EUR GER ARAOG (continued 2)
Reading edition
.NHO BUEZ AR CHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 59 .NTO
challomp ket pignad varnhi ; varnhi ne challe pignad nemed mab Doue… etc. Mez en he chichen, diou groaz all : 1° kroaz al laër kleiz ; 2° kroaz al laër deou. Euz an diou-ma he ran- komp kemered unan pe unan. Kroaz al laër kleiz, kroaz an den a zo e kichen he Zoue, a dorr lezen he Zoue, a zeu da vlasfemi he Zoue a zo goloet a choad he Zoue mez a zalch dhe beche- jou… Kroaz al laër deou, kroaz ar christen mad, ar chris- ten a choulen pardoun, ha J.-K. a respount : Hodie : ar vuhez zo berr. Hodie : dija var an douar e skanvaan da boaniou hag em berr e vezi ganhen er baradoz. Hodie mecum eris in paradiso. AMEN.
.NPO
Notenn : Pajenn 60 a vez unan gant tra ebet warnezhi. N'eus ket a bajenn 61 nag a bajenn 62 el levr moulet er bloavezh 1906 evit al levrdi Corcuff e Kastellin.
.NPO
I.
SARMOUN
Great evit troni eur persoun nevez e parrez Gouezec
Sic nos existimet homo ut ministros Christi et dispensatores mysteriorum Dei. Pep unan a dle hor chemeret evit ministred Jesus-Krist karget gant Doue da skuil he chrassou var an douar.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Kozeal a rear, en amzer-ma muioch c'hoas, marteze, eget na zeuz bet great biskoas, divar benn ar veleien. Lod, her goud a raan, a-gaoze evit ho meuli, evit difenn ho charg, evit en em lakaat a du gant al lezen a breze- gont. Mez lod all, hag ar re ma a stanka bemdez, a gaoze en ho eneb, a enep ar garg ho deuz, a eneb ar gelennadurez a roont, a eneb an dever a rankont da ober. Mar kavont en unan pe unan anezho eur mank, eur fazi benag, ha diez eo na ve ket kavet pa zeo guir e zômp kouls hag ar re all bugale Adam hag Eva, ker-
.NHO 64 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ .NTO
kent e ma int a lamm var ar fazi-ze ; anezhan e reont evel eur spountail hag a bourmenont, gant plijadur, dirak daoulagad an holl, gant esper ma challint guel- loch a ze, distaga diouzomp kalonou ar gristenien ha mired na gasfomp ervad da benn al labour omp galvet da ober evit silvidigez an eneou. Mad, va Breudeur ker, divar benn ar veleien e teuan dam zro, da lavaret deoch eun nebeut komzou. Ha penaos galloud chom heb hen ober ? Ho chunan her gortozit euz va fers. Rak, hirio, ho speret a zo e tont hag e vont euz ar persoun ho cheuz kollet dar persoun a zo digaset en he leach. Marteze e chortozit ouspen e rafenn ho meuleudi dirazoch. Mez da betra meuli ar persoun hoch euz kol- let ? Amzer ho cheuz bet dhen anaout ; goud a rit dre ho skiant ho chunan, ne choulenne nemet ho karet hag ho lakaat da garet dhe heul hag eveldhan reli- jion Jesus-Krist. Ha pa hen deuz guelet e vanke dezhan ieched awalch evit ober mad he garg, hen deuz roet he zilez hag en em dennet a gostez evit sonjal, heb mui ken, en he zilvidigez he unan. Ne veulin ket ho persoun nevez. Aze e ma ouz va zelaou ha gouzout a raan, ne choulenn en eur ober mad he garg, nemet beza meulet gant Doue. Eaz e ve din koulskoude, ober he veuleudi dirazoch rak hen anaout mad a raan ; anaout a raan ouspenn ar vad hen deuz great e parres Plouneour evel kure, hag e parrez ar Roch evel persoun. Gouzout a raan choas e tigas en ho touez ar memez kaloun vad, ar memez
.NHO EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 65 .NTO
