← Table of contents
Sarmoniou an Aotrou Quere

IV.

Reading edition

SERMOUN great evit konsekrasion Ilis Hanvec.

Non est hic aliud nisi domus Dei et porta cli. Ama, e guirionez, e ma ti an Aotrou Doue ha pors an Envou. (GEN. 30. XVII.)

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,

Jakob, guechall, kuitead ganthan ti he dad ha douar he vro, en em gavaz, goude kuz-heol, en eun takad distro. Hag o choantaad en em ziskuiza eun nebeut, e tastummaz da lakaat dindan he benn, unan euz ar vein a velaz eno, hag e kouskas. Hag epad he gousk, hèn guelet eur skeul en he zav var an douar hag ar beg anezhi stak ouz an Env : ha penn da benn ganthi, elez ar baradoz a bigne hag a zis- kenne. Ha Doue harpet var he beg a lavaraz dezhan : « Me eo Doue Abraham ha Doue da dad, ha da zigwall- te a rin ive, e kement leach ma zi. » Ha pa zifunaz, Jacob lavaret : « oh ! ama e guirionez e ma ti an Aotrou Doue ha pors an Envou : vere domus Dei est hic et porta cli. Ha goude beza santifiet ar

.NHO 78 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC .NTO

mean a ioa bet dindan he benn, hen lakeas en he zav hag her galvaz ti an Aotrou Doue. Mad, va Breudeur ker, seblantout a ra din, guelet o tremen hirio, en ho parrez hag evidoch, ar pez a dreme- naz neuze evit Jacob e bro ar Zav-heol. Eveldhan e zoch tremenedi var an douar o vont gant ho chent dindan lagad ha dourn an Aotrou Doue. Choui ive kouls hag hen ha guelloch, a chell ive lavared : ama e guirionez e ma porz an Envou ha ti an Aotrou Doue. Va zonj er gelennadurez verr-ma, eo hen rei deoch da gompren. * * * « Drebomp hag evomp a lavar lod 'zo, en em guru- nomp a vleun, araog men em wenvint, kemeromp hor plijadur e pep giz, e pep tu, keit ha ma ellimp, rak mervel a raimp em berr. » Ah! setu hi e guirionez, troet ho spered varzu traou ar bed-ma, ebken. Lod a boagn da greski ho danvez, lod da glask eno- riou, lod a red varlerch plijaduriou ar vuez, lod all en em ruil deuz an eil dizurs en egile. Beva ' reont evel pa na ve goude ar vuez-ma netra da esperout ha netra da zouja ; sonjal a reont er pez a zell euz mad ar chorf : ne sonjont ket er pez a zell euz mad an ene. Hag eurus int-hi ? Nint ket eurus : ne chellont ket beza eurus. Da genta, ar peched ' zo pounner da zougen, da stleja dhon heul var an hent.

.NHO EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 79 .NTO

Var a gounter e sao var douar Jerusalem, eur froue- zen, hag evit ar chenta guel, a zeblant beza kaer ha mad. Mez pa deu ar beachour dare gant ar zeched din- dan an heol bero, da ranna dindan he zent ar froue- zen douellus, ne gav ennhi, nemet evel eul lastez poul- tren du ha chouero. Setu poltred ar pechet. A ziabell, e ve lavaret e tigas plijadur d'he heul. Hag eur vech tanveat e lez e kaloun an den, evel eun drean spern hag a zeu dhe vrouda noz-deiz. Plijaduriou ar bed zo fazius. En em denna ' reont a zourn an den evel eur zilien a zourn eur pesketour ; guenvi a reont ker buhan hag ar vleunvennik distaget deuz skalf ar vezen. Ar madou diez da zestum ne deuont ket atao, varlerch ar boan a gemerer. A hent all, ar guir eürusded neo ket bed staget outho. Rak ne ma ket en ho galloud karga kaloun an den. Ar galoun zo great evit Doue. Pa he dis- troer deuz Doue, pa he zenner diganthan e cherru ganthi evel gant eur variken didal. Kaer a zo lakaad ennhi kement a chell ar bed da ginnig, mar deo didal, atao e chommo goullo. Hag an tal eo Doue. A hent all, ebars en Env e zeuz eun eal : eal ar venjans. En he zourn eur chalur. Pa ra Doue eur zell, ar chalur a deu da gosteza, hag a lez da gueza var an douar a bep seurt enkrez ha tristidigez. Atao, e teu da vir, ar pez a lavare guechall Salomon ar fur. Azezet var he dron olifant, brudet a bell bro, gant pep tra en dro dezhan ervez he choant, e chan- zave eun deis: « Dindan an heol, emezhan, ne gaver nemet tristidigez ha mogidel. »

