : Peccavi et quid mihi accidit triste ? Evit guir, madou ho cheuz, marteze. Marteze, ous- penn e zoch doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz evel ma komzit : ar voul a zo ganeoch hag e ruil a rit en tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn, en des- pet da rebechou ho koustians, choui ' lavar : Peccavi et quid mihi accidit triste ? Hag ar re vad en eur ho kue- led a lavar, marteze, dhoch heul : da betra beza ver- tuzuz ? Ar re fall ho deuz ar muia chanz. Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pecher, pecherez och, hag espernet, evelkent. Mez abalamour da biou ha da betra ? Marteze, en ho ti, eur vamm, eur pried, eur bugel bihan, savet ho daou zourn varzu an Env a lavar : « Va chrouadur eo, va fried eo, va zad, va mamm eo ;
.NHO VAR AR PECHET MARVEL 351 .NTO
ho chared a dlean, ho chared a raan : Parce Domine : truez, trugarez, pardoun ! » Hag ho dourn astennet azioch ho penn a ziarbenn dourn an Aotrou Doue. Marteze, choaz, etouez ho techou fall, hoch oberou digoustianz e zeuz eur pleg mad benag hag eun neubeut oberou kristen. Ha sounj ho cheuz choui euz ar paour keaz, bet dezhan an aluzen e toull ho tor, hag a la- vare en eur vont kuit : « Va Doue, me zo paour, ne chellan rei nemet va feden ; choui a zo pinvidik ha trugarezuz, paeit eta, choui, va dle ; roit dan den hen deuz kemeret ouzin truez, priz an tamm bara hen deuz lakeat e m dourn, talvoudegez ar pez dillad hen deuz taolet var va diouskoaz noaz. » Ha Doue, digor he skouarn da beden ar paour mad a lavaraz dhe dro : « Ia, red eo din rekoumpansi ar pez hen deuz great an den-ze ha rak ne chellin ket e rekoumpansi er bed all, rekoumpansomp anezhan er bed-ma ; roomp dezhan ar pez a glask : danvez, iechet, plijadur. » Pae didal- voud, roet da dud ken didalvoud hag hen, a lavar sant Ogustin : Receperunt mercedem suam, vani vanam. Doue a bae dle ar paour. Mez dhe dro e choulenno beza paet, varlerch ; hag an nep na bae ket var an douar, a ranko paea en eternite.
Er bed-ma, zoken, ma ve roet din da lenn en ho ka- loun, dindan skeud eun eurusded faziuz, petra a gafen- me ? Fode parietem. Setu eun aval ouz ar brank. Seblantout a ra beza iach mad. Digorit hen. Eur prenv kuzet en he greiz a
.NHO 352 VAR AR PECHET MARVEL .NTO
zo e tribi he galoun. Eur frouezen eo ha nen em virje ket ; kollet eo ive, ganthi, he blaz vad. Evelse, ar pechet a zo evel eur prenv e kaloun an den. Toulla, pikad, dribi ' ra. Hag ar pecher pa en em bouez, pa n em zelaou mad a rank anzav ha lavaret he-unan : « Oh ! na pegement muioch oa skanv va chaloun, laouen va spered, dar mare moa disklabez va ene ! * * * Ha brema, eur gomz choaz hag e meuz achu. Gueach all e teuaz tud da gavout sant Iann-Vadezour hag e choulen-jont outhan : « Tu qui es ? Piou och-tu ? Petra ' lavarit achanoch hoch-unan ? Quid dicis de teipso. » Me ive, a berz Doue, a choulen ouzoch hirio : « Piou och ? Petra ' lavarit achanoch hoch-unan ? » Ne choulennan ket e pe di e maoch o chomm, pe hano och, pe choui ' zo paour, pinvidik, desket, dizesk, koz pe iaouank. Goulen a raan : « Piou och dirag Doue, e pe stad e ma hoch ene, petra dalv evit an eternite. » Her goud a raan, her goud a rit ive, eur mission, ma permet Doue, a vezo er bloavez a zeu roet en ho parrez. (1) Her gortoz a rit gant plijadur. Mez, va Breudeur ker, evit ma tougo frouez mad ha puill, ho cheuz a vrema eul labour da ober. Eun tiek mad, araog mare an hada, a velan o kloza he bark, o stanka var he dro, o tichroza, o tistanka, o
.NFO (1) Ar zarmoun oa great evit pardoun Plodiern.
.NHO VAR AR PECHET MARVEL 353 .NTO
tilouzaoui an douar, o kas ebarz an teil, an treaz, ar bizin a chell ober muia vad. Neuze, mez neuze ebken, e taol he chreun var an irvi. Choui ive, va Breudeur ker, ho cheuz ho tachen da labourat. Ha klozet mad eo var he zro, ha difrosted mad an douar, ha neo hen ket sklabezet gant al lou- zeier fall ? Dever pep unan eo hen anavoud, hag a vre- ma lakaat he boan evit ma kouezo, dan heur merket, greun Doue var an dachen labouret mad.
