← Table of contents
Sarmoniou an Aotrou Quere

VIII. (continued 2)

Reading edition

.NHO 166 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO

Peccavi : et quid mihi accidit triste ? Petra a zroug ? Sarromp ama mar kirit levr an traou a zianveaz ha digoromp eul levr all, eul levr kuzet, eul levr hag a skrivomp en hor c'hreiz : levr ar goustianz, levr an ene. Guelomp labour ha dispac'h ar pec'het ebarz el levr-ze. * * * Va Breudeur, tri den zo hag a ra bepred aoun d'in : al laer, ar bourreo, ar muntrer. Rag al laer am laka deuz a binvidik da veza paour ; ar bourreo a ra d'in gouzanv poaniou spountuz ; ar muntrer a denn diganhen ar vuez. Mad, kristenien, ar pec'het marvel a zo, var eun dro, laer, bourreo ha muntrer an ene.

Ar pec'hed marvel eo laer an ene. Va Breudeur ker, gout a rit mad petra eo eul laer ha goud mad petra ' ra. Al laer a gemer, dre finesa pe dre nerz, ar pez n'eo ket d'ezhan : aour, arc'hant, greun, dillad. Holl ho c'hav mad. Hag ar pez a lez var he lerc'h a vez di- renket, fuillet, sklabezet, torret. Ha neuze pa deuit, var- lerc'h, da daol eur zell var ho ti, pa veloc'h ho c'har- meliou torret, ho tiretennou goullo, ho c'holl beadra eat e teuz, c'hui a lavar gant disesper : « Va Doue, kouls- koude, kement all a boan em boa me kemeret evit dastum va zammik danvez ! kement all em boa me la- bouret en noz, en deiz, en ti, er park, dindan an eol, ar glao, an avel ! Me zo bet digernez ouzin va-unan, diza- mant ouz va c'horf paour ! Esperout a rean kaout bara

.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 167 .NTO

dibreder em c'hosni ! Ha setu me, en eun taol kount, lakeat var ar c'holo. Kement am boa zo laeret d'in : ne jomm ganhen nemet daoulagad da skuilla daelou ! » Mad, va Breudeur ker, mar ho c'heuz pec'het, me a ia da ziskuez deoc'h, eun ti all, ti ho c'hene, laeret c'hoaz muioc'h, distrujet e pep gis. Eun devez oc'h bet douget ama, d'an iliz-ma, deiz ho padiziant. Ha neuze, d'an deis-ze, ho c'hano a oa skrifet var gaierou ar Zent. Ho c'hene a ioa meurbet pinvidik : doujanz Doue, karantez Doue a ioa en ho kaloun. Dive- zatoc'h e zoc'h adarre, deuet d'ar memez iliz, evit ober ho kenta pask. Ha d'an devez eüruz-ze, ho tenzor a ieaz c'hoaz var gresk. Rak disken a reaz neuze, en ho ka- loun, soursen an oll c'hrasou. Euz ar baradoz, an eneou eüruz a zelle ouzoc'h gant dudi. Oh ! ia, santez Thereza a gomze mad, pa lavare, gueach all : « Nag an oabl gant he stered lugernuz, staget evel tachou aour, ama hag aont var he bolz c'hlaz, koulz ha guell evel perlez var mantel voulouz eun impa- laer ; nag ar mor gant he ledander, nag an douar gant he bleuniou, n'int ket var 'n hed tost, ker kaër ha ma zeo eun ene e stad a c'hraz. » Hag e guirionez, va Breudeur, eun ene e stad a c'hraz a zo, var eun dro, krouadur muia karet an Tad, eun ezel beo da Jesus-Krist, eun templ evit ar Speret Glan. Doue an Tad n'hen deuz nemet evit an ene-ze. He vennoz, he vignouniach, he binvidigeziou, he varadoz, hen he-unan : holl int evid han ! Ennhan nag a feiz, nag a esperanz, nag a garantez, nag a vertuziou, nag a

.NHO 168 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO

c'hrasou, nag a veritou ? Ennhan pebeuz tenzor, nann a vadou ar bed-ma, mez a vadou an eternite ! Ha da heul ar pinvidigeziou-ze, pebez plijadur zantel, pebez levenez kristen ! Ia, e guirionez, imaj an Aotrou Doue eo ; krouadur an Aotrou Doue eo, heritour an Aotrou Doue eo. Beza e zeo ouspenn eun ezel a Jesus-Krist evel eur brank grefet var droad eur vezen a zeu da veza eur brank euz ar vezen-ze ; beva ' ra a vuez Jesus-Krist, pedi a ra dre beden Jesus-Krist, pe, evit lavaret guell, Jesus-Krist eo a vev ennhan : Vivo ego, jam non ego, vivit vero in me christus. Ha Jesus-Krist a zo mab da Zoue ha Doue he-unan, hag an ene-ze, rak-se, en deuz evel perz e natur an Aotrou Doue : Divinæ consortes naturæ. Beza zo er bed-ma, tud a lignez huel, pennou kurunet, impalaeret, prinset, noblanz, tud er c'hargou, en eno- riou, tud a zanvez, ha ni, pa ho guelomp o tremen en ho c'harrosiou alaouret, a lavar, marteze : perak, en eur zont er bed, ne meuz me ket eveld'ho kavet eun hano kaer hag eur palez ? Va Breudeur ker, mar e moc'h e stad a c'hraz ho c'heuz eun hano, eur palez, eun heri- tach dreist an traou-ze holl. Doue a zo ho Tad, Jesus- Krist a zo ho preur, ar baradoz eo ho ti. Beza eo templ ar Speret Glân, trede persounach an Dreinded sakr. Goud a rit petra eo eun templ. An templ eo ti an Aotrou Doue, savet dreist an holl diez all, kaeroc'h evit an holl diez all, muioc'h respetet evit an holl ; ennhan

