VIII.
Reading edition
SERMOUN great evit bennigen eur groaz nevez
Quando interrogaverint filii vestri, cras, patres suos et dixerunt : quid sibi volunt isti lapides ? Docebis eos. Josue, pennad 4. v. 21-22.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET CHRISTEN,
Ster Jourden treuzet gant pobl Israel… Var ger Josue daouzek mean kemeret a ganol ar ster oa lakeat en eur bern… Pa choulenno, eme Josue, ar vugale digant ho zud : evit pera eo berniet ar mein-ma ? Choui lavaro dezho… Berniet int evit digas sounj hon deuz treuzet ster Jourden, dizechet dirazhomp, hag evit ouspenn, ma vevot e doujans Doue epad ho choll vuez : ut et vos timeatis Dominum omni tempore.
* * *
Setu peurvuia, ar pez a rear ken aliez ha ma vez choant da zerchel sounj mad deuz eun dra choarvezet.
.NHO EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ 103 .NTO
Setu ar pez ho deuz great ho tud en ho raog hag a rit, hirio, dho tro. Deut och ama e prosesion, da zaoulina dirag ar groas savet ganeoch e pleg an hent. Divezatoch ho pugale, ho pugale vihan a choulenno : quid sibi volunt isti lapides ?… Hag ar re goz neuze a chello respount : brema zo deg, ugent vloaz tremenet, eur mission-bras roet gant pemzeg belek, a zo bet er barrez-ma. Houma eo kroaz ar Mission… Pet euz ar re a ra brema ho mission a vo beo choas neuze : pet euz ar veleien, pet euz an dud fidel ?… Kalz achanomp a dra zur vo eat da anaon. En ugent vloaz nag a jenchamanchou ? Tud pinvidik deut paour, tud paour deut pinvidik… tud iach kuezet klanv, tud klanv pareet… tristidigez, laouenedigez a vez atao bep eil tro, pe vesk ha mesk, er bed-ma ! Netra ne bad….. Eo ; eun dra bad, a jomm… Christus heri, hodie, ipse et in sæcula. Ar re ra brema ho mission a gendalcho da vont da bedi eharz ar groaz… da bedi evit trugarekaat Doue, da bedi evit goulen grasou… da bedi evit goulen par- doun deuz ho fechejou ma ho deveuz great eur pechet benag… Hag ar re vezo eat da anaon, ho devezo araog mervel, divar ho guele a boan, kaset an diveza peden varzu ar groas venniget, evit goulen eur maro mad. Ho pugale… ho pugale vihan a gendalcho da ober ar memes tra var ho lerch. Ho feiz deoch a vezo ho feiz. Ho Doue hirio, a vezo ho Doue varchoas : Christus heri, hodie, et in sæcula.
.NHO 104 EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ .NTO
* * *
Ha goude beza heuillet holl ar memes hent er bed ma, e veffot er memes leach er baradoz, tad, mamm ha bugale. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
IX.
Var ar Pab
Qui vos audit me audit. An hini ho selaou am zelaou me.
VA BREUDEUR,
Eun Doue zo he hano skrifet var hep tra… ar mestr eo, ar mestr bras… mestr an holl, ha chomm a reio mestr. Koulskoude rei a ra da lod tud, eul loden euz he challoud : rag e penn pep tra e rank beza eur mestr var an douar. Evel-se an tad, an impalaer, etc… Evel- se ive, en iliz, eur mestr : ar pab.
* * *
Petra eo ar pab evidomp ha petra e tleomp beza evit ar pab ? Ar Pab eo vikel Jesus-Krist var an douar ha mean fount an iliz. Rak-se e tleomp he respeti ha chomm atao a unan ganthan. Ar Pab eo pastor hon eneou ha porzier an Envou karget da sklerijenna, da gelenn, da chouarn, da hentcha,
.NHO 106 VAR AR PAB .NTO
da ren, da zikour an dud fidel. Rag-se e tleomp he gredi, senti ouz he chourchemennou ha dindan he garg, kerzet varzu an Env. Brezel a rear dar pab. Tra doanius dreist holl, guelet hon tad red dezhan astenn he zourn da choulenn an alusen. * * * Ar Pab eo vikel Jesus-Krist, mean fount an iliz. An den zo krouet evit Doue, evit ar virionez hag ar mad. Mez an den kenta en em fazias. Etouez he vugale, eur bobl ebken, a jomas fidel da Zoue : pobl Israel. Jesus-Krist a ziskennas euz an Env. Founti a ra he iliz hag en he fenn e laka ar pab kenta… Eun den pinvidik hen deuz eur gouarnour var he zanvez ; eur Roue, kannadet er broiou all evit derchel he blas… ar pab eo kannad, vikel, letanant Jesus- Krist etouez an dud. Hen disprijout eo disprijout Jesus-Krist. Evel den e chell kaout mankou, mez atao e rank beza respetet. Ouspenn ma zeo vikel Jesus-Krist eo ar mean fount deuz an iliz. Gueach all, Salomon a zavas eun ti da Zoue. Ar plan oa tennet araog, an danvez kizellet, choazet, labouret… Jesus-Krist hen deuz savet hag a zav atao bemdez eun ti da Zoue. Ar plan zo tennet, an danvez choazet. Da bep tamm eo merket he blas. Ar vicherourien zo choazet ive hag ar mean fount eo ar pab : tu es petrus et super hanc petram ædificabo eccle- siam meam… Ubi est Petrus ibi ecclesia… Ne chellit ket sevel eun ti nemet var ar mean fount, kement a lakit a gleis pe a ziou a zo er meaz eus ar plan.
.NHO VAR AR PAB 107 .NTO
* * * Ar pab, zo pastor hon eneou hag alchouez ar baradoz. Pep hini achanomp a dle beza eur mean en iliz savet gant Jesus-Krist da Zoue. Mez piou hon sklerijenno, hon gouarno ? Piou hon reno, hon chonforto en hon labour, hor rekompanso euz hor poan ?… Ar pab adarre, hor pastor eo. Eur pastor a ren he zenved, ho chas dar peuri mad, ho fella deuz ar peuri fall hag ho diouall deuz ar bleis. Ar pab a zo karget dhon ren, dhon hentcha : pasce oves meas, pasce agnos meos… Roma locuta est, finita est causa. Ar stur a zo en he zourn, he lagad zo var an nadozen-Nord. Jesus-Krist a ro dezhan sklerijen. Ne chell ket en em fazia var hent ar feiz : Ero vobiscum usque ad consummationem sculi. Hen a dle hor gouarn hag hor bleina, hen a dle lavaret dheomp : ama zo danjer, aze neuz ket ; ama e ma an hent mad, aze e ma an hent fall ; setu peuri iachus, setu peuri contamet ; hennez zo eur bleis, kaer en deuz klask en em guzat, eur bleis eo… Dindan ar pab an eskibien, dindan an eskibien ar veleien : an dra-ze holl zo ar memez famill hag a rear anezhi an iliz… Heretiket, schismatiket, tud excommu- nuget : brankou kam ebars er (ar ?) vezen, izili tennet kuit deuz ar chorf… * * * Hirio e rear brezel dar pab. Neo ket estonus : si me persecuti sunt et vos persequuntur. Lazit ar general hag
.NHO 108 VAR AR PAB
ar zoudardet en em zivandenno. An diaoul o klask beza treach da Jesus-Krist a sko hag a laka skei muia ma c'hell var benn he iliz. Mez mallos d'an dud a en em laka a unan ganthan. Abred pe zivezat e teuer da grenvi pa gounteller an Iliz.
An den a ell stourm ouz bugale an den Rag oll omp great gant ar memes poultren. Mez ma stourm ouz Doue e strako he eskern Hag e zei dre he lamm da gueza en ifern. * * * Ar pab hirio a rank astenn he zorn da choulenn aluzen. Laeret eo bet he vadou. Nen deuz mui nemet he gastel : castel ar Vatican. Ro din ive da gastel ha da hano a Roue, a lavare dezhan an hini en doa laeret he zanvez, ha me roio did daou-ugent million ar bloas. Morse a lavaras Pie IX. Piou da vago ? Va bugale. Roomp eta evit her sikour. Ar pez a roffemp dezhan a vo paeet dheomp gant Doue er bed-ma hag er beb all. AMEN.
* * *
.NPO
TREDE LODEN
SARMONIOU EVIT EUR MISION *
.NPO
Ne 'z eus netra war bajenn 110
.NPO
I
Evit digor eur mission
Non defrauderis a die bono et particula boni doni non te protereat. (Eccl. 14. 14). Na lezit ket an devez eurus da dremen dibrofit ha ne gollid loden hebed euz an donezoun vad.
BREUDEUR HA CHOAREZET KRISTEN,
Eiz devez zo dija tremenet euz ar mission digoret en ho parres. Leach a meuz da ziskredi e zeuz deuet kalz achanoch. Goulennit eta digantho ha nint ket eurus da veza deuet, da veza lakeat ho foan : goulennit ha neo ket skanv ho choustians, drant ho chaloun ha ne zellont ket, brema, gant fizianz varzu an Env. Evit eiz devez all ar mission en em zigor en abadaes-ma. Ar re achanoch nint ket choas deuet a zo galvet dho zro, da zont. Va breudeur, heb ho chanaout me a gred e selaouot holl mouez an Aotrou Persoun. Ne chellan ket sonjal e ve nikun hag a lavarfe : « Me a velo petra da ober » ; nikun hag a lavarfe : « Dar mission eat a nep a garo evidon-me ne din ket ! »
.NHO 112 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
Ha koulskoude, dan devez ma hen deuz persoun ho parrez, digoret eur mission evidoch, unan all a zigoraz eur mission en ho cheneb. Epad an deveziou-ma a chrasou, a bardon, a zilvidigez an drouk-speret, euz he du, a glasko pe viret ouz unanou benag da zont, pe viret euz a re a zeu da denna euz ho mission an holl vadou zo staget outhan. Setu ive perak, me lavar deoch gant al leoriou sakr : non defrauderis… na lezit ket an devez eurus da dremen dibrofit hag euz an donezoun vad na gollit loden hebet. Deuit da ober ho mission ha grit hen, guella ma chellot, rak, ha setu e daou cher ar gelennadurez- ma rak: Er bed-ma, e maomp holl evit servicha Doue, plijout da Zoue ; Hag evit hen ober ervad, ar berra, ar surra hent eo ober eur mission eüruz. * * * Er bed-ma, ne maomp nemet evit servicha Doue. Va breudeur, ne chellomp ket er bed-ma, kaout holl ar memes renk, ar memes stad. En eun holoraj, me a vel rojou bras ha rojou bihan gobariet dishenvel ervez ho labour, ha koulskoude, tennit unan, ar vihana ma karit hag an holorach a jomo a zav. En hon touez ni ive, nhon deuz ket holl ar memez ment a gorf nag ar memes ment a speret ha ne chel- lomp ket muioch kaout ar memes renk nag ar memes micher. Lakit, kement ha ma karot e skritur moull,
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 113 .NTO
var ho peziou archant hag ho paperiou publik ar gomz touelluz-ma: « Egalite ; holl kevatal, holl henvel hag henvel ! » Eur gaou va breudeur, eur gaou braz ma ne zounjomp nemet en dud ken etrezo ; mez ar pez a zo gaou evit hor stad, hor renk ken etrezomp, a zo guir evit hor stad dirak Doue. Rak Doue e guirionez, eo ar mestr braz, mestr an holl ; mestr eo dar pennou kurunet koulz ha dan de- vezour nhen deuz, evit gounit he vara, nemet eur morzol houarn da derri mein var hon hentchou braz ; mestr dan den a vor, dan den a bluen koulz ha dal labourer douar daoubleget var he bâl ha dar micherour atao krog en he daladur pe en he gizel. Mestr eo dar pinvidik dibreder, a velomp douget e kar a beder rod, koulz ha dar paour-keaz a rank mont a zor da zor da choulen he damm bara pemdeziek. Hen eo hen deuz great achanomp ar pez ma zomp ha roet dheomp kement hon deuz. Selaouit kentoch ha guelit. Dija dar mare-ze, oa en em skignet bolz stereden- nuz an Envou, dija an douar a ioa diazezet var he ael, ar mor chadennet e kreis an aotchou ; an heol a rea he dro, al loened a valee dre ar choajou, al laboused a chournije a vrank da vrank ha Doue ober eur zell ha lavaret: « Great eo mad kement ma holl. » Ia, great eo mad e guirionez, va Breudeur ker, al labour zo kaer, an ti dudiuz, ar guel hebken anezhan a rent testeni da challoud Doue : Cli enarrant gloriam Dei ! Mez Roue 8 .NHO 114 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
ar Grouidigez, mestr an ti, e peleach e ma ? Ha Doue lavaret : « Greomp an den : faciamus hominem. » Mez greomp hen kaeroch eget an holl draou all, savomp hen dreist-ho, skrivomp sklearoch hon hano var he dâl : Ad imaginem et similitudinem nostram. Setu eta, krouet Roue ar bed-ma, an den. Euz a eun tu, eo mestr da bep tra ; euz eun tu all, e ma dindan dourn, e dalch an Aotrou Doue, he grouer hag he vestr. Da Zoue eo, eme sant Paol, evel ma zeo ar pod pri dar poder hen deuz hen gobariet hag her poazet. Ha Doue a fell dezhan, a entent derchel mad dhe vir. Nhen deuz roet dan den eur spered nemet evit he anavoud ; eur galoun nemet evit he garet, eur chorf nemet evit he zervicha. Mestr dan holl draou krouet, an den zo eta, er memez amzer, servicher, mevel en (an ?) Aotrou Doue, krouet evit ober he volontez var an douar hag en em renta din da gaout varlerch, digemer an Envou. An den ha ne bleg ket da Zoue, a zo henvel deuz eur mevel, lojet, maget, gwisket gant he vestr, kemeret evel pa ve mab an ti, hag a zeu da veza eun den fall, digar, didalvez, mad hebken da veza taolet er meaz. Setu goulskoude, ar pez a zo digouezet gant hor lignez.. Eul laer a zo deuet da gemeret evid-han tra an Aotrou Doue. Trochet hen deuz al liam a garantez a ioa etre Doue hag an den ; dispennet, gozik distrujet hen deuz hano Doue var hon tâl. An den a jomm heb kaout mui en he zourn al liam, ar gorden taolet dezhan gant Doue evit pignat dan Envou.