* * *
Sant Machouarn benniget, mar deo choui, hag evidon-me hen chred stard, ar zant a enoromp e meur a barrez all, dindan hano sant Houarne pe sant Herve, ech anavezan ho puez. Dond a rejot var an douar gant daoulagad klozet ouz sklerijen an deiz. Mez, ar pez ' zo guell, daoulagad ho speret a ioa digor frank da sklerijen ar feiz. Diouskouarn ho kaloun, noant ket bouzar ouz komzou Doue. Deuet och da veza eur zant braz. Grit, pa zeo choui patron ar beg douar-ma, grit ma vezo ar re ho deuz savet an iliz-ma en hoch enor hag ho kemeret evit ho alvokad dirag Doue, grit ma vezint holl kuitibunan, din achanoch ha din euz ar baradoz. Evel-se bezet great.
* * * 23
.NPO
II
Sarmoun ar Folgoat, kempennet ha renket evit pardoun bras Itroun Varia 'r Porzou
Janua cli, ora pro nobis. Porz an Envou, pedit evidomp.
VA BREUDEUR KER,
Setu hen eta, digouezet an deiz euruz ma reomp ennhan, pardoun Itroun Varia 'r Porzou. Her goud a rit, brud ar japel-ma a zo skignet e pep korn Breiz-Izel, abaoue ma zeo bet savet. En hor raog, a holl viskoaz, a dost, a bell, a bep tu tro var dro, hon tud koz a zirede ama gant prez, gant mall ha gant dudi. Diez e kavjent ma ne vije ket deuet, bep bloaz, eul loden euz pep parrez, unan benag euz pep ti, da ginnig dar Verchez sakr anaoudegez vad ha pedennou ar re all gant ho fedennou ho-unan. Hag eu- rus en em gavent pa zistroent var ho chiz, goude beza pedet mamm Doue da zerchel evitho digor, dor, porz ar baradoz. Eveldho, setu choui dho tro, diredet stank ha stank, gant ar memez feiz, ar memez fizianz, ar memez ka- rantez.
.NHO AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU 355 .NTO
Guerchez sakr, pa ze guir eo evidoch e teuan koulz hag hi, roit din ar chraz da ziskouez penaoz e tigasit da vir an hano a zougit ama, hano Itroun Varia 'r Porzou. Digoret ho cheuz evidomp dor, porz an Envou, klo- zet porz, dor an ifern : En eur rei dheomp, en ho mab ker, eur Zalver karantezus ; en eur ziskouez dheomp, dre skouer ho puez, hent santel ar baradoz ; en eur viret, dre ho skoazel gallouduz, ne fallgaloun- femp ket hed hor beach. * * * Ar Verchez, en he mab, he deuz roet dheomp eur Zalver. Va Breudeur ker, er bed-ma, netra ne bad ; en dro dheomp hag ennhomp hon-unan, pep tra dremen evel an dour-red. Tamm ha tamm, deiz goude deiz, hor buez en em denn kuit, da chortoz an heur, merket gant Doue, hag a dle hon diskar er bez. Mez, pa hon devezo tennet hon halanad diveza, ne vezo ket peur-achu hor planeden. Varlerch buez verr ar bed-ma, e tigor buez hir an eternite. Hag en eternite, me vel diou zor dishenvel. Var unan eur skrivanier bras hen deuz merket: « Me zo great gant justis Doue. Drei- zon-me, e zear da di an daelou heb ean, da lojeiz an ankeniou garo. Ha kement hini a ia dreist va zreujou a rank lezel an esperans a drenv. » Houma, va Breudeur ker, eo dor spountuz an ifern. Eunn or all a zo ha varnhi me a zeblant guelet skrivet : « Lagad hebet na velaz, na skouarn na glevaz, na kaloun
.NHO 356 AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU .NTO
den na chellaz koumpren, ar pez hen deuz an Aotrou Doue lakeat a gostez evit ar re her char. » Houma, an nor eurus, an nor zantel, eo dor ar baradoz. Hag unan anezho ho diou a zigoro eun deiz evidomp.
Her goud a rit, er penn kenta, an ifern noa ket great evit an den. Goude eur vuez eurus var an douar-ma e zoamp galvet, heb rankout mervel da bignat varzu palez aour an Dreindet sakr ha da danva eno da viken, eul levenez choaz brasoch e kreiz eur chloar heb he far. Mez goud a rit ive, ar pez a choarvezaz gant hor lignez paour. Hor mamm, var ali trubard an drouk- speret ha gounezet gant liou touellus ar frouezen difen- net, a zizentaz ouz Doue. Ha kerkent e serraz outhi hag ouzomp porz an Envou hag e tigoraz porz an ifern, klozet ouzomp beteg an deiz-se. Piou, a nevez, va Breudeur ker, a zigoro an nor zarret hag a zerro an nor zigor ?
Brema trivach kant eiz vloaz ha pevar ugent, e bro sao-heol, e veve eur plach iaouank. Ha sada, a berz Doue, eun eal o tisken varzu ennhi hag o lavaret : « Me ho salud leun a chras, an Aotrou Doue ' zo ganeoch. » Hag ar verch respount da gannad Doue : « Ecce ancilla Domini : servicherez oun da Zoue. Ra vezo great e m' chever, ervez a lavarit. » Itroun Varia 'r Porzou, ia, choui ' zo hanvet mad ; ia, choui ' ro dheomp hor Zalver. Eur vaouez a gollaz achanomp, eur vaouez a ro dheomp ar vuez.