.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 169 .NTO

ne veler nemet traou sakr, ne glever nemet pedennou ha meuleudiou ; ennhan eo e tisken var an ene ar muia grasou, e teu an esperanz da laouennaat ar speret, al laouenedigez da skanvaat ar galoun. Setu ive petra eo eun ene mad : ennhan e rên ar Speret-Santel gant he holl zonezonou ; anezhan eo taolet kuit peb dizurs ha pep pec'het ; ti an Aotrou Doue eo. Mez, o va Doue, petra velan-me ? Setu ar pec'het gant he zorn loudour o tigeri dor an ene-ma, o keme- ret perz en ho ti, eun ti savet ganeoc'h ha great evidoc'h. Pe seurt stad ha pe seurt stad ! Peger kaer a ziagent, pegen doanius an heur a vrema. Imaj an Aotrou Doue a zo faozet. Meritou, grasou, pinvidigeziou spirituel, holl int laeret, distrujet. E toull an nor, an eal mad a wel var goll an tenzor a ziwalle ! O ene paour, nag e pe stuz da velan-me ! Penaoz stereden an Env he deuz kol- let he sklerijen ? Henvel ouz eur c'hrouadur fall ha dizeret, taolet er meaz a di he dad, setu te dianavezet, deseritet gant Doue. Henvel, ouz eur brank torret gant an avel, distaget diouz korf ar vezen, melenet he zelliou, wenvet he vleûn, er meaz ar stad da rei frouez, setu te dispartiet dioc'h Jesus-Krist, heb galloud ober mui netra hag a dalvez-fe evit an eternite. En eur beg douar euz hor bro, e ribl ar mor, e veled gueach all, eun iliz euz ar re gaera. Mez tud kounnaret a deuaz. Divolzet, distrujet ho deuz ti Zoue. Ne veliz mui pa ziz, beteg ennhan, nemet pennadou moger hanter

.NHO 170 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO

ziskaret. Hag an amzer gant he vorzol, he avelou, he c'hlaoeier a beurachu, bemdez, an distruj. Gueach all, eno e klevet meuleudiou an Aotrou Doue, Jesus-Krist a jomme en tabernakl. Hirio ne veler nemet an drez hag an iliao e poulza dre douez ar benerez koue- zet d'an douar ; nemet amprefaned o c'hen em guzat etouez ar vein ; ne glever nemet trouz ar mor braz o venna var an aod ha krosmol an avel o iudal dre ar faoutou. Ene paour ! setu da boltred. Ne d'oud mui templ an Aotrou Doue : distrujet eo, diskaret eo, deut eo da veza lojeis an amprefaned ar re euzusa. Ken aliez a veach e lavaren bremaïk e zoaz euruz, santel, kaer, pinvidik, ken aliez a veach e rankan lavaret brema : siouas! ne d'oud mui.

Ar pec'het marvel ' zo eur bourreo. Lenn a reomp e veve gueach all, eun den ha pa zeue eun tremeniad en he di, hen astenne var eur guele houarn. Ha neuze, gwaleur d'ar beachour paour pa veze hirroc'h evit ar guele. Ar bourreo-ze, a lakea eskennad he izili a res gant postou ar guele. Pa veze berroc'h, e lakae ho diaoza hag ho astenn ken a vijent deut keit ha keit. Son- jit pebeuz anken ! Ha setu koulskoude ar pez a ra ive, bemdez, ar pec'hed d'ar pec'her paour. He eskennad a ra : eskennad he vadou : a binvidik e teu paour; eskennad he henor, he vrud vad… Affer, affer…, eskennit c'hoas, eskennit laouenedigez tad, mamm, bugale… affer, affer, eskennit atao, eskennad he feiz, he esperanz, he lod e baradoz Doue… Eskennad a ra