.NHO 80 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC .NTO

Hag e kav-fet, ar pez ne gaver ket, an eürusded e traou an douar, eun henveleb eürusded a ve fazius, rag ne bad nemet eun devez. Petra eo buez an den var an douar ? Henvel eo ouz ar vag a faout an dour ha ne lez var he lerch nemet eur rizen hag en em zispenn en eun taol kount ; ouz al labous a rann an ear ha na lez var he lerch na merk na rouden… etc. Ha pa rank an den hen deuz bevet heb sonjal e Doue, en he ene, en he eternite, kuitaad ar bed-ma, pa zeu ar maro da lakaat er memes renk paour ha pinvidik, petra ' gaso-hen ganthan, an den dizoue ? Eur goz linzer, pemp pe chuech planken, eun toull en douar… ha goudeze he esperans eo galloud, en eur vervel, mervel holl : salo ! en tu all dar bez, ne ve mui netra evidon : salo ! e ve va flaneden henvel ouz planeden ar chi a daoler dezhan, e stern an daol, an tamm kreun a gaver re galet. Eürus an den ne gemer ar bed-ma nemet evel eul lochen savet da dremen eun nosvez gant eur beachour var douar an estren, keit ha ma vale varzu he vamm-bro. Keit ha ma pad he vuez e sav, aliesa ma chell, he zaoulagad varzu an Env. Goud a ra eo kemeret gant Doue evit he grouadur : ut filii Dei nominemur et sumus. Goud a ra eo evel eun ezel, eur mempr beo da Jesus- Krist : membrum de membro ; galvet da gaout perz er memez levenez, er memez eürusded; cahredes Christi : goud a ra eo he ene templ dar spered glan : templum Dei quod estis vos.

.NHO EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 81 .NTO

Ha pa zeu evithan, an heur da gimiada e kuita ar bed heb doan : n'her c'hare ket, n'oa ket he vro ;… e kuita heb doan madou ar bed : madou all hen deuz dastumet ;… e kuita heb doan he gerent : en em velet a reint adarre divezatoch er baradoz ; kuitaat a ra heb doan he gerent ha zoken he gorf paour. Evithan ar maro a zo evel eur chousk. He gorf a zavo hag hen devezo perz e gloar an Envou. * * * Mez va breuder ker, Diez, skuizuz an hent ha kaloun an den zo dinerz. E peleach kaout nerz ? An hent a zo fazius… kals en em fazi. Piou ' zifazio an den ? An eunig o nijal a goll plunv, an oan o redek a goll gloan, an den bleuniou he gurunen. Piou a zavo an den, a bareo gouliou he ene? Lod a lavar : An enebour, enebour bras an den, eo an Iliz. Ia, enebour eo dar gaou, dan drouk oberiou… etc. Mez e guirionez hi eo ti Doue, porz an Envou. Seblan- tout a ra din he guelet, savet var tri bost a(r) garantez. Da genta, an Aoter : Tron ar beden nerzus, eienen ar guir nerz. Eno dreist holl, e cheller lavaret : omnia possum in eo que me confortat. Dan eil, ar Gador brezek. Er bed e lavarer hag e tis- lavarer. Er gador brezek, atao ar memez lezen, nann great gant an dud, mez gant Doue ha desket goudeze 6 .NHO 82 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC .NTO

euz an eil rumm degile. Ama guir difazi an den, skle- rijen an eternite : noverim te, noverim me : Anaout Doue petra eo, petra chortoz, petra reio, petra e tleomp beza hon unan. Setu ar guir skiant. Dan trede : en iliz, eur gador goves. Pa zellan diouthi, varnhi e seblantan lenn : venite ad me omnes qui laboratis et onerati estis et ego reficiam vos… kurunen an den bet great mad er veach kenta… dis- pennet goudeze aliez er gador govez kempennet a nevez. * * * Eun dra gaer eta eo sevel eun ti da Zoue, rak dhe heul e saver skeul, bali Env. Ouz an iliz eo stag pep tra vras e buez an den : ar vadiziant, ar pask kenta, an eured, ar maro, ha goude ar maro, eun toull en douar e tal an iliz. Parrisionis, eun deiz a zeuio e zeot dirag Doue. Ho choberou iel dho cheul. Lod, oberou mad, pechejou marteze, mez ive ar prof roet evit sevel an iliz-ma. Ar mean douget ganeoch a vezo eno ive. Pounner a vezo, dibrada ' reio meur a bechet. * * * Eur gomz choaz abars disken. Eun den a zo ama, hag evit digeri, heulia, ren, peur- gloza al labour a velomp hirio en he zav, hen deuz en em lakeat er penn kenta. Ar boan, ar soursi, ar chon- troliezou hen deuz bet kavet !… Doue her goar! Hen her