.NHO AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU 357 .NTO
Bet omp holl var hon daoulin dirag ho poltred : en ho tourn deou, klozet etre ho pizied evit he difenn ouzomp e talchit ar frouezen fall a brennaz dor an Env, a zigoraz dor an ifern. Mez, var bleg ho preach kleiz, evel evit hen diskouez, her chinnig dheomp, e tougit ar frouezen a vuez, ar mab benniget ho cheuz roet dan dud evit ho frena ; divar ho parlen eo pignet da zigeri dor an Env, da gloza dor an ifern. Itroun Varia ar Porzou, ra viot benniget dreist an holl gragez ha benniget ar frouez ho cheuz douget. Ho mab eo hor chenta Salver, hag ervez eun eskob braz, choui a zo deuet da veza evel eun eil Jesus-Krist, evel eun eil Salver ar bed. * * * Mez, va Breudeur ker, evit mont tre, neo ket awalch e ve digor dor an ti, red eo choaz e kemerfet an hent a gas varzu an nor-ze. Hogen, siouaz ! evit kalz a dud, mar doa er baradoz terrestr, diou vezen dishenvel : guezen ar vuez ha guezen ar maro, an diou vezen-ze a zo choaz en ho zav a bep tu dheomp ha daou hent dishenvel a gas varzu ennho. Stank int ar re a gemer skouer divar hon tad hag hor mamm genta. Ni, va Breudeur ker, kemeromp skouer divar ar Verchez Sakr.
Anaout a rit he buez. Araok he ginivelez, ar profet digoret dirazhan, gant Doue, leor an amzer da zont, a lavare divar he fenn : « Piou eo an hini a bign euz a
.NHO 358 AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU .NTO
greiz an douar frost, dudiuz evel ar goulou-deiz, kaer evel al loar, sklerijennus evel an heol ha nerzus evel eun arme linennet evit ar stourmad. » Ha kaeroch, sklerijennusoch choaz en em ziskuezaz goude he donedigez etouez an dud. Konseved eo bet dinam a bep souilladurez ha bevet he deuz dibech hed he amzer. Abred, var barlen eur vamm fur, santez Anna, e teskas anavoud ha karet Doue. Dan oad a dri bloaz en em dennaz en templ, pell diouz an trous, pell diouz danjerou ar bed, evit en em rei holl da Zoue. An Hini gav abeg beteg e kurunen an heol, e buez ar verch iaouank ne gave mank ebed : Macula non est in te. Hag e lavaraz : « Hi a vezo mamm va mab muia karet. »
Anaout a rit he charantez evit he mab. Pa glaskas Herodes, lakaat Jesus dar maro, evit sa- vetei he vuez, Mari a guita pep tra : bro, kerent, mignou- ned hag en em guz en eur vro estren. Pa zeo eun droad, dianket Jesus-Krist e kear Jerusalem, epad tri devez e ra goulen anezhan a bep tu. Ne baouez ken na deo ganthi kavet. Ha pa her guel, ne chell ket miret da ziskuez he charantez: « Va mab paour ! tri devez ma kuillan daelou en eur da glask : Ecce jam triduo, pater tuus et ego, dolentes querebamus te. Da heur he varo, epad ma teue an holl dhen dispri- jout, ar vamm baour, pell da gemeret mez pe aon, a zo en he zav, e troad ar groaz, deuet e kreiz ar vourrevien da rei dezhan an diveza merk a garantez.
.NHO AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU 359 .NTO
Ha Jesus-Krist, eur veach pignet en Env, Mari he vamm na choulen mui nemet nijal varzu ennhan. Mervel a ra dhe zro, nann dre glenved na dre gosni, mez dre nerz he charantez evit Jesus-Krist. Kristenien, va Breudeur, goulen a rit pehini eo hent ar vuez, hent an Env. Setu hen aze, kerzit dreizhan ; varnhan e kavot roudou Jesus-Krist, roudou ar Verchez, roudou ar zent, ar zentezet maro en hor raok. Hennez eo an hent mad ha neuz hent mad nemethan. * * * Mez, a respountot marteze din : « Neo ket bolontez a vank, mez hon nerz a zo ker bihan hag an danjerou ' zo ker stank. » Ia, va Breudeur ker, ar bed a zo fall, an danjerou zo stank, hon nerz a zo bihan. Her goud a raan koulz ha choui, rag holl omp euz ar memez lignez, euz ar memez wenn, holl e vevomp e kreiz ar memez dan- jerou. Mez selaouit eun dra. Setu en ho ti, eur chrouadurik bihan. Gostl da gozeal neo ket : goestl da vale ken nebeut… etc… Ar rest evel Sarmoun ar Folgoat, pajen 4. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
* * * Ha brema, Guerchez, grit ma ne deuio nikun acha- nomp, dre hon dallentez hon-unan, da brenna dor ar
.NHO 360 AR VERCHEZ PORZ AN ENVOU
baradoz ganeoch digoret dheomp ; grit ma ne zigorimp ket dor an ifern ho cheuz klozet ; hon harpit hed hor beach, krogit en hon dourn da ren achanomp ! Ha pa zaimp dirag ho mab a dle hor barn, bezit hon alvoka- dez ; lavarit : « Va mab, ro dezho digemer. Hi eo ar » vugale all az poa din roet var menez Kalvar. Digor » frank evitho dor ar baradoz ! » Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
