VI
Reading edition
Steuen eur zarmoun var ar Vesventi
Cui v, cujus fratri v, cui rixa, cui fovea, cui sine causa vulnera ? Nonne his qui com- morantur in vino et student in calicibus epotandis ?
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Ar peched eo brasa koll an den. Ober a ra hor malheur er bed all : ober a ra hor malheur er bed ma : malheur hor chorf ha malheur hon ene. Koulskoude, pep pechet na denn ket varnomp ker bras ha ker bras kastiz… Unan a zo hag a ve lavaret zo staget oud-han pep seurt kollou var eun dro. Hennez eo ar vesventi. * * * E peb parrez pa dremener e veler tavarniou e peb korn. Ouz pep hini ' ve stag eur bod iliao. Mez evit ober mad e ve red staga tri gleze : unan hag a laz an ene, eun all hag a laz ar chorf, ieched, danvez, eun trede hag a doull kaloun ar gerent.
.NHO VAR AR VESVENTI 181 .NTO
* * * Kleze an ene. Ar vesventi ' zo dreizhan heunan eur pechet mar- vel… Ha da heul ar vesventi e teu kalz pechejou all : 1° al luxur : venter mero stuans despumat in libidines ; 2° an ourgouil, ha gant an ourgouil an touerez Doue ; 3° ar gual skuer… Doue a grouaz pep tra evit an den. Mez an den he- unan a zo krouet evit Doue : Omnia vestra sunt, vos autem…, etc… Red eo eta ober eun implij mad deuz ar pez a roaz Doue dheomp. Ar mesvier a ra eun implij fall. Doue a roaz ar prezeg dheomp… evit ma teujemp dhe veuli. Ar mesvier a ra ar chontrol. Deuz he chinou na guez nement sakreou, nondeou, malloziou, komzou goapus a enep Doue, ar religion, ar veleien. An heol, hiboud an dour, al laboused a veul ho chrouer : Mez evel eun ograou a zoun heb gouzout e soun. An den eo an ograouer karget da rei skiant dan ograou. Ar mesvier nher gra ket. Diskiant eo evit ar mad. Nhen deuz skiant nemet evit an drouk. Ar ves- venti a zistruj en den, keit ha ma pad, skeuden, poltred an Aotrou Doue….. ….. Eur vertuz a zo, kaer dreist ar re all : ar burete. Venter mero astuans… Guelit ar mesvier, selaouit anezhan. Divar ar bern teil deuz ar mintin e ve guelet o sevel eur vougen vrein. Da heul an efach ne ve guelet nemet obe- rou fall, ne ve klevet nemet komzou louz hag a verk ive ar pez a dremen er galoun.
.NHO 182 VAR AR VESVENTI .NTO
Er bed-ma, 'ma an traou a zo evelhen : an eil a rank plega degile. Tud zo hag a rankomp plega dezho. Da Zoue e rankomp plega, atao. Ar mesvier en em laka huelloch eget an holl, huelloch eget Doue : ne ra fors a netra. Ar vesventi a zitro dioch peb mad… Ar mesvier na bed ket… he iliz eo an davarn, he Zone ar varriken. Mar teu dan iliz e za dan davarn, prest goude, da goll he beden… etc… * * * Ar vesventi, kleze hag a laz ar chorf. Ar vesventi ' goll ar ieched, a laz ar chorf. An dir a zo kalet, hag an dir a uz ; ar mean neo ket blod, hag ar mean a uz. Korf an den neo na dir na mean, penaos e pad-fe ? March re zammet a bleg ; kar re garget a dor : korf re leun a guez a blad. Ha da heul he ieched e za ive ieched he vugale. Ar re-ze neo ket goad eo ho deuz en ho goaziet, an dud keiz ! mez odevi… Traou fall peur-liesa, etc. Goude ar ieched, ar vuez, e teu eur mad all great evit hor souten : ar bara. Ar mesvier a lonk he vara, a ra guall varchajou, a denn varnhan prosezou, en em gannou… a gas he stal da stalik hag he stalik da netra. Goasoch eo eget an tan gwall. Dribi ' ra he zanvez fount hag all. Da heul an daou vad-ze e koll ouspenn eur mad all : ar vesventi a goll enor an den. Pa zellas ouz ar bed : Vidit Deus quod esset bonum.
.NHO VAR AR VESVENTI 183 .NTO
Pa zellas ouz an den, vidit Deus quod esset valde bonum. Hag e guirionez, kaer eo an den, sounn he benn, savet gant he skiant dreist an holl draou all, savet huelloch choaz dre he garantez hag he galoun….. Mez ar mes- vier : Comparatus est jumentis insipientibus et similis factus est illis… Maro he zaoulagad, pleget he benn, kroummet he gorf, bihaneat he skiant, mouget he ga rantez : Comparatus est jumentis insipientibus. Izelloch zoken e tisken eget an anevaled. Al loen mud na ev mui pa vez torret he zechet… Anavoud a ra he hent… ar mesvier, nann. Guelit anezhan o tont deuz an davarn ; erellat a ra var he dreid, ken teo eo he deod ma na ell mui trei en he chinou, glaourenna ' ra, ne anavez evit mont dhe di nag hent na guenojen hag aliez e chen em daol he fos an bent bras.
* * *
Ar vesventi kleze ar gerent. Tad ha mamm, eur chrouadur a zo roet deoch gant Doue. Her sevel, her guiska, her maga ' rit. Choui lavar : « divezatoch e roio din bara dhe dro »… Nann, mar deo mesvier. Pried iaouank, eun devez gant ho tourn choui ' roaz ho kaloun, ho tanvez dho pried. Choui lavare « va zouten a raio, en he ser me vo eürus »… Nann, mar deo mesvier. Komzit kentoch e m leach choui hag a choar guel- loch petra eo beva gant eur mesvier…
.NHO 184 VAR AR VESVENTI .NTO
Bugaligou baour, eun tad ho cheuz, eur vamm ive ; karget int gant providans Doue da daol evez ha da geme- ret sourci achanoch… Mez nher graïnt ket, mar dint mezverien. * * *
Abalamour da ze, petra da ober ? 1° Plached iaouank, ne gemerit ket evit goazet potret iaouank hag ho pezo guelet mezo, eur veach hebken ; 2° Tadou ha mammou, beilla mad var ho pugale evit na guezint ket er pechet-se ; 3° Mesverien, en em gonvertisit. Azalec hirio beteg fin ho puez, dalchit da jomm heb eva. AMEN.
* * *
.NPO
VII
Ar Mab prodig
Sant Lukas. p. 15. g. 11.
VA BREUDEUR,
Tristidigez ha laouenedigez a zo hirio em chaloun : Tristidigez : histor ingrateri ar pecher : Laouenedigez : histor madelez Doue ha pardoun an den ingrat.
* * *
11. Eun den hen devoa daou vab. 12. Hag ar iaouanka anezho a lavaraz dhe dad : « Va zad, roit din ar pez a zanvez a goupet ouzin. » Hag e rannaz he zanvez en-tre-zo. 13. Hag eun nebeut deveziou goude, ar mab iaouanka, dastumet ganthan he oll beadra, a bartiaz evit eur vro bell. Eno e tispignaz he holl danvez en eur veva en dizurz. 14. Ha goude mhen devoa peur-zispignet he holl vadou, e tiguezaz eur gernez vras ebarz er vro-ze. He- unan e koummansas da zantout dienez.
.NHO 186 AR MAB PRODIG .NTO
15. Neuze, e zeaz kuit hag en em lakeaz da zervi- cher e ti unan euz ar vro. Hen-ma, her chasas, var ar meaz, da ziwall ar moch. 16. Hag e choulenne karga he gof gant ar pez a jomme dilerc'h ar moc'h. Mez den na roe dezhan. 17. Mez hen, deuet ennhan he-unan, a lavaras : Nag a bet servicher e ti va zad ho deuz ar pez a garont a vara ha me a varv ama gant an naon ! 18. Me a zavo hag a iel da gaout va zad hag a lavaro dezhan : « Va zad ! pechet e meuz a eneb an Env hag en ho cheneb. » 19. Ne doun mui din da veza galvet ho mab. Va digemerit evel unan euz ho servicherien. » 20. Hag hen sevel ha dont da gaout he dad. Evel ma zedo choaz pell, he dad her guelaz hag a zantaz outhan truez. Diredet a reaz den em daol en dro dhe chouzoug ha dher briata. 21. Hag he vab a lavaras dezhan : « Va zad, pechet e meuz eneb an Env hag en ho cheneb. Ne doun mui din da veza galvet ho mab. » 22. Hag an tad a lavaras dhe zervicherien : « di- gasit a fô, he zae genta ha guiskit hen ha lakit dezhan eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid. » 23. Digasit eul leue a bouez ha lazit hen evit ma raïmp fest ha levenez. » 24. Rag ar mab ma din a oa maro ha setu hen asvevet. Kollet e voa ha setu hen kavet. » Hag e reziont eul lein vras. 25. Hogen, ar mab hena a ioa er park, ha pa dos- taaz deuz an ti e klevaz ar zonerien hag al levenez.
.NHO AR MAB PRODIG 187 .NTO
26. Hag e chalvaz unan euz ar zervicherien hag e choulennaz diganthan petra ioa. 27. Hag hen-ma lavaret dezhan : « Ho preur a zo erruet, hag ho tad hen deuz lazet ar brasa leue, rag ma zeo distroet iach dar gear. » 28. Hag ar mab hena mont droug enhan. Ne felle ket dezhan mont en ti. He dad a zeuaz er meaz evit her pedi. 29. Hag e respountaz dhe dad : « Pegeit e zo ne maoun me ket ouz ho servicha heb dizenti morse ou- zoch ? Mad, gueach ebet, nho peuz roet din zoken, eur chaorig evit rei eur fest da m mignoned. » 30. Mez pa zeo distroet ar mab-se deoch, goude beza uzet he zanvez gant ar plached fall, ho cheuz lazet evithan a leue al larta. » 31. Hag an tad a respountas : « Va mab, te a jomm ato ganhen. Kement a meuz a zo d'id. » 32. Mez red mad e zoa din ober fest ha levenez. Rag ar breur-ma did a ioa maro hag a zo deuet da veo. Kollet oa hag eo kavet, en dro. » * * * Petra zo kaoz ma ze ar mab prodig eat kuit euz a di he dad ? Adolescentior… Iaouank eo, skanv ' benn… techou fall, gwal gompagnugnez, choant guelet bro ha beva digabestr… ober he benn… taol a gostez gourche- mennou he dad. Petra choarvezaz goude ? Buez direol : vivendo luxuriose. Dispignou foll : dissipavit substantiam :
.NHO 188 AR MAB PRODIG .NTO
Gened, iechet, nerz he gorv, pedennou, sounjezonou mad he speret, karantez mad e galoun ; Koll var goll. Lavaret a ra « pell e maoun. Den na guezo mann. » Petra ziguezaz pelloch ? Pascere porcos. Naonegez, paourentez, dizenor… Mui a vignoned : den nhen darem- pred var ar meaz… He speret zo spountet pa zell var he lerch, spountet ive pa zell en he raog… He galoun zo mantret pa zounj en amzer dremenet, mantret pa zounj en amzer da zont… Remorziou, mez, kaloun dinerzet. Hag ar zounj deuz he dad a zeu dezhan. Mez eun tad mad ! hag hen zo eur mab digar, digaloun ! Neuz forz, lavaret a ra : Surgam et ibo…
* * *
Ar pecher zo henvel ouz ar mab prodig. 1° Kuitaat a ra ti Doue : goulen a ra he lod. Speret, kaloun, korf, vertuziou, santimanchou mad, teneredigez, buez divlam, kentelliou eun tad, eur vamm, eur chonfe sour mad, kuzuliou, aliou… Holl ho chas ganthan, senti ' ra ouz he galoun touellet, selaou mignoned treitour, eur bed trubard, an drouk speret, choant beva en he roll… Iaouankiz a zo en he benn… Monet a ra. 2° Ha da beleach ? In regionem longinquam… Pell, pell var hent ar peched. Var an hent-se e zer buhan. Abred e chen em gaver pell, hag abred ive e ve dispi- gnet holl, madou, feiz, gened, vertuziou… Holl e zeont e teuz tamm ha tamm.