.NHO VAR AR PECHET MARVEL 171 .NTO

holl pep tra, ieched ar chorf, madou an ene… diaoza a ra ouspenn an ene paour. Ne fell ket did laerez, te a laero… Chachit ken na vezo deuet hir awalch… Ne fell ket did beza mesvier… te en em vesvo… Ne fell ket did ranna kaloun da dud… te a ranno… Ne fell ket did treina beteg ar bez, chaden hir da zizurziou ?… Te he zreino hag a stago bemdez, diouthi eur mell muioch. Eur pennadik amzer, touchet gant ar blijadur, ar pecher ne zounj ket en he stad, mez diforfila a rank souden var he vele digonfort. Va Breudeur, eur gomz a lennan er Skritur Sakr hag a spount achanon : Ignis, sulphur, spiritus procellarum, pars calicis eorum : tan, souffr ha kounnar an avelou fall, setu lod ar becherien. Pa beg, pa grog an tan en ti, e nebeut amzer, en em skign hag e pulluch pep tra : Mar kuez souffr e kreis an tan, gwassoch gwas e rost ; ha pa zeu an avel da chueza, neuz mui netra hag a chelfe herzel ouz ar vroez. Mad, kristenien, ar pechet a zo eur chef tan en hon ene. Souden an eil pec'het a skuil souffr var ar c'hlaouen. Abars nemeur, pechet var bechet a zeu evel ken aliez a vegin, da lakaat an tan wall da bulluch pep munut vad. Ha neuze, ar pecher paour, dizesperet o velet he stad, mez re zigaloun evit distrei euz Doue, a zo evel eun den klanv var he vele, o trei hag o tistrei e kreiz fô an derzien, heb galloud en em zizober euz he boan.

Ar peched marvel eo muntrer an ene. Va Breudeur ker, ne fell ket din rei, re a veuleudi dhor chorf paour. Goud a raan eo great a zouar ; goud a raan

.NHO 172 VAR AR PECHET MARVEL .NTO

eo kirieg da bep seurt klenvejou ; goud a raan choaz e zeuz, ar pez zo goasoch, e zeuz en he wazied evel eun tamm well trenk ha contammet hag a chell beza penn kaoz, pa zonjomp nebeuta, euz ar brasa gwaleuriou. Ha koulskoude, pa raan eur zell piz ouz ar chorf-ze, pa velan he dâl savet ploum var he ziou skoaz evel pa ve great evit en em drei varzu an Env : pa velan he zaoulagad birvidik, pa velan ar mouschoarz karan- tezuz o laouennad he zremm ; pa her guelan o tont, o vont, o chomm a zav ervez choant mysterius he volon- tez, o klevet, o selaou, o prezek… me ' rank lavaret : Ia korf an den a zo eun dra gaer : aze e ma Roue ar bed, eur Roue hanter diskaret, hanter digurunet evit guir, mez eur Roue anat, eaz da anaout en despet dhe vizeriou braz. Setu aze, ive perak, ne gavan netra ken doaniuz da velet evel eur chorf maro. Eur chorf maro na vel mui. Tad, mamm, pried, bu- gale, mignounet ; dont a reont nho guel ket, nho chlev ket : maro eo. Ne respount mui kaer zo kozeal outhan, lavaret dezhan an hano ar charantezusa. Gueach all, eur gomz hebken deuz ar seurt-ze, a lakea laouenedigez var he dâl. Brema, netra : ne respount ger : maro eo. Ne gerz mui. Kasit hen, digaset hen, hen taolit, hen distaolit evel ma karfet ; chomm a ra e leach ma kuez, heb finval tamm : maro eo ! Mez mar deo doaniuz, stad eur chorf maro, pege- ment muioch eo doaniuz stad eun ene lazet gant ar peched.

.NHO VAR AR PECHET MARVEL 173 .NTO

Hi ive, ne anavez mui netra, na baradoz, nag ifern, na droug, na mad : maro eo. Ne vel mui netra, nag eter- nite eüruz, nag eternite gwaleuruz, na daelou, na tad, na mamm. Ne lavar mui ger. Kentoch e pede, e veule Doue. Brema, ne ra mui : maro eo. Ne finv mui. Eo evit peurgarga ar muzul, evit kerzet dre hent ar pechet eo lijer ha skanv a droad. Mez evit labourat da chlorifia Doue, den em zavetei, da gerzet varzu 'r baradoz, ne finv mui : maro eo. Pe mar gra choaz, eun dra benag, ar pez a ra a zo evel frouez pren- vedet en ho chreiz ha ne dalvezont netra evit an eter- nite eüruz : Nomen habes quod vivas et mortuus es. * * * O va Breur paour, o va Choar ger, piou ho tenno choui euz a vez ar pechet ? Piou a lammo divarnoch ar mean pounner a zo ouz ho flastra ? Piou a lavaro deoch : Lazare, veni foras. Va Breudeur, ne lavarit mui : Peccavi et quid accidit mihi triste ? Lavarit : Peccavi, quid faciam. Quid faciam : Petra da ober ? Pinijenn : Wela var ho chamzer dremenet, beva guelloch en amzer da zont.

O va Doue, grit dheomp anavout mad ar pechet, anavoud peger bras droug eo, petra ra dheomp koll, e peleach e kas achanomp. Roit dheomp outhan eur guir gasouni ha varlerch, ho paradoz benniget hon digollo epad an eternite. AMEN.

.NPO

Explore with AITake your curiosity a little further.

Reading settings