.NHO EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 83 .NTO

goar ive ! Ni, ne chellornp ket her gouzout. Red eo, evit sur gouzout mad, beza great ar pez hen deuz great, tremen dre al leach ma zeo tremenet… Neo ket din-me dher meuli. Nher goulenn ket kennebeut. Deochui eo, par risionis. Pe evit lavaret guell, he veuleudi zo ama merket var goarinier ar pilierou, var ar mein bèn, var pep tra. Rekompanset eo dija. Pa zell ouz an iliz-ma e komzan ennhi, hirio, e lavar: va labour eo. Eur rekompans all a chortoz koulskoude. Choui ive zo iliz Doue : templum Dei quod estis vos. Grit ma c'hello kaeraat, bemdez muioc'h mui, iliz ho c'hene. Neuze, eun deiz da zont, hen er penn kenta, choui dhe heul, a gao digemer en eun iliz all padusoch, ske- dusoch, kaeroch : eun iliz ha na vezo ennhi souilladu rez hebed, netra nemet Doue kantmeulet gant he vugale, kurunet ganthan he-unan, e palez aour an Eternite. AMEN.

* * *

.NPO

V.

SERMON Great evit bennigen ar mor er Gilvinec

In verbo tuo laxabo rete. Var ho ker e taolin va roued. S. Luc, I. v. 2.

VA BREUDEUR KER,

Deuet omp ama, da bedi Doue holl en eur vouez, evit ma plijo ganthan, skuilla he vennoz da heul hon hini, var ar mor a zo aze dirazhomp. Eun dra eo, hag a vez brema great bep bloaz, er Gilvinec. Bep bloas ive, da genver an deiz hirio, e chortozit, ha guir ho peuz dher goulen, ma ve komzet deoch divar ar pez, en devez-ma a dremen en ho parrez. Ar pez a choulennit, Breudeur ker, a zan da glask hen ober en eur ziskuez deoch, e kavan er mor a zeomp da vinnigen, diou gentel meurbed talvouduz : eur gentel evit ar vuez-ma, eur gentel evit ar vuez da zont. * * * Ha da genta, er mor a vennigomp hirio, e kavomp eur gentel evit buez ar bed-ma.

.NHO EVIT BENNIGEN AR MOR 85 .NTO

An dud var an douar nho deuz ket holl, ha zoken na chellont ket kaout, ar memes renk, ar memes stad, ar memes micher. Soudardet a zo red da gaout evit difenn ar vro. Mi- cherourien a bep stad evit labourat an houarn, an dir, ar choat, ar vein, ar gloan, al lin, hag ober gant an traou-se holl, kement hon deuz izom da gaout. Labourerien douar a zo ret da gaout, evit gounit en ho farkeier ar greun a dle ober hor bara pemdeziek ; red kaout martolodet, evit tenna euz a greiz ar mor ar pesket a dle ober eul loden euz hor magadurez. Mez an den, neuz fors piou eo, na pe seurt labour a ra ne chell ket gant he nerz he-unan, hebken, digas atao he choant da vir. Petra hen deus-hèn, evit beza treach ha kaout ar gou- nid ? Beza hen deuz he ziou vreach, he boan, he izign, he venveg ; nhen deuz ken, ha kement-se zo re neubeud ; red eo c'hoas bennos Doue dhe heul. Ar zoudard, pegen kalounek benag eo, en em fazi aliez pa lavar: « ar victor a zo e beg va zabren, va fuzuil, va fez canol. » Ar micherour en em fazi pa lavar « sada eur voger ha ne volzo ket, eun tamm koat ha ne zavo prenv ebet ebars, eun tamm houarn ha ne verglo, biken ! » An dud a lavar ervez ho choant. Doue goudeze a ra dhe chiz he-unan. Guelit al labourer douar. Kentelliet mad hen deuz he bark ; choalet varnhan teil druz, dischriziennet peb louzou fall, hadet greun mad dindan ar bomm ; ha neuze peurachuet al labour, e ra gant kil he rastel eur