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 115 .NTO
Koulskoude, truezuz en hor chenver evel eun tad mad evit eur chrouadur dinatur, Doue a laka eur skeul nevez etre an douar hag ar baradoz, renevezi a ra he hano var hon tâl e lizerennou choaz sklerroch. Ar skeul hen deuz great, choui, he anavez ; al liou hen deuz kemeret, choui he anavez ive. Brema zo naontec kant vloaz, eun den a bigne var menez Kalvar en eur zougen var he ziou skoaz gouliet, ar groaz ma tlie varnhi mervel. Epad tri bloaz ha tregont hen doa tremenet dre douez an dud, en eur ober vad dan holl : Pertransiit benefaciendo. Hen anavoud a rit, anavoud he hano. Diskleriet, desket eo bet deoch gant Doue heunan : Hic est filius meus dilectus. Ha koulskoude, setu hen maro var ar groaz ; he gostez digor, he dreid, he zaouarn toullet, he benn kurunet a spern. Ha perak ? Evit hor prena, paea ar boan dleet dhor pechejou. He groaz hen deuz lakeat da skeul evidomp etre an douar hag an Env ; var hon tâl hen deuz gant he choad skrifet eun hano kaer : Choui zo bugale da Zoue! Da Zoue omp en dro, evel ma zeo deoch ar pez a brenit hag a baeit. Setu ive, perak, chomm heb servicha Doue eo troucha evit an eil gueach an eil liam a garantez lakeat dheomp en hon dourn evit hon ren dan eurusted : liam hor prenadurez ; a ve distruja hano Doue rene- vezet var hon tâl, a ve disprijout buez, maro, goad Jesus-Krist, ober evel fae var garantez Doue.
Koulskoude, va Breudeur ker, madelez Doue evit hon chacha dhe zervichout a ia choas pelloch.
.NHO 116 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
Niverit, mar gallit, e pet giz, gant pegement a izign ha habaskder, e klask bemdez, hon distrei dioch an drouk hag hon derchel var an hent mad. Euz a eun tu, gueach a teu dhe spounta dre varo proumpt ar pecher skoet e kreiz he zizurj, gueach all e tiskouez deoch eun den deuet da veza dre he wall vuez dizenor he barrez, rann-galoun he dud ha ne jomm mui ganthan evit astenn he vuez disprijet, nemet tru garez an dud vad. Pa glaskit hoch unan dilezel ho tever, e laka eur prenv en ho kaloun dho pikad, dho prouda, noz-deiz, da lavaret heb ean : « Ne dout mui ar pez ma zoaz, ar pez ma tleffez beza atao. » Euz a eun tu all, gant pegement a drugarez e chas- tenn deoch he ziou vreach evit ho sikour den em zevel. Nag a inspirationou santel, a aliou mad, a chra- sou a bep seurt ? Ha keit ha ma vevit ervez ho koustians, nag a joa en ho chene, nag a laouenedigez en ho kaloun ? Zoken, e kreiz ho prasa poaniou e challit lavaret evel sant Paol : Superabundo gaudio.
Koulskoude, va Breudeur ker, tra zoaniuz da anzao ha tra vir evelkent, an den a chell derchel penn da Zoue, beza treach da Zoue en eur feson a zo. E chell dispri- jout he chrasou, dizanavoud he vadelez ha respount : Non serviam : nho servichin ket ! Mez her choumprenomp mad, pa hon devezo trou- chet dre hor faot, an teir liam a garantez a stag acha- nomp ouz Doue, eul liam all a gemero ho flas, liam ar justis.
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 117 .NTO
Kaer hon devezo trei kein da Zoue, ni her chavo atao e penn hent ar vuez. Eur guennek taolet en ear a vez hir pe verr o chober he dro, ervez nerz an dourn he sklap. Mez abred pe zivezad e kouezo koulskoude. An douar a denn anez- han hag he bouez heunan hen izella bepred, ha pa gouez e vez pil pe fas. Mad, va Breudeur, ni zo ive taolet var an douar gant dourn Doue. Mez rod a dro, a ra bro. Ha rod hor buez a dro heb heana, na deiz na noz. Ne jommo a zav nemet var bord ar bez. Ha neuze hon ene paour, echu ganthan he dro, a guezo pil pe fas e charz treid hor Chrouer. Al loan mud pa varv a varv a bez hag evit mad. Maro an den neo nemet eun hanter gousk : Non est mortuus sed dormit. Epad ma kousk ar chorf er bez, o chortoz deiz ar varn, an ene a bign dirag Doue evit kaout, a ziou eternite, unan : eternite eüruz pe eternite waleüruz : In hanc vel in illam eternitatem, eme sant Ambroaz. Baradoz pe ifern ! leach kreiz hebed, rak ar purgator ne bado nemet betek fin ar bed hag ar servicher fall, ar ser- vicher didalvez nhen deuz perz hebed da chedal e Bara- doz Doue : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores. Er bed-ma zoken, ma na jervichomp an Aotrou Doue, petra reomp-ni, petra gavomp-ni ? Klask plijadureziou an douar, marteze, ha dastum madou ! Va Breudeur ker, nag a bet goude poania, en em skuiza noz-deiz, a rank atao beva e kreiz ar baou- rentez en dienez a veur a dra.
.NHO 118 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
Goude holl, hag e ve guir e chalfach dont a benn a gement ho cheuz choant : kaout danvez, enor, pli- jadur, daoust hag an eürusded a zeuio dho cheul ? Mab eur prins kuezet klanv a voue dezhan lavaret gant ar medisin : « Mar kavit da viska rochet eun den eürus, chui a vezo pare. » Hag hen mont da glask e pep tu. Hag e nep tu na gave. Eun devez e klevaz la- varet : « Du-ze, en eur lochik dirapar, e vev eur paour keaz atao laouen ; eno, marteze, chui a gavo ho kevridi. » Hag ar prins mont ha goulenn: « Eüruz och-choui ? » Ia, eme ar paour, e kement ma challer beza eüruz, var an douar. Roit din eta ho roched. Siouas ! ne meuz ro- ched ebet, a lavaraz ar paour keaz… Ar prins ne gavaz ket roched eun den eürus !
Hag e guirionez, va Breudeur, kaloun an den a zo henvel ouz eur varriken didal deuz an daou benn. Ne- met karantez Doue a ve en deon o chober tâl, kaer e vo taol ebarz, e chommo atao goullo. Selaouit kentoch. Beva ' rea dar mare-ze, eur Roue hag hen devoa bet digant Doue an donezounou ar re gaera, studia ' reaz adalek an heol, goulaouen ar bed, beteg ar vreunen blouz ; adalek ar mor braz beteg ar berad gliz. Euz a gement a choanteaz, ne nachas netra ouz he galoun na trôn olifant, na kaluriou aour, na soudardet, na servichourien, na gened, na furnez, na galloud, na brud
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 119 .NTO
vad skignet a bep tu, netra ne vanke dezhan. Ha koulskoude, eun devez, skuiz-stank a bep tra, e lavare : « Dindan an heol pep tra zo moget, avel, tristidigez : Ecce omnia vanitas. » Hag e veach, mar karit, euruz tre epad ho puez, dont a raio, pa zonjot nebeuta, ar maro da rei eun taol var ho skoaz. Ha neuze da betra e talvezo kement ho pezo dastumet, hed ho chamzer ? Eun devez, eun den a vrezel a voa var nez mervel. Ar Roue zeu dhe gaout hag a lavar : « Goulennit ar pez a gerot ha me hen roio deoch. » « Mad, Aotrou, eur chart heur muioch a vuez, roit din eur chart heur muioch a vuez. » Hag ar roue trei kein. Ne chelle ket rei ar pez a choulennet diganthan… Ha Villars, lavaret neuze : « Ma karjen-me beza kerkouls ser- vichet Roue an Envou, neo ket eur chart heur a vuez am bije bet, mez eun eternite penn da benn. » Va Breudeur, eun deiz eveldhan, chui en em gavo var ho tremenvan. Eüruz ma na rankit lavaret : « ma karjen-me, e leach beza servichet ar bed, beza servichet va Doue !… » Petra zo eta da ober ? Ar berra, ar surra hent evit beza dinech varlerch, eo ober hag ober mad ho mission. * * * Va Breudeur ker, Doue, guir eo, a zikour atao an den. Koulskoude en eur mission, he vadelez a zo bra- soch. En eur mission e maor pell dioch safar ar bed hag
.NHO 120 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
eno, el leach distro-ze, a lavar dheomp sant Bernard, an ear zo sklerroch, an Env digoroch, ar sklerijenn brasoch, gras Doue tostoch, puilloch ; taol an Aotrou Doue krenfoc'h ha frankoc'h kaloun an den. An Aotrou Doue, eme al leoriou sakr, ne en em blij ket e kreiz an trouz : Non in commotione Dominus. En eur mission, trouz ar bed a jomm a drenv dor an iliz : labourou, afferiou kustum ar vuez a zo dilezet evit eun nebeut amzer ; guelet a rear guelloch pe evit petra e maomp var an douar : an ene en em zigor fran- koch da zigemeret komzou Doue, ha Doue he-unan, a ziskarg varnhomp muioch a chrasou : Ecce nunc tempus acceptabile, dies salutis. Eur mission eo mare an Aotrou Doue, ha rak-se, enhan eo e kavomp holl ar guir voien da servicha Doue evel ma zeo dleet. Va Breudeur ker, ne anavezan ket parrez X***. Kouls- koude heb aoun den em fazia kalz, e chellan diskredi e zeuz ama, kouls hag e peb leach, tri seurt tud : tud vad tud tro-distro ha tud hag ho deuz marteze, en em lezet a grenn, da vont divar an hent mad. Tud vad a zo en ho touez : tud vad a zo e peb leach. Pa vank an ael e torr ar charr : ael ar bed-ma eo an dud vad. Hi eo hen dalch en he bloum ; pa vankint e teuio fin ar bed. Rak ar bed neo dalchet en he zav gant Doue, nemet evit an dud vad ha dre an dud vad. Ia, kaer hen deuz ar bed beza fall, bugale a zo hag a vev ker sklear ho chaloun ha dour beo en eur veren ;
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 121 .NTO
tud iaouank a zo hag ho deuz miret ker guen ho ene hag eur berad gliz, kuezet euz an Env e kaloun eur flourdelizen ; tud a zo, daoubleget a zindan an oad, hag a zo en ho chosni, ken disklabez ho choustians hag an erch nevez kuezet var an douar. Mez evit chomm fidel da Zoue, nag a enebourien da drechi ! Ar bed gant he skuer fall, he gomzou flour, he lavariou goapus, he blijadur milliget ; an drouk-speret gant he finesaou, he guzuillou fallakr, atao var ched evit lonka an eneou ; ha tostoch dheomp, aze en hor chreiz, hor chaloun baour, hor brasa mignon ha var eun dro, hor gwasa enebour. Goud a raan e zeuz enhan eun tu mad, mez goud a raan ive, e zeuz eun tu fall techet dan drouk. « Ne anavezan ket, eme eur skrivagnier braz, petra eo kaloun eur chokin ; biskoaz kokin noun bet ; mez anavout a raan kaloun eun den honest hag ar galoun-ze a zo mantruz he studia pis. » Pet gueach nhon deuz ket holl lavaret eo diez, diez braz trechi ar bed ha derchel penn da gement a ioulou direiz, a zo atao e virvi en hor chreiz, evel goagou eur mor dijaden. Mad, eneou kristen, deoch me lavaro eur gomz, unan hebken : Venite in desertum locum et requiescite pusil- lum : deuit dar mission den em diskuiza eun nebeut evel eur beachour uzet he nerz. Er mission, chui ' gavo eun tamm disheol, freskadurez mar deo blounset ho treid dioch mein an hent diez : ar blounsadur en em bareo, sechit chuezen ho tâl ; goudeze, gant muioch a gourach, chui gemero penn-baz perchirin an Eternite eurus.