III
Digor evit ober sarmoun ar Folgoat, neuz forz e pe seurt pardoun, en enor da vamm Doue
Ecce filius tuus, ecce mater tua. Setu aze ho mab, setu aze ho mamm.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Karet, meuli, pedi a reomp ar zent deiz ho fardoun, deiz ho gouel a vez, evidomp-ni ive, eun deiz a chouel, eun deiz a bardoun. Mad a reomp, va Breudeur ker. Evel domp int euz a lignez Adam hag Eva ; hor Breudeur int dirag Doue. Rak-se, dre bleg ho wenn hag ho chaloun int douget evit hor mad hag e klaskont hon eurusded. A hent all, hi en hor raog, ho deuz treuzet ar bed-ma, anavezet he boaniou, ranket stourm ouz he zanjerou ; gouzout a reont pegement e koust beza mad ; e tleont, rak-se, kaout ouzomp truez. Goud a reont, ouspenn, ho deuz var an douar, karet Doue a greis ho chaloun, int bet, dho zro, karet ganthan. Hag ar pez a ra hirio, en Envou, al loden vrasa euz ho eurusded, eo rak ma chouzont ne chell
.NHO 362 DIGOR ALL EVIT SARMOUN AR FOLGOAT .NTO
mui netra ober dhezo koll ar garantez-se. Piou goudeze a chelfe nach eo braz ho galloud dirak Doue ? Koulsgoude, etouez holl zent, holl zentezed ar baradoz, e zeuz unan muioch anavezet, muioch karet, muioc'h pedet eget ar re all. Dibaot ar barrez ha na ve ket ennhi eur japel benag savet en he enor, dibaot an iliz ha na ve ket ennhi guelet he skeuden hag he aoter. Evel ar pareziou all, muioch zoken, eget kalz all, choui he anavez, he meul, he char, he fed. Ho tud koz goude beza savet an iliz-ma a roaz dezhi an Itroun Varia evit patrounez. Ama en em blijent o taoulina dirazhi ; choui, eveldho, stard en ho feiz, a ra, dho tro, evel ma reant. Hirio deiz he fardoun e chortozit holl, ma komzfen deoch divar he fenn, ha divar he fenn eo e teuan ive da lavaret daou cher : Guerchez sakr, setu ama ho pugale : Ecce filius tuus Parrisioniz, setu ahont ho mamm : Ecce mater tua.
Itroun Varia, va mamm evel ho hini, dheoch e tlean kozeal euz ho pugale ; dho pugale e tlean komz acha- noch. Grit ma tiskuezin dezho mad, da genta, peger koulz ho charit, dan eil, e pe chiz ha pegement e tleont poania da veza evidoch bugale direbech.
* * *
.NPO
IV
Perak poaniou er bed
Virtus in infirmitate perficitur.
VA BREUDEUR KER,
Doue a zo eun tad hag eun tad mad. Perak eta, kement all a boan, a dristidigez, etouez an dud ? Setu aze eur gou- len hag a zo aliez a vech en em lakeat dirag va spered. Perak ? Selaouit kentoch.
* * *
Ar boan a ren var an douar, 1° evit kastiza ar peched. Adam hag Eva, kenta krouadurien an Aotrou Doue, a voa eurus er baradoz terrestr : na poan, na naon, na klenved, na dienez euz netra. En eun taol kount setu hi malheurus ! Perak ? Pechet ho devoa. Lusifer ha kals eled all a voa eurus er baradoz… En eun taol kount setu hi en ifern ! Perak ? Pechet ho devoa. Poan, tristidigez, melkoni ' zo var an douar. Perak ? Eur zell var hor choustians.
.NHO 364 RED EO KARET JESUSKRIST .NTO
* * * Doue an Tad a zo eun tad mad. Perak ' ta poan, tris- tidigez, var an douar ? Selaouit ha komprenit. Poan a zo var an douar evit sounti, aprouvi ar vertuz. « Ha guelet e cheuz-te va zervicher Job, a lavaraz eun devez, an Aotrou Doue, dan drouk-speret. Setu aze unan ha neuz ket he bar evit va charout. » Ia, mez eurus eo : neo ket diez dezhan ho meuli. Peb tra ' deu da vad evithan. » Mad, sko anezhan en he vadou… etc… » Sko anhezan, en he gorf, mez arabat e laza, etc. » Ha Job, var he vern teil, goapeat zoken gant he dud, a veule choaz an Aotrou Doue. Poan a zo, tristidigez er bed-ma, evit ma vo meulet an Aotrou Doue dre resinasion he vugale vad. Eur zoudard ha n'eo ket bet e tan ar brezel, da c'houzout eo pa zeo eun den a galoun pe enn den spountik. Eur christen ha neo ket bet krog ha krog gant an dristi- digez, da chouzout eo pe hen a zo stard pe laosk en he lezen. * * * Doue a zo hon tad hag eun tad mad, perak eta tristi- digez ha poan er bed-ma ? Sellit ha guelit: Setu aze eur groaz ha varnhi ar guella, ar charan- tezusa den a zo bet var an douar. Guelit he benn, he dreid, he gostez : Oportet christum pati et ita intrare in regnum Dei.