.NHO AR MAB PRODIG 189 .NTO
3° Ha varlerch pascere porcos !… Gueach all mab a di, karet, enoret… Hirio e renk al loened ar re zivaloa !… Na kar, na mignon… Ar re ' reas ganthan he bask kenta a zo pell. E maint e ti ho zad, e ti Doue : Hen a zo etouez loened ha ne cheller ket da henvel etouez an dud honest. Dizesper a deu en he galoun pa zell var he lerch : pinvidik oa; e ma deut da veza paour-glez. Brema pe kollet he feiz, kollet he chloanded hen deuz heuz outhan he-unan. Ruzia ra gant ar vez… Pa zell araozan eo spountet : ar baradoz neo mui evinthan : an ifern, setu he lod: sounjal a ra e Doue… Din eo a chourdrouzou… Neuz forz… Surgam et ibo. * * * Ar mab prodig, evel a lavaren bremaïk, a zistro. Petra zo kaos dezhan da zistrei ? Oh ! gras Doue, a dra zur. Evelkent, penn-kaos ive : 1° He-unan e ma : mui a drouz, mui a zizurz, kuezet eo izel hag abalamour da ze dilezet… pell e ma brema dioch an okasionou fall, dioch ar guall skouer ; 2° Kouezet eo er malheur… Poan gorv, poan speret… Difaziet eo ; 3° Sounjal a ra e ti he dad… En he iaouankiz, en he zizurziou hirio, en amzer da zont… Poan hirio, poan er bed all… Ha neuze e lavar : Surgam ; 4° Distro prim ; ibo, hag e za. Ne jom ket da chourlerchi, da lavaret kenavezo en dro dezhan. Aoun hen deuz da veza liammet a nevez… Konvertiset eo. * * * Distro ar pecher a zo henvel deus hini ar mab prodik.
.NHO 190 AR MAB PRODIG .NTO
1° Setu hen aze, ar pecher paour he-unan, pell diouz an Iliz, diouz Doue, diouz ar gristenien vad… Ama, er mission, kelennadurez vad, pedennou, komzou Doue. Ama e tigor ho speret, bevet eo a nevez ar feiz en ho kaloun… Spountet och… Sounjal a rit en Env, en ifern, en ho puez gueach all, en ho puez hirio. Petra e teuot da veza ? Lavarit ive ! Surgam, mez a galoun ha var eün en hent, prim, didortil. Dilezit ho gwall gamaradiach, ar re ho deuz ho kollet ha touellet ha faziet… En em gonvertisit. * * * Konversion ar mab prodik zo eur gonversion guirion. Mont a ra… Keuz hen deuz en he galoun : Noun ket mui din da veza galvet ho mab, a lavar… Satisfia a raa : trechi ra ar vez, ar goaperez… Chenchet eo. Pecher, grit eveldhan, e guirionez, gant keuz, heb aoun rag teodajou an dud fall, rag goaperez ar bed. Chenchit ha selaouit petra choarvezo. * * * Ar mab prodig oa digemeret gant he dad, deuz ar guella. Unanet voa gant he dad, lakeat ouz an daol, great evithan fest, roet dezhan eur gwalen a noblanz… pardounet, servicherien dindanhan… He vadou roet dezhan… Karet, istimet, enoret… ar peoch lakeat adarre en he galoun. Pecher, Doue az gortoz. Sellet a ra pheur e teui…
.NHO AR MAB PRODIG 191 .NTO
Pa choulenni pardoun, e lavaro « Eur viskamant nevez, guiskamant he vadiziant da hen-ma. » Roi a rei did he vignouniach, da veritou a ziagent, ti da dad : ar bara- doz ; he daol : ar gommunion ; he vadou : ar vertuziou ; tud dindanout : an elez da kuzuilla, da tifenn… * * * Oh ! ma zo ama eur pecher benag, eur mab prodig, fuillet he vertuziou, kollet mignouniach Doue, deuet paour… Oh ! ra gemero fizianz. Ma hen deuz aoun, mez, enkrez, spount, oh! ra zelaouo mouez Doue : Buhan ha buan eur zae neve !… Osculatus est eum… Kiit da gaout eur chonfesour… hen ive zo eun tad… pardouni a gar… Dizamma a rei ho koustianz ha taol a gostez ho peach pounner.
Peden : O va Doue ! choui, skoït var galoun ar pecher, choui pedit, choui dizallit, choui tennit da ' vidoch au ene-ze hag a zo drastet a zindan ar beach… Grit ma vo, iviziken, fidel deoch beteg ar maro. AMEN.
* * *
.NPO
VIII
Var drugarez an Aotrou Doue
Miserator Dominus, patiens et multum misericors. Doue zo madelezus, habask ha truga- rezus meurbed.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Holl hon deuz desket hag holl e kredomp ne maomp bet lakeat er bed-ma, nemet evit savetei hon ene, pe mar kavit guell evit gounid ar baradoz ha pellaat dioch an ifern. Holl ive, nemet en em fazia ' rafen, e karfomp gellout lavaret : « Va zilvidigez neo ket ganhen lezet var var ! » Ia, dibaot int, mar deuz zoken unan benag, dibaot int en hon touez ar re, pa zellont ouz an Env, hag a lavarfe : « Baradoz va Doue, traou kaer a lenner divar da benn; dudiuz oud meurbed, ha bras an eürusded a danver ennhoud, neuz forz : evidon-me heb melkoni, a lavar did kenavezo hag a lez a greiz kaloun, va lod ennhoud, gant a neb a garo. » Dibaot int, mar deuz nikun, ar re en eur zounjal en ifern hag a lavarfe : « An ifern a zo, var a glevan, eul
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 193 .NTO
leach skrijus sounjal enhan ; skrijusoch choaz ran- kout chomm ebars. Kalz ho deuz klasket nach e ve unan, e ve ker waz tra ha ma leverer, ha nikun beteg- hen nhen deuz gallet hen diskouez ; neuz forz, ne fell din ober ha ne rinn ket eur gammad, hebken, evit distrei divar-n-han ! » Holl eta, e karfemp pellaad dioch an eil ha gounit hegile. Mez, va Breudeur ker, evit mont dan Env, e ranker da genta kemeret hent an Env, ha mar deuz lod hag a laka mad ho foan evit kerzet gant an hent-ze, e zeuz kalz all hag a gemer, gant ho goueziegez vad, eun hent dishenvel. Lavaret ho deuz dar pechet : « Sad aze kurunen venn va badiziant, promesaou va chenta pask, levenez santel eur galoun bur ; dreb anezho an eil goudheben. Mez en distro, ro din ar plijadureziou touelluz a ginnigez da nep a gerz var da lerch ! » Ha brema setu int-hi, paour dirag Doue. Faziet int divar ar guir roudenn ha divisket euz a gement a zo buez an ene : Et pauper et ccus et nudus. Daoust, evelkent, hag ar rumm dud-ma a chell choas esperout ? Daoust ha Doue a otreo ankou- nachaad an amzer dremenet, taol a gostez kement a zizurziou ha rei a nevez flamm he vignouniach dhe vugale difidel ? Grit eta, va Breudeur ker, eur zell pis var ho cham- zer dremenet : pouezit e balanz an Aviel, stad ho kous- tianz ha mar kavit var ho kaloun baour, eur pechet benag bras pe vihan, kalz pe nebeut, taolit evez mad ouz va chomzou. Euz ar pecher, e guirionez eo e teuan 13 .NHO 194 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
adarre da gozeal. Nann mui evit her spounta, dre chourdrouzou an Aotrou Doue en he eneb, mez evit la- varet dezhan : « Va breur paour, va choar ger, peched ho cheuz ? Gwaz a ze, guir eo. Ho pezet fizianz kouls- koude. Pardoun a zo choaz evidoch. Rak Doue a zo madelezus, habask ha trugarezus meurbed : Patiens et multum misericors. » Evit hen diskouez deoch, ne meuz ken da ober, nemet displega dirag ho taoulagad, ar pez a anavezit ho chunan: ober deoch guelet petra eo bet ha petra eo choaz e kever ar pecher Doue an Tad, Doue ar Mab, ha Doue ar Speret Glân. * * * Petra eo Doue an Tad e kever ar pecher ? Va Breudeur ker, her gouzout a rit, Doue eo hen deuz, heb goulenn ouzomp, tennet achanomp a netra ha galvet dar vuez. Dindan boan eta da veza eun Doue fallagr, digar ha didruez, ne dle ket hor beza krouet evit hor lakaat reuzeudik. Da betra teuler achanomp er bed, ma na dlefomp gortoz evit hon lod, nemet tristidigez var an douar ha kastiz en tu all dar bez. Mez ive, va Breudeur ker, neo ket evit hon drouk eo e zomp bet lakeat er bed-ma. Doue a glaskaz er penn kenta 'n amzer hag a glask choaz hirio en deiz, ma vemp holl eüruz, eüruz hed hor buez, eüruz goude hor maro. Ar peched eo a zo deuet da freuza he labour, da gontrolia he vennoz : Deus a primordio, tantum bonus. Hano Doue, he hano mad eo : Karantez: Deus cha-
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 195 .NTO
ritas est. Ar pez a gavomp enhan da genta, eme Dertu- lian, eo ar vadelez : Prior bonitas secundum naturam. Hag evit beza mad nhen deuz ken da ober nemed senti ouz pleg he galoun. Mar teu avechou da chourdrouz da skei, ni ha ni hebken, eo a zo ar penn kaoz a gement-se dre hor dizentidigez. Ni eo hen laka evel en despet dezhan da ankounachaad he drugarez. Ne chourdrous, ne sko nemet pa rank gourdrous ha skei : Severitas pos- terior secundum causam. Dre natur, mad da vella ; Och red leal ha just : setu petra eo evidomp an Aotrou Doue : De suo optimus, de nostro justus. Eun dra a choulen ouzomp : goulen a ra ma her chemerimp evit hon tad : Pater noster. Hogen, va Breudeur, goud a reomp petra eo eun tad. Eun tad, eun tad e guirionez, din euz an hano a zoug, a veler atao : da genta, pa sko o skei ar skanva taol ma chell hag a laka remed e kichen ar gouli ; 2° a chortoz abars skei : esperout a ra ha lavaret : marteze, e tistroio ; 3° klask a ra abars skei, an tu da chelloud pardouni. Ha pa gav an dro da bardouni, e ro atao par- doun. Mar teuit da glask abeg er vadelez a ziskuez e respounto : « Petra fell deoch choui ? krenvoch eo an dra-ze evidon : he dad ounn hag ar goad neo ket evit mankout. » Mez, va Breudeur ker, daoust ha Doue hen deuz en em ziskouezet en hor chever evel eun tad tener ha tru- garezus ? Evit kaout ar respount, digoromp al leoriou sakr, rag ennho eo e kavomp merket oberou Doue e kever an
.NHO 196 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