.NHO 122 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
Tud tro-distro a zo ive : douetuz bras, kalonou daou hanteret a veler e pep parrez. An dud-ma, ' zo hirio da Zoue ha varchoas dan drouk-speret. Da vintin, da noz, e reont eur bedenn benag ; mez e kreiz daou benn an deiz e verniont pechet var bechet. Da zul, e teuont dan oferen ; mez en eur vont euz an iliz e zaïnt da glask plijadureziou difennet. Marteze, e reont eun aluzen benag dar paour : mez an dourn kleiz a gemero dre laeronsi, kalz muioch eget na ro an dourn diou d'an dud izomek. Ho c'ha- loun a zo evel eun dachen vrezel : piou a vezo mestr ? Lezen Doue pe lezen ar bed. Choant ho deuz da dremen deuz an diou gostezen. Eun troad a zalchont var skeul an Env, eun all var skeul an ifern ; eun dorn a ginni- gont da Zoue, egile zo krog er pechet. Klask a reont var eun dro, servicha daou vestr dishenvel. Ho brasa malheur eo rag ma c'hankounec'haont, e c'houlenn Doue holl pe netra. Ne fell ket dezhan euz eur ga- loun daouanteret. Hag hi, er chontrol, en eur glask servicha ho chrouer, a choulenn stleja dho heul kant ha kant tra kontrol beo dhe volontez. Eneou paour, deoch-choui, ive, eur gomz a gavan da lavaret : Ducam eum in solitudinem et loquar ad cor ejus. Doue ho kalv dar mission, hag ama, e komzo ouz ho kaloun. Var digare ma cheuillit, peurzvad, an darn-vuia euz lezen Doue, e tremenit dirag ar re all, ha marteze, dirak ho taoulagad och unan, evel guir gris- tenien : ne anavezit ket mad gouli ho kaloun. Selaouit eun dra :
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 123 .NTO
Eun orfebrer evit anavoud petra dalv eur pez archant, evit gouzout a dra zur pe hen zo mad, pe hen a zo faoz, a gemer eur mean zo hanvet ar mean diskuiller, rak ma tiskuil faosoni ar metal. Eur pez faoz hen deuz peurliesa, ar memez ment, ar memez gobari gant eur pez archant mad. Dougen a ra ar memez poltred, ar me- mez lizerennou. Ar gaou hen deuz, gant kement a izign, kuzet dindan guiskamant ar virionez, mar teu, evit ar chenta guel, an holl den em fazia ; mez pa vez stoket outhan ar mean diskuiller, ar faosoniach a vez dizoloet. Deuit eta, chui ive, va Breudeur ker, komzou Doue, lezen Doue, displeget dirak ho taoulagad da heul skle- rijen ar feiz, a raio deoch guelet mad stad ho koustian- sou. Louzaoui ar gouli a vezo eaz goudeze hag och ene a gavo ar ieched er mission-ma, evel an dud klanv, gueach all, e pinsin Bethsaida. Va Breudeur, ha mont a raffen-me re bell en eur lavaret e chell beza en ho touez, unanou benag hag ho deuz gant ho goeziegez ho-unan, dilezet servich Doue ? Dirak an dud all e chellont, marteze, choaz tremen evit tud vad. Mez toullit ar voger : Fode parietem, dis- kennit izelloch evit an dianveaz, kiit betek ar galoun : Fode parietem : petra velimp-ni, a gavimp-ni ? Ar pez a chouzoun eo hen deuz lavaret Jesus- Krist : Regnum clorum vim patitur : rouantelez an Env a choulen beza kemeret dre nerz. Da gristenien he amzer sant Paol a lavare : Inter vos dormiunt multi : en ho touez kalz tud a gousk : taolit evez ! amjest eo
.NHO 124 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
ar venojen ma kerzit dreizhi : Quoniam dies mali sunt. Mad, kristenien, va Breudeur, amzer hebed hag a ve, nemet en em fazia ' raffen, danjerusoch evit an eneou eget an amzer e vevomp ennhi. Berniit, atao, gaou var gaou, a lavare gueach all eun den difeiz, chomm a raio bepred eun dra benag var- lerch. Mad, va Breudeur ker, bugale Voltaire a zo choaz beo. Dalchet ho deuz sounj a gomzou ho zad ha roet ho deuz ho ger an eil degile, evit ober brezel da Zoue ha dhe jervicherien vad. Meuli an drouk ha dougen dezhan ; sklabeza 'r mad ha distrei diouthan dre ho geier, ho gwall skouer, ho drouk-prezegerez, setu ho micher, ha re aliez e teuont a benn deuz ar pez a glaskont. Dar re achanoch a rank anzao ne ma int ket en eur stad vad dirag Doue, me gav ive eur gomz da lavaret, unan deuz ar guella, deuz ar charantezusa komzou deuz al leoriou sakr : Venite ad me omnes qui onerati estis et ego reficiam vos ; choui holl hag a zo sammet ha sammet och, va Breudeur, ar pechet ' zo pounner dan diouskoaz, zo chouero dar galoun deuit, deuit kuitibunan, ha me, a lavar Jesus-Krist ho kraio a nevez. Va breur ker, va choar baour ! great och bet gant Doue er vech kenta ha great mad. Setu ama eur galoun, sellit outhi (1). Enhi pebeuz feiz, pebeuz karantez, pebeuz santelez ! O kaloun gristen, na .NFO (1) An Aotrou Quere a lavare kement-ma en eur ziskouez taolennou ar mission.
.NHO EVIT DIGOR EUR MISSION 123 .NTO
te zo pur ! na te zo kaer ! na te zo distag dioch fals pli- jadureziou an douar ! He dourn da eal mad, ha great evidot, pegen dudius kurunen ! Nag a bedennou a obe- rou mad a bign achanout bemdez, varzu an Env ! Hag euz an Env nag a chrasou a zisken varnhoud da heul bennoz Doue ! Setu ama eur galoun all : sellit ivez outhi. Kollet eo he gened, pistiget he feiz, gouliet holl he charantez. Neo mui templ an Aotrou Doue. E dourn he eal mad, e leach eur gurunen, me a vel eur chalur karget a zaëlou. Henvelebit an eil ouz heben. Hag ho anavoud a rit-hu ? Va Breudeur ker, da biou ar genta, da biou an eil ? Deoc'h c'houi, deoc'h ho c'hunan, va breur ker, va choar baour. Setu ho kaloun pa gouskach var bar- lenn ho mamm, ho kaloun da zeiz ho pask kenta, ho kaloun marteze, beteg an oad a ugent, a dregont vloaz. Penaoz eta, pe zeiz hag e pe chiz an aour melen a gollaz he liou hag ar steredenn a goezaz euz an Envou : Quomodo ceciderunt stellæ ? Baleet ho cheuz, siouaz ! re zizoursi, digoret ho skouarn da gomzou ar bed, lakeat ho troad e kichen troad eur mignon fall, lezet re a gabest gant ho kaloun baour hag ar pechet a zo deuet da sklabeza, da zis- penn, da zistaga labour an Aotrou Doue. Deuit ha lavarit : « Va goalchit, va azgoalchit ! Grit eur chouez dho toare ha peurnetaït va ene, ma vezo adarre ker pur, ker guen dirazoch, evel pa zortiaz divar fount ar vadiziant, gant eur zantelez vras. » Ha dourn an holl
.NHO 126 EVIT DIGOR EUR MISSION .NTO
challoudek a zavo eun ti nevez gant eun ti kouezet enn he boull : Et ego reficiam vos.
* * *
Neo ket ken diez ha ma chalfach sounjal, ober mad ho mission. Gusta et vide : Deuit holl a chui velo var- lerch. Aleiz eo brasoch trugarez Doue eget na deo fallagriez an den. Doue a bardonaz dal laer deou, da Vari-Madalen : neo ket bihaneat he challoud na stri- seat he galoun : pardoun hen deuz evit an holl, pardoun a ginnik dan holl. Koulskoude, Doue na raio ket tout he-unan. Poanit deuz ho kostez. Deuit, strivant, da zelaou he gomzou. Evit dont, lezit peb labour all. En eur zont, deuit gant choant da ober mad. Lavarit hirio, gant an iliz, deiz ar Gouel kaer-ma :
Da posse quod Jubes, Pater Da scire, Filii, quod doces Fac corde toto Spiritus Nos velle quod probas bonum. Amen.
* * *
.NPO
II
Var ar Zilvidigez
Quid prodest homini si mundum universum lucretur, animæ vero suæ, detrimentum pa- tiatur. Math. 16-V. Petra dalv dan den gounit ar bed holl, mar teu da goll he ene.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Pignat a raan, hirio, er gador-ma, evit ar chenta gueach (1). Ne manavezit ket ha me, ne anavezan ket ac'hanoc'h. Hebken, c'houi c'hoar e zoun belek Jesus- Krist karget da ziskleria he lezen dan dud ha galvet, hirio dreist pep tra, da zigas deoch da zounj euz a vrasa guirioneziou an aviel. A hent all, me a choar e zoch kristenien, va breu- deur ha va choarezet, dre eur memez badiziant ha gal- vet dar memez baradoz. Setu ar pez a ouzon, ar pez a chouzoch, ha se zo awalch. Rak ma teuan en hano Jesus-Krist, choui a zelaouo va chomzou gant eur guir choant dho lakaad da dal- .NFO (1) Ar zarmoun-ma ' zo bet great evit mission Recouvrans. Eno, an Aotrou Quere hen doa da brezek var ar zilvidigez, ar maro, ar varn hag an ifern.
.NHO 128 VAR AR ZILVIDIGEZ .NTO
voud evit hoch ene. Ha me, rag ma komzan dirag tud hag a zo galvet da vont dan Env, a zo merket sklear va rouden dirazhon. Komz a dlean deoch, nann euz a vadou na plijadu- reziou bresk ar bed-ma, lod all her gra beteg re mar- teze, siouas ! mez euz ho Toue, euz hoch ene, euz an hent a gas dan eurusded eternel. Va breudeur ker, hen ober a rin, nan koulz ha ma ho divije kalz all her great em leach, mez ervez va nerz ha va galloud. Goude holl, ar pez a vanko deuz va chostez, ho polontez vad, hen esperout a raan, ho polontez vad hen askouezo. Hag euz komzou dinerz dreizho ho-unan, choui a denno, gant sikour Doue, eur mad benag evit hoch ene. Her gouzout a raan, ar guirioneziou, ma tlean ko- zeal anezho deoch, choui ho anavez pell ' zo. Eur veach a vuioch, koulskoude, e vezint displeget dirazoch, rag ma zint, evel pa lavarfen, ar mean fount ma hen deuz varnhan Jesus-Krist diazezet ha savet he relijion zantel. En deiz hirio, va Breudeur ker, e zeuz eur virionez hag a zeu anezhi he-unan den em ginnig dho spered ha da mhini. E pe sounj, pe evit petra e zoch choui deuet ama ? Deuet och rag ma ho cheuz lavaret, santet, kompre- net, e zeuz aze en ho kreiz, eun ene, eun ene ha ne varvo ket, eun ene hag a dleit da savetei ; a zioch ho penn eur baradoz da chounit ; a zindan ho treid eun ifern hag a ranker klask distrei divarnhan.