.NHO 86 EVIT BENNIGEN AR MOR .NTO

groaz e penn an ero diveza hag e lavar : « Mar plij gant Doue e vezo eost mad ! » Ia, mar plij gant Doue, va Breudeur ker, rag e dourn Doue eo 'ma, pa gar, ar gliz, ar glao, an eol tomm, an amzer vrao, a laka an traou da ziwann, da greski, da anvi mad, ha pa gar ar reo, ar c'hazarc'h, an avel-zuill. Choui, va Breudeur, a zo ar mor ho park labour. Ennhan e ma ho para, ho tillad, buez ho kreg hag ho pugale : hag evit tenna anezhan ho pevans ho cheuz ho pag, ho roued, ho poan, ho koueziegez. Mez azioch ho penn, e velan eun dourn galloudusoch eget ho chini. An dourn-ze, pa gar, a zalch ar mor plean, an avel sioul, a zigas pesked a strolladou ; ha pa gar e tijaden ar mor, e tiroll gwal avelou e charlu ar pesket. Pet gueach nho cheuz-chui ket savet an heor, ha goude beza klasket a bep tu, distro dho ti, dho kreg, dho pugale a chortoze ho fred, ne lavarach nemet eur goms kriz : Netra ! Nhon deuz paket tra ! Pet guech choas, eur vag diblaset, dilochet dre an amzer gaer a zo en eun taol kount, dirollet varnhan eur barr-amzer :

Ar pesketour hag he vagik A zistroï abars tri devez Mez aliez ar reuzeudik Er mor doun a gav he vez !

Gortoz a rear e korn an oaled, dont a rear var eur garrek huel ; netra ne zistro ; sellet a rear hed-ha-hed ar chroa, setu eur rouenv, eur bonet aot, eur votez

.NHO EVIT BENNIGEN AR MOR 87 .NTO

koat, eun tamm planken, marteze eur chorf maro o ruilla var ribl ar mor ; ar vagik paour, mortoloded hag all, a zo gweledet er mor hag iviziken, eun intanvez gant he bugaligou vihan a lavaro da noz : « bugale, eur beden abars mont da gousket evit ho tad beuzet o chounit deoch bara ! » Eurus choas ma vez bet kavet he gorf da lakaat en douar benniget ! Ia, va Breudeur ker, kaer zo ha kaer a vezo, Doue eo ar mestr, ar mestr bras, mestr an oll ha mestr e chommo. Hon interest a choulen eta ma hen lakaimp a du ganheomp. Selaouit kentoch. (S. L. v. 2.) Daou besketour a ioa o plega ho roued. Jesus-Krist pignet en ho bag a lavar : poulzit varzu an doun-vor : duc in altum et laxate retia vestra in capturam. Et respondens Simon dixit illi : Per totam noctem labo- rantes nihil cpimus ; in verbo autem tuo laxabo rete. Et cum hæc fecissent concluserunt piscium multitudinem copiosam… Setu petra dalv bennos Doue. - * * * Mez, va Breudeur, ne ket awalch goulenn bennos Doue, red eo ouspenn poania dher meritout. Tri seurt labour dishenvel : Labour eneb Doue, Labour heb Doue, Labour gant Doue hag evit Doue.

.NHO 88 EVIT BENNIGEN AR MOR .NTO

1° Labour a enep Doue ' zo labour noazus. Ave- chou, koulskoude, e seblant kaout chans dhe heul. Neuze ar re fall a lavar : Peccavi et quid mihi accidit triste ? Ar re vad marteze, zoken, a lavar ive dho zro : Dober petra beva ervez Doue ? Ar re falla o deuz ar guella chans ? Me a respount : Vidi impium elevatum… transivi et non erat. Ha goude : had taolet e liorz an ifern : appen- sus es in statera et inventus es minus habens ; 2° Labour heb Doue. Labour didalvoud, mad evit guir da ober an treuz er bed-ma. Mez etre kavel ha bez ar pennad hent zo berr, hag ar chounidegez ne zell nemet ouz ar bed, a zo egoll : receperuntum ercedem suam, vani vanam ; 3° Labour hervez hag evit Doue. Labour vad : porro unum est necessarium. Avechou, koulskoude : portavimus pondus diei et stus. Mes Jesus-Krist a zo d'ho c'heul : Jesus autem dormiebat. MATH. 8. v. 24. Avel rust, mor dijaden : Domine salva nos, perimus. Tum surgens imperavit ventis et mari et facta est tran quillitas magna. Goude pedi en em zalver ; goude pedi e teu ar galoun laouen ; goude pedi hag e chomfe poan : supe- rabando gaudio… facta est tranquillitas magna. Setu aze kentel ar bed-ma, sad ama kentel ar bed all. * * * Va Breudeur, ar bed-ma, neo nemet eur choudoren savet da loja eun tremeniad. Ar vuez a ia e teuz evel an