den. Mad, kristenien, ennho, el leoriou-ze, pa ho digo- ran, e velan Doue o kastiza, e velan Doue o pardouni hag o tigas he vab he-unan evit hor prena. * * * Doue o kastiza. Va Breudeur ker, eun tad hag a gastiz he vugale a chell beza trugarezuz e diou fesoun : 1° Pa lak an taol a ro, da veza skanva ma chell ; 2° Pa chortoz ha pa chourdrouz pell hag hir araog kastiza. Hogen, Doue en hor chever a ra an eil hag egile. A gement-ma an testeniou ne vankont ket. Adam hag Eva a ioa ganthan lakeat da rên var an holl draou krouet. Hag en distro euz he holl vadoberou ne choulenne nemet eun dra : ma hen anavezient atao evit ho mestr. Var ho zro, pep tra a ioa evitho nemet hebken, eur frouezen difennet. Skanv meurbed hag eaz da viret oa eun hevelep difenn. Ha koulskoude, torret e voue. Ha Doue a rank kastiza he grouadurien dizent. Mez abarz skei, guelit gant pegement a druez e klask ho lakaad da anzao ho feched ha da choulen pardoun evit ma chello skanvaat an taol. « Adam, e peleach e maoud-te ? Kredet e meuz e ranken mond da guzat a zirazoch. Drebet e cheuz eta ar frouezen difen- net ? Ar chroeg ho cheuz din roet eo he deuz din kinniget hag e meuz kemeret. Perak, Eva, e cheuz- te great eun hevelep tra ? An aerouant eo hen deuz va zouellet a respountaz Eva, dhe zro. » Eleach anzao ho faot, e leach kueza dan daoulin e
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 197 .NTO
klaskont en em zizamma. Adam a damall Eva. Eva a da- mall an aerouant : Doue a rank eta kastiza. Rak ne chou- lenner ket zoken, pardoun outhan. An taol a zo pounner, rag Doue nhen deuz kavet netra da zinerza he vreach na da ziarbenn he zourn ; koulskoude var ar gouli a ra, evit hen distana muia ma chell, e laka eur bromesa leun a esperanz : « Achanoch, emezhan da Adam ha da Eva, e tle genel unan hag a flastro he benn dan aerouant. » * * * Abars skei Doue a chortoz. Pemzek kant vloaz a ioa tremenet abaoue krouidigez ar bed, ha Doue o chober eur zell, var an douar, gue- led an dizurz o vont atao var gresk. Hag hen kaout evel keuz da veza great an den. Ober a ra peden var beden, gourdrouz var chourdrouz. Epad kant vloaz e talch he zourn savet abarz lezel an taol da gueza, henvel ouz eun tad ha ne sko nemet a gueuz-kaloun. Keit ha ma chellaz esperout, gueled an dud o chanavezout ho dallentez, e chortozaz ha ne deo nemet pa ho chavaz kaledet en ho fallagriez, e tigasas an dour beuz da weledi an douar. * * * Abarz skei Doue a glask eun dra evit diarbenn an taol a ro. Eur gear fall, Sodom he hano, a skuize an Env dre he dirollou mezus. Abraham an den mad, hen devoue anaoudegez deuz ar pez a dlie choarvezout. Hag hen
.NHO 198 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
lavaret da Zoue : « Daoust ha koll a reot-hu an den mad da heul an den fall ? Ha ne espernafach choui ket Sodom en abek da hanter-kant den mad, ma vent kavet ebarz ? Evit-ho, a lavar an Aotrou Doue, me a es- perno kear. Ha ma ne gavan nemet pemp ha daou- ugent ? Me ' esperno kear abalamour dezho. Ha ma ne gavan nemet tregont, ugent ? Evitho e par- donin. Me ho ped, o va Doue, a lavaras choas Abraham, ne gemerit ket a gaz ouzin ma raan deoch eur goulen all : ma ne gavan nemet dek ? Ha Doue ' respount : abalamour da zeg me ne zistrujin ket kear Sodom. * * * Evit eta pardouni dar percher, Doue na choulen nemet eun dister a dra. Ha kerkent ha ma vel e zeuz tro da bardouni, pardoun a ro ker buan. Selaouit kentoch. Choarvezoud a reaz, ma komzaz Doue ouz Jonaz en eur lavaret : « Sao, ha kea da Niniv ha lavar dezhi euz ma ferz : Da fallagriez a zo pignet beteg ennhon. Ha Jonas mont ha sevel he vouez e kreiz kear ha lavaret : « Choaz daou-ugent devez ha Niniv a vezo distrujet : Adhuc quadraginta dies et Ninive subvertetur. » Ha ker buhan, an holl bihan ha bras a iunaz, a reaz pinijen en eur lavaret : « Piou choar ha ne bardouno ket dheomp an Holl-Challoudek ? Marteze, e lezo he zrouk da zistana ha ne vezimp ket kollet. » Ha Doue, e guirionez, pa ho guelaz distroet, a gemeraz outho truez
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 199 .NTO
ha ne reaz ket dezho ar pez a ioa bet en he zounj kenta. Ha Jonas, da chortoz ar pez a dlie choarvezoud gant kear, en em dennaz var eur menez, ha sevel eno eun disheolien evithan. Doue ' lakeaz eun iliaven da zevel ha da bignad evit para an heol divar he benn. Jonaz pa her guelaz hen doa outhi eur joa vras. Dan noz var- lerc'h Doue ' zigasas eur prenv hag a lazaz anezhi. Jonas en em glemmas ouz Doue. Ha Doue lavaret : « Ha tro he cheuz-te den em glemm evit eun iliaven ha neo did koustet netra… ha me ne chellin ket distruja kear Niniv e leach ma zeuz kement all a grouadurien ? » Mar fell deoch, eun dra all sklerroch choaz, evit diskuez madelez Doue e kever ar pecher, selaouit sant Lakas. Eun den, emezhan, hen devoa daou vab. Hag ar iaouanka lavaret dhe dad : « Va zad, roït din ar pez a dle digwezoud ganhen evit va lod euz an danvez ho cheuz. » Hag an tad rei. Hag ar mab, gant kement a zigweze ganthan, mont da eur vro bell. Eno e neubeut amzer e tispign he holl archant. Neuze, a binvidik, kuezet er brasa dienez, e klaske terri he naoun gant ar boued a veze taolet dar moch ma zoa karget dho zigwall. Distroet ennhan he-unan e lavar : « Nag a bed mevel e ti va zad, ho deuz pep tra ervez ho choant, ha me rank ama, glaouri gant an naoun. Sevel a rin ha mont beteg va zad, ha dezhan e lavarin : Va zad, peched e meuz a eneb Doue hag en hoch eneb. Noun mui din da veza galvet ho mab. Va chemerit evel unan euz ho servicherien. »
.NHO 200 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
Pe seurt digemer a raio an tad dar chrouadur hen deuz, en desped dhe zaelou, dhe bedennou, dhe vleo guenn, dilezet anezhan ? Ar mab a ioa choaz pell, pa velaz he dad anezhan o tont. Hag he galoun tenereat gant an truez, e red dhe gavoud hag en em daol en dro dhe chouzoug evit her briata. Va Breudeur ker, poezomp mad ar chomzou-ze. Ar mab prodig zo choaz pell ; paour eo, guisket fall. Eun all nhen divije ket hen anavezet. Lagad an tad a zo lemmoc'h, kaloun an tad a zo buhanoc'h d'en em domma. An tad a red ; mall hen deuz dher starda var boull he galoun. « Va zad, eme ar mab ankeniet, pechet e meuz. Noun mui din da veza galvet ho mab. » Hag an tad, heb her zelaou, lavaret dhe zervicherien : « buhan ha buhan, digasit he zae genta ; lakit var he viz eur bizou hag eur boutou en he dreid hag aozit eur fest bras, rag va mab a ioa maro ha setu hen beo a nevez ; kollet oa ha setu hen kavet : Perierat et inventus est. Va Breudeur ker, setu aze dindan hano eun tad a famill, poltred an Aotrou Doue. Holl e zomp he vugale. Mez ni ive, goude beza bet karget ganthan a vadoberou a zeu avechou den em skuiza, den em inoui en he di. Goulenn a reomp ar pez a ziguez ganheomp evit hon lod hag e troomp kein dhon tad karantezus. Mes abred an dienez a dosta : sklabeza, guerza reomp sae venn hor badiziant ; ha varlerch an naoun a zeu abred. Klask a reomp hor plijadur etouez ar pez a zo a heuzusa
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 201 .NTO
var an douar ha den na roio mui dheomp ar blijadur dismegansus a choulennomp. Mez Doue hor ged : Ennhomp e sounj noz-deiz. Pi- gnat a ra, evel pa lavarfen, var lein eur menez evit gue- let a bell, ha pa zilochomp evit distrei outhan e tired var an hent, evit hon starda etre he ziou vreach. A nevez e ro dheomp hor meritou a ziagent gant ar memez renk en he garantez. * * * Douget e vemp da gredi, va Breudeur ker, ne chell ket trugarez Doue mont pelloch evit mad ar pecher paour. Ha koulskoude, lenn a raan e sant Paol, souezusa komz e meuz kavet beteg henn : Sic Deus dilexit mun- dum ut filium suum unigenitum daret : Doue hen deuz karet kement ar bed mhen deuz roet evithan he vab unik. Pa zeu eun den da m chaout, pa grog em dourn ha pa lavar : kountit varnhon-me : goulennit hag po pezo, e peb amzer, ar pez ho pezo choant, ne gemeran ket atao re vraz fisianz : great e vez kement a bromesaou disleal, roet e vez ken aliez falz-merkou a vignouniach ! Mez pa velan eun den o rei din hag he amzer hag he boan, o ranna ganhen kement hen deuz he-unan, me a lavar : « Er galoun-ma neuz mui a drubarderez ! » Dreist holl, ma nhen deuz an den-ze nemet eur mab ha ma lavar evelkent : beteg henn, e cheuz aliez mantret va chaloun ; mez truezus eo da stad ; dre da nerz da-unan ne chellez ket en em denna a boan ; va mab hebken, a
.NHO 202 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
zo galloudus awalch evit da zizamma ha rak ma fell din kousto pe gousto da velet eürus, va mab a roïn evit da brena. Va Breudeur ker, goude eun hevelep komzou, neuz mui da respount nemet eun dra : kredi a raan e zeuz ouzin eur guir druez ha fizianz e meuz. Guelomp eta, ha mab Doue a zo deuet e guirionez var an douar evit savetei ar pecher. * * * Eun devez, daou zen a iea var droad etrezek kearik vihan Bethlehem. Rak ma zoant paour ne gafjont lojeis e nep ti. Evit tremen an noz en em dennjont en eur chraouik hanter zisto. Eno, var eur vriad plouz, e teuaz er bed eur chrouadurik hanvet Jesus. Pevar mil bloaz a ioa mher gortozet. Genel a ra, mez he genvroïz nhen anavezont, nhen digemeront ket. A zioch he gavel, avad, Elez ar baradoz a ro da glevet ar gomz vad, ar chelou eürus : Gloar da Zoue er penn huella deuz an Envou ha var an douar peoc'h d'an dud a volontez vad : eur Zalver a zo, hirio en deiz, deuet er bed… Daoust ha Jesus-Krist hen deuz e guirionez digaset da vir kelou eürus an Elez ? Daoust ha bet eo eur guir Zalver evit ar pecher paour dreist holl ? Va Breudeur, anaout a raan daou alchouez hag a chell digeri kaloun an den ha ro din an dro dher studia ervad : ar chomzou hag an oberou. Setu choui aze, dirazhon. Keit ha ma na livirit ger, dreist holl keit ha ma na rit netra, ne chellan ket gou-.