.NHO VAR AR ZILVIDIGEZ 129 .NTO
Ne deuit dar mission-ma, nemet er zounj-se. Pep sounj all a gemerfach evit eur mank, eur fazi ha koulz lavaret eur pechet. Setu ive perak e teuan, hirio, en eur staga dal labour, da gozeal deoc'h euz a zilvidigez hoc'h ene, da lavaret da bep unan achanoch, ar pez a lavaraz gueach all hor Zalver Jesus-Krist dhe ziskibien : Quid prodest homini si universum mundum lucretur, animæ vero suæ detri- mentum patiatur ? Petra dalv dan den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ? Petra hen digollo deuz a eur choll ker bras ? Ar zilvidigez eta zo eun dra red ; evid he ober eo red poania ; piou evithi a gemer eur guir boan ? Setu e tri cher ar gelennadurez-ma.
* * *
Ar zilvidigez a zo eun dra red. Neuz den ebet ha nen deffe ket bet great outhan he- unan, eur vech pe eun all, ar goulennou-ma : Petra oun-me ? Euz a beleach e teuan ? Da beleach e zaan ? Piou oun-me ? Merket eo var dâl an den, eo roue an holl draou krouet. Beza hen deuz eur chorf hag eun ene. Dre he gorf e tisken beteg an anevaled, mez dre he ene e sav beteg Doue. An den zo ar mell a stag ouz Doue an holl draou krouet. Deuz a beleac'h e teuan ? An den neo ket bet atao. An dud desket a lenn var ar bed, pegeit zo abaoue ma zo anezhan. An douar zo bet ha noa den varnhan. Deuz 9 .NHO 130 VAR AR ZILVIDIGEZ .NTO
a beleach eo deut an den kenta ? Klaskit en em drei evel ma karfoch, e rankfot, kaer a vezo, lavaret neo ket deut an den anezhan he-unan, lavaret eo bet krouet gant unan benag, gant Doue. Da beleach e za ? E feiz, varzu ar bed all ha buhan. Ar vuez hirra, var an douar, a dremen evel eur bouil moged. Hag er bed all e vo kount da renta deuz ar vuez-ma. Ervez ma ra, an den a ra dan aneval. An aneval zo krouet evit an den hag abalamour da ze, he vuez ne da ket hirroch eget ar bed ma. Mez an den a ranko ive, renta kount. Ervez ma raio, Doue raio dezhan. Hag abalamour da ze : Creavit Deus hominem inexterminabilen. Er bed all nhon dezho ket holl digant Doue, ar memez lojeiz. Ar re vad hebken, a vo digemeret ganthan en he varadoz. Ar re fall a vezo stlapet en ifern. Dheomp- ni da choaz. Mez eun devez a zeuio, ha na vo mui pell, hon eneou a vo gant an diaoulou en tan pe gant an Elez er gloar ; mez heb dale e vezomp sent gant Doue en he varadoz, pe tud daonet en ifern. Neuz leach all ebed e peleac'h e c'halfemp mont goude ar vuez-ma. Red eo eta, mar fell deomp beza eürus er bed all, ober brema hor silvidigez. * * * Evit ober ho silvidigez eo red poania. Savetei hon ene ' zo evidomp hon affer vraz, hon affer genta, hon affer heb mui ken. Lavaromp, dastu, ne chellimp ket, heb kemeret poan, dont a benn dhen ober. Doue goude beza hor chrouet
.NHO VAR AR ZILVIDIGEZ 131 .NTO
heb domp, nhor saveteio ket heb domp. Rouantelez an Env a zo, nann eun donezoun mez eur rekoumpanz. Neo ket kement hini a lavaro : Aotrou Doue ! Aotrou Doue ! a gavo ennhi digemer. Regnum clorum vim patitur : ar baradoz a choulen beza kemeret dre nerz. Hag e guirionez, ober he zilvidigez a zo, var eun dro, eun dra ziez hag eun dra amjest.
Setu aze dirazoch eur pez labour stard ha ne cheller da gas da benn nemet dre galz aket. Kalz en ho raog o chen em fichout var ho nerz pe izign, a zo chommet da goll ho amzer ha da heul, ho deuz kollet ho foan. A hent all an amzer evit he ober a zo berr, an noz a chell dont varnoch, ar barrou kazarch, bouilladou glao a zigas aliez kalz a zale. Neuze, petra ' rit ? Labourat a zrevi-beo, heb hean ebet. C'houi ' lavar : pa vezo ganhen echu, me a ziskuizo. Achan di, red eo chouezi dourek ha beza dizamant, digernez ouz he boan, hag ar virio- nez a zo en tu diouzoch. Hogen, kristenien, setu petra eo ar zilvidigez. Diez eo he ober ervad. Nag a vertuziou da chounit ! Feiz, esperanz, karan- tez dousder, habaskder, glanded : holl e ranker ho chavoud. Nag a guall gustumou da zischrizienna ! Kustumou kemeret a bell zo, marteze, eat doun er galoun ha mignon dezhi ; plegou fall a bep giz, deut da veza krenv dre zigareziou ker fall hag hi, hag holl kountrol da lezenn Doue. Nag a bechejou da ober anezho pinijen ! Adalek ho kavel beteg hen, grit eur zell piz var ho puez hag e
.NHO 132 VAR AR ZILVIDIGEZ .NTO
rankot plega ho penn ha lavaret : O pet truez ouzin, o va Doue, pecher paour ma zoun ! Nag a enebourien da drechi ? Ar bed gant he skuer fall, an diaoul gant he finesaou, ho kaloun hoch unan gant he zempladurez. Pet gueach, en dalch ouz an traou-ze holl, nho cheuz ket lavaret : ia diez eo, diez bras beva e guir gristen, diez derchel penn dar bed, diez trechi an drouk-spered, diez renka er galoun kement a ioulou direiz, atao o virvi evel goagou dijaden ar mor e kounnar. Ha koulskoude, an amzer a zo berr. Petra eo ar vuez ? Eun nebeudik deveziou staget penn-da-benn etre ar chavel hag ar bez. Buhan ha buhan e teu an noz : noz ar chlenved, noz ar maro, noz ar bez, noz an eternite. Tostaat a ra bemdez. Marteze e ma e toull an nor ha ne zonjit ket. Setu perak, koz ha iaouank, paour ha pinvidik, poa- niomp stard heb gourlerchi, heb argila, gant aon ne chelfomp ket kas al labour da benn. Red eo choas taol evez mad ha lakaat pep tra en implij, rak affer ar zilvidigez a zo eun affer amjest. Va Breudeur, dougen a rit eun tenzor a briz bras ; mar hen diwallit mad, setu chui euruz da viken ; mar her chollit e kollit tout. Mez nebeudik ho cheuz a nerz, armet fall och den em zifenn hag an hent ma tremenit dreizhan, a zo gwall vrudet. Varnezhan kalz a zo en em faziet, kalz a zo bet laeret, kalz kavet maro. Petra reot-thu neuze, va Breudeur ? Taol evez evit dispartia mad ho chent ; taol evez da
.NHO VAR AR ZILVIDIGEZ 133 .NTO
zelaou an disterra trouz ; kerzet gant tiz en aon raog an denvalijen ; klask da vont dho cheul mignouned ho cheuz ennho fizians ; mar kavit eun tachad danjeruz e rit an dro ; mar guelit eun den treset fall e chen em guzit pe en em lakit var ho tifenn. Mad, kristenien, dougen a rit eun tenzor a huelloch priz eget holl draou an douar : Dougen a rit hoch ene hag en ene-ze, ar pez a rankot da ginnig da Zoue evit prena ho plas er Barados. Mez, eme sant Paol, choui hag a zo en ho sav, taolit evez da gueza : Cave ne cadas. Guelit mad, klaskit ar venojen dizanjer, rag amjest bras eo an amzer a dremenomp : Quoniam dies mali sunt. Greomp eur zell en hon raog hag en dro dheomp. Nag a bet goude beza great kalzik hent a zo en em faziet ! Nag a bet goude beza roet kalz da esperout a zo deuet da falgalouni, da jomm a zav pe da zistrei var ho chiz ? Nag a bet hag a ioa dija ho dourn krog er guru- nen hag ho deuz he lezet da goueza dan douar ? Penaoz- ta, eo kuezet er pri ar stereden gaera deuz an oabl ? Quomodo ceciderunt stellæ ? Ah ! nho doa ket taolet evez, nho doa ket studiet ho hent na koumprenet awalch pegen amjest oa ober ar zilvidigez. * * * Piou eo ar re a gemer eur guir boan evit savetei ho ene ? Setu ama, ervez an Aviel, penaos e rankomp en em gemer evit kas hon ene dar baradoz. Si pes tuus scandalizat te abscide eum et projice abs te… Mar deo ho troad penn-kaos a bechet evidoch,
.NHO 134 VAR AR ZILVIDIGEZ .NTO
trouchit hen ha taolit hen pell diouzoch. Guell eo mont dan Env gant eun troad hebken, eget na deo mont gant he zaou droad dan ifern. Qurite primum regnum Dei et hc omnia adjicien- tur vobis : Klaskit da genta rouantelez an Env hag a hent all, pep tra a zeuio deoch var ar marchad. Sive manducatis, sive bibitis, omnia hc in gloriam Dei facite : Pe choui a zrebo, pe choui a evo, pe choui a raio eun dra benag all, grit pep tra evit gloar Doue. Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus erit : An nep a gendalcho beteg he varo, hennez hebken a vezo salvet… Setu komzou an Aviel. Mar kavit guell, lavaromp anezho berroch : Ar zilvidigez en despet da bep tra, Ar zilvidigez araog pep tra, Pep tra great er guel a Zoue, Evit hor zilvidigez, poania bemdez ha bep mare. Er meaz deuz ar pez a zell ouz hor zilvidigez, e chel- lomp ober meur a zakrifis. Eun tad evit he groua- dur a chell, pa gar, a dle avechou, rei he amzer, he boan, he vadou, he vuez zoken. Mez a eneb he zilvidigez, den na dle, na chell ober netra ; dezhi e rank, pa vez red, sakrifia holl kentoch eget he mankout « Si pes tuus scandalizat te, abscide eum. » E chellomp er bed-ma, klask ha dezirout meur a dra, mez er penn kenta, klask hor zilvidigez. Klask kreski hon danvez, goulen ar iechet, dezirout eur renk enoruz
.NHO VAR AR ZILVIDIGEZ 135 .NTO
etouez hon nesa, netra guelloch. Mez dreist an traou holl, klaskomp rouantelez an Env hag an nemorant a zeuio var ar marchad. Er bed-ma, pep den hen deuz he stad, he renk, he labour, ha peb den, ervez he stad, a rank poania en he renk, da ober mad he zever. Mez mar domp fur, ar zonj euz silvidigez hon ene a dle beza lakeat e penn pep tra : Omnia hc in gloriam Dei facite. Meur a dra var an douar, goude beza bet great epad niver bloaveziou, a chell beza lezet a gostez. Eur mi- cherour, eun devezour, eun den a vor, eun den a bluen a lavar, da eur mare a zeu : « Eskennet awalch e meuz va chorf ha skuizet va speret; an oad a zeu, bevomp brema dibreder gant ar pez hon deuz dastumet. Pep hini dhe dro. » Nho zamallan ket, mez evit ar zilvidi- gez neuz nag oad na termen. Betek fin ar vuez e tleomp, e rankomp poania dhe digaz da vad, dhe chas da benn. Va Breudeur, setu aze e pe chis en em gemeret. Kostez ha kostez lakit ho puez ha guelit ha choui e guirionez, a ra kement ha ma zeo dleet evit savetei hoch ene.