.NHO EVIT BENNIGEN AR MOR 89 .NTO

hent great er mor gant liven ar vag o tremen. Levate oculos : Savomp hor speret dreist an douar. Ar vuez neo mui neuze nemet evel eur mor a dreuzomp evit mont achalenn dan Eternite. Mez e peleach e tleomp-ni douara ? Petra zo red da gaout evit tizout penn hor beach ? Ouz petra taol muia evez ? Doaniuz stad eun den lezet en doun-vor en eur vag ha neuz ennhi, na guern, na stur, na gouel, na roenv, na nadozen-vor, na bevans… Doanusioch sonjal e vemp lakeat er bed, heb hen deffe Doue diskouezet dheomp varzu peleach kerzet ha lakeat en hor bak, ar pez a chell hor poulza. Ene christen, da borz mor eo ar baradoz : Ar feiz eo da stur, An esperans, ar vern, Ar garantez, ar gouel, Gras Doue, an avel, Ar beden, ar rouenv, An iliz, an tour tan a zesk did an hent. 2° Mar deo doanius stad eun den ha nhen deuz en he vagik, na stur, na guern, na gouel, na roenv, na nadozen-vor, eo doaniusoch choas sonjal en eun den hag hen deuz an traou-ze holl, mez ne ra anezho imp]ij mad hebed. En em lezel a ra da vont du-ma du-hont ervez kas an dour, nerz an avel pe frouden he galoun. Goulskoude, nag a bet a ia evel-se, varzu eur pors- mor dianavezet a dreuz rechier kuzet, kerreg dizolo gant kant ha kant stokad.

.NHO 90 EVIT BENNIGEN AR MOR .NTO

Avechou, marteze, eur zell, eun taol roenv var zu an hent mad… Mez souden adarre taolet ar roenv, lezet ar vag en he roll da vont e leach mhe foulz ar guall avelou, pell dioch ar porz-mor merket gant Doue. 3° Evelkent, va Breudeur, keit ha ma kred eun den eo mad miret stur, guern, gouel, rouenv, nadozen-vor, neo ket kollet pep esperans. A bell e cheller distrei varzu an hent mad. Mez pa lavar : taolomp holl dreist ar bord er mor, kuit e vezimp da rouenvat, da stigna ar gouel, da zerchel ar stur ; kuit da rankout anzao en em gollomp a benn hor chreizon ! Marteze, e ve neuze, ne daffe ket ar vag da goll, tud hag all. Koulskoude, tud a zo, hag evit ho ene, a lavar evel-se ; tud hag a fell dezho her chredi hag hen rei da gredi dar re all. Choui, mortolodet christen, choui lavarit :

Va Doue ! Skoazel din evit tremen ar raz Va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras Va bag a zo bihan, ni bresk ouspenn Ar mor a zo ledan, nerzus, dijaden Nag a reier kuzet, nag a varrou arne, Nag a wall avelou pen kaos a wall bense !

Lakeomp, dalchomp atao Jesus-Krist en hor bag, en hon ene. Pa ziroll ar barr amzer, lavaromp an eil degile : Va mignoned, ar mor a goenv, ar goumoullen zu a bign, ar wellenned ' zo o chournijal, krozal a ra ar gurun : beach dar rouenvou, dalchomp eün barren ar

.NHO EVIT BENNIGEN AR MOR 91 .NTO

stur, trochomp an tarziou mor a benn, ha choui, va Doue, lakit ho tourn da heul hon dourn : salva nos. Hag ar vag, kaer da velet a iel, a dreuz an tarziou a bigno, a ziskenno, tro atao varzu an hent mad beteg ma tispenno he beach. * * *

Mortolodet, va Breudeur, grit mad ho labour evit ar bed-ma, ha ra gaffot evit ho poan ho tigoll en eur beskerez mad ha puill ; mez rho pezet sounj ouspenn, e zoc'h ive mortolodet an Eternite hag e tleit dreist pep tra hag en despet da bep tra, gounit ar baradoz. AMEN.

* * *

.NPO

VI.