.NHO RED EO KARET JESUS-KRIST 365 .NTO
Mad, setu aze hor skouer. Hi, ar groaz eo sin ar c'hristen. An aour, e kreiz an tân, a zeu flammoch, an ene kristen e kreiz ar boan, a zeu puroch. Ar boan a zo digaset gant Doue evit distaga 'r galoun dioc'h traou an douar ha miret na ankounachafemp an Env. * * * Doue ' zo hon tad hag eun tad mad ; perak eta poan ha tristidigez er bed-ma ? Eur zell en dro deoch : nag a bet e kreiz ar ieched, ar blijadur, an danvez… a vev pell diouz Doue, heb sounjal e Doue. Doue a sko, ha kerkent e velont pegen dister eo traou ar bed-ma, ar vuez, ar ieched, an dan- vez. Distaga ' reont ho chaloun diouz ar bed evit he roi da Zoue. Ha vertuziou an den e poan a ve puroch. Ar baradoz eta, aliez, a zo da heul poaniou. * * * Rak-se e kreiz hor poaniou, roomp meuleudi da Zoue, dougomp anezho holl, gant pasiantet, hag er baradoz, divezatoch, e vezint roz en hor churunen. Evel-se bezet great.
* * * .NPO
V
Deveriou ar Christen
Custodite, sollicite, animas vestras. Bezit aketus da ziwall hoch ene. Dent. iv, 15.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Kenta ' ra eun tiek mad, pa vez karget euz eur gou- manant, eo taol eur zell piz var he holl zouarou ha guelet penaoz renta, an talvoudusa ma chell, kement korn- douar a zo stag ouz he di. Lavaret a ra, goudeze : « Ama, peurach ; ama, koat ha lann-bil ; ama : foenneier ha prajou ; ahount : douar labour, douar guiniz, segal pe ed-du, eiz pe lugumach. Setu, e pe chiz, e chell kaout eost mad e pep takad hag en em binvidikaat gant he labour. * * * Mad va Breudeur ker, ni ' zo ive 'vel labourerien, fermourien, tieien an Aotrou Doue. Eur verouri hen deuz lakeat dheomp etre hon daouarn : hon ene. Dheomp-ni, da lakaat ennhan, pep tra da zont : taol
.NHO DEVERIOU AR CHRISTEN 367 .NTO
ennhan had mad, greun mad ; ober peb labour dar mare, dar choulz zo dleet, tenna deuz pep korniel ar pez a chell da rei. Arabat e chom-fe korn frost hebed. * * * Eur merour mad, ouspenn ma ra labour a zoare, a daol evez ouz he labour great. Eur vech an amzer e ra eur zell var he zrevad hag e lavar : « ama, e sav louzeier fall, pred eo chouennad ; Ama, eo distank, greomp eur gloued nevez, lakeomp spern var gorn ar chleuz, stan- komp an ode-ma, ar riboul-zont ; va choad a ia gant al laer, evesaomp ouz he roudou, a beleach e teu, varzu peleach e za, pe vent hen deuz he votez… gour- drouzomp. Choui ive, taolit evez. Guelit petra ' zeu mad, taolit evez ouz al louzou fall, lakit tremp : pedit mad ; evesaït ouz al laer, pa vez dichlaniet an dour roït dizal ma tizouro. * * * Penaoz en em gemeret, petra da ober ? Eur vech an amzer, ober eur zell piz var ho kous- tians, evesaat petra vir na doch guir gristen, ha neuze, mont dal leach ma kaver ennhan ar ieched. An den klanv a ia da gavoud he vidisin pe he apothiker Ni, kristenien, a zo evidomp savet gant Jesus-Krist eun ti a vedisinerez : ar gador-govez. Lod a gofez bep sizun : mad evit eun darn.
.NHO 368 DEVERIOU AR CHRISTEN .NTO
Lod bep pemzek devez : mad ive ; lod bep miz : mad choaz. E parreziou ' zo, eo kemeret ar pleg da zont holl, bep tri miz. Guella kustum a chelfed da gaoud eo ar chustum-ze. Neo ket evidomp e komzan, evidoch eo. Seul vui e chommer van-ha-van, da c'hourlerc'hi, seul brasoc'h diegi a vez. Perak lod na deuont mui. Ha sounjal a rit choui e kavont e ma 'r vironez a du gantho ? Nann. Chom- met int pevar, chuech mis, bloaz, daou marteze. Neuze, da heul meur a zigarez all, eo e teu ar pec'hed a ziegi dho diarbenn. * * * Konfesait, eta, mad hag aliez. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
VI
Red eo karet Jesus-Krist
Si quis non amat Dominum nostrum Jesum Christum, anathema sit. Milliget ra vezo an hini ne gar ket an Aotrou Jesus-Krist.
DIGOR
Non veni pacem mittere sed gladium. En eun dorn morzol ar mansouner, en egile kleze ar brezellour… Red eo poania ha labourat. Hogen, lod ' zo tud laosk, difidel, trubard. Setu pe- rak, Si quis non amat Dominum nostrum Jesum Chris- tum anathema sit. Chomm heb karet Jesus-Krist a zo : 1° Eun treitouriach, ingrat ha digaloun ; 2° Eun dallen- tez diskiant ha diremed. * * * KENTA LODEN
Eun den honest, nhen deuz nemet he cher. An den leal, stard en he zever en despet da hep tra a vez, atao, estimet. Er chountrol, eun den faoz a vez disprijet. Hag 24 .NHO 370 RED EO KARET JESUS-KRIST .NTO
er faosoniach-ze, ' zo diou bazen izelloch evit ar re all. Daou exempl evit rei guelloch da goumpren.