Pe ni her gra, pe nher greomp ket, ne ouzoun dare, va Breudeur ker. Ne glaskan ket zoken, her gouzout evit hirio. Mez ar pez a chouzon mad, eo evel-se ho deuz great ar Zent. « Na pe da vare, o va Doue, a lavare ar prophet David, gueach all, na pe da vare e teuio an heur ma zin- me davidoch ? Pe da vare e tanvaïn-me etre ho tiou-
.NHO 136 VAR AR ZILVIDIGEZ .NTO
vreach, levenez pur an eurusded eternel ? Re bell, siouas ! e rankan chomm pell diouz va mamm-bro : Heu mihi quia incolatus meus prolongatus est ! Varzu ennhi e c'huanadan evel ar c'haro varlerc'h an dour ien. » Dezhan, netra na vanke var an douar. Ha koulskoude, pa zeo dezhan roet ar chelou e tle pignat dan Env, he galoun a drid gant joa : Lætatus sum in his qu dicta sunt mihi, in domum domini ibimus. Klevit sant Paol dhe dro: « Den reuzeudik ma zoun, emezhan : Infelix ego homo ! » Ha perak ta, abostol braz ? Evit prezek ar feiz ho cheuz treuzet kement a vroiou, gounezet ho cheuz kement a eneou da Zoue ! « Quis me separabit de corpore mortis hujus ? Piou am distago deuz ar chorf marvus-ma ? Piou a dorro va jaden- nou ? Ar maro a vo eur gounid evidon : Mori lucrum. » Guelomp ar Zent holl, o pedi, o iun, aliez divar bara ha dour. Kalz anezho o kousket var an douar ien, o tilezel pep tra, kerent, mignouned, madou, evit beza surroc'h da c'hounit an Env. Ha ni, va Breudeur ker, greomp, hirio da vihana, eur zounj mad var kement-ma. Eur speret hon deuz : nhel lakeomp ket mui, evel beteg-hen marteze, da zounjal hebken er bed, er madou, er plijadureziou, er pechet : sounjomp e Doue, en Env, en hon ene: Qu sursum sunt sapite. Eur galoun hon deuz. Distagomp-hi muioch, dioch traou an douar evit he zevel tostoch da vadou ar bara- doz : Sursum corda.
.NHO VAR AR ZILVIDIGEZ 137 .NTO
Eur chorf hon deuz. En em skuizet awalch eo beteg- hen, e kreiz labourou ar vuez-ma, e kreiz an dizurziou marteze, poent ha tremen poent eo e labour-fe a zrevi evit ar bed da zout. * * * Ha brema, abarz achui, eur gomz choaz. Ma zeuz chommet unan benag en ho touez, euz ho tud, heb dont, heb kaout sounj da zont dar mission, lavarit eta d'ezhan hen deuz ivez he lod da c'hounit e Baradoz Doue, eur gomz vad a chell hen distrei, eur bedenn kalounek a chell tenna gras Doue. Hag evidomp-ni, ni deuet hirio, da zigeri ar mission, lavaromp en eur vouez : Dixi nunc cpi : red eo savetei va ene ? Mad ! ia ! divar hirio e kommansan.
« O va Doue, grit ma koumprenint mad an neubeud komzou a meuz dezho lavaret. Grït ma skrivint doun en ho chaloun, en abardaes-ma, abarz mont da gous- ket, ar gomz ma ' meuz dreizhi koummanset ha ma chechuan ive dreizhi : Quid prodest ? Petra dalo dan den gounit ar bed-ma holl, ma teu da goll he ene ? » Evelse bezet great.
* * * .NPO
II
Var ar morgousk er stad a beched
Inter vos dormiunt multi (1. Corint. XL 30). Hora est jam nos de sommo surgere. (Rom. XIII, 10). En ho touez kalz a zo kousket. Red eo pel- loch dihuna. (Komzou S. Paol, darn dan dud a Gorinth, darn all dan dud a Rom.)
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Lavaret e meuz deoch, dija, e maomp er bed-ma, evit savetei hon ene. Ar zilvidigez, pep tra poezet mad, a dle beza hon labour vras, hor labour genta, hor labour heb mui ken. Rag baradoz gounezet, setu gounezet pep tra : baradoz kollet, setu pep tra eat da goll. Mez her guelet hon deuz ive, evit savetei hon ene e ranker kemeret poan. Rag diez eo he chas da benn. Evit he ober an amzer a zo berr. Hag ouspenn, beza eo eun dra amjest bras. Abars achui em boa diskuezet deoch eur mellezour : (1) mellezour an ene fidel. En abardaëz-ma, eur mellezour all a ziskuezan : mellezour an ene faziet divar an hent mad. Marteze unan benag en em anavezo ennhan. .NFO (1) Guelit e fin sarmoun ar zilvidigez.
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 139 .NTO
A dra zur, beza e zeuz en iliz-ma, tud vad, ne lavaran ket ebken ervez ar bed, barnedigez ar bed a dalv neubeut a dra, mez ervez Doue : tud hag a vev e doujans, e karantez Doue, a garfe koll kentoch pep tra eget koll gras Doue. Mez mar galle, gueach all, sant Paol lavaret gant guirionez dar gristenien euz he amzer : Inter vos dor- miunt multi : kals achanoch, evit ar pez a zell ouz an ene, a zo en em roet dar chousket, en hon touez-ni, va Breudeur ker, e chalfe beza ive unanou benag. E zaan da glask, ma zeuz lod, rei dezho an dro, da la- kaat en ho dourn, eur choulaouen evit en em anaout, hag abarz achui, e tiskuezin dezho petra ho deuz da ober, pe mar kavit guell, evit lavaret holl e daou cher : Lod, ho deuz izom da zistrei var ho chiz, izom da zihuna : Dormiunt multi ; Red eo hen ober, dastu, heb gortoz, heb dale mui : Hora est jam de somno surgere. Kristenien vad, ama euz va zelaou, ar pez a dlean la- varet hirio, ne zell ket ouzoch hoch unan. Mez choui koulskoude, a bedo Doue. Esper a meuz e skuillo he vennoz var va chomzou, rag sellet a raïnt, marteze, euz ar re a garit muia var an douar ha var stad piou e skuillit, a bell zo, kalz a zaelou. * * * Dormiunt multi. Va Breudeur ker, ar prophet Jeremiaz, gueach all, en eur ober eur zell en dro dezhan, a zantaz he galoun mantret hag he zaoulagad beuzet a zour. Guelet a reaz ar bed-ma holl, sebeliet en eul linser
.NHO 140 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
gaon, evel ma vez er goan, goloet an douar gant eur pallennad erch ; gueled a reaz er memez amzer, petra ioa penn abek euz eun dristidigez ker bras hag e lavaras en heur hirvoudi : « Desolatione desolata est omnis terra, quia nullus est qui recogitet corde : ne velan er bed holl, nemet leach da skuilla daelou, rag neuz den mui hag a zonj-fe a vir galoun ! » Evel ar prophet Jeremiaz, pa raan euz ar gador-ma eur zell var ar pez a dremen, eveldhan me ' rank lava- ret : « an dristidigez en em astenn var an douar. » Hag ama, va Breudeur ker, neo ket euz malheuriou an am- zer eo e komzan. Oh ! a dra zur, ni ho peleien, a garfe gueled hor bro baour stard var he hellou ha sounn he fenn evel gueach all, e leach he guelet blounset, gou- liet, dantet holl, astenned a blad evel eur glanvourez. Mez goude holl, ar bed-ma neo nemet eur skabel, la- keat dindan hon treid evit pignat dan Env hag eur skabel ha na dle servichout nemet nebeudik amzer. Pa na ve ket ker flour, ken pinvidik-se, an dra-ze ne ra ket kalz a dra ! Mes sounjal a dlean en eur malheur brasoch : sounjal en distruj great en eneou kristen, sounjal e dallentez ar re ne gomprenont mui pe evit petra int krouet gant Doue. Hag an niver euz an dud- ma, a zeblant mont var gresk atao. Evesaomp kentoch ha guelomp. Evel ma zeuz e skeul an Env meur a bazen, huelloch an eil eget heben ha rag-se tostoch da Zoue, er memez tra, pa bellaer dioch Doue e tiskenner baz ha baz hag izelloch-izella gant skeul an ifern.
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 141 .NTO
* * * Var genta pazen ar skeul milliget-ze, me a vel eur rummad tud ha ne chellan da henvel nemet dre eun hano doaniuz : Ar choustiansou daou-hanteret, ar cha- lonou tro-distro. An dud-ma, zo hirio da Zoue ha varchoaz dan drouk-speret. Da vintin, da noz, e raïnt eur bedenn benag, mez e kreiz daou benn an deiz e vernint pechet var bechet ; da zul e teuint dan oferen, mez en eur vont euz an iliz e zaïnt da glask plijaduriou difennet. Marteze, e roïnt eun aluzen benag dar paour, mez goude beza dre laeronsiou kemeret an hanter muioch divar goust an nesa. Ho chaloun a zo evel eun dachen a vrezel : piou a vo ar mestr ? Pe lezen Doue, pe lezen ar bed ? Choant ho deuz da dremen diouz an diou gostezen. Eun troad a zalchont var skeul an Env, eun troad ' zo var skeul an ifern ; eun dourn a ginnigont da Zoue, mez gant an dourn all e talchont krog er pechet. Choant ho deuz, var eun dro, da zervicha daou vestr dishenvel. Ho brasa malheur eo rag ma chankou- nachaont e choulenn Doue tout pe netra. Ne fell ket dezhan euz eur galoun daou-hanteret. Goulenn mad a ra savetei hon ene : ia gant ma vezo distrouezennet, dis- klabezet mad diouz kement a zifenn he lezen. Ha setu, eün hag eün, ar pez na fell ket dar rumm dud-ma. Eüruz e vent da vont da heul an Aotrou Doue, mez gant ma ho lezo da stleja dho heul kant ha kant tra kontrol- beo dhe volontez. Ha neuze setu petra zigouez !
