PEDERVET LODEN
Reading edition
SARMOUNIOU EVIT EUN ADORATION
(*)
20
.NPO (306)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.
.NPO (307)
I
PREZEGEN Var ar Beden
Petite et accipietis. Goulennit hag ho pezo.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Kement hen deuz buez a ro, en he iez hag ervez he stad, merkou euz ar blijadur hag euz an displijadur a gav er bed-ma. Pa bad re bell ar zechor, ar bleunv a veler o plega var zu an douar ho fenn anter-wenvet ; mez da heul ar glao pe ar gliz e teu dhezo a nevez-flamm ho freskadu- rez, ho liou kaer hag ho choez mad. Dirak an danjer, an aoun pe ar chlenved, al loen divadez hen deuz he strafuil, he dal ankenniet, he glemmou truezuz. Evel evit merka he levenez e tiskouez he lagad lemm, he droad skanv hag he vouez lirzin. An den savet huelloch e skeul ar vuez gant dourn madelezuz he Grouer, a gaver ennhan, splammoch choaz, ar memez pleg.
.NHO 308 VAR AR BEDEN .NTO
Pa zeu al laouenidigez da skeï var dor he galoun, ar galoun-ze en em zigor raktal, ha ker buhan eur gomz a vennoz a bign varzu an Env. Pa zeu, er chountrol, hag e teu aliez, an displijadur da choulen digor, an or a rank en em zigeri adarre (rak ar prenn a zo bet torret gant ar peched !) Ha kerkent eur gomz all a zao : n'eo mui eur gomz a joauzded mez eur gomz hag a lavar : « Skoazel din hag ouzin truez ! » Great omp eta evit pedi, rak pedi, nemed en em fazia rafen, a zo, netra ken, sevel he ene varzu an Env evid meuli Doue ha goulen out-han ar madou a vank dheomp. Koulzgoude, va Breudeur kristen, eun dra zoaniuz meurbed a rankan da anzao ouzoch. Lod achanomp a zell ouz bolz an Envou heb reï meu- leudi dan dourn hen deuz he steuet ; lod achanomp a vel, hag ennho ho-unan ha var ho zro, donezounou a bep giz, ha ne lavaront ket bennoz dho madoberour. Lod achanomnp, faziet divar an hent mad pe zaoubleget dindan ar boan, ne zavont nag ho lagad nag ho mouez varzu Doue da choulen pardoun, da choulenn sikour : pe mar pedont ne bedont ket evel ma tleer pedi. Setu perak e teuan hirio da gozeal dheoch euz ar beden. 1° Pegen red eo pedi ; 2° Pegen nerzuz eo ar beden ; 3° Perak hor pedennou a jomm ken aliez a veach heb beza selaouet gant Doue. Setu, e tri cher, va chelennadurez.
.NHO VAR AR BEDEN 309 .NTO
VA BREUDEUR KER,
Pa zellan ouz traou an iliz-ma e velan en-hi eun ograou savet var he bilierou mein. Setu hen aze gant he gorzennou koat pe bloumm ; lod anhezo striz ha berr ; lod all hir ha ledan : pep tamm hen deuz he blas hag e vent, pep tamm he vouez skiltr pe bounner ; ar micherour en eur hen ober, hen deuz muchet pep tra, great pep tra gant urz, ha goude beza roet an diveza taol kizel pe daol morzol, en em dennaz a gostez hag a lavaraz : peurchreat eo va labour ; ne vank mui nemed eun ograouer. An ograou, e guirionez, dreizhan he- unan a zo evel pa lavarfen mud ha diskiant : he vouez a zo kousket en he gorzennou ; pa zihun, nemed renet mad e ve, he vouez a zo dizoare ha direol, he skiant hag he vouez a zo, euz eun tu, penn ar micherour hen deuz her great, euz eun tu all e dourn an ograouer a labour ganthan, hen-ma, an ograouer-ma eo a dle ervez he choant ha bep eil tro, tenna anhezan klemmou truezuz an dristidigez, toniou drant ar blijadur pe huanadou an esperanz. Dindan he vizied, taolet ama hag haount var an ibiliou olifant, an ograou a zeblant, bep eil tro, pedi ha trugarekaad, hirvondi gant ar boan pe dridal gant an euruzded.