Eun den paour a gav eun den pinvidik. Hag ar pin- vidik, asten he zourn dar paour, her chemer evit he vreur. Mez pep tra ' zo diasur, er bed-ma. Ar pinvidik a zeu da veza reuzeudik, hag ar paour rentet ganthan eürus, trei kein dhe vadoberour. Ingrat eo, trubard dhe vignoun ; disprijet e tle beza.
Exempl all. Setu diou arme : ar chanoliou morgousket var ho chillourou dir ; pep tra sioul evel pa ve an ankou o para da chortoz falchad ar zou- dardet. Epad ar stourmad, an drapo a ia araog, a zeu a drenv ; var he zro, soudardet kalounek. Ebken unan a jomm a gostez ; trubard eo dhe vro ; disenori a ra he boletennou hag he zabren.
Hogen, e peleach kaout ar mignoun ingrat, ar zoudard trubard ? Pa zeuomp er bed, stag ouz eun neuden etre ar bara- doz sarret hag an ifern digor, piou a zigoro unan, a zarro egile ? Ni ? Nann. Rak beza hon deuz tri chouli braz : eur speret tenval, eur volontez dinerz, eur chorf kiriek dan holl boaniou. Jesus-Krist a zeu, a zigor an Env, a zarr an ifern, a sklerijen hor speret, e gennerz hor bolontez, a ra dheomp lavaret : Superabundo gau- dio, in omnibus tribulationibus meis.
.NHO RED EO KARET JESUS-KRIST 371 .NTO
Meur a vignoun a gavomp : mignoun hon taol, hon archant, hon renk. Mez, tempora si fuerint nubila, solus eris. Karantez Jesus-Krist a zo brasoch. Savet eo var bevar bost ; Bethlehem : euz ar Baradoz en eur chraou ; Nazareth : mab Doue pleget var eun eskemen ; Kal- var : an den just etre daou laer, toullet he galoun ; An Tabernakl : Salver ar bed, magadurez an den : Venite ad me omnes qui laboratis et onerati estis… ; non dicam vos servos sed amicos.
En dizro, petra choulen ? Goulen ma kredimp dhe Aviel, ma vezo hor feiz krenvoch eget finesaou an drouk-speret ha gevier ar bed. Deiz hor badiziant, dezhan ni ' lavaraz : « Credo. » Pelloch e za. Dek, kant ger a chellit lavaret, kren voch an eil eget egile. Mez eur ger a zo hag a lavar pep tra : me ho kar. Ha Jesus-Krist a choulen hor charan- tez evit he garantez, eur garantez guirion, he grizien en hor chaloun. Deiz hor badiziant choaz, deiz hor pask kenta, ni ' lavaraz : « Ni ho karo, nann a chinou, mez a galoun : ni ho karo a vel kaer dan holl, ni ho karo dizamant ; ho kroaz a vezo va drapo, me ho sou- dard. » Setu aze ar marchad, etre ar paour hag ar pinvidik, etre ar zoudard hag he gabiten. Petra ziwez ? Selaouit eun dra choarvezet. En nosvez-se, e varned Jesus-Krist. Per hen doa lavaret: « Etiamsi oportet me
.NHO 372 RED EO KARET JESUS-KRIST .NTO
mori tecum non te negabo. » Ha koulskoude, nach a ra he vestr, teir gueach. Va Breudeur, ne zastumomp ket ar mean a zo var hon hent evit hen taol ouz sant Per. Dalchomp hen da skei var boull hor chaloun. Evel Per omp bet dispar- tiet, evel Per, pa bechomp, e nachomp hon Doue : « Non hunc, sed Barrabam. Barrabas zo mad evidomp. Laer ha muntrer eo, evel ouzomp Jesus-Krist re vad evidomp : Crucifige. » Doue hor badiziant, madobe- rour, medisin, drapo, holl dilezet gant eur mignoun in- grat, eur zoudard trubard. Tud ar bed hon dizammo : Me ' rank tamall ha lava- ret : « Mignoun ankounachaus, paour dianaoudek, sou- dard treitour. » Ouspen, truez am meuz. Rak : * * * EIL LODEN
Braz, diremet eo ho tallentez. Va Breudeur ker, Doue eo ar mestr, mestr an holl, a entent chomm mestr, mestr da skei pe da rekompansi. A hent all, lagad an den na chell para, nemet var daou zu, daou gostez : dan neach pe dan traon. Mar par dan neach e ma en he venojen. Rak hor penn a zo krouet sounn. Mar sell dan neach e vo joa en hor cha- loun, esperans en hor spered, bennoz Doue dhon heul da chortoz an Envou. Mar plegomp hor penn, petra gavomp ? Ar bed hag
.NHO RED EO KARET JESUS-KRIST 373
er bed, netra hag a chell leunia, karga hon ene. Se- laouit : Salomon var he dron olifant… Tenna ra euz an holl draou krouet, ar pez a chell. Dezhan ne vank nag aour, nag enor, na plijadur ha koulskoude, var fin he vuez, e lavare : « Et vidi in omnibus vanitatem et afflictionem animi. »
Perak ! Rak : 1° E kever Doue ' zo eun eal, eal an teir walen. En he zourn e ma kalur venjansou an Env. Pa gostez he galur an diveradou a zisliv, a rent chouero, a ra pren- vedi holl draou an douar. 2° Kaloun an den a zo evel eur varriken didal. Taolit ebarz, e chomm atao goullo : didal eo. An tal, tal ar galoun, eo Doue. Beteg ma ve Doue ebars, e choulen atao : Affer, affer : inquietum est cor nostrum donec re- quiescat in spe. Mez gant Doue da dal e ma leun, dioch-tu. Ne ell kaout eurusded hebet e traou ar bed- ma. Eun den lakeat da Roue a ioa eurus, ken a velaz eur c'hleze stag gant eun neuden azioch he benn… Azioch hor penn ive, e ma kleze Damokles : falch an ankou. An den dall a ia gant ar venojen ; pa zounj nebeuta e stok he droad, e kuez en eun toull, eo diskaret : ne vel na mean na toull. Pecher paour ! e maoud o vont : gortoz, eur mean a zo var da hent : mean ar chlenved ; eun toull : ar bez. Nho guelez ket, ne zonjes ket ennho, siouas !