.NHO 142 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
Nebeut ha nebeut an troad a zo var skeul an Env a zisken ; an dourn a zo e dourn Jesus-Krist a ziskrog hag an eil dra o sikour heben, abarz dale pell, an dud a guez var eil pazen an ifern. * * * Ama var ar bazen-ma, me a gav eur rumm all a dud. Nho deuz ket choaz, ar re-ma, troet kein a grenn dho Doue. Esper ho deuz, da gaout choaz digemer er bara- dos. Lavaret a reont : « Red mad eo din savetei va ene, ha me he zavetaio. » Lavariou mad aleiz, mes neubeut a oberiou mad. Me a jencho a lavaront, ha na jenchont morse ; me a zilezo ar pechet, ha nhen dilezont ket ; me a heulio ar vertus ha nhen heuliont, morse. Anter choant, atao, da ober ar mad ha da guitaad an drouk, mez gueach hebed eur choantegez guirion. Henvel int ouz ar pez ma zoa bet sant Aogustin araog ma teuaz euz eur pecher braz da veza eur zant hag eun doctor eus an iliz : Sarcina sculi quasi somne dulciter pre- mebar. Cogitationes quibus niti meditabar similes erant conatibus expergisci volentium. Henvel oa ouz eun den o klask dihuna. Digeri a ra he zaoulagad hag ho zerri ker buhan, sevel en he gouazez ha kueza kerkent var he benn-vele. Hanter zihunet eo, mez ar chousked a zeu en dro dhen trechi. Mez, va Breudeur ker, petra dalv guelet eur vezen o tougen delliou ha bleunv ma ne ro morse frouezen hebed, pe mar teu ar frouez a zouge da gueza deuz ar brank araog ma vezont hanter-zare. Red eo dougen
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 143 .NTO
frouez, dougen frouez mad, dougen frouez padus : Ut fructum afferatis et fructus vester maneat. Hi ive a bro- met kalz ha ne roont morse netra. Ho bolontez vad a ia da netra. Ho desirou a ia e teuz ha dezho me a rank digas da zounj euz eur gomz lavaret pell-zo : Pave an Ifern a zo great gant choantegeziou mad mez dinerz, gant hanter choantegeziou. * * * Euz ar stad-ze dija trist, e kouezont prest en eur stad choaz tristoch : disken a reont, heb dale pell, var drede baz skeul an Ifern. Beteg hen e sounjent choas e Doue, en ho ene, en ho zilvidigez. Sounj didalvez evit guir, mez eur zounj evelkent hag a leze gant an esperanz da ober guelloch, ar galoun hanter-zigor evit gras Doue. Brema er chontrol ne zounjer mui pe gozik mui, ha mar teu eur veach benag eun hevelep sounj er speret, prim ha prim e vez taolet a gostez. Respountet e vez ar pez a respountaz, guechall, da zant Paol eun neubeut tud euz a gear Athen : Audiemus te de hoc iterum ; dive- zatoch ni a velo an dra-ze. En eur ho guelet e ve lavaret ne ma int er bed, nemet evit traou ar bed ha nhen deuz an den, en tu all dar bez, netra da zouja na netra da esperout. « Jesus-Krist, va Zalver, da Vartha guechall, choui a lavare : Martha, Martha, kalz prez a zo varnoch, en em jala ' rit gant meur a dra ha koulskoude, neuz nemet eun dra red. Hi ive an dud-ma, a zo varnezo kalz a
.NHO 144 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
brez, en em jala ' reont, en em nechi awalch. Nag a brez, nag a jal evit afferiou ar bed, evit ho labour, ho chem verz, evit en em huellaat en enoriou, evit kreski ho danvez : nag a brez, nag a jal evit ar pez a zell ouz ho flijadur, nag a brez, nag a jal, aliez, evit bernia pechet var bechet, disurz var disurz ; nag a brez, nag a jal, nag a boan evit ar chorf paour, an tammik ludu-ze great a zouar ha barnet da zistrei e douar. Mez evit an Ene, evit he guiska, he maga, evit he lakaat mad gant Doue, evit gounid dezhi er bed all eur chornik plas e baradoz an Eternite ? « Audiemus te de hoc iterum : varlech ni a velo. Nhon deuz ket amzer evit brema : pep tra dhe dro. » Pep tra dhe dro ! va breudeur ker, hag an dra red, an affer heb mui ken a vez atao lezet varlech, ne zeu gueach hebed he zro ! Tra ziez da goumpren ha kouls- koude, hirio en deiz tra vir, kalz re vir evit kalz tud. * * * Ha mont a chellomp-ni pelloch choaz dioch Doue, trei kein choaz muioch dar baradoz, disken choaz izelloch gant skeul ar pechet ? Ia va breudeur ker, eur bazen all a zo, an izella, an diveza, an hini zo stok deuz dor an ifern : cum in profundum venerit, contemnit. Eun amzer zo bet ha ne vije ket en hor bro, dreist holl en hor bro Breiz-Izel, kavet ar seurt tud-ma. Hon tud kos zoken, ar re anezho ha na vevent na direbech na dibech, a jomme da vihana stard en ho chreden. Evitho, eun den difeiz, dizoue, hag eur penn skanv,
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 145 .NTO
diboell, divoued, a ioa var 'n hed tost ar memes tra. Mez da heul iez ha giziou hon tadou koz, ar feiz katholik diskolpet tamm ha tamm, a vihanna bemdez hag avechou e chalfemp guelet hirio, lod tud taolet gantho ho relijion dreist penn eur skoaz, ho mez dreist ar penn-skoaz all, hag a ia beteg tenna fouge euz ho buez difeiz. Goap a reont euz a lezen Doue ha goap euz ar re a heuil anezhi. Komzit dirazho a varadoz hag a ifern hag e respontint dre eun taol penn skoaz hag hen deuz an doare da lavaret : « Kouchennou holl ha netra ken ! Pa vez maro eun den, eo maro korf hag ene. Ha Doue, ma zeuz eun Doue, na daol ket ouzomp muioch a evez eget na daol ouz eur prenv douar, a flastromp gant seul hor botez. » Penaos eta, int-hi diskennet beteg aze ? Rak er penn kenta e kredent ar pez a gredomp, e zoant ar pez ma zômp. Ar vadisiant zo var ho zal. Hag holl, nemet evit unan benag na ve ket guir holl int bet maget var barlen eur vamm a zoujanz Doue. Eun amzer zo bet, hi ive a bede, hi ive a zelle gant fizianz varzu an Env. Nint ket kouezet, en eun taol kount. Ho cha- lonou a zo bet henvel deuz eun dachen a vrezel, pell hag hir amzer. Gourennadek ha stourmad ' zo bet ennhi etre al loden vad hag al loden fall a gavomp ennhomp. Mez nebeut ha nebeut al loden vad he deuz ranket plega. Eur veach an amzer, ar goustianz a zave choaz he mouez klemmuz. Mez deiz ha deiz pouez eul levr fall, pouez eur pechet mezuz, pouez troad eur mignon direol, en eur ger, pouez eur vuez hag a vern 10
.NHO 146 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
pechet var bechet, dizurz var dizurz, ho deuz mouget he chlemmou. Ha setu int-hi, brema, an dud-se gueach all hor breudeur dre ho feiz, dre ho oberou mad, evel kaledet en ho stad trist, red dezho evit kousket disoursi lavaret ha klask kredi : « Va flaneden ne ma ket dreist planeden al loan divadez. » * * * Dar pevar rumm dud-ze, petra lavarin-me, va breu- deur ker ? Lavared dezho koll kourach ? Doue ra viro. Eur gomz velloch a gavan el leoriou sakr, hag evel skrifed evitho : Surge qui dormis : choui hag a zo kous- ket er stad a beched, dihunit. Faziet och divar an hent : distroit var ho kiz. Re bell amzer ho cheuz troet kein da Zoue. Lavarit hirio, evel ar mab prodig : Sur- gam et ibo ad patrem : sevel a rinn ha mont da gaout va zad. Mez ha setu an eil guirionez a dlean displega dirazoch araog echui na zaleit ken, na chortozit ket pelloch. Peb dale, a ve var eun dro, beza dianaoudek, kaout disprijanz, beza kemeret gant ar follentez. * * * Va breudeur ker, e chell beza en hon touez, unan benag hag hen deuz abaoue kals pe nebeut amzer, dilezet servich Doue. Mez neuz nikun hag a lavarfe a vir galoun : « Ruillet eo ar voul ha mont a raio e leach ma karo ! » Neuz nikun hag hen defe lavaret evit mad, kenavezo dar baradoz, en em verzet dan diaoul, ha
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 147 .NTO
lakeat he ene, evit arez, dindan ivinou dir eur mest ken kriz. Mez ar pez a lavar kalz, marteze, eo kement-ma : « Me choar awalch e meuz ezom, ezom braz da jench buez, da zistrei. Mez ive, va bolontez eo hen ober, nann hirio diochtu na varchoaz, mez varlerch, pa vezo deut ar pred ; evit choaz neo ket dispail. » Ouz ar re-ma eo e komzan ha dezho me lavar : izom ho cheuz da jench : hen anzao a rit. Mez kerkent e la- varit ouspenn : ne jenchin ket diochtu. Divezatoch : me a joazo va devez ! Ha me ' rank lavaret deoch da m zro : « Va Breur, va Choar gristen, en eur gomz, en eur veva e giz ma rit, choui a zo dianaoudek e kever Doue ha dianaoudek en ho kever ho chunan. » * * * Dianaoudek e kever Doue. Setu ama eun tad ha ne glask nemet mad he vugale ne choulen nemet ho lakaat eüruz. Kement hen deuz, he di, he zanvez, he labour, he boan, he vuez, holl int evitho. En distro euz eun hevelep madelez, ne choulen euz ho ferz nemet anaoudegez vad ha karantez. Ne choulen nemet ma vezo gantho karet, meulet, respetet. Ne choulen ne- met ma na vezo ket dre ho chomportamant, dizhenoret he hano, nemet ma ne ranko ket ho dizherita abalamour dho dispignou foll, ho lakaat er meaz abalamour dho buez diroll, ha pa goumzer anezho dirazhan, plega he benn da skuilla daelou. Mar teu, goudeze, unan benag euz ar vugale-ze, da ranna kaloun eun hevelep tad, da daol dismeganz var
.NHO 148 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
an hano a zoug, dher chuitaad, dhen dilezel, ma res- pountont dezhan pa ho galv, pa ho fed da zistrei : nann choaz atao ; ni ' jommo choaz da ober hor penn, da ober ar pez a ra ho tisplijadur, divezatoch ni zistroio, ha da chortoz ni ' lez ganeoch ho ti da guzat ho mez hag ho taoulagad da wela. Va Breudeur ker, petra zonfach euz ar vugale-ze ? Pe seurt hano a rofach dezho ? Piou achanoch a garfe sevel he vouez da lavaret : « Fouge a meuz o tiskleria e zoun unan anezho. » Mad va Breur, mad va Choar, mar choumit var di- garez e tistroot varlerch, da loueda er stad a bechet, choui, choui hoch unan, eo ar vugale dinatur, ar vu- gale dianaoudek-se : tu es ille vir. Rag setu ar pez a rit dan Aotrou Doue,ar pez ma zoch e kever ar guella, ar charantezusa, an tenera euz an holl dadou. * * * Dianaoudek e kever Doue, choui a zo er memez amzer, dianaoudek en ho kever hoch unan. Va Breudeur, dibaot eo kaout eun den, zoken ar brasa pecher, ha ne ra ket enn eil devez pe egile, eur mad benag. Rak ar pechet, ne voug ket en eun taol kount, pep santimant mad er galoun. Hogen, koulskoude, kement a ra ar pecher, ha keit ha ma vev en he bechet, a zo kollet evit an ene ha nho deuz mirit ebet dirag Doue. Nann ma ve pechet kement a ra ar pecher, nann kennebeut ma na jervichfe da netra an oberou mad a chell da ober. Rag didostaat a
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 149 .NTO
reont, marteze, heur ar gonversion. Mez ive ne bouezint netra e balanz ar barner just, ne dalvezint seurt dirag Doue er bed all ; ne vezo dezho roet rekoumpanz ebet en eternite. * * * Ouspen ma zeo beza dianaoudek, eun hevelep sounj a zo eun disprijanz ar vrasa evit Doue. Petra eo, a gav deoch choui, ar pez a zo a grisa e passion Hor Zalver Jesus-Krist ? Evit guir, kris eo bet evit Jesus, chouezi an dour hag ar goad ; kris beza skourjezet ha goapeat gant ar zoudardet ; kris santout drein ar gurunen spern o vont tre, beteg an empenn ; kris rankout dougen he unan ar groaz ma tlie varnhi mervel ; kris kaout he dreid hag e zaouarn treuzet gant tachou ; kris rankout mervel etre daou laer ha klevet var he dremenvan goaperez he vourrerien. Mez va Breudeur ker, eun dra zo choaz hag a dle ervez va chreden, beza eat dounnoch e kaloun Hor Zalver. Dar mare-ze ' talched er prizoun eun den fall, var eun dro laer ha muntrer. Abalamour dhe dorfejou oa bet barnet dar maro. Pilat a gemer an den-ze. Hen lakaad a ra dirag ar bobl, tal-ha-tal gant Jesus-Krist, hag e lavar da dud Israël : Choazit a zaou unan ; lavarit pehini a fell deoch e vefe lammet he vuez diganthan. Pobl Israël ' anaveze Barrabas. Anaout a rea ive Hor Zalver. Noa ket tri devez, eun eur zounjal er burzudou a reaz, en dud vud roet dezho ar prezeg, en dud bou- zar roet dezho ar chleved, er dud seizet roet dezho ar
.NHO 150 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
cherzed, en dud varo roet dezho ar vuez, hen doa lava- ret : Hosanna filio David : Gloar ha meuleudi da Vab Doue, dan hini ' zo tremenet en hon touez en eur ober vad da bep unan : Pertransiit benefaciendo. Selaouit koulskoude : Non hunc, sed Barrabam : Roit dheomp Barrabas ha lakit Jesus dar maro. Jesus-Krist gant he bobl, gant tud he vro, gant ar re hen doa great dezho kement a vad, lakeat izelloch evit al laer, evit ar muntrer, evit Barrabas ! Va Breudeur ker, pebeuz dismeganz ! Ha koulskoude, nag a bet en ho touez a ra da Zoue evel pobl Israël. Ni ive, eun amzer zo bet a lavare : Hosanna filio David : meulet ra vezo Doue ! Ni her pede, her chare, her serviche. Goudeze eur muntrer, eul laer, muntrer ha laer an eneou, zo deuet : Sellet hon deuz ouz ar bed, ouz plijadureziou ar bed : Galvet oump bet da joaz, gal- vet oump choaz, hirio an deiz, da lavaret piou a ga- romp, piou a fell dheomp hag ar re achanomp ne fell ket dezho distroi goude ar chenta fazi a lavar evel pobl Israël : Non hunc sed Barrabam : ne fell ket dheomp Jesus-Krist, roit dheomp Barrabas, ar bed, ar pechet, roit dheomp an hini a laz hon ene, a laz guir eürusded hor chaloun, an hini a laer hor lod e Baradoz Doue.