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 203 .NTO
zout petra och. An dianveaz achanoch : ho liou, ho ment, ho kobari a anavezan, guir eo. Ho kaloun, ho santimant, ho sounj, ho mennoz a jomm kuzet ouzin. Evidon ho tiabarz a zo evel eul leor sarret ha na chel lan ket da lenn. Mez kerkent ha ma komzit, dreist holl kerkent ha ma rit eun dra benag, ho komzou, ho cho- berou a zo din ; gantho e tigoran ho kaloun, dreizho e chellan lenn en ho chene : ivizîken e chellan ho studia, ho chanaout. Hogen, va Breudeur ker, Jesus-Krist hen deuz komzet, oberou hen deuz great ouspenn. Diou choulaouen a zo en hon dourn evit her guelet e chiz ma e ma ha gouzout mad petra eo. * * * Ha da genta poezomp he gomzou. « Neo ket, emezhan, eun den iach hen deuz izom a vidisin, an den klanv an hini eo, rak-se, deuet oun da c'hervel, nann an dud dibec'h mez ar bec'herien : Non veni vocari justos sed peccatores. » Ha gant aon ma ve tamallet e lavar kement-ma : « Piou achanoch, kant penn danvad dezhan, ma hen deuz kollet unan anezho, ne guitaio ket an naontek ha pevar ugent a jomm evit mont da glask an danvad dianket. Ha pa hen devezo her chavet her lakaio gant joa var he ziou skoas ; ha digwezet er gear e chalv he vignouned hag e lavar: « Kemerit perz em levenez. Rak kavet e meuz va danvad dianket. » Mad, eme hor Zalver, me a lavar deoch e vezo en Env
.NHO 204 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
brasoch plijadur, o velet eur pecher o tistrei, e chober pinijen, eget o velet e kenderchel mad, naontek ha pevar ugent ha nho deuz izom hebed da ober pinijen. « Ha pet gueach, eme sant Per, dezhan eun droat, peb gueach e rankin-me pardouni. Ha beza vezo hen beteg seis gueach ? » « Ne meuz ket lavaret deoch, eme Jesus, betek seiz gueach, mez beteg seiz gueach ha tri- ugent seiz gueach : Septuagies septies ; ken aliez a ma choulenno ar pecher pardoun, rak, emezhan choas, eun devez all, nomp ket deuet evit koll, evit savetei, an hini eo. » Mez, hen anzao a raan, komzou eun den nint avechou nemet eun alchouez faoz, eur choulaouen fazius. Ar sklerra goulaouen eo an oberou. * * * Poezomp eta, oberou Jesus-Krist. Divar benn hor Zalver, pell araog he chinevelez e zo bet lavaret ar gomz-ma : « Ne beur-dorro ket ar gorzen hanter-bleget ha ne vougo ket ar vouchaden gozik maro. » Varlerch he dremenvan eur gomz all a ra poltred he vuez: Pertransiit benefaciendo : tremenet hen deuz en eur ober vad. Ha setu e guirionez, petra eo bet Jesus- Krist. Ar Skribet hag ar Pharizianet, a zigasaz dirazhan, eun devez, eur chroeg surprenet en avoultriach hag a lava- raz « Mestr, lezen Moizez a lavar e ranker he laza a dao liou mein. Ha choui, petra lavarit ? » Ha Jesus en em
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 205 .NTO
stoued da skriva gant penn he viz var an douar. Evel ma kendalchent da choulen, hor Zalver sevel he benn ha lavaret : « Taolet oudhi ar mean kenta an hini achanoch a zo dibech. » Hag en em stouaz adarre da skriva evel diagent. Hag ar re-ma en em denna kuit, ar re gosa da genta. Ha Jesus chomet he-unan, sevel he zaoulagad ha lavaret : « Petra eo deut da veza ar re ' choulenne ho maro ; nikun nhen deuz ho kondaonet. » Hag hi respount : nikun, Aotrou. Ha Jesus lavaret : « Na me, kennebeut, nho kondaonin ket, kiit ha na bechit mui : Vade et jam amplius noli peccare. »
Ha pa gav ar pecher kaledet en he zizurz he galoun a rann gant glachar. Digwezout a reaz dezhan, dar mare-ze, tostaad ouz Jerusalem. Ar guel euz a gear-benn pobl Israel a ziga- saz dezhan da zounj euz a vadoberou an Aotrou Doue en he chever hag euz he dianaoudegez e kever Doue. Neuze e skuillaz varnhi daëlou en eur lavaret : « Jeru- salem, Jerusalem, te hag a laz brofeted, na pet gueach na meuzme ket klasket dastum da vugale evel ma tastum ar iar he laboused vihan dindan he eskel ha neo ket falvezet ganhez. Ha brema, rag ma zoud dizounj ha dall e chommo da diez goullo : Ecce relinque- tur vobis domus vestra deserta. » Eur merk all a drugarez a chelle Jesus-Krist da zis- kuez evit ar pecher. Hen diskuez a ra. « Va Zad, emezhan, nho cheuz ket digemeret mad ar sakrifisou great beteg-hen. Noant ket a bouez dioch ar pechet. Mad, setu me ama : Ecce venio. »
.NHO 206 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
Hag e guirionez goud a rit petra zo choarvezet. Eun devez Jesus-Krist a zo skourjezet, kurunet a spern, tachet var eur groaz. Var nez mervel e sao he zaoula- gad varzu an Env hag e lavar : « Va Zad, ô va Zalver, » ha mond a rit-tu da rei malloz dar pecher, da chou- » lenn ma kuezo var he benn an oll boan hen deuz great » deoc'h ? Va Zad, pardounit-hi rag ne chouzont ket » petra ' reont : Pater ignosce illis… Va Zad ! ho mab, » ho mab var he dremenvan eo a bed ac'hanoc'h ; eur » c'hras a c'houlenn abars mervel : pardounit hi. Mer- » vel a raan dre ho daouarn, guir eo ; ingrat int, her » goud a raan. Neuz forz, pardounit-hi, nann evitho » mar kirit, mez evidon-me. Kemeret e meuz ho feche- » jou e m hano va-unan ; paet e meuz ho dle ; evitho » pardoun ! ne ouzont ket petra reont. » Va Breur paour, va Choar ger, abarz doueti a dru- garez Jesus evidomp, rostomp da genta kraou Beth- lehem, taolomp en tan leor an aviel, diskaromp kroaz ar Chalvar ! Neuze, mes neuze hebken, e challimp lavaret evel Kaïn : « Re vraz eo va feched evit gallout choaz beza pardounet ! » En em fazia raan, va Breudeur ker. Rak goude keme- ret evit netra, teuler a gostez kement ho deuz Doue an Tad hag he Vab Jesus-Krist great evit ar pecher e chomm choaz en he zav eur merk all a drugarez. * * * Va Breudeur ker, Doue an Tad a roaz deomp Jesus- Krist evit savetei hon eneou. Ha Jesus-Krist peur-baet
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 207 .NTO
ganthan ar boan dleet dhor pechejou a lezaz er bed- ma, var he lerc'h, he iliz santel karget ganthan da ober, en he choude, ar vad a reaz he-unan etouez an dud. Oh ! her goud a raan, tamall a rear an iliz katolik. Ober a rear dezhi brezell. Ha koulskoude, pa studian anezhi mad, e velan neo bet savet gant Doue ha neo ganthan dalchet en he zav, nemet dre druez ouzomp. « Mean eo da hano ha var ar mean-ze e tiazezin va iliz » hag holl challoud an ifern na zeuio ket a benn dhe » zrechi », a lavaras Hor Zalver, eun devez,da zant Per. Eun den eta, eun den choazet gant Hor Zalver he- unan : Lavaromp he hano mad, eur beleg eo a zo lakeat e penn an iliz. Hag en iliz-se, ar belek hen deuz tri blaz, tri labour dishenvel. Da genta, setu hen ouz an aoter. Eno dre nerz he gomzou, Jesus-Krist a zeu bemdez da renevezi evit mad an den, ar zakrifis a reaz evidomp euz he vuez var groaz menez Kalvar. Bemdez divar an Aoter, ar beden a bardoun, a bign varzu an Env. Dan eil, setu hen er gador brezek. Meur a gador zo var an douar. Kador-brezek an iliz he deuz eun hano ha ne chell kador all hebed da choulen : hanvet eo kador ar virionez. Eno, er gador-ze, eo e tesker, kaer ' zo la- varet, ar guir skiant dan den. Ennhi eo e teuer dhen difazia pa vez bet dihenchet gant komzou faziuz ar bed. 3° Eur plas all a zo, ar gador gofez. Diouthi, her goud a raan, eo deut ar chiz da bellaat. Ennhi, kouls- koude, eo e teu Doue da ziskuez d'ar pec'her paour he vrasa madelez. Eur beleg, petra eo ? Evit ar chenta
.NHO 208 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE .NTO
guel, eun den evel ar re all. Mez, var bal he zourn, e zeuz lakeat gant Doue eur galloud ha nhen deuz ket he bar : « Ar pez ho pezo pardounet, pardounet e vezo ; ar pez na bardounot ket a jommo heb kaout pardoun : Quodcumque ligaveris super terram erit ligatum et in clis ; quodcumque solveris super terram erit solutum et in clis. Ar beden, ar virionez, ar pardoun, setu eta ar pez a ra kurunen ministred Jesus-Krist. Ha dho heul evit ho ren hag ho harpa, e ma speret Doue he-unan, rak speret Doue a sklerijen an iliz. * * * Eur ger choaz abarz achui. Diez eo da eur chrouadur en em guzat ouz eur vamm dener : diesoch eo dar pecher en em guzat ouz Doue. Pechet ho peuz ? Ker buhan ar Speret-Santel a laka eun drean en ho kaloun. Ho pikad a ra en deiz, dreist holl, ho pikat a ra en noz. Atao e ma o vrouda, o toulla, o lavaret : Inique egisti. Pa velit, ha gueled a rear choaz, tud all o kender- chel mad, eur vouez e korn ar galoun a lavar : eun amzer ' zo bet, e zoaz henvel outho. Perak, hirio, ne chellez-te mui ar pez a chell hen-ma hag hounnont : Cur non potuero quod isti, quod ist ? Arvesti a rit eun den var he dremenvan ? Abarz mervel e chastenn deoch he zourn hag e lavar : « Kenavezo er baradoz ! » Komz dudiuz evit eun den mad, mez eun taol kleze evit ar pecher paour. Doue a nevez a ra eur stok var boull he galoun.
.NHO VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 209 .NTO
E maoch e tal eur bez digor ? Trouz an douar o kueza var an arched a lavar : « Varchoaz did te ! » Varchoaz ar maro, varchoaz ar varn, varchoaz mar- teze an ifern. Mouez ar Speret-Santel o skei adarre var galoun ar pecher. Va Breudeur ker, neuz forz eta, petra ve bet ho puez araok hirio, hag e ve abaoue kalz bloaveziou louedet ho koustians gant ar peched, hag e ve niver ho tizurziou, brasoch evit niver bleo ho penn, lavarit gant fizianz eur gomz, unan hebken : Surgam et ibo. Ia, savit gant kouraj ha kît a greiz kaloun den em strinka echars treid Doue an holl chrasou, evit ma kavot trugarez : Ut misericordiam consequamur. Mari-Madalen a zo bet pardounet, al laer deou a zo bet selaouet, deoch choui ive, esperanz zo roet.
O va Doue, ma zo ama pecherien hag ho defe disfi- zianz euz ho madelez, sklerijennit ho speret, teneraït ho chaloun, grit dezho anaout neuz, pell diouzoch, nemet anken ; anaout e ma en ho kichen ar guir eurusded. Grit ma lavarint : Peccavi : pechet hon deuz ! Ha me, o va Doue, me en ho c'hano a lavaro da m' zro : par- dounet och. AMEN.
* * *
14
.NPO
IX
Prezegen var ar Maro
Hæc dicit Dominus : Dispone domui tuæ, quia morieris tu et non vives. (Isaï. 18. I.) An Aotrou Doue a lavar evel-henn : Lakit urz en ho tiegez, rag mervel a reot ha na vevot ket.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Ar bed-ma na deo evidomp nemet ar pez ma zeo evit eur beachour, en eur vro estren, eul lochennik roet dezhan evit tremen eun nosvez. Pa darz an deiz an divroad a lavar : « Sklear awalch eo da vale ! » Hag heb koll he amzer o sellet ouz ar choudoren ma hen deuz ennhi kemeret he gousk, e krog en he benn-baz hag en em laka en hent evit tostaat ouz he vamm bro. Eveldhan, va Breudeur, ni a zo beachourien o vont a dreuz eur vro estranjour, varzu hor guir vro. Kerzet a reomp euz an amzer varzu an eternite, euz an douar varzu ar bed all. Mez aliez, re aliez siouas, e tiguez dheomp staga hor chaloun ouz ar pez a gavomp var hon hent, chomm gantho da goll hon amzer hag ankounachaat penn hor
.NHO VAR AR MARO 211 .NTO
beach ; henvel e kement-se euz bugaligou dizounj a veler bepred o chourlerchi pe o kuitaad ar venojen evit kutuil bleuniou didalvoud. Setu perak, e teuan hirio, evit ho tistaga guella ma chellin dioch madou egoll ar vuez-ma hag ho lakaat da zerchel atao ho taoulagad troet varzu an Env, da lavaret deoch ar pez a lavaraz gueach all, ar profet Isaias da Ezechiaz : « Lakit urz en ho tiegez, rak mervel a reot ha ne vevot ket : Dispone domui tuæ quia mo rieris tu et non vives. » E tri cher : mad eo sounjal er maro ; mad eo en em brepari dar maro ; mad eo gouzout petra eo ar maro : Setu ar gelennadurez-ma. * * * Mad eo sounjal er maro. Va Breudeur ker, evit klevet eun den o kozeal ne dleomp ket ober re a van. Aliez e chen em fazi he-unan, pe ma nen em fazi ket e klask fazia ar re all. Mez pa gaoze an Aotrou Doue, neuze ni a dle atao selaou, stoui hor penn ha lavaret : Doue na chell nag en em fazia he-unan na klask fazia den ebed : ar pez a lavar a choarvez atao. Hogen, va Breudeur, Doue hen deuz komzet. Eur gomz hen deuz lavaret eneb an den ; eur setans hen deuz douget : « poultren out hag e poultren e tistroï : Pulvis es et in pulverem reverteris. » Pa grouaz achanomp evit guir, Doue nhor chrouaz ket evit mervel. Goude beza tremenet er bed-ma eun niver bloaveziou, hir pe verr, ni a dlie beza douget da
.NHO 212 VAR AR MARO .NTO
eur vuez velloch heb rankout gouzaon ar maro. Mez ar pechet a zo deuet da zizober, da freuza labour an Aotrou Doue hag ar maro zo deuet varlerch, da gastiza ar pechet- se : Stipendium peccati, mors. Adam hag Eva a dorraz difenn an Holl-Challoudek, ha goude ho dizentidigez, an Holl-Challoudek a lavaras dezho ha dreizho dho bugale : « Poultren och hag e poultren e rankoch dis- trei : Pulvis es et in pulverem reverteris. » Ar zetans-se, spourounus ma zo nikun, a vez skrifet gant dourn Doue he-unan var dal kement hini a zeu er bed : mervel a ranki ! Kaer hor bezo klask pellaat ar maro diouzomp, eun devez a zeuio ma rankomp diguezout ganthan tal-ha-tal. Mar tiskennomp betek kaloun an douar, hen a ziskenno dhon heul ; mar techomp betek kreiz ar mor doun, eno ni her chavo ; mar deomp betek ar penn pella an douar, dre eno ivez e tremen. Doue a roaz dezhan gal- loud var an holl draou krouet hag a zo falvezet ganthan e tiskarfe kement a zo, mesk ha mesk heb espern netra. Na doujanz na respet evit teneridigez au chrouadur bihan en he gavel, evit nerz ha gened an den iaouank e kreiz he vrud, evit bleo guenn an den koz, evit paou- rentez an izomek, evit danvez ar mondian, evit vertu- ziou an den santel, evit deskadurez an den goeziek. Ar gened, an nerz, ar galloud, ar madou, an deskadurez a chell beza mad da galz a draou, mez nann da brena buez. Neuz forz piou e chalfomp beza, pep kammed a reomp, pep halanad a dennomp a dosta ouzomp ar maro hag hon tosta outhan.