.NHO 374 RED EO KARET JESUS-KRIST .NTO
Ha pa ziguezi gant Doue e vo goullo da zaouarn pe gentoch da zaouarn a vo leun a zizurziou.
* * *
Greomp guelloch. Dalchomp mad mar domp mad. Mar domp fall, distroomp. Ra deuio Jesus-Krist dho kennerzi. Lavaromp dezhan : Ni gredo dho lezen atao, ni ho karo atao, ha goude hor maro, neuze, Hen a vezo hon rekom- pans : Ego ero, merces tua magna nimis. AMEN.
************ * FINVEZ * ************
.NPO
TAOLEN Evit kaout, e berr, ar sarmoniou renket el levr-ma
A Aliou eur persoun dhe barrisionis goude eur mission pe eur Jubile . . . . . . . . 339 Anna. Prezegen evit pardoun Santez Anna 'r Palud : Santez Anna 'zo bet jervicherez fidel da Zoue, eur pried karantezuz, eur vamm vad. . . . . 33
B Baradoz. Holl joaiou an douar nint nemet eur skeud deuz ar Baradoz ; er Baradoz, repozvan a spered, repozvan a galoun, repozvan a gorf. . . 263 Evit bennigen ar chleier. Ar chloch a zigas da zounj dheomp deuz ar pez a zo a vrasa en hor buez, epad ma reomp hon treuz er bed-ma ; ar chloch a zigas da zounj dheomp deuz ar pez a ell hor bleina varzu an eternite. . . . . . . . . 98 Evit bennigen ar mor. Ar mor a zo eur park- labour. Mez danjer a zo varnhan ; red mad eo kaout bag var eor ha stur, ha bennoz Doue ouspenn ; mez evit kaout bennoz Doue eo red poania dher meri- tout. . . . . . . . . . . . . . . . 84 Evit bennigen eur groas nevez, e fin eur mission : Christus heri, hodie et int scula. . . . . . 102
.NHO 376 TAOLEN .NTO
Evit bennigen hent ar groaz. Meur a hini ho deuz lakeat ho dourn dober an hent-se : Judas, Pilat, Kaïph, Herodez. Ho wenn dar re-ze, ' zo beo atao. Dezho daou cher : treitour int e kever Doue, diskiant en ho chever ho-unan . . . . . . . . 92 Evit bennigen maean kenta iliz Karaes. Presta da Zoue, a zo prena leve. . . . . . . . 74 D Deveriou eur christen. Buez eur christen hen- velebet ouz buez eun tiek mad. . . . . . . . 366 G Guerches. Sarmoun ar Folgoat : ar Verchez a zo hor mamm, mes he galloud a zo brassoch eget galloud holl mammou ar bed-ma. . . . . . . . . 3 Guerches. Sarmoun Itron-Varia 'r Porzou : Ar Verchez he deus digoret evidomp porz an Envou ha klozet dor an ifern, en eur rei dheomp en he mab ker eur Zalver karantezus, en eur ziskuez dheomp, dre skuer he buez, hent santel ar baradoz, en eur viret dre he skoazel gallouduz ne fallga- lounfemp ket, hed hor beach. . . . . . . . . 354 Guerches. Digor evit ober sarmoun ar Folgat e neuz forz pe seurt pardoun, en enor da vamm Doue. . . 361 H Heur Zantel. E petra sounjal epad an heur zantel ? E komz Sant Paol : Jesus a voa deach, Jesus a zo hirio, Jesus a vezo varchoaz. . . . . . . . . . 336
.NHO TAOLEN 377 .NTO
I Ifern. Eun ifern a zo, eun ifern a rank beza ; pe seurt poaniou a chouzanver, en ifern. . . . . . . 246 J Jesus, doktor an dud. Pa deu eun den da glask hon trei a du ganthan, tri choulen da ober : piou och hag a berz piou e teuit, pe seurt mennoz ho tigas, ha gouzout a rit-choui mad, ar pez a glaskit deski dheomp. . . . . . . . . . . . . 324
K
Karantez evit Jesus-Christ. Chomm heb karet Jesus-Krist a zo eun dreitouriach ingrat ha diga- loun ; eun dallentez diskiant ha diremed. . . . 369 Kaloun-Sakr. Kaloun Jesus, alchouez ar baradoz ; kaloun, Jesus kelennadurez an den ; kaloun, Jesus konsolation ar vuez. . . . . . . . . . 15 Konsekrasion iliz Hanvec. Er bed-ma, netra na garg hon ene ; buez an douar a dremen buhan. Aba- lamour da-ze, e rankomp klask buez an Eternite. An iliz eo ar skeul da dizout beteg ar vuez-se . . 77 Kontrision. Petra eo ar Gontrition, petra da ober evit he chaout ? . . . . . . . . . . . 272
L