Chomm da veva er stad a beched, ouspenn ma zeo eun disprijanz evit Doue, a zo ive eun disprijanz evi- domp hon unan. Va Breudeur, deuet eo ar chiz da glask ober goab euz
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 151 .NTO
ar gristenien vad, euz ar re a ro da Zoue ar pez a zo da Zoue, d'an nesa ar pez a zo d'an nesa ha d'ezho ho unan ar pez zo dleet dezho ho unan. Mad, va Breudeur ker, hevelebomp ha guelomp. Me a gar kaozeal sklear ha lavaret freaz ar pez a gavann guir. Setu aman daou zen : unan great gant ar bed ar pez ma zeo. Ne meuz ket ar gourach, kerkoulz izomm na meuz ket da ober he boltred : lavariou, kenteliou, aliou, oberou ar bed, ni holl ho anavez. Eaz eo dheomp anaout eta ive, ar re ho deuz en em roet dar bed-ze. Tal-ha-tal ganthan, setu eun den all ; en em chreat hen deuz gant sikour gras Doue, ervez lezen an aviel. Ez iaouank e kar tad ha mamm. Mar deo dimezet eo fidel dhe bried, he laka he boan evit he renta eüruz. Mar hen deuz bugale ho diorren ervez Doue, e tesk dezho beza fur, e ro dezho skouer vad. Mar deo micherour e labour e koustianz, na laer nag he amzer nag he bae. Mar deo marchadour, ne dromplo den. Ha hent all, mar deo pinvidik e sikouro an izomek ; mar deo paour e klasko, en honestis, gounid he damm bara pemdeziek. Atao, e peb stad, da bep heur e klask ober plijadur da bep unan ervez he challoud. Ha mar mank eur veach benag dhen ober, e choulenn pardoun digant Doue, pardoun digant an nesa. Va Breudeur, piou a istimit ar muia ? E piou ho pefe ar muia fizianz ? Var dal piou e lakit ar gaera kurunen ? Evit, eta, en em istimout hon unan, ha meritout istim ar re all, oh ! ia, eun hent a zo : bevomp ervez hon Doue.
.NHO 152 VÂR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
* * * Eur gomz choaz abars achui. Eun hevelep sounj a zo eun esperanz direzoun. Ne chortozit ket a zeiz da zeiz, a lavar dheomp ar speret glan : Ne differas de die in diem. Ha ni a lavar : « Gortozit choas, o va Doue ; divezatoch ! Da lavaret eo, evit kozeal sklear, ne meuz ket choaz duet awalch va ene, en em ruillet awalch e kreiz ar plijadureziou a zifennit ; noun ket bet choaz pell awalch o planta ar gurunen spern en ho tâl, o kranchad en ho taoulagad. Lezit choaz ar morzol em dorn da skei var an tachou. Gortozit ma frankaïn muioch gouli ho kostez gant goaf Lonjin. Divezatoch pa velin va izili dinerz, va chein kroummet varzu ar bez, pa velin ar bed o techet kuit, neuze, mez neuze hebken, me a zigaso deoch nemo- ranchou, lostennachou ar pechet ! Me a joazo va bloaz, va miz, va dervez, va heur ; ha pa 'm bezo ho joazet, me ho kalvo, hag en em gonvertiso. » Ah ! va Breur, choui en em gonvertiso a lavarit. Ha me am beuz aon braz nen em gonvertisfach ket ha setu ama perak. Evit en em gonvertisa, tri dra zo red, hag an tri dra- ze ne maïnt ket en ho kalloud. Red eo kaout eur guir volontez, red eo kaout amzer, red eo kaout gras Doue. Red eo kaout eur guir choant. Etre an Env hag an douar neuz hent houarn ebet choaz. Ne vezomp ket douget di. Red e vezo en em zougen, en em zevel hon unan. Red e vezo eta kaout eur guir volontez vad.
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 153 .NTO
Hirio an deiz, ar volontez-ze a zo re ziners dija evit taol a gostez ar beach pounner a bechejou berniet var ar goustians. Ha goudeze, pa vezo pounneroch ar beach ha deuet biannoch bihanna hor bolontez, e peleach e kavimp ni an nerz a vank dheomp brema ? Da genta hor feiz na vezo mui ker krenv. Er penn kenta e vez spount araog ar pechet. Ar pechet kenta a vez great, eo ar pounnera da zougen. Outhan e vez ar muia euz. Mez nebeut a nebeut et teuer den em voaza ha ne rear mui a van. Eun den pa zisken en dour a grên gant ar riou. Abars nemeur e kav tom- moch ar mor. Ha pa dalv eo he izili he-unan eo a zo ieneat. A eun tu all, ar goustians a zeuio da devel. En eur gear a vrezell, ar jeneral a laka eur gedour e tal ar porz- guint. Hag hen-ma, pa vel eun enebour o vont tre, a ro ditour, kelou dhe genvreudeur. Doue, e tal dor hon ene, hen deuz lakeat ive eur gedour : mouez hor choustians : setu soudard an Aotrou Doue. Lezel a ra ar mad da dremen. Mez pa glask an drouk treuzi an or e teu da grial : arz al laer ! Hebken, pa gendalcher pell da ober outhi ar skouarn vouzar, e teu nebeut ha nebeut da zemplaad, hag abars ar fin ne lavar mui netra hag eur goustianz varo he deuz dija eun troad en ifern. Eur chlanvour trecbet gant he boan a lavar : « Ne meuz mui drouk e nep leach. » Hag ar medisin, en eur heja he benn, a lavaro dhe dro: « Chan- suz braz e vezo mar teu mui da vad. »
.NHO 154 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED .NTO
* * * Red eo kaout amzer. Neo ket evit guir, an habaskder a vank da Zoue. Ger- vel, gedal a ra pell hag hir. Evelkent mar roe Doue dheomp an devez deach, mar kinnig dheomp an devez hirio, ne lavar da zen : « Me roio deoch an devez varchoaz. » An amzer a zo e pleg he zourn : astenn ha krenna ' ra hor buez heb goud dheomp, heb goulenn ouzomp. Chui lavar: « amzer zo. » Ha Doue a respount : Baleit keit ha ma pad an heol gant aon na veach tizet gant an noz. Amzer zo ! Setu ho tigarez. Hag an digarez-se a gavit pa vank dija an amzer. E maoch klanv. Choui ' lavar: an dra-ma na vezo netra. Ar chlenved a wassa. Danjer zo. Ho kenta soursi a vezo neuze, lakaat urz, nann en ho koustians, mez en ho chaferiou. Marteze, unan benag a gozeo deuz ar belek. Klasket eo. Mez nher chaver ket : In peccato vestro moriemini. Klasket, ka- vet eo, e ma e tal ar guele. Lavaret a ra : « dispone domui tuæ : lakit urz en ho puez. » Mez an drouk-speret zo en em gavet araog ! Re glanv oun brema. Pa vezo torret an dersienn : In peccato vestro moriemini. » La- keomp e konfesaït. Mez pe seurt konfesion ? Eur gon- fesion deuz a geid all great e kreiz ar boan hag e ker berr amzer! Daoust ha glachar ho peuz dho pechejou ? Pe seurt glachar ? Ar pechet eo a lavar deoch kenavezo kalz muioch eget na lavarit kenavezo dezhan. Sellit, eme sant Aogustin, ouz Jesus-Krist o vervel. En he gichen, zo daou becher, unan a bep tu. A zaou,
.NHO VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 155 .NTO
unan a zo salvet hag egile kollet. Unan salvet da heur he varo evit na gouesfot ket en dizesper, mez unan heb- ken, evit na gemerot ket re a fizianz : Unus ne confidas, unus ne desperes ! * * * Red eo erfin kaout gras Doue. Ia, Doue a zo mad, mad e kever an holl, mad zoken e kever ar pecher. Mez evelkent, ne lez nemet eun nebeut, ober goap anezhan : Non illudetur Dominus. Kinnig a ra da bep den grasou ordinal. Mez ar pecher o vervel hen deuz izom a chrasou brasoch. Ha Doue nho ro ket atao. Soursi hon deuz bet a Vabylon, eme ar prophet, neo ket en em bareet : Lezomp anezhi : Derelinquamus eam. (Jerem.) Pecher, pecherez, Doue hen deuz ho klasket heb ho kaout ; ho kalvet, heb respount hebed euz ho perz. Choui dho tro, her chlasko ha nher chavot ket : Quritis me et non invenietis. Goasoch choaz ! her chaout a reot. Dont a reio var ho tremenvan, mez neo deuet nemet evit choarzin deoch goab dhe dro : ego quoque in interitu vestro ridebo et subsannabo vos. Va Breur, va Choar baour, poezit mad ar gomz-se. Doue eo hen lavar. Ar bed a dremen. Ar vuez a ia kuit. An Eternite a zeu ha var dreujou an Eterniteze, Doue ho choarzin goap dhe dro dhe grouadur goapuz. * * * Va Breudeur ker, distroomp eta. Israel, guechall, a gasas Joseph da glask he vreudeur
.NHO 156 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BEC'HED .NTO
all. Ha Joseph pa zeaz n'ho c'have ket. Eat oant pel- loc'h. Goulenn a ra digant eun den o tremen pe varzu int troet : klask a raan va breudeur, emezhan : Quro frates meos. Me ive ho klask, da zigas da di ho tad. Adeamus ergo cum fiducia, ad thronum gratiæ ut misericordiam consequamur et gratiam inveniamus in auxilio opportuno. Deomp gant fizianz. Doue zo truga- rezuz. Astenn a ra d'heomp he zourn ha kinnig he c'hrasou. Amzer hebet ken talvoudus : In auxilio oppor- tuno : Na zaleomp mui. Eun tad santel en deuz lavaret : timeo Jesum transeun- tem et non redeuntem : Neac'h am bevez o velet Jesus o vont abiou gant aon na zistrofe ken. Jesus a dremen. Lavaromp d'ezhan : mane nobiscum Domine : chomit gan- heomp. Deomp d'he heul. Bezomp var aon na zis- trofe ken. AMEN.
* * *
.NPO
IV
PREZEGEN Var ar pec'het marvel
V vobis impii qui dereliquistis legem domini altissimi. Mallos deoc'h, tud fall, hag ho peuz dilezet lezen an Aotrou Doue.
VA BREUDEUR HA VA C'HOAREZET KRISTEN,
Evit klevet an dud o prometti gwaleur, ne dleomp ket ober re a van. Aliez e c'hourdrouzont heb abek, aliesoc'h c'hoaz, n'ho deveuz ket ar galloud da zigas ho gourdrouzou da vir na da ober d'heomp an holl drouk ho deffe c'hoant. Goude holl, ha pa c'halfont noazout d'heomp ervez ho mennoz, ober d'heomp koll hor madou, hor brud vad, hor buez zoken, ar gaou-ze, pegen ankeniuz benag e c'halfe beza da c'houzanv, na ve ket evelkent, peb tra poezet mad, eur gaou diremed. Rak chomm a c'hell ganheomp c'hoas madou ar bed all, buez an eternite hag hor brud vad dirak Doue. Mez pa glevomp o c'hourdrouz eun Doue leal ha ne
.NHO 158 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO
c'hourdrouz, morse, heb guir d'hen ober : eun Doue ma- delezuz hag a zo he vrasa plijadur rei he vennos d'he vugale, eun Doue holl c'halloudek hag a c'hell atao, derc'hel mad d'he c'her, digas he c'hourdrouzou bepred da vir, hor skei en hor c'horf, hor skei en hon ene, hor skei er bed-ma, hor skei er bed all, hor skei epad an amzer, hor skei epad an Eternite, penn-da-benn. Oh ! pa zisklerio an Doue-ze gwaleur, krenomp ! Krenomp gant spount hag evesaomp piz e goueled hor c'houstianz, gant aon ma ve ouzomp e selfe ar gourdrouzoa-ze. Hogen koulskoude, va c'henta komz hirio, setu hi eur gomz hag a deu da ziskleria gwaleur, eur gomz hag a ro mallos : V vobis. Gwaleur, mallos da biou ? Gwaleur, mallos d'heomp-ni tud iaouank a veach deuet var an douar, d'heomp-ni tud e kreiz hon nerz, d'heomp-ni tud kroummet dindan pouez ar bloaveziou ! Gwaleur, malloz d'heomp holl pa hon deuz pec'het : V nobis quia peccavimus. Hag evit guir, va Breudeur ker, ne anavezan nemet eun dra, unan ebken hag a zeufe da stroueza, da gaea ouzomp hent an Envou, da zevel eur speuren etre Doue ha ni : ar pec'hed. Mez ar pec'hed eo krouadur an drouk-speret hag a zo gaouiad evel he dad. Red eo eta, dizelei d'ezhan he dâl evit ma her guelimp er c'his ma 'ma, e guirionez, ha ma c'hanavezimp peger braz gaou a ra ouz an den, pe- ger braz ouz he gorf, peger braz gaou ouz he ene. Evit ne vezin ket re hir, me a lezo, hirio a gostez, lo- den an eternite. Guelomp hebken, loden ar vuez-ma.