choant hag ar memez galloud da ober en ho parrez, ar vad hen deuz great beteg-hen, e kement leach ma zeo bet tremenet dreizhan. Mez guelloch ganhen lavaret deoch : I. Petra e tle beza eur persoun e kever he barrisioniz ; II. Petra a dle beza ar barrisioniz e kever ho fersoun. * * * I. Petra e tle beza eur persoun e kever he barri- sionis ? Va Breudeur ha va choarezet kristen, e peb bro reizet mad e veler : 1° Skrivagnourien da gaiera ar vugale kerkent ha ma teuont er-bed ; hi a verk piou an tad, piou ar vamm, pehini eo an ti; hag ho skrid a vezo kred, goudeze, evit ar vugale kaieret gantho hag a roio dezho guir en heritaj ho zud ; 2° Gueled a rear soudar- ded, archerien, barnerien, evit difenn ar vro ouz an enebourien a zianveaz ha derchel ennhi an urz vad en despet dan dud fall a ziabars, etc. ; 3° Guelet a rear medisined, karget da barea klenvejou ar chorf… ; 4° Al- vokaded karget da rei harp dan dud a zo tamallet… 5° Mistri skol, karget da skigna an deskadurez etouez an dud. Kement-ze holl great gant furnez, gant muzur, gant mennos vad a zo talvoudus, etc. Mez evelkent, an traou-ze holl nint mad nemet evid hon treuz var an douar. Hogen evit treuzi an douar ne vezomp ket pell, etc… hag euz traou ar bed-ma eur vech achu ar vuez, ne da netra dhon heul. 5 .NHO 66 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ .NTO
Mez beza hon deuz ive da ober hon treuz en eternite. Dreist buez ar bed-ma me a vel, var dreujou an eternite, Doue hor mestr hirio, hor barner var- choas, ha goude, hor churunen pe hor punision. Piou dirag an Doue-ze, a gemero karg hon eneou ? Va Breudeur, unan a zo galvet dhen ober : Ar belek. Petra eo eta ar belek ? Pa zellomp ouz penn kenta he vuez, ne gavomp, aliez, nemet mab eur micherour, mab eun devezour, mab eul labourer-douar… Eun devez avad, Doue a lavaraz… segregate mihi Paulum et Barnabam… var dal ar chrouadur iaouank e reaz eur merk gant he viz… ha neubeut bloaveziou goude, ar chloarek iaouank en em strinkas var leur an ilis… varnhan evel pa vije maro e oa pedet… beo oa koulskoude… maro dar bed… beo evit Doue. Dan deis-ze e voue great belek. Divar neuze, sada hen, var eun dro 1° Skrivagner an Aotrou Doue, 2° Soudard Jesus-Krist, 3° Medisin an Eneou, 4° Alvokad ar Gristenien, 5° Kelenner an dud fidel. * * * Skrivagnier Doue… Ar belek a zo en he zourn, alchuez ar mean-font. Kemeret a ra ar bugel kerkent ha ma teu er bed ; var he dal e laka merk ar vadiziant.
.NHO EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 67 .NTO
Iviziken ar chrouadur a zo skrivet he hano var gaierou ar barados : Doue zo he dad… an Env zo he vro. Sourdard Jesus-Krist : Karget da zifen en hano Jesus-Krist ar re dre ar vadiziant a zo bet lakeat e renk heritourien ar baradoz : he zever eo ho gervel, ho dastum en dro dezhan e troad Aoter Jesus-Krist, evel ma teu ar chabiten da zastum en dro dan drapo, ar zoudardet all a zo dindan-han. Setu perak eo lakeat en he zorn korden kloch an ilis parrez.
Medisin an eneou : Meur a zoudard a gouez gouliet holl var dachen ar stourmad. Meur a gristen a vez gouliet ho ene var hent ar vuez ma, rak : Inter vos multi imbecilles kals tud diners. A hent all : dies mali sunt. Piou a bellaio an danjer ? Piou a zavo an den kuezet ? Piou a bareo an ene gouliet ?… Ar gador goves : sacerdos alter Christus… quodcunque, ligaveris… erit ligatum… quodcunque, solveris… erit solutum et in clis.
