← Table of contents
Sarmoniou an Aotrou Quere

VI (continued 2)

Reading edition

nann koulskoude, kenavezo da viken, mez kenavezo er bed all. » Eun esperanz a jomme ganthi. Mez deiz ar Varn, an disparti zo da viken ! Biken mui nen em veler, biken mui nen em gaver, biken mui nen em gozeer, biken ! biken ! Eur speuren ha ne ello netra tremen dreist-hi, a vo savet etre an eneou kollet hag an eneou eürus. Neuze, mez re zivezad, ar pecher a anavezo peger choero eo he blaneden hag a lavaro gant dizesper : « Setu ar re ma reamp, gueach all, goap anezho. Tud » dall ma zoamp, ni a gemere ho buez evit eur vuez dis- » kiant hag ho flaneden evit eur blaneden heb enor. Hag » hirio, setu ho renk etouez bugale Doue hag ho lod e » mesk ar zent. En em faziet omp eta : Ergo erravimus, » en em faziet omp eta divar hent ar virionez ; skleri- » jen ar justis nhe deuz ket hor sklerijennet nag heol » ar skiant vad paret varnomp. En em skuizet hon » deuz var hent an dizurz hag ar gollidigez, kerzet dre » venojennou rust ha dianavezet rouden Doue. Da » betra eo bet mad dheomp an ourgouil, bet mad fou- » gerez ar pinvidigeziou. An holl draou-ze a zo tremenet » evel eur skeud, evel eur channad o vont abiou, evel » eur vag var an dour, evel eul labouz en ear ha ne » lez var he lerch na merk na rouden. » Komzou meurbed chouero, va Breudeur, chouero dreist holl, pho lavarer re zivezad ! Goap a reant, goapeat int. Disprij a reant, disprijet int. Klask a reant madou ar bed, ha madou ar bed a zo deut da veza ar pez ma zint, eat da netra.

.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 243 .NTO

En em faziet int eta, hag ar pez a beurachuo ho dizes- per eo diveza komz ar barner just o tougen en ho eneb : Eur zetans diremet.

Eur vech dispartiet an diou gevren, Jesus-Krist en em dro var zu ar re a zo en tu deou dhe gador : « Deuit, » emezhan, deuit, nann mui dar brezell. Echu eo peb » stourmad, gounezet ar victor. Noaz oun bet hag ho » cheuz va guisket ; naoun a meuz bet, va maget ho » cheuz. Deuit eta, tud benniget. Pignit, pignit. Mall, » mall bras e meuz. Rouantelez an Env a zo digor. » Guelit he joausded, he levenez, evidoch int. Paour » och bet, gwall gaset aliez : evit ho tigoll, setu eur » rouantelez a bez, eur rouantelez great evidoch, eur » rouantelez eternel : Possidete regnum. » O setanz plijadurus ? O kelou dudiuz meurbed ! Mont gant Doue ! Gant Doue dhe varadoz, beza kurunet a chloar, beza da viken en eur mor a joaiou ! Pignit eta, eneou eurus ! Kiit gant Doue ! Ho Kervel a ra ! He vugale och! Deoch e ro he vennoz, deoch en em ro he-unan : Possidete regnun.

Mez, o va Doue, euz ar re a zo en tu kleiz, ho kroua- durien ive, euz outho petra reot-hu ? « Kiit, eme Jesus, kiit… » Mez, o va Doue, da beleach e zaïnt-hi pell diouzoch ? C'houi a bign dan Env. Ha ne gavint-hi ket ive, eur chornik benag en ho rouantelez ? « Kiit, kiit pell diouzin : Discedite. Ho » kalvet e meuz, ho kortozet pell hag hir ; redet e meuz » var ho lerch evel ar pastor mad varlerch an danvad

.NHO 244 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO

» dianket, ha choui a reaz ar skouarn-vouzar, a droaz » kein ! Kiit, eta, ive brema ; heuillit ho chent atao… » Mez pell diouzoch ha pa na jomm mui nemedoch » gant an den, penaoz beza eurus ? » « Neo ket ho » guelet eurus a fell din mui. Va malloz a zo var ho » penn. Kiit, tud milliget, kiit da di an hini ho cheuz » kemeret evit ho Toue epad ho puez. Kiit dan tan » eternel gant an drouk-speret. » Kristenien, krisa setanz ! doaniusa planeden ! Ran- kout dre hor faot hon unan, gueled ar baradoz kollet, lavaret kenavezo da Zoue, dar Zent, dhe Vreudeur, dan eurusded, ha kenavezo da viken ! Rankout dre hor faot hon unan kueza en ifern ha chomm ennhan da virviken, da leski e kreiz an tan ! Rankout dre hor faot hon-unan ha var eun dro, koll ar brasa mad, ar mad heb mui ken ha koueza ouspenn, heb esperanz hebet, e kreiz ar brasa malheur. * * * Kristenien, va Breudeur, echu ar varn ; merket eo he lojeiz, roet he loden da bep unan. E pe du, e pe loden en em gavimp-ni dan deiz braz-se ? Ma tiskenfe, ama hirio e m plas, evel ma tiskenno da fin ar bed, Hor Zalver benniget Jesus-Christ evit ho parn petra ' ve ho planeden ? Aze ho tourn var ho kous- tians, petra ' lavarit achanoch hoch unan ? Taolomp eta evez ha greomp mad hor zounj. O va Zalver, e leach guelet en ho tourn balans ar justis, e velan ho tiou vreach digor var ar groaz evit

.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 245

pardouni. Pardoun eta evidomp holl ! Pardounet ho cheus da Vari-Vadalen, pardounet dal laer deou ; espe- ranz a zo eta evidomp ni ive : Mihi quoque spem dedisti. Grit, o va Zalver, ma klevimp holl ar gomz eürus : « Deuit, tud benniget gant va Zad, da gemeret perz er rouantelez a ched achanoch abaoue krouidigez ar bed. » EVEL-SE BEZET GREAT.

* * *

.NPO

Explore with AITake your curiosity a little further.

Reading settings