.NHO VAR AR MARO 213 .NTO
Mar fell dheomp goud dreizomp hon-unan e pe chiz e teu da vir zetans an Aotrou Doue, greomp eur zell var ar bed ha ni her guelo. Greomp da genta eur zell var hon lerch. Petra eo deuet, hirio, da veza kement all a dud hag ho deuz, en ho amzer, great kalz trouz var an douar ! Des- kadurez ha madou, gloar ha galloud a ioa etre ho daouarn ; armeou braz a zeue, a iea var eur gomz hebken euz ho ferz. Hirio, petra int-hi ? Marteze ho hano zo skrivet var histor ho bro. A veach peadra a lavare an Napoleon koz, gueach-all, a veach peadra da ober danvez eun them da eur skolaër iaouank o koummanz deski al latin : ha setu holl ! Ho churunen, ho galloud, ho des- kadurez, ho madou a zo etre daouarn re all deuet var ho lerch. Hag euz ho chorf paour koulz ha deuz korf an disterra den, ne jomm nemet eun nebeut ludu a ve gellet dalcher var bal dourn eur chrouadur tri mis. Greomp brema, eur zell en dro dheomp. Piou a velan-me ama, en iliz-ma ? Eun nebeudik a dud koz ; an darn-vuia tud e kreiz ho brud ; eul lodennik a dud iaouank flamm. Mad, lavarit dheomp, choui hag a zo guennet ho pleo gant ar bloaveziou, lavarit dheomp petra eo deuet da veza ar re zo bet, er memez devez ganeoch, douget ho hano var gaierou ar vadiziant, ar re ganeoch ho deuz great ho chenta pask. Peleach e maïnt-hi hirio ? Lod, taolet er meaz euz ho bro gant eur blaneden di- druez, a zo guennet ho eskern var an douar estren, pell
.NHO 214 VAR AR MARO .NTO
dioch ho zud ; lod all ' zo diskaret gant taol ar maro a zirag ho taoulagad ha marvet etouez ho zud. Digemeret ho cheuz ho halanad diveza, ho arvested goude ho maro, douget ho chorf var ar varv-skaon hag ho dis- kennet en ho lojeiz diveza. Hirio, pa rit eur zell en dro d'heoc'h e lavarit : « An hen-ma-hen, a ioa eur bloaz kosoch evidon ; an hen-ma-hen, euz ar memez bloaz ganhen ; ha setu hi maro ! Dizale me a vezo ar chosa den euz ar barrez ! » Lavarit dheomp, choui tud e kreiz ho prud ha choui tud iaouank, peleach e ma int-hi, hirio, ar re a zo bet ganeoch var skinvier ar skol gatekis, ar re ho deuz en ho bugaleach, choariet ganeoch dindan ar me- mez guezen ha var ar memez flourennou. Eveldoch e seblantent dleoud beva pell hag hirr. Mez ar maro zo deut dho zurpren e kreiz ho iaouankiz, ha ni, ho pe- leien, ni pa hon deuz, varnezho, taolet ar genta paladen zouar, a zo deuet dheomp da zounj euz a gomzou al levriou sakr : « Ar vuez a zo evel eur skeud hag a dre- men, evel eur bouil moged hag en em freuz en ear ; evel eur goumoullen kaset gant an avel ; evel eur vag var an dour ha ne lez merk ebed euz he guenojen ; evel ar bleunv diwanet hag a veler ker buan flastret dindan an treid : Quasi flos egreditur et conteritur.
Mez, va Breudeur ker, perak kozeal deoch euz ar maro ? Neo ket choui, ia choui, eo a dlefe kozeal e m leach ? Choui koulz ha me, a choar ervad petra eo ar maro ! Peleach e ma, hirio, an tad, hirio, ar vamm ho
.NHO VAR AR MARO 215 .NTO
deuz ho maget, ho savet ? Tadou ha mammou, peleach e ma ar mab, ar verch, ar chrouadur a garach kement ? Evitho e labourach, e poaniach noz-deiz. Lavaret a reach : « divezatoch, hi, dho zro, a roio dheomp bara pa ne chellimp mui labourad ! » Hag hirio, hoch-unan en ho ti, e welit gant an anken o sounjal eo deuet ar maro da gerchat en ho raog ar vugale a esperach lezel gantho ho tanvez. Choui ' lavare : « Serri a raïnt dheomp hon daoulagad, pedi ' raïnt evidomp. Ha pa dalv, choui eo ho cheuz guelet ho archedi, c'houi eo a ia d'an daoulin, var ho bez, evit pedi an Aotrou Doue da gemered truez ouz ho eneou. Peleac'h ar breur, peleac'h ar c'hoar a zo bet maget ouz ar memez taol, savet dindan ar memez toen ? Kemeret ho deuz hent ar veret : gourvezet int en douar benniget. Ia, kristenien, sellit en tu ma karot, e pep leach, choui a velo, mar taolit evez, hano ha labour ar maro. Sellit ouz ho touar : labouret int bet gant tud, hirio maro ; ouz ho ti : ar rumm dud a ioa ennhan en ho raog, eat eo da anaon ; ar guele ma kouskit ennhan, an dillad a zougit : marteze guele, marteze dillad eun den maro ; ar boued a astenn ho puez : roet eo deoch gant dourn ar maro ; an hent a gemerot evit mont euz an ilis-ma dho ti : hent heuliet, gueach all, gant tud, hirio, maro. Sellit ouzoch hoch-unan. Nag a bed barrad klenvet, a bed danjer, a bed stokad ho cheuz choui bet dija ! Ar maro a zo, beteg-hen, eat abiou deoch, heb ho
.NHO 216 VAR AR MARO .NTO
samma, guir eo. Doue hen deuz lavaret : « lez, lez choaz. » Mez ho cheur a zeuio ha pep tra hen diskuez koulz en amzer dremenet hag en amzer vrema. Ha koulskoude, tra meurbet estlammus ! ne zonjomp ket er maro. An holl a varv en dro dheomp hag en eur vervel a lavar « Hodie mihi, cras tibi : hirio va zro me, da dro te, varchoaz ! » Ha ni, er chountrol, a lavar : « Maro an hen-ma-hen ! Mad : doanius eo, rag he dud, tad, mamm, bugaligou ho doa choaz izomm anezhan ! Maro eo an hen-ma-hen ! Mad : glacharus eo kement-se ! Mez pell zo, ma kemere eur stum fall. Noa ket eun den iecheduz hag ouspenn ne daole tamm evez ebed ! » An hen-ma-hen, a zo bet lazet gant he gar. Ha ni lavar : Mad, evelkent, trist eo eun hevelep maro. Mez ive noa ket ampart en he labour. » E leach ma tlefemp lavaret : « Eveldhan, me a meuz kar ha kezek hag eveldhan e chellan mervel ! » * * * Mad eo en em brepari dar maro. Va Breudeur ker, ar maro eo porzier ar bed all. Hen eo a zo karget da zigeri dheomp dor an eternite. Mez en eternite, me a vel diou zeumeurans dizhenvel : ar baradoz hag an ifern. Dor pehini a zigoro evidomp-ni ? An nor hon devezo choant : ar joaz zo kinniget dheomp gant Doue. Eur maro mad a zigor dor an env : eur maro fall a zigor dor an ifern. Hogen, va Breudeur, ar maro a vez peur-vuia ha zoken, koulz lavaret atao, ar pez ma
.NHO VAR AR MARO 217 .NTO
vez bet ar vuez : goude eur vuez vad ; maro mad ; goude eur vuez fall : maro fall. Evit kaout eost mad en eur park, e ranker he gentelia ervad, he drempa a zoare, hada ennhan greun disklabez, he choennat pa zeu ar mare hag hen diwall a zroug. Er memez tra ive, evit kaout eur maro mad, eo red poania epad ar vuez, eo red en em brepari dar maro. En em breparit eta, va Breudeur ker, hag : 1° En em breparit a hirio. Na lavarit ket : « Me a chedo diveza- toch ; da benn bloaz, pa em bezo kaset da benn an affer-ma, al labour-zont, me en em breparo. » Choui a velo, eme choui, choui en em breparo ! ia pe na velot, ia, pe na en em breparot ket. Hen ober a reoch ma ve lezet ganeoch amzer. Ha piou a lavar ho pezo an amzer-ze ? An amzer a zo etre daouarn an Aotrou Doue. An devez hirio a zo deoch ; an devez varchoaz nhen deuz promettet da zen. Ar chountrol eo a lavar. Gourdrouz a ra an neb a lez he zilvidigez var var. Selaouit kentoch he gomzou : « Dont a rin, eme hor Zalver, evel ma teu al laer : Sicut fur. » Al laer a zeu en noz ; klask a ra an denvalijen ; tostaat a ra heb trouz, dre guz ; gedal a ra ma vezer dizounj pe gousket, ha neuze, heb goud da zen, eo e ra he laerounsi. Mar teuer dhen dizelei, al laer a vez dija en ti, hag aliez krenvoch evit ar perchen. Evel-se ive, eo e teuio ar maro, dre guz, heb rei kelou ebed ; ha par her guelot e viot dija re zivezad : Sicut fur.
Dont a raio evel eul lucheden : Sicut fulgur. Setu aze, euz ar goalarn, eur goumoullen zu o pignat
.NHO 218 VAR AR MARO .NTO
en Env. Petra zoug en he chreiz ar goumoullen-ze ? Daoust hag avel, daoust ha kazarch, daoust ha glao ? Evelkent e pign, e pign atao : dija eo ganthi, stignet holl bolz an Envou ha mouget sklerijenn an deiz. Sou- den, en eun taol kount, eul lucheden chlaz ha da heul eun tarz kurun ! Setu poltred ar maro. Santout a rit marteze, da genta, evel eun diezamant heb hano. Ho penn zo pounner : beach zo var ho tiou skoaz : ar goumoullen o tont a vel. Taol ha taol an drouk a gresk, ho penn a faout, poan ho cheuz en hoch izili ; en em daol a rankit en ho kuele : ar goumoullen o pignad. Souden, varlerch, pa na zounje den, eul lucheden a bar, eun tarz kurun a groz : e ma o tre-. men ! Maro eo ! Sicut fulgur.
Tizet e viot gant ar maro evel ma vez ar zilien tizet gant higen ar pesketour : Sicut pisces capiuntur hamo. Sellit ouz an den-ze a velit e ribl ar ster pe var bord an aod. Staga ' ra eur beg houarn korgamm, ouz penn eun neuden ha var ar beg houarn-ze e laka eur pren- vik biban pe eur gellienen, ha goudeze, hen taol en dour. Etre daou, ar zilien en eur zont hag en eur vont dre greiz ar ster, a vel ar prenvik tentuz hag heb sounjal e drouk a lavar : « Mad da zribi. » Mez en eur gredi kregi er vuez e krog er maro ; da heul ar boued e lounk an higen. Evelse, ive, chui hoch-unan a vezo marteze skoet. La- varet a rit : « plijadur hon devezo er foar-ma, en hebad- zount. » Hag ar maro hen deuz stignet he voued var an hent ma tremenit dreizhan. Staga rit ho penn ouz eur
.NHO VAR AR MARO 219 .NTO
picherad dour ien e kreiz ho chuezen : dour ien, eme choui, a dorro va sechet : eva rit dhe heul eur gaouat fleureuji. E maoch ouz taol gant eur mignon ; dribi a rit eur barrad klenvet tomm, eva eun taol goad, pe gemeret eur vesventi hag ho chastenno maro e korn an hent : Sicut pisces capiuntur hamo.