Evit bennigen hent ar Groas

Rursum crucifigentes sibimetipsis filium Dei et ostentui habentes. Ennho ho unan, e stagont a nevez mab Doue ouz ar groas, en eur ober dezhan ar memes dismegans.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET CHRISTEN,

Setu aze, dirazoch, hent ar groas a vezo benniget en abardaes-ma. Meur a zen ho deuz lakeat ho dourn da zikour ober an hent-se. Judas dre choant kaout archant ; Pilat dre aon koll he garg ; Kaïf evit esperout ken- derchel da veza er penn-huela en istim an dud ; Herodez, an den libertin ; pobl Israel a bez, touellet gant geier an dud digoustians. Mad, va breudeur, ho lignez neo ket eat da goll. Bemdez e meur a chiz, Jesus-Krist a vez staget ouz he groas : Nann mui var menez Kalvar, mez e kaloun ar pecher. Hogen da gement hini a bech, setu an daou cher e meuz da lavaret : Beza e zint tud treitour e kever Doue ; beza e zint tud diskiant en ho chenver ho-unan.

.NHO EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 93 .NTO

* * * Tud treitour int. Eun den hag a zalch mad dhe cher en despet da bep tra a goll he zanvez, he vuez, kentoch eget en em zislavaret, a zo estimet. Mez ive, an den a vank de cher, a guez varnhan dis- megans an oll dud vad ; ha seul iskisoch e ve an drei- touriach, seul vrasoch, dimegans a zigas dhe heul. Hogen beza zeuz evit an treitour diou bazen ha neuz pazen all hebet izelloch evit-ho. Hag an den a zisken beteg ennho ' zo disprijet gant an holl. Daou exempl a lakaio da entent guelloch ar pez a fell din lavaret. Daou zen a vev dor ha dor. Unan pinvidik, unan paour… Hag an hini pinvidik a lavar dhe amezek : « te zo en dienez ; mad, rannomp entrezhomp kement a meuz. » Ha setu hi ho daou evel daou vreur, ho daou eurus ha mignonet. Mez an den pinvidik a guez paour dhe dro… ha setu ar paour deach, o trei kein neuze degile… dilezel a ra he vadoberour… ankounachaat a ra he vadelez evithan en amser dremenet, he garantez, he vignouniach. Petra zounjit deuz an den-se ? Evidon-me ne maoun ket en amzivin. Me hel laka el leach dishenorus a zo lojeis an dud digaloun ha dianaoudek. Setu aze eun exempl, setu ama eun all. Diou arme a zo tal-ha-tal, renket evit ar stourmad… Azioch ha tro var dro, pep tra zo sioul evel pa ve an anken o para a zioud penn an dud.

.NHO 94 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ .NTO

En eun taol kount, ar general a zav he gleze. Kerkent an tan a zigor deuz an daou du, ar fuzuillou a denn, ar chanoliou a zihun var ho chillourou dir hag a groz evel kurunou spontus. An dud var varch, dar chaloup rus, a ia euz an diou gostezen, ho zabren noaz en ho dourn. Epad ar stourmad, baniel, drapo ar vro, douget ploum a zo e kreiz an arme… mont araog, dont a drenv… mez atao en dro dezhan tud kalounek : pa varv unan, unan all a gemer he blas. Epad ar stourmad, sellit ahont en eur chorn distro, eur zoudard hanter guzet… Touet hen deuz, hen ive, e varvfe kentoch eget dilezel he vro ha koulsgoude e chomm adrenv. Petra zounjot anezhan ? Me a lavar, me, mar deo soudard, mar deo kabiten, he fuzul, he zabren zo diz- henoret… Torrit ar chleze, gwalchit ar fuzul, dourn eun den lach, digaloun a zo bet stok outho. * * * Greomp brema eur zell var an den a zilez he Zoue. Petra oa er penn kenta ? Tri gouli a zouge: eur chorf kiriek da holl boaniou ar vuez; eur speret leun a den- valijen, faziet divar hent ar virionez ; eur galoun leun a zempladurez hag atao varnez kueza en droug. Ha Jesus-Krist dont. Deut eo evit skanvaat hor poa- niou pe da viana evit ho lakaat da veza talvoudus ; deut eo evit sklerijenna hor speret, evit deski dheomp