Brema, va Breudeur, kasomp hon daoulagad hag hor spered dreist an iliz-ma ha greomp eur zell var ar bed. Hen ive, ar bed-ma, ' zo evel eun ograou braz, savet en he bloumm dindan toen chlaz ar firmamant, hag
.NHO 310 VAR AR BEDEN .NTO
ennhan pep tra zo ive great gant urz, gant pouez, gant muzur ; pep tra hen deuz he vent, he chobari, he renk, he vouez ; savet eo bet gant eur mestr micherour, hag ar micherour peur-chreat ganthan he labour, en em dennaz a gostez evid reï he blas dan ograouer.
Va Breudeup ha va Choarezed kristen, nen em faziomp ket ; pe ni a gavo mad pe ni a gavo drouk, e maomp, pep unan achanomp, dirag ograou an Aotrou Doue ; ha Doue a chortoz, a vel petra raïmp euz he ograou. Evit-han, evit her meuli eo great, ha ni a zo gal- vet da rei mouez ha skiant dan ograou-ze. E tleomp, evel pa lavarfen, dastum dindan hon dourn, sklerijen an heol, sked ar stered, hiboud an dour, trouz an avel, krosmol ar gurun, liou kaer ar bleunviou, kanaouen al laboused ; e tleomp ouzpenn ha dreist-holl rak en ograou ar bed ni a zo ar gaera korzen ! lakaad hor mouez da heul hon dourn, evit reï skiant hag urz vad dan holl gorzennou dishenvel, ha dougen betek an holl challoudek meuleudiou an holl draou krouet.
An nep eta ne bed ket, a vank da reï dhe vadobe- rour ha dhe vestr ar veuleudi a dle da reï dhezan ; mired a ra ouzpenn na bignfe betek ennhan meuleudiou an holl draou krouet ; dre he faot an holl grouidigez a zo, en despet dhezan, dalchet er prizoun : Vanitati enim creatura subjecta est non volens. (Rom. 8-20). An den a zilez ar beden, neo mui din euz ar renk huel a zalch er bed. Truez a meuz ouz he ingratiri, truez a meuz ive ouz he zallentez.
.NHO VAR AR BEDEN 311 .NTO
Petra omp-ni, va Breudeur ker, ken paour, ken pin- vidik ? Eur meudadik douar digaset ennhan buez gant an Aotrou Doue, mez barnet da zistrei e douar dar pred merket gant ar brovidanz. Ha keit ha ma vezimp o treuzi ar pennad hent a zisparti hor chavel dioch hor bez, neuz ket bet lavaret dheomp : « Gra euz da dammik buez an implij az pezo choant ! » Keit ha ma vevomp lagad Doue a zo, noz-deiz, o para varnomp, ha da heur hor maro e kavimp an Doue-ze ouz hor gortoz var dreuziou an eternite, ar valanz en he zourn evid poueza hor buez hed-da-hed. Neo ket awalch eta, klask ober mad hon treuz er bed-ma ; evit treuzi ar bed-ma ne vezomp ket pell ; red eo dreist holl, poania da oher mad hon treuz er bed-all. An amzer a dremen ; an eternite a joum, hag en eternite-ze, ni a zastumo ar pez hon devezo hadet epad ar vuez-ma. Sounjomp pe na zounjomp ket, evit an eternite, eun eternite eüruz pe valeüruz, eo e labouromp var an douar.
Hogen, va Breudeur ker, pe seurt labour, dreizomp hon-unan, a chellomp-ni da ober : 1° Hor spered a zo ken eaz da douella, ar peched a choar en em zichiza gant kement a izign, ma taolomp had, aliez heb goud dheomp, e liorz an ifern e leach taol e liorz ar baradoz. 2° Hor chaloun baour a zo ken dinerz, ken douget dan drouk, ma lezomp a gostez ar mad a garfemp da ober evit ober an drouk a garfemp da lezel a gostez : Video meliora, proboque, deteriora sequor.