.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 159 .NTO
Ar pec'hed, er bed-ma, a ra gwaleur ar c'horf, a ra gwaleur an ene. Setu e daou c'her ar gelennadurez-ma. * * * Ar pec'het marvel, er bed-ma, a denn gwaleur var gorf an den. Va Breudeur ker, eun impalaer en he rouantelez, eur general e penn he arme, eur c'habiten a vor var he lestr, a dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep hini. Goude ma ho deveuz merket, diskouezet ho rou- den d'an holl, e tleont gouarn gant karantez evit guir, mez ive gant nerz. Ha pa zeu eur re benag dre ho faot ha gant goeziegez, da derri ho lezennou, an impalaer, ar c'habiten, ar general a dle kastiza kement hini ' vank d'he zever. Eun dourn evit rekompanzi, eun dourn all evit kastiza, setu e pe c'hiz e c'hallont derc'hel an urz vad. Hogen, va Breudeur, dreist holl bennou braz ar bed- ma, e zeuz eur Roue ; eur roue brasoc'h, galloudusoc'h eged ar re all, eur Roue hag hen deuz da c'houarn, nann eur rouantelez hebken, mes an Env, an douar ha ke- ment a zo etre an douar hag an Env. Hag ar Roue-ze, rak ma ra pep tra gant pouez, gant urz ha gant muzul, a verk da bep unan ac'hanomp dre be rouden kerzet, petra da ober, dioc'h petra en em ziwall ; ha rag ma zeo santel, douget evit ar mad, e fell d'ezhan araog pep tra e rên-fe an urz vad etouez he su- jidi. Setu perak euz he berz, ar c'haera promesaou great da nep a ra mad ho dever, mez ive ar pounnerra gour-
.NHO 160 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO
drouzou douget a eneb ar re a vank d'hen ober. Hag ar gourdrouzou-ze, n'int ket euz he berz, spountaillou bu- gale na krosmol avel. Ho digaz a ra da vir, ervez he c'hoant, d'an heur merket ganthan hag en despet da bep tra. Selaouit kentoc'h ha guelit : an testeniou ne vankont ket. Setu ama da genta, testeniou an amzer dremenet. En amzer-ze, Doue evit kastiza ar pec'hed, ne esper- naz ket an daou-zen kenta, he grouadurien ar muia karet. Adam hag Eva a zo ganthan, lakeat da rên var an holl draou krouet. Lojet e Baradoz an douar e treme- nont ho amzer e kreiz eur blijadur heb he far. Ne ana- vezont nag ar c'hlenved, nag an dienez, nag ar maro. Pep tra a gavont ervez ho c'hoant eb na berrentez na labour boaniuz. Mez en eun taol kount, me ho guel barnet da c'hounit ho bara divar bouez ho divreac'h, barnet d'ar c'hlenvenjou, d'ar poaniou, d'ar maro. Hag ar penn-kaos euz eur blaneden ken dishenvel dioc'h ho flaneden genta eo ar pec'het hebken. Torret ho doa lezenn Doue, en eur zribi euz ar frouez difennet outho. Doue ne espernaz ket an niver braz a dud a rank-je da skoi. Var dro c'huezek kant vloaz goude krouidigez ar bed, an holl, koulz lavaret, ho devoa troet kein d'an Envou. Ne glaskent ho flijadur nemet e kreiz dizurziou ar bed. Epad kant vloas, Doue a c'hortoz : pedi a ra, gourdrouz
.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 161 .NTO
a ra ive : an dud a jomm bouzar ! Doue neuze, a zastum ar c'houmoul da zigas eur glao a bil. Hag ar mor a ziloc'h da weledi an douar ; an dour a bign beteg pemzek ilinad dreist an huela meneziou, hag an holl grouadurien nemet Noe hag he dud, a zo beuzet gant an diluj.
Doue ne espernaz ket ar pennou bras, ar pennou kurunet. Ni, avechou, dirak ar pennou bras a rank stoui hon tâl ha chomm dilavar. Mez Doue, aliez, var an huella pennou a ziskarg ar pounnera taol… D'an abardaez-se, eur roue gallouduz a roe eur goan vras, en he balez. E kreiz ar guir vella plijadur, setu hoc'h en em ziskuez eun dorn mysterius, hag an dourn- ze a skriv var moger ar zal teir gomz dianav : Mane, Thecel, Phares. Ar Roue pa vel, a jomm sabatuet holl. Petra eo an dourn-ze ha petra ar pez a skrif ? Orjellad a ra var he gador; eur c'hoezen ien a zired diouz he dâl ! Eur vech c'hoas petra eo an dourn, petra eo he skrid ?… Balthazar, Kaluriou sakr templ Jerusalem ho c'heuz lakeat da zigas ! Great oant evit meuli ha trugarekaad Doue, ha c'houi a ziskarg enho guin an dizurj hag ar vesventi ! Setu perak : Mane ! Thecel ! Phares ! Ho teve- ziou a zo niveret ha deuet eo an diveza : poezet oc'h, ha kavet re skanv hag ho rouantelez a vo roet da eun all. Doue ne espernaz ket he bobl he-unan. E korn an hent, eun den a velan distroet da zellout ouz Jerusalem. Savet e voa bet ar gear vraz-ze, evit ma vije ennhi anavezet, meulet ha karet hano ar guir 11
.NHO 162 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO
Doue. Ha koulskoude, kaloun ar prophet a zo mantret, he zaoulagad a zo beuzet a zour. Jerusalem, ar gear zan- tel, a vel distrujet gant an tân hag he bugale pe lazet gant ar c'hleze pe dreinet varzu eur vro estren. Ha neuze, test euz eun hevelep tristidigez, Jeremias a sko var boull he galoun hag a lavar gant irvoud : Gwaleur d'heomp-ni, rag pec'het hon deuz ! V nobis quia peccavimus !
Doue ne espernaz ket zoken he vab he-unan, Jesus- Krist hor Zalver benniget. Evit prena an dud, an eil phersoun deuz an dreindet sakr a zo bet karantezuz awalc'h evit disken euz an Env var an douar ha kemeret eur c'horf hag eun ene evel deuz hon re ni ! Guir Doue koulz ha guir den, var eun dro, ne c'helle ket kaout ha n'hen deuz ket bet d'en em rebech an disterra pec'het e nep giz nag e nep amzer. Ha hent all, e tlie kaout, hag hen devoa, an holl skiant, an holl fur- nez, an holl zantelez, an holl vertuziou a zere ouz guir vab ar guir Doue. Hag eun devez, e c'hellaz lavaret e guirionez ar c'homzou-ma : Quis ex vobis arguet me de peccato ? Piou ac'hanoc'h a damallo din-me eur mank benak ? Ha koulskoude, va Zalver teir gueach sakr ha teir gueach santel, me a glev lakaat ac'hanoc'h izel- loc'h eget Barrabas al laer, ar muntrer. Me a glev an taoliou skourjez o tispenn ho korf sakr. Me a vel ar zoudardet o skopad ouz ho tâl hag o rei deoc'h javeda- dou. Me a vel ho penn kurunet a spern, ho treid hag
.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 163 .NTO
ho taouarn treuzet gant tachou, ho kaloun toullet. Me ho kuel etre daou laer staget euz eur groaz evel eun den fall ha lakeat da chouzaon ar maro ar mezusa, ar c'hrisa c'helfed da goumpren. Ha perak, va Breudeur ker, perak eun hevelep poan, eun hevelep angoni, eun hevelep maro ? Abalamour Jesus-Krist, daoust n'hen doa morse great pec'het ebet a ioa en em rentet, en em c'hreat kred evidomp-ni. Ke- meret hen doa, var he gount, ar beac'h pounner euz ho pec'hejou hag ar boan dleet d'ar pec'hejou-ze : Tradidit seipsum pro nobis. Setu kentel an amzer dremenet. * * * Ha brema, mar greomp eur zell en dro d'heomp, ni a gavo eur gentel all. Mervel a velomp. Goad a red. Trouz ha lazerez a zao. Reuz, naonegez ha goalinier a bep giz en em astenn var an dud. Ha perak ? Pep hini a glasko en dra ma hen devezo c'hoant, ar penn kaoz a gement-se holl. Mes evi- don-me, me, pa ho guelan, a zeu ker buhan a zonj din deuz komzou al leoriou sakr : Mors, sanguis contentio et rumpha, oppressiones, fames et flagella super iniquos creata sunt : an traou-ze holl ne zavont nemet euz eul leac'h, euz ar pec'het : ne zeuont nemet evit eun dra : evit kastiza fallagriez an dud : Super iniquos creata sunt. Eur Roue, a Vro-C'hall, guechall, pa felle d'ezhan en em zizober euz eun enebour a roe urz d'her griad en eul linser ha goude beza lakeat skriva var gourre ar
.NHO 164 VAR AR PEC'HET MARVEL .NTO
c'houmzou-ma: « Lezit da dremen justis ar Roue ! » e rea hen taol, en eur ster. Hag ar c'horf paour, ruillet ha diruillet gant an dour-red, a iea da zeski d'an dud, penaoz en em venje Loïs unek. Ha me, pa zellan ouz trubuillou ha gwaleuriou ar bed- ma, a gav d'in gueled ive varn'ho skrifet : Lezit da dremen justis an Aotrou Doue. Mez, a lavarot, marteze d'in, me a meuz pec'het, me, ha ne zeuz ganhen digouezet drouk ebet : Peccavi, et quid accidit mihi triste ? Va Breudeur ker, mar d'eo guir kement-se, krenit eta muioc'h a ze. Seul huelloc'h e vez savet ar morzol, seul bounneroc'h e vez ive an taol a guez var an anne. Doue a c'hed : mez e ma savet he vreac'h. Abred pe zi- vezad he zourn a ziskenno ! Krenit. Beteg hen c'houi ' zo bet espernet. Mez en dro deoc'h, nag a bet a zo bet skoet ? Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Kue- zet ar morzol var an anne ! - Perak ar plac'h iaouank- se dishenoret ? Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak an den-se pleget ganthan he benn, etouez an dud all ? Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak ken aliez a zen, guechall pinvidik, a rank hirio hag ho bugale d'ho heul, asten ho dourn a zor da zor ? Eur zell var ho buez tremenet a ziskouezo deoc'h labour ar pec'het. Pec'het e meuz ha ne zeuz ganhen digouezet drouk ebet ! Peccavi. Et quid mihi accidit triste ? Evit guir, madou ho c'heuz marteze. Marteze, ouspenn, e zoc'h doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz evel
.NHO VAR AR PEC'HET MARVEL 165 .NTO
ma komzit : ar voul zo ganeoc'h. Hag he ruil a rit en tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn en despet d'ho koustians fall, c'houi a lavar : Et quid mihi accidit triste ? Hag ar re vad en eur ho kuelet a lavar, meurvad, lod anezho da vihana : « da betra beza den mad ? Ar re fall ho deuz ar muia chanz. » Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pec'her, pec'herez oc'h ? hag espernet evelkent ! Mez abalamour da betra ? - Marteze en ho ti eur pried, eur vamm, eur c'hroua- dur a zo dre ho fedennou, o c'harben dourn an Aotrou Doue. Ha Doue dre druez ouz he vugale vad a espern evit eur pennad amzer, he vugale fall. - Marteze etouez ho techou fall, ho c'hoberou digoustians, e zeuz eur pleg mad benag hag eun nebeut oberou kristen. Marteze eun devez, eur paour keaz, bet d'ezhan an alu- zen e toull ho tor a lavare : « Va Doue, r'ho pezet truez ouz an den hen deuz torret d'in va naon ha goloet va diskoaz ! » Ha Doue, digor he skouarn da beden eun den just, a lavaras d'he dro « Mad, ia, red eo d'in re- kompansi ar mad hen deuz great an den-ze, e keit ha ma vo var an douar. Ne c'hellin ket he rekompansi er bed all, rekompansomp anezhan er bed-ma. Roomp d'an den-ze ar pez a glask : danvez, iec'het, plijadur : pae didalvoud roet d'an dud ken didalvoud hag hen, eme sant Augustin, receperunt mercedem suam, vani vanam. » Doue a bae he zle. Mez d'he dro, Doue a c'houlenno beza paet. Ar vuez-ma zo berr. Ar maro ' dosta kammad ha kammad. Ha goude ar maro e teu devez an Aotrou Doue.