.NHO EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 95 .NTO

e zomp choas bugale da Zoue ; deut eo evit rei nerz dhor chaloun hag hen renta treach da holl danjerou ar bed. Paea ker en deuz renket ar pez a ro. Guelit hent ar groaz. Ar skourjes, ar gurunen spern, Barrabas, ar benduen… etc. En distro e choulen tri zra ; ma her charimp a greiz kaloun a vel dan holl, ma plegimp hor speret dhe gomzou ; ma tougimp hor chroaz heb en em glemm. Ha deiz hor badiziant ni lavaras : « Ia, evel-se bezet great. Ho lezen a vezo va lezen, em chaloun atao tougin ho karante ; eveldoch hag abalamour deoch e vezin nerzus. » Setu an emgleo. Mez petra choarvez, avechou ? Sad araog respount, eun dra merket el leoriou sakr. Dan abardaez-se, edod o varn Jesus-Krist. Eun den karget ganthan a bep madelez a ieaz dhe heul. Touet hen doa mervel, kentoch eget he nach… Ha teir gueach Per a nachas he vestr… dirak eur vatezik zoken… Va Breudeur, evel sant Per, och bet karget a vade- lezou Jesus-Krist. Eveldhan ho cheuz lavaret : « Me a zalcho mad beteg ar maro ! » Mez ar bed a deu gant he fallagriez, he blijadureziou. Piou a vezo choazet ? Pobl Israel a lavaras, eun deiz : hozanna filio David. Tri devez goude, hen a lavare : tolle ! Crucifige ! non hunc, sed Barrabam !… Setu petra ra ar pecher : nach he Zoue, dilezel he Zoue, lakaat he Zoue ouz ar groaz… tolle ! crucifige !…

.NHO 96 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ .NTO

treitour eo ! Ar bed a lavar : mad awalch a ra. Me lavar : tech a guz, treitour ma zoud ! * * * Ar pecher ouspenn ma zeo treitour ' zo diskiant. Kaer hor bezo, ne challomp sellet nemet ouz an douar pe ouz an Env. Sellit ouz an Env, hag e kreiz zoken poaniou ar vuez e tanveit ar guir eürusded. Sellit ouz an douar ha kaer ho pezo, ne viot ket e guirionez eüruz. Traou au douar a lez atao hor chaloun goullo. Selaouit kentoch histor Salomon… Vanitas vanita- tum et omnia vanitas. Ha perak kement-se ? Eun eal a zo, eal ar venjans karget da lakaat chuero holl draou an douar. A hent all, kaloun an den a zo henvel ouz eur zail heb deon : taolit ebars, atao e choum goullo. A hent all choas : buez an den a bad neubeut : sonj ar maro ' zo o para var hor penn hag a lavar : pemp planken, eun toull en douar. Hag en tu all dar bez, Doue he valanz en he zorn, o chortoz goulen kount pis ha didruez. Ha goude, barados pe ifern. Setu perak: v nobis quia peccavimus. Treitourien e kever Doue : treitourien en ho chever ho-unan. En eur vont dar maro Jesus a gavaz eun nebeut gragez santel deuet var bord an hent da gemeret outhan

.NHO EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 97 .NTO

truez. Hag hen respount: « Gwelit varnoch ha var ho pugale ha nann varnhon-me. » * * * Va Breudeur, dalchit mad dho feiz, dho kredenn, dho Toue. Marteze e rankot evelkent, ober hent a groaz var an douar… neuz fors. Ho lod ' vo ar guella loden : ar vuez zo berr, ar boan a dremen, ar baradoz a joum. Eun devez, e kouent an Trap, e lavarjon goude beza guelet buez ar venach, ho fedennou hir, ho finijennou kalet, ho lojeis dister : « mad, evelkent, rust eo ho puez! » Ia, oa respountet din, rust pa zeller ouz an douar, dudiuz pa zeller ouz ar baradoz. Stourmit, dougit ho kroaz, mez sellit ouz ar baradoz. AMEN.

* * *

.NPO

VII.

SERMOUN great araog bennigen ar chleier

Ego vox clamantis in deserto. dirigite viam Domini. Me eo ar vouez a lavar en ear : renkit hent an Aotrou Doue.