Bezit, eta, var ched ha dalchit, atao, urz vad en ho koustianz. E challit evit guir mervel dre eur chlenved hir, e tre diou vreach ho tud, santout ar maro o tont kammed ha kammed ; mez e challit ive mervel dre veuz, dre laz, en eun taol kount, heb den var ho tro, evit digas deoch da zounj euz an Env.
2° En em breparit holl rak holl e varvot. E pe chis ha pe da vare e rankimp-ni mervel : an eil hag egile a zo kuzet e pleg dourn an Aotrou Doue. Mez ar pez a chouzomp mad, ar pez hen deuz Doue he- unan en em garget da zeski dheomp eo e varvimp holl : Statutum est omnibus hominibus semel mori. Ar maro na zouj, na respet nikun. Planeden eun den a zo kuzet ouz an dud all ; neuz ken nemet eun dra hag a cheller da chouzout ervad divar he benn : mervel a raio. Pep tra er vuez a zo am- jest ha diasur, eme sant Aogustin : eun dra hebken a zo sur : ar maro : Omnia in futurum servantur incerta, sola mors certa. Setu aze, eme ar memez sant, eur chrouadur consevet e kof he vamm. Ha dont a reio hen, ia pe nann, da velet
.NHO 220 VAR AR MARO .NTO
sklerijenn an deiz ? Den nher goar : Forte nascetur, forte abortivus erit. Mar teu dar vuez, ha beva a raïo hen pell pe neubeut amzer ? Den nher goar adarre : Forte vivet, forte non vivet. Mar bev pell, ha beza vezo hen paour pe binvidik ? Den na chell lavaret : Forte dives erit, forte pauper. Pe seurt stad a vuez a gemero hen ? Labourer, den a bluen, den a vor, den a vrezel ? Nikun na chell her goud. Neuz nemet eun dra hag a chel- lomp da waranti : neuz fors petra e vezo a hent all, mer- vel a ranko pa skoio he heur : Sola mors certa. Ma vije lavaret dheomp ; euz a ugent, unan a jommo ; euz a gant unan a decho ; euz a drizek kant mil, unan a vezo espernet ; me a lavarfe deoch da m zro : ho chesperanz a zo bihan. Evelkent, esperout a chellit ! Mez pa zeo guir e rankomp holl kuitibunan distrei e poultren, holl e tleomp en em brepari. Setu eno perak, eun taolenner gueach all, resevet urz ganthan, pedet da ober poltred ar maro, a reaz eun dra meurbed estlammuz da velet. E traon an daolen e lakeas poltred holl grouadurien ar bed-ma : paour, pinvidik, koz, iaouank, pecher ha dibech ; holl ho dastumaz en eur bouchad. Azioud-ho e reaz poltred an ankou. En he zourn eur chleze a dan atao an eulf o strinka anezhan hag ar re, ma kueze var- nho eun eulfen a varve raktal. Hen ober a reaz heb daoulagad, evit diskouez ne anavez na kar na mignoun. Hel lezel a eure heb diskouarn, evit rei da entent eo bouzar ouz klemmou ha pedennou an dud, ha var he dal, e skrifaz komz al leoriou sakr: « merket eo e ranko peb
.NHO VAR AR MARO 221 .NTO
den mervel eur veach : Statutum est omnibus hominibus semel mori. » 3° Mad eo en em brepari a zrevi, rag ne varver ne- met eur veach. Va Breudeur ker, eur prosez ho cheuz ? Outhan, mar karit, eo stag ho madou, ho prud vad, ho puez ? Neuze petra ' rit ? Sounjal a rit er prosez-ma noz-deiz. Ne espernit netra, nag poan, nag amzer, nag archant evit dont a benn dher gounit ? Goulen a rit kuzul ; dek, tregont gueach e zit da di eun alvokad goeziek, ha pell e maoun dioch ho tamall. Mad a rit difenn ho peadra, hoch enor, ho puez. Koulskoude, mar kollit dirag eur barner, choui a chell dougen klemm dirag eur barner all, ha mar kollit an eil gueach, mont choaz dirag eur barner huelloch. Mez setu ama evidoch eur prosez all ; digoret eo etre ar vue hag ar maro, etre an Env hag an ifern, eur pro- sez hag a zo rak-se, stag ounthan ar pez ho cheuz a huella priz : eurusded pe valheur heb fin. Poanit eta dher gou- nid. Sounjit ennhan noz-deiz. Pellaït kement a chelfe ober deoch her choll : klaskit kement a chelfe ober deoch her gounit. Na espernit netra. Ha kentoch evit her choll, kollit tout. Mar em bije daou ene da goll, a respountaz eur zant da eun impalaër, em bije otreet marteze koll unan evi- doch. Mez pa na meuz nemet unan, ha pa na chellan ouspenn he choll nemet eur veach, e rankan, koust pe ne goust, he zavetei, hag he zavetei en taol kenta.
.NHO 222 VAR AR MARO .NTO
Var an douar, e challer euz ar stad a beched distrei dar stad a chras, euz a gristenien vad dont da veza kristenien fall. Goude taol ar maro, se na vezo mui e galloud an den. Ar vezen a jommo, eme ar Speret- Glan, e leach ma vez kouezet. Ne varver nemet eur veach : Semel mori : ha goude ar maro ar zetans a vezo douget a jommo da viken. * * * Mad eo koumpren petra eo ar maro. Va Breudeur, stad an dud var an douar a zo meurbed dizhenvel. Lod evit lojeis nho deuz nemet eul lochennik dirapar, evit guele eur vriad raden pe golo draillet ; goude poania, en em viska paour, en em vaga dizispign, ne gavont ket atao var gorn an daol, pa zeu an noz, an tamm bara du a dle terri ho naoun antronoz-vintin. Lod all, daoubleget dindan ho anken, ne gavont nemet tristidigez var an douar. En ho chichen an dud eurus ervez ar bed a vev e kreiz ar blijadur. Archant, enoriou, kargou huel, holl e maïnt etre ho daouarn. An ti kaer-ma, ho zi eo ; an douarou-ze, dhezo int ; meuleudi, ieched, digoradur : dezho netra ne vank. Mez, va Breudeur, nag ar re zo er joa na dleont kemeret fouge, nag ar re a zo er boan na dleont ket mankont a gourach. Var an hentchou bras, me a gav eur chantonier karget dho c'houmpeza, da stanka 'n toullou, da ziskar an torgennou.
.NHO VAR AR MARO 223 .NTO
Var hent ar vuez, Doue hen deuz ive lakeat eur chan- tonier, ar maro, da goumpeza pep tra etouez an dud. Hag e guirionez, kristenien, petra eo ar maro, a zounj deoc'h c'houi ? Mar her c'houmprenan mad, ar maro zo var eun dro : Kenavezo dar bed ha da holl vadou ar bed ; kenavezo dar gerent ha dar vignouned ; kenavezo dar chorf he-unan.
Kenavezo dar bed ha da holl vadou ar bed. Var ar ieched, ar bed, gant he blijadureziou, he eno- riou, he vadou, a zeblant beza eun dra benag. Mez divar guele ar maro, traou an douar a jench meurbed a liou. Setu aze eun den o vont da vervel. Evithan neuz mui kelou nag a zanvez, nag a blijadur. Diouthan ar bed ha traou ar bed a bella a heur da heur. Abarz nemeur he di ne vezo mui he di, he archant ne vezo mui he archant. Ar guele ma zeo gourvezet varnhan a vezo da eun all. Euz ar roched a zoug eun all a lavaro « va roched ! » A veach ma hen deuz tennet he halanad diveza, an heritourien a zeu hag a lavar : « din-me e vezo ar pez dillad-ma ha did-te an tamm douar-ze. » Ranna reont ken etrezo, madou an den tremenet, nann, aliez, heb en em rebech divar ho fenn. Pep hini a ra hag a gemer he lod. Mez lod an hini maro, peleach e ma ? Lod an hini maro ? Eur goz linser, aliez ar falla zo en ti, pemp pe chuech planken, eur penn vele kolo draillet, dindan he benn : setu he lod! He lod choaz a zo eun toull en douar an ankounach ; ha choaz ne vezo ket atao, mar-
.NHO 224 VAR AR MARO .NTO
teze, lezet ganthan al lojeis dister-ze. Abars eur chuech pe seiz vloaz, eur chorf all a zeuio da choulenn plas hag, evinthan, relegou ar chenta maro, a vezo taolet da ventad gant an avel pe da vresa dindan treid an dre- menidi.
Ar maro eo kenavezo dar gerent ha dar vignouned. Ama ne meuz netra da zeski dheoch. Piou achanoch neo ket bet var dremenvan unan benag euz he dud pe euz he amezeien ? Ha neuze, dre ho taoulagad hoch- unan, ho cheuz anavezet pe ger kris eo eun henveleb disparti. Rankout kuitaad tad ha mamm, pried, bu- gale, mignouned ! Ho lezel var he lerch ha mont he- unan dirak Doue ! Mad, kristenien, eun devez e teuio ho tro, hag an disparti-ze a vezo ho tisparti. Heuliet e viot beteg ar bez. Eur veach bep an amzer e teuor da ober varnoch eur beden benag ; kount a vezo epad eun nebeut ouz hoch hano etouez an dud. Mez, etre daou, an amzer a iel abiou, an heol a raio he dro hag en eur ober he dro e kaso, bemdez dhe heul, eun nebeudik euz ar zounj a jomm achanoch etouz an dud. Devez goude devez, an aferiou, labouriou, plijadure- ziou a gemero ho flas e kaloun ha spered ar re a jomm var ho lerch. Mar nho chankounachaont ket, hi a vezo souden diskaret dho zro. Ha neuze, ne vezo achanoch kount ebed, mui eget pa na veach biskoaz bet var an douar. Ar maro eo kenavezo dar chorf he-unan. Var an douar e tilezer aliez an ene evit ar chorf. Dar
.NHO VAR AR MARO 225 .NTO
chorf e pep tra hag en despet da bep tra eo e klasker ober dezhan plijadur. Ha koulskoude, eun deiz a dle dont ma rankimp ennhan, kimiada diouz ar chorf-se ha lavaret dezhan kenavezo. He chened, he nerz, he iaouankis, holl e zint e teuz, e moged. Hen he-unan a ranko distrei da boultren, mond da netra evel eun ti dismantret ha kouezet en he boull. Setu me ama, hirio, er gador-ma. Mad, eun deiz a zeuio an daoulagad-ma hag a vel, na velint mui ; an diouskouarn-ma hag a glev, na glevint mui ; an treid a m chas hag a m digas, a vezo sounnet ; va chaloun a jommo a zav ; va dourn, ma vez neuze, en dro din, nez pe vignon, en em astenno dezhan evit ar veach diveza hag a gouezo goudeze, dinerz ha divuez var an dillad vele. Ha neuze, kenta ranker da ober eo kuzat achanon ouz ar re veo ha va lakaad en arched. Hag eno, en arched-ze, petra e teuio ar chorf da veza ? Va Breudeur, gueach all, e bro ar Spagn, eur brinsez a rea dre he gened dudi kement hini hen anaveze. Mez, en despet dhe renk huel ha dhe braoentez, ar maro he diskaraz. Eun ofiser iaouank a oe karget dhe chas beteg ar vered ma tlie beza sebeliet ennhi. Araog disken an ar- ched en douar, hen digorjod evit guelet, hag a dra zur, e voa ennhan korf ar brinsez. An ofiser, pa velaz eun heveleb tra, pa velaz daoulagad, guechall, ken sklear ha ker kaer, beuzet holl a vreinadurez ; pa velaz eun tal 15 .NHO 226 VAR AR MARO .NTO
ken laouen peurz-duet ha dislivet ; diou voch ker ske- duz, diskolpet gant ar chountronn, dija o rodella hag o virvi en dro dhe fenn, a voe ker skoet, ker sabbatuet, ma tilezaz ar bed. Deuet eo da veza sant : sant Fransez Borgia. Ha koulskoude, kristenien, ne voa test, nemet euz a genta labour ar maro. Kiit aze dar veret, savit eur mean bez ha guelit : Veni et vide. A zianveaz, choui a chell kaout choaz digoradur ha fouge. Mez, diskennit en diabarz : petra gavot-hu ? Eskern ha ludu, netra ken. Hag an eskern-ze ho-unan en em vruzuno dho zro. Ar chorf a zeuio da veza, eme Vossuet, eur ne chouzoun mui petra, ha nhen deuz hano ebed etouez an dud. Lennit var dal eur penn-maro, mar gallit, pe hen a zo bet var diouskoaz eur paour pe eur pinvidik, pe hen a ioa koant pe zivalo, pe hen a ioa er boan pe er blijadur, a choad huel pe a renk izel. An holl fouge-ze a zo eat e teuz ha varlerch ar maro ne jomm nemet relegeier dianav. Ia, va Breudeur, mouez ebed ken elavar ha mouez eur bez digor ; kentel ebed, ma ve studiet mad, ken talvouduz evidhomp. Krial a ra ha krial krenv ouz kement a gar selaou : « dindan an heol, pep tra zo avel, moget ha netra ken : Vanitas, vanitatum. » Lavaret a ra : « an den pa zeuaz er bed ne zigasaz ganthan netra ha pa guitaio ar bed, ne gaso netra dhe heul nemet he oberou mad hag he wall oberou.