Leziregez e servich Doue. Petra eo beza lezireg e servich Doue ; pegen bras gwaleur eo. . . . 174
.NHO 378 TAOLEN .NTO
M Mab prodig. Ar pecher henvelebet ouz mab prodig aviel Sant Lucas. . . . . . . . . . . . 185 Maro. Mad eo sounjal er maro ; mad eo en em brepari dar maro ; mad eo gouzout petra eo ar maro. . . . . . . . . . . . . . . . 210 Mesventi. Ar vesventi a laz ar chorf, a laz an enor, a laz an ene hag a zo peun-kaoz euz gwaleur, er bed-ma hag er bed all. . . . . . . . . . . 180 Mission. Sarmoun evit digeri eur mission. Er bed- ma e maomp evit servicha Doue, hag evit hen ober ervad, ar berra, ar surra hent eo ober he vis- sion evit ar guella. . . . . . . . . . . 111 Morgousk e stad a bechet. Skeul an ifern : Ar re ' zo var ar skeul-ze, ' zo pred dezho dihuna ; Arabat dale, rak peb dale a ve, var eun dro, beza dianaoudek, kaout disprijans, beza kemeret gant an dallentez. . . . . . . . . . . . . . 138
P Pap. Ar pap eo pastor an eneou ha porzier an Envou ; brezel a rear dhezan hag abalamour da-ze, e tleomp muioch he garet. . . . . . . . . . 105 Pechet marvel. Ar memez sarmoun gant an hini all, renket ha kempennet evit eur pardoun. . . . 345 Peden. Pegen red eo pedi ; pegen nerzus eo ar be- den ; perak hor pedennou a jom, ken aliez a veach, heb beza selaouet. . . . . . . . . . 307
.NHO TAOLEN 379 .NTO
Perseverans. Red eo perseveri ; ouz petra en em ziwall evit hen ober ; petra da lakaat en implij evit derchel mad. . . . . . . . . . . . 299 Persoun. Evit troni eur persoun en he barrez nevez : petra e tle beza eur persoun evit he barrisionis : petra ' tle beza 'r barrisionis evit eur persoun. 63 Persoun. Sarmoun eur persoun en devez ma ze tro- net, dhe barrisionis nevez. . . . . . . . . 71 Poan. Sarmoun evit gouel Sant Per en ereou : Buez ar christen a zo eur vuez a boan, abalamour ar boan eo ar mean diazez euz eur vuez santel, ar boan a la- ka disparti etre ar re zo da Zoue hag ar re ' zo dan drouk-spered, ar boan a laka purroch ar vertuz. . 55 Poan. Ar boan a zo digaset gant Doue var an douar evit kastiza 'r pechet, sounti 'r vertus, distaga 'r galoun deuz traou ar bed ha miret da ankounachaat an Env. . . . . . . . . . . . . . . . 363
R
Relijion. Sarmon evit gouel sant Mark, mez a ell beza roet e peb leach hag evit pep sant : ar reli- jion a zo eun dra red ; digareziou ar re ' fell dezho beva heb relijion. . . . . . . . . . 23 Renk huel ar guir gristen. Eur zell var an den poezet ennhan he-unan ; eur zell var an den poezet er guel he nesa ; eur zell var an den poezet er guel a Zoue. . . . . . . . . . . . . 284 Sakramant an Aoter. A deu da renevezi hon nerz, hen laka da greski, hon laka da veza laouen. . 331
.NHO 380 TAOLEN .NTO
Santelez. E rankomp beza sent. Digareziou ar bed : re boanius eo beva santelamant, Doue ' ro din re nebeut a chrasou, re a zanjerou a gavan var hent ar vuez. . . . . . . . . . . . . 46 Silvidigez. Ar zilvidigez a zo eun dra red ; evit he ober e ranker poania ; piou evithi a gemer eur guir boan. . . . . . . . . . . . . . . 127 Silvidigez. Steuen evit sarmoun eur pardoun. E ranker beza sant ; penaoz anaout ha ni ' zo var an hent mad. . . . . . . . . . . . . . 42
T
Trugarez an Aotrou Doue. Petra eo bet ha petra eo choaz e kever ar pecher Doue an tad, Doue ar mab ha Doue ar Spered-Glan. . . . . . . . . 192
V
Varn. Sarmoun var ar varn general. Ar varn-ze ' vo enhi tri dra : eul leor splamm ha guirion, leor ar choustiansou ; eur valanz heb abeg, balanz an Aviel ; eur zetans didruez, diremed, setans Jesus- Krist. . . . . . . . . . . . . . . . 228
* * * * *
.NFO Brest, Moullerez ru ar Chastell, 4