VA BREUDEUR KER,

E pep parres, eun ti dishenvel, dioch an tiez all. Eveldho, evit guir, eo diazezet var an douar, savet gant mein ha koat. Mez neo da zen he-unan. Da Zoue eo da genta ha Doue a ro digemer dan holl : paour, pinvidik, den just ha pecher… A hent all, eo gobariet, stumet dishenvel. Varnhan e veler eun tour huel, savet he gern varzu an Env, henvel ouz eul liamm misterius, stignet etre Doue hag an den. En tour-ze e zeuz eur vouez nerzus, klevet euz a bell : mouez an iliz catholik, mouez ar chloch. Pa zeo guir e venniger, hirio, eur chloch en ho parrez, divar benn ar chloch e lavarin deoch diou gomzik verr: 1° Ar chloch a zigas dheomp da zonj

.NHO EVIT BENNIGEN AR CHLEIER 99 .NTO

euz ar pez a zo a vrasa en hor buez epad ma reomp hon treuz er bed-ma ; 2° Ar chloch a zigas dheomp zounj euz ar pez a dleomp da ober evit esperout bleina mad hon treuz varzu en Eternite. * * * Digas a ra da zonj deuz ar pez a zo deuz an huella pris er bed-ma. Bugelik bihan, nevez deuet er bed, salud did en da gavel ! Setu te, deuet en hon touez da gemeret da blas dindan bolz an Envou. Mez petra e teui te da veza var an douar ? Ha beza e pezo te buez hir pe ver ? Ha te a vezo pinvidik, ha te a vezo paour ? Marteze, ervez an dud, e vezi eurus gant da henoriou ? Marteze, evit gounid da dammik bara, ne pezo ken tra nemet eur morzol houarn da derri mein var an hentjou bras ? Den a vrezel, den a beoch, desket pe zizesk ? Diez eo gouzout ; diez hen lavaret, rag den n'her goar. Ar pez a c'houzoun eo e kavi, douetuz bras, tristidigez en da galoun, daelou en da zaoulagad. Ar pez a c'houzoun ouspen eo n'out ket evit choas heritour ar baradoz, da vamm ouz da chenel he deuz lakeat er bed, var eun dro, eun den hag eur pecher. Mez setu dour ar vadiziant skuillet var da dal. Ar chloch eo a zigas dar vamm ar chelou eürus hag her skign e pep korn euz ar barrez… Mamm gristen, stardit brema, ho krouadur var boull ho kaloun : he bano zo merket en Env : eun eal eo da Zoue.

.NHO 100 EVIT BENNIGEN AR CHLEIER .NTO

* * * Non in solo pane vivit homo. Tamm bara an dorz a vag ar chorf, tamm bara an tabernakl eo a vag hon ene : Nisi manducaveritis panem hunc… Devez kaer, devez dudius, devez ar c'henta pask. Kloc'h an tour, adarre, a lavar dan holl, hen deuz ar chrouadur badezet, great eur gammad a vuioch varzu Doue var hent an Env. Koulskoude dre ma teu 'n oad, peb den a gemer he hent. Rak nhen deuz ket Doue galvet achanomp holl dar memes stad. Ar bed zo henvel ouz eun holorach. Evit mont en dro e rank kaout meur a rod… An darn vuia deuz an dud a zo galvet da vont e stad ar briedelez, stad huel, kaer, eürus, ive, pa en em garer mad hag ervez Doue. … Ar chleier a zisklerio ho poa great ar bromesa da ober an eil eurusded egile. Evel-se, badiziant pask kenta eured : ar chloch a zigas da zonj dheomp deuz an tri zra-ze. * * * Ar chloch hon laka da sonjal choas : er beden er zul er maro. Da vintin da greiz-deiz da noz e chach acha- nomp da gaout sounj a Zoue. Pe choui a zrebo, pe choui a evo, pe choui a reio eun dra benag all, grit pep tra evit Doue. Ar beden eo nerz an den.

.NHO EVIT BENNIGEN AR CHLEIER 101 .NTO

Chuech devez, bep sizun, evit an douar, ar chorf, unan evit an ene… Diskuiza ar chorf… Maga hon ene, tostaad ouz Doue. An den zo beachour var an douar. Bep heur a dremen ar chloch a lavar : eur gammed a vuioch varzu ar bez. Setu perak : quæ sursum sunt sapite, non quæ super terram. Ha pa zeu tost ar maro ar chloch a zigas dar re iach sounj e tleont pedi. Lavared a ra : an Aotrou Doue o vont da unan klanv… An angoni o soun… glaz o c'hober… ar c'horf o tisken er bez. * * * Ego vox clamantis in deserto. Karit kleier ho parrez abalamour e tigasont da zounj deoch deuz ho teveziou guella, ha sentit atao deuz ho mouez pa deuffe beteg ennoch dre an ear. AMEN.

* * * .NPO

Explore with AITake your curiosity a little further.

Reading settings