Sounjomp eta er maro. En em breparomp dar maro.
.NHO VAR AR MARO 227 .NTO
Koumprenomp petra eo ar maro ha ni a vevo ervez Doue. Eur zant, gueach all, nhen devoa evit leor a beden nemed eur groaz hag eur penn maro. Ar groaz, skeul an Env, merk an esperanz ; ar penn-maro, mellezour ar bed, kentel ha difazi an den. Eveld'an, karomp studia an daou leor-ze. Ha neuze ar groaz ma zoump bet prenet varnhi gant Jesus-Krist, a ziwallo hon eskern en hor bez hag ho resusito var- lerch da vuez an Envou. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
X
Var ar varn ziveza
Justum et impium judicabit Deus et tempus omnis rei tunc erit. Ecc. III, 17. Doue a varno an den mad hag an den fall, hag e vezo neuze lakeat urz e pep tra.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Tostaad a ra, a vloaz da vloaz, a heur da heur, an devez bras leun a spouroun, leun a enkrez a dle beza test da finvez ar bed. Pe da vare e cherruo hen, an devez-se ? Kristenien, nher gouzon ket ha den nher goar ; mez ar pez a chouzomp, a dra zur, eo e choar- vezo neuze traou estlammuz meurbed. An teir walen a gastiz : ar gernez, ar vosen hag ar brezel a bourmeno dre douez an dud, ar chaon hag an dristidigez. Al loened er choajou a iudo gant an naoun ; ar rouanteleziou en em zavo an eil a eneb heben hag an dud a zizecho divar ho zreid gant ar spount hag an dienez. An Antekrist, en he zourn holl challoud, holl finesa an drouk-sperejou ifern, a reio var an douar ar bur- zudou ar re vrasa evit distaga 'n dud dioch lezen ar
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 229 .NTO
guir Doue. Goudeze, an heol a gollo he sklerijen, al loar a zeuio e liou dar goad, ar mor dijadennet a lammo dreist an torr-aochou ar re huella evit goueledi an douar ; ar stered faziet, divar ho hent, a gouezo euz an Env, ha da fin holl, ar bed, gant kement a zoug, a vezo sebeliet en eur mor a dan. Neuze e vezo klevet trompil an eal o tregerni varzu ar pevar avel hag o lavaret: « Savit, tud varo, ha deuit dar varn : Surgite mortui. » Ker buhan, ar garnel a roio he relegou, ar bez a zis taolo he gorfou maro, ar mor a zislonko ar re veuzet. Holl kement a zo bet, a zo hag a dle beza choaz var an douar, hol e savimp en hor zav a nevez flamm hag en em gavimp var eun dro, echarz treid ar gador-varn. Jesus-Krist var eur goabren skedus ; en dro dezhan eun niver dreist-kount a Elez hag a Zent, en he zourn leor an Aviel ha kroaz ar Chalvar, a ziskenno da varn pep unan ha da renta dan holl ervez ho oberou : Justum et impium judicabit. Euz ar pez a dremeno neuze eo e meuz, hirio, da gozeal deoch. Ar varn a velan ennhi tri dra : Eul leor, splamm ha guirion, leor ar choustiansou ; eur valanz diabeg ha difazi, balanz an aviel ; eur zetanz, didruez ha diremed, setanz Jesus-Krist. Euz al leor, ar valanz, ar setanz-se e lavarin deoch, dioch renk, eun nebeut komzou.
.NHO 230 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
* * *
Leor ar choustiansou.
Ar bed-ma, kristenien, pa daolan varnhan eur zell piz hag eveziek, a gavan meurbed din a druez. Petra, e guirionez, a velan-me var an douar ? Guelet a raan eur rumm dud hag a denn evel fouge deuz ho dizurziou ; breset ho deuz ho choustians dindan ho zreid, ha mou- get en ho chaloun mouez feiz ho badiziant. Ha brema, dishenor ho zud, rann-galoun greg ha bugale, skuer fall ho farrez e kerzont digabestr var hent an drouk, e ver- niont a zeiz da zeïz pechet var bechet evel pa nho defe euz ho buez, kount ebed da renta. Lod all, dindan diaveaz eur falz honestiz, a guz eur galoun loudour ha prenvedet. Tremen a reont evit tud vad, tud renket, tud a zoujanz Doue. Sellou laouen ' zo en ho daoulagad, komzou flour var ho muzellou, mi- gnouniach en ho mouschoarz epad ma zeo leun ho spered a zonjou mezus, hag ho chaloun a warizi, fal- lagriez, dislealdet, trubarderez, oberou fall. Mez aketuz int da ober an drouk e kuz ; evit mankout dar pez a dleont da Zoue, dan nesa, dezho ho-unan, e klaskont an hent distro, an denvalijen ; ha neuze goude beza pechet dre guz, duet brud-vad an nesa, great outhan gaou en he vadou e lavaront : « Piou biken a anavezo kement- ma ? Ne meuz bet, euz va oberou, ken test nemet an denvalijen ; va choustians va unan, hebken, a choar petra ounn ha nikun na chello, morse, goud ar pez zo tremenet ennhi. »
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 231 .NTO
Ah ! va Breudeur ha va Choarezet kristen, en em fazia ' rit. Eul lagad a zo hag a vel pep tra, a lenn e ple- gou kuzet kaloun peb den, a zizolo ar virionez e kreiz an noz an tenvalla : lagad an Aotrou Doue, lagad atao digor, noz-deiz, var an drouk, digor var ar mad. Eur bluen a zo hag a skrif pep tra. Bloaz ha bloaz, deiz ha deiz, heur hag heur, hoch holl oberiou a zo kaieret. Ke- ment hen deuz al lagad guelet, ar bluen hen deuz skrivet. Adalek ho chalanad kenta betek ho chalanad di- veza, ho puez hed-ha-hed, a vezo, neuze, displeget dira- zhoch ; pechejou ho pugaleach, pechejou ho iaouankiz, deiz ar pardoun-ma, ar foar-zount, en nosveziou, en ebatou, en dansou, ken etrezoch ho chunan, ken etre ar iaouankiz all ; ar pechejou great var an diskar oad, great en ho kosni mar hen deuz Doue ho lezet da goza : kement ho pezo kuzet guella ma ellot ouz lagad eun tad, ouz skouarn eur vamm, ouz kaloun eur mignoun. Ar mad zokenoch ho pezo great, mez great dre fouge evit tenna varnoch meuleudiou an dud ha marteze, evit lakaad unan benag da gueza er pechet, eno e vezint di- zoloet holl : Quidquid latet apparebit ; ha dizoloet dirak ar bed holl a bez. Ia, neuze, ann holl a velo ho puez, ho puez displeget, ledet dirazho evel lizerennou eul leor digor. An holl a chello he foueza, he choumpren. Ha choui, choui ne chellot nach an disterra tra. An testou en hoch eneb ne vankint ket. An Env an douar, an heol, ar stered, an noz, an deiz, holl e kavint eur vouez evit ho tamall ha lavaret : « guir
.NHO 232 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
eo, test oump a gement-se. » Hoch eal mad koulz hag ho troug-eal a lavaro : « ia, guir eo : test omp a ze ; » ho touarou, ho ti, ho kuele a lavaro : « ia, guir eo : Lapides clamabunt, lignum quod inter juncturas est ædi- ficiorum, respondebit. » (Heb. II, 11). Hag ar pecher paour, petra e teuio hen da veza, neuze, gant ar vez ha gant an disesper ? Va Breudeur, ma rofe din an Aotrou Doue, ar galloud da lenn ama en ho kalonou ha da zigeri dirag an holl, leor ho koustians, piou ac'hanoc'h c'houi a lavar-fe : « Mad, ia, ne ran ket a forz, aotreal a ran kement-se ? » Piou, er chontrol, na choulen-fe ket koll kentoch peb vad, eget guelet he vuez displeget penn- da-benn ? Ha koulskoude, piou a velan-me en iliz-ma ? Ho kerent, ho mignouned, ho chamezeien, ho ken- barrisioniz : tud ho deffe truez ouzoch, tud hag a choulen-fe ho tizamma.
Evit peur-greski, peur-gernia mez ar pecher, tal-ha- tal gant he vuez, Doue a lakaio, buez an den just. Var an douar, nag a gristenien vad, a vev dianavezet gant ar re all ! Kemeret a reont kement a boan da guzat ho vertuziou hag ho zantelez ha ma kemer an den fall da guzad an drouk a ra. Ober a reont ar mad, nann evit plijout dan dud, mez evit plijout da Zoue ; en em zantifia ' reont aliez heb goud da nikun euz a gement ho guel. Ho buez a dremenont er guel a Zoue, hebken. Pedi a reont en eur ober ho labourou pem- deziek, meuli Doue e korn kuz ar goustians ha dougen
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 233 .NTO
ho chroaziou heb en em glemm. Ho bugaleach a voue pur, ho iaouankiz dibech, ho chosni direbech : krouadur sentuz, pried mad, tad karantezuz, leal er marchajou, koustiansuz en ho chomzou, santel e pep fesoun pe atao prest da ober pinijen euz an disterra mank, ho deuz tremenet ho amzer e doujans Doue heb na klask na goulen meuleudiou an dud. Mez Doue hen devezo dalchet kount a bep tra. El leor ar choustiansou, koulz ha buez ar christen fall, eo merked buez ar christen mad ; hag ar pecher pa he guelo a zanto choaz evel kresket hag he vez hag he zismeganz. Eur veach, pep tra e se dizoloët Doue zigaso he valans, eur valans diabeg ha difazi : balans an aviel. * * * Goude ma vezo eta, bet displeget dirak an holl buez pep unan achanomp, e leor splamm ha guirion hor choustiansou, eur valans a vezo digaset hag ennhi, er valans-se, e vezo gant ar strisa lealded, pouezet hon holl oberou. Va Breudreur, an dud ho deuz ive ho balans evit barn ha poueza ho hentez. Mez ho balans a zo eur valans fazius, disleal, eaz da lakaat da gostezia en tu ar gaou ; ar poueziou a lakeont ebarz a zo poeziou aliez faoz, rentet bep eil tro, skanv pe bounner gant an interest, ar vignouniach, an dallentez hag ar gasouni.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi en em varnit, en em
.NHO 234 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
bouezit ! Mez eur pouez faoz a lakit ebarz : pouez ar garantez re vraz evidoch ho chunan. Oh! va Breur ker, nho tamallan ket, rag ma c'hen en em garit. Piou hor charo ni, ma ne en em garomp ket hon unan. Hon tud koz a lavare : « evit karet gant urz vad, karit da genta mab ho tad. » Mez mar deo gwir ho lavar, eul lavar all a zo ker guir hag hen : « karet dreist voder mab he dad, zo en em garet heb urz vad. » Ha douget oump holl, siouas ! den em garet dreist voder. Hor barnedigez a zo abalamour da ze, aliez, eur varnedigez a dreuz.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi e pouezit sonje- zonou, komzou, oberou ho nesa. Mez, rak ne anavezit ked mad ar virionez penn-da-benn, rag ma ne lennit ket pis nag e speret nag e kaloun an dud a varnit, rak ma talchit kount ouz ar guall-deodadou, an drouk- prezegerez, ar falz prezegerez a glevit, e varnit gant dallentez heb guir goueziegez : ho parnedigez a zo eur varnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans ; mez en eur hen ober e talchit kount euz he vadou, euz he challoud, euz ar garg hen deuz. Lavaret a rit : « noazout a chell ; ober vad a c'hell ive ervez ma vezo evidon pe eneb din. » Da lakaat er valans e kemerit ho chinte- rest : pouez faos, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza rit eun den en ho palans. Mez en eur hen ober e lavarit ; va mignoun eo ; unan euz va ame-
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 235 .NTO
zeien, euz va cherent, hag en despet dhe holl vankou, hen dizammit. A du ganthan, e lakit ho mignouniach er valans : pouez faoz, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans, mez en eur hen ober e lavarit pe e sounjit ne garan ket an den-ze, displijet hen deuz din ; ha neuze, kaer hen devezo beza mad, fur, direbech, e vezo kavet abeg ennhan. Da boueza en he eneb e lakit ho kasouni er valans : adarre pouez faoz, adarre barnedigez a dreuz.