Alvokad ar gristenien : Desolatione desolata est terra… Fallagriez aleis… Var beg eun tour eur varren houarn evit distrei ar gurun… Var an douar etre Doue hag an dud, korf Jesus-Krist, diskennet var an Aoter dre gomz nerzus ar belek ha savet ganthan evit distrei breach an Aoutrou Doue… Gueach all eur chabiten a lestr, Albukerque, a gemeras pa zea he lestr da weledi, eur chrouadur bihan etre he ziou vreach en eur lava- ret : Va Doue ni zo pecherien, mez ar chrouadur-ma zo dibech, abalamour dezhan pardounit…
.NHO 68 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ .NTO
Kelenner an dud : Lod a lavar, da betra senti ouz ar veleien ?… Abalamour dezho, Jesus-Krist hen deuz lavaret : « ite docete omnes gentes : deskit dan holl heulia ar pez a meuz gourchemennet. Ar persoun a zo dezhan kador ar virionez. Dezhan da lavaret : ama e ma an hent. D'ezhan da rei kuzul vad : dezhan da gomz a varadoz, a ifern : dezhan da grial arz ar bleiz, arz ar chi klanv : dezhan da chourdrouz. Lod a lavar : Loquere nobis placentia… Hen a res- pounto Est, est, non, non, Amicus Plato, magis amica veritas. Ar virionez, guirionez Doue, setu he lod… Pa vanko ar virionez e zai an traou var ho zu gin : Dimi- nutæ sunt veritates… etc. Setu perak e rank deski lezen Doue dar pecher evit, en eur he spounta, hen distrei… deski al lezen-ze dar re vad, evit en eur ziskuez an Env, rei dezho nerz kaloun. Evel-se, adalek ar chavel betek ar bez, ar persoun a zo o cheul an ene kristen… kris- tena a ra ar chrouadur, ho zifen hag he rên var hent ar vuez, he barea pa vez gouliet, pedi evithan ouz an Aoter, hen digoall deuz fals kredennou ar bed en eur he gelen ervez Doue. Ha pa vezo krog ha krog gant ar maro e kennerzo anezhan : Proficere anima chris- tiana, e tiskuezo dezhan ar baradoz digor ha var ar bez e skuillo an diveza berad dour benniget. Setu aze he loden. Ober kement-se ' zo he zever. Ho persoun nevez a anavez mad al loden-ze… her great heu deuz er barrez a guita… evit kenderchel dhen ober eo digaset dar barrezma… Ne vanko ket dhe labour… Kement hen anavez mad her goar kouls ha me.
.NHO EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 69 .NTO
* * *
Euz ho kostez, va Breudeur ker, ho cheuz deveriou e kever ho persoun, hag evit ma kavo skanvoch he labour, eo red deoch ho gober : Kemeret heb lakaat Nebeut e pad. Ho persoun a lakaï he lod : choui, lakit ho chini.
1° Kared ho persoun : hen ho karo, hen ho kar dija… paneve-ze, ne vije ket deuet en ho touez… Ho karet a reio muioch mui. Karit-hen dho tro. Ar guir garantez, ar garantez ginidik a boull kaloun Jesus-Krist a zo ben- niget gant Doue, a zoug eur frouezen dudius a ra eu- rusded ar chalonou. 2° Respeti ho persoun : qui vos spernit me spernit. Pilat hag Herodes… Ar re a daol pri ouz fas ar belek a choar mad petra reont. En eur vouga e kalonou an dud ar respet evit ministred Jesus-Krist e tistroer an eneou divar hent an Env. 3° Senti ouz ho persoun : Qui vos audit me audit. Studia ' ra lezenn Doue muioch evidoch eget evithan ha goude beza he studiet e tesk anezhi dar re all. Evelse he gomzou nint ket he gomzou, he greden ne zeu ket a berz an dud : diskennet eo divar muzellou an Hini na chell na fazia den nag en em fazia he unan. Evelse e choarvez eun dra : Eun dourn dar persoun a zo en ho tourn hag he zourn all a zo e dourn an Eskop, dourn all an Eskop ' zo e dourn ar Pap hag ar Pap gant he eil dourn a zo krog e dourn Jesus-Krist.
.NHO 70 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ .NTO
Setu great ar jaden etre an Env hag an douar. Ennhi ne vank mell hebed. Hag ar jaden-ze eo chaden ar zil- vidigez. Rak beza gant Jesus-Krist eo beza gant Doue en he varadoz. En eur gozeal deoch deuz ho teveriou e meuz lavaret deoch ar pez a ouzoch. Guelloch choas lavaret dheoch var a meuz klevet, ha na meuz klevet nemet ar pez zo guir lavaret deoch chom ar pez ma zoc'h. Choui a gar ho peleien. Hen diskuezet ho cheuz pa zeo eat kuit ar persoun ho peuz kollet. Hen diskuezet ho peuz choas pa zeo digouezet ho persoun nevez. Var beven ho parrez edoc'h ouz he chedal evit diskouez, en dervez kenta ma cherrue, oa ho kalounou a du gant he hini. Kenderchel a reot, va Breudeur ker, hag evelse e teui da vir ar pez a velet er penn kenta euz an iliz ; cor unum et anima mea : eur persoun e penn he barrissioniz, e vont harp och harp varzu eur barrez all kaeroc'h eget an holl barreziou ar bed-ma : varzu parrez baradoz Doue. Evelse bezet great.
* * * .NPO