Ia, va Breudeur, balans ar bed a zo bet a holl viskoaz hag a zo, hirio, en deiz, eur valans faoz ha faziuz. Re aliez e ro he ziskarg dar pechet, hag e klask samma ar vertuz. Selaouit kentoch ha guelit. Eun den ' zo bet var an douar hag a lavaraz, eun devez, da dud ar bed : « piou achanoch a chello kaout abeg en hon me : Qui ex vobis, arguet me de peccato ? » Ha koulskoude, penaoz benag mhen doa tremenet he amzer och ober vad dan holl, he genvroïz a lavaraz, eun devez « Tolle crucifige : stagit hen var ar groaz, eun den difeiz eo, eun den a zizurz, liva ' ra geier dan dud. » Ar zent, guir zervicherien Jesus-Krist, a zo eveldhan ha koulz lavaret, atao, ankounacheat, goapeat, disprijet var an douar hag avechou, lakeat dar maro dre ar grisa merzerenti.
Hirio choaz, ha marteze muioch eget e peb amzer
.NHO 236 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
all, piou a velomp da veuli ha piou da dammal ar muia ? Beza zo eur rumm dud hag ho deuz evel great eur marchad, roet ho ger an eil degile evit ober brezel dar vertuz. Skignet int, ama hag ahont dre bevar chorn ar bed ha pa glevont ar gomz : « Var zao ! » ho gueler holl var eun dro, e sevel eur skabel huel dindan treid ar falla tud, e chober anezo eur meuleudi dispar, e lakaat evel eur gurunen var ho fenn. Er chountrol, kement hini a zo mad, a zo leal, a gerz gant an hent eün, a glask an urz vad, a heuil lezen Doue, ar re-ze a vezo goapeat, disprijet ; a vozadou e vezo taolet pri e kreiz ho daoulagad, dre chevier ha falz-prezegerez e vezo klasket ho zremen evit an dud falla zo er bed. Piou a zeuio eta da goumpeza labour an dud ; piou a lakaio da ren, e leach ar faozoniach hag an trubar- derez, ar virionez hag al lealded ? Eneou kristen ouz va zelaou, poanius e kavit, marteze, hent an Envou, diez e kavit beza tamallet heb na guir na rezon, diez, goude ober vad, beza persekutet gant ar re all. Evel ar bleun er parkeier a bleg dan douar pa vank ar gliz da rei dezho freskadurez, e plegit ho penn hag e lavarit : « Beteg pegeit, o va Doue, choui hag a zo santel ha leal, e chomot-hu heb tenna venjans evi- domp euz ar re ' zo var an douar : Usquequo, domine, sanctus et verus, non judicas et non vindicas sanguinem nostrum de his qui habitant in terra ! » Rho pezet fizianz. Doue ' varno d'he dro. Pechenien, pecherezed, eurus och e kreiz ho tizur- chou, goap a rit a Zoue, goap euz he zervicherien : la-
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 237 .NTO
varet a rit : « Ne meuz na feiz na religion ha pe seurt drouk a zo koulskoude choarvezet ganhen-me ? » Doue hen devezo he dro ; evel ma tle barn an dud just, e varno ive an dud digoustians : Justum et impium judi- cabit. Ha neuze, da zeiz ar varn-ze e vezo kompezet mad pep tra : Et tempus omnis rei tunc erit. Varlerch balans faoz ar bed, e velan en he zourn eur valans all : balans diabeg ha difazi : balans an Aviel. Ennhi e pouezo pep tra, ervez ar strisa lealdet : Justus es domine et rectum judicium tuum. Ar barner-ma, na zalcho kount nag euz ar madou, an enoriou, ar chargou a vezo bet var an douar ; ar paour dirazhan zo ken huel hag ar pinvidik. Na zalcho kount nag euz ar gened, nag euz an deskadurez, nag euz ar challoud ; dirak he zaoulagad ar vertuz hebken he devezo talvoudegez. Buez an ene mad a zo poezet da genta : he holl be- dennou, he holl daelou, he holl gommunionou, aluzen- nou roet dar paour, tentasionou trechet gant kourach, kroaziou douget heb en em glemm, santimanchou a feis, a esperanz, a garantez, a anaoudegez vad, he holl oberou mad en eur ger. He Eal mad ho laka holl e skudel ar valans evit kreski he rekoumpanz ha kaeraat he gu- runen. Buez ar pecher a zo poezet ive. Mez ama daouarn an Eal mad a zo koulz lavaret goullo. Ar pedennou, an alu- zennou, an oberou mad hen deuz dastumet a zo henvel ouz ar frouezen a gaver er Palestin var bord ar Mor
.NHO 238 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
Maro. Ar frouezen-ze a zo, evit eur guel, kaer awalch hag a zeblant beza saouruz. Mez pa deu ar beachour dhe boulcha gant he zent, ne gav ennhi nemet eun doare ludu iskis ha chouero. Evel-se ive, ar pechet hen deuz kaset da goll, zoken, ar pez hen deuz ar pecher great a vella en he vuez. An drouk-eal, er chountrol, a zo leun bar he zaouarn : ourgouil, avarisded, luxur, avi, gourmandis, buhanegez, diegi, pedennou dizounj, gwarizi, ioulou, oberou, kom- zou mezus, kement droug en eur ger, hen deuz great ar pecher azalek he gavel beteg he vez, holl ho digas, holl ho bern e pladen ar valans. Ne lez, ne ankounacha netra evit ma rento pounnerroch a ze kastiz an ene fall. Ha pe seurt digarez a glasko ar pecher paour evit dizamma he goustianz ? Ha lavared a raio hen : « Aotrou, va zempladurez a ioa re vraz ! » Mez, setu aze tud eveldoch, ker sempl, ken dinerz ha choui hag a zo deuet da veza sent. Perak nho cheuz-tu ket great ar pez ho deuz great ho-unan : Cur non potuero quod isti. « Dallet oan gant ar bed ! » Roet em boa deoch beleien evit ho kelen hag e tisprijach ho chomzou ; leor an Aviel evit ho chentja ha ho cheuz hen taolet a gostez. « Trechet oan gant va zechou fall. » Pa zao louzeier fall en eur park, al labourer a gemer he grog-choennad evit ho zenna er meaz. Da zischrizienna ho techou fall, ar zakramanchou a ioa dindan ho tourn. Ma vije bet great evit Tir ha Sidon, kement hag a zo bet great evi-
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 239 .NTO
doch, hi ho divije guelloch great pinijen gant ludu var ho fenn ha gouriz reun var ho c'hros-leac'h.
Ar pecher evit en em zizamma ne gavo eta digarez ebed hag he-unan e ranko anzao ha lavaret : Justus es Domine et rectum judicium tuum. * * * Ar setanz diveza : setanz didruez ha diremed. Buez peb den, eur vech dizoloet ha pouezet an diveza setanz a vezo douget : setanz a vuez evit an den just, setanz a varo evit ar pecher. Tri dra a lako pounner braz ha chouero meurbed setanz an den daoned. Beza ' vezo eur zetanz, didruez, a zisparti, diremed. Eur zetanz didruez. Ar pez a zo guella dan den, eo eun nebeudik laoue- nedigez en he boaniou, eo klevet a berz eun den all eur gomz karantezuz, reseo eur merk a druez. Mez ive, ar pez a deu da beurgreski hor rann-galoun, eo beza dilezet en hon anken ha kavout, er pez hon deuz muia karet, ar chenta penn-kaoz euz hor glachar. Hogen, va Breudeur, deiz ar varn, ar pecher ne gavo skoazel e nep tu ; hed he vuez e sounje dezhan galloud tremen heb Doue. Touellet gant traou ar bed, ne zante nep izom den em daol etre diouvreach he Grouer. Mez hirio, ar bed a zo tremened. Ne jom gant an ene nemet Doue euz eun tu hag an oberou fall euz eun tu all. Hogen, ar guel hebken euz an dizurziou-ze a zo eur
.NHO 240 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO
beach mantruz evit ar pecher paour. Koumpren a ra brema, pegen heuzuz tra eo ar pechet, peger braz dis- kiantiz a berz an den, peger braz dianaoudegez e kever Doue. E kreiz he zizesper, ne gavo sikour e nep tu. Hirio Jesus-Krist a zo evidomp leun a vadelez. Evi- domp eo diskennet euz an Env, evidomp hen deuz bevet paour, prezeget he aviel, skuillet he choad var menez Kalvar. Evidomp, noz-deiz, e chomm var an aoter da zelaou hor pedennou, da rei dheomp grasou, da veza magadurez hon ene. Deiz ar varn, amzer an drugarez a vezo tremenet ha deuet amzer ar justis. Ar Verc'hez a zo hirio madelezus. Ne c'houlenn nemet astenn he dourn dar pecher evit parea he chou- liou. Da zeiz ar varn, goude beza bet disprijet, e tisprijo. Ne fello mui dezhi beza na mamm, nag alvokadez da vourreo he mab Jesus. Hirio, ar Zent a zo he vreudeur ; ne choulennont, ne glaskont nemet distrei divarnhan gualinier an Aotrou Doue ; mez beteg ar fin hen devezo kemeret eun hent dizhenvel dioch ho hini ; hen dianzao a reont dho zro : nher chemeront mui evit ho breur. Hirio, hon eal mad a zo evidomp leun a deneredigez ; zoken e kreiz hon dizurziou, nhon dilez morse. Kerzed a ra var hor lerch en eur wela evel eur mignoun a veler o vont beteg ar bez da heul korf maro he vignoun. Deiz ar varn, goude beza bet dilezet e tilez, goude beza bet disprijet e tisprijo.
.NHO VAR AR VARN ZIVEZA 241 .NTO
Setanz a zisparti. Neuze a berz Doue, elez ar baradoz a ziskenno da zis- partia ar re vad a douez ar re fall, evel ma veler da vare an eost, al labourer gant he ridell o tenna greun a douez ar skaodu. An eneou dibech a vezo lakeat en tu deou dar Gador- varn hag en tu kleiz ar becherien. Ar vamm a vezo kemeret hag ar verch lezet a gostez : ar mab kavet mad hag an tad kavet re skanv ; a zaou vreur, a zaou bried, a zaou vignoun, unan a zo kemeret, egile lezet a gostez. Va Breudeur, ne esperan ket, gelloud rei deoch da goumprenn, pegenn kriz eo eun henvelep dis- parti. Test oun bet eun devez a eun anken ar vrasa. Eur chorf maro, korf eur chrouadurik iaouank a ziskennet en douar. E tal toull ar bez, kroaziet he daouarn ar vamm baour a ioa var he daoulin. Heb ober an disterra klemmaden, e pede hag e skuille daelou. Mez pa glevaz trouz ar genta paladen zouar o kueza var an arched e lavaraz en eur grial forz : « Va chrouadur paour, ha guir eo e ranki-te chomm aze ha me mont kuit ? Ha guir eo naz kuelo mui va daoulagad, naz klevin mui o kozeal ouzin ? Ha guir eo goude beza da zouget ha da vaget, ne allin mui da starda var boull va chaloun ? Ha guir eo e ranko ar vamm lavaret dhe mab kenavezo da viken ? » He fried a deuaz da gregi en he dourn hag a respountaz : « Guir eo e rankomp lavaret kenavezo dhor chrouadur, 16 .NHO 242 VAR AR VARN ZIVEZA .NTO