.NHO 312 VAR AR BEDEN .NTO
3° Hent ar vuez a zo ken digoumpez, ar bed kel leun a skouer fall, an drouk-spered ker karget a fallagriez, guenojen ar vertuz ker striz, ma zeo diez braz, zoken evid ar re ho deuz muia c'hoant da zerc'hel mad, na zeufe ket eun tamm poultren, eur strinkad fank benak da sklabeza hon ene paour ! 4° Hag eur veach hon ene blounset, gouliet, astennet var an hent, marteze lazet gant ar pechet, penaoz la- kaad ar ieched, ar vuez da zistrei ? ha kavet e vezo-hen eur vaz da harpa ar beachour skuiz ha dinerz ? Eur c'houlaouen, da sklerijenna 'n den amc'houlou ? Er zaviou tenn, er pignou rust, ha dond a raio eur Simon Sirene da zizamma an tremeniad ? Ha mar digouez da nerz an derzien beza treach da nerz ar vuez, d'an dentasion rei lamm d'an ene, pa vezo Lazar sebeliet e bez ar peched, ha kleved e vezo eur vouez o lavared : Lazar, sav ac'h-al-lec'h-se: Veni foras ! Respount a raan : ia, ho chavoud a chellomp, mez nho chlaskomp ket en dro dheomp. En dro dheomp petra ' velomp-ni ? tud eveldomp, ken dizounj, ken dichalloud ha ni ? Aliez e leach beza evid hon dourn eur vaz mad dhon harpa, e vezond dindan hon troad eur mean-ruill mad dhon diskar. Mez ar pez ne ma ket e galloud an den a zo e galloud Doue, heb gras Doue, ne chellan ober an disterra tra evit gounid ar baradoz ; ne chellan ket sokenoch ka- voud ar choant, ar zounj da chounid ar baradoz-se : gant gras Doue er chountrol neuz netra hag a ve dreist va nerz : Omnia possum.
.NHO VAR AR BEDEN 313 .NTO
Mez, ha setu ouz petra e rankomp taol evez mad, Doue dre justiz ne vank netra dan den. Mar hon deuz kollet hor churunen : kurunen hor zantelez, kurunen hor galloud, kurunen hon euruzded, piou da damal, nemed-omp. Dre vadelez eta, netra ken, eo e ro Doue dheomp kement a ro. Hogen, va Breudeur, an nep neo dleour a netra, a chell abarz astenn he zourn, merka pe geit ; penaoz ha da biou ech astenno an dourn-ze, ha Doue, var bouez kement-ma, hen deuz diskleriet he volontez. Euz he holl chrasou neuz nemed unan, unan hebken, ar chras da bedi, hag a ve roet heb he goulen ; he holl chrasou all ne vezont roet nemed dar beden ; evid ho chavoud, eo red ho goulen. Mez ive ar beden, eur beden great mad, na chell ket mankoud da veza selaouet gant Doue. * * * § 1er. Ar beden a dle beza nerzuz. Setu e toull ho tor, ar vamm guisket paour, stenet he zal gant an dienez. Var he breach e toug eur chrouadu- rik bihan ; eun all a zalch krog gant he zournik, e korn he zavancher. En eur labourad evit tud pinvidik an douar, an tad a gollaz he vuez, hag he chreg, gant he bugaligou hag he faourentez, a rank, evid terri he naoun, beva divar an aluzen. Eur veach bep en amzer, unan euz ar vugale a lavar : « Va mamm, naoun a meuz ! » Hag ar vamm da ginnig dhezan ne gav nemed he daëlou. Pa he chlevit o lava-
.NHO 314 VAR AR BEDEN .NTO
red : « En hanv Doue, truez, chui hag ho cheuz da ziwered ; truez ouz ar vamm, truez ouz ar vugaligou divisk ha divara ! » ha ne zantithu ket ho kaloun och en em domma hag eur vouez o lavared : « Kemer truez, ha ro aluzen. » Mad, va Breudeur ker, ma vez hor chaloun-ni tene- reat pa glevomp peden eur paour estren, penaoz kaloun ker karantezuz hon Doue a chelfe chomm ien ha di- druez dirak peden he grouadur ? Nann, nann, va Breudeur ker ! ar beden a dle beza nerzuz. (§ eil). Pelloch e zaan : ar beden a rank beza nerzuz.
An dud aliez a vank dho ger. Mad da lavared : eur bromesa ne goust ket ; fall da zevenoud, da zigas ho ger da vir : evid en em zislavared e klaskont, e kavont kant var gant digarez. Aliez all pa brometont, e prometont ar pez a zo dreist ho galloud, hag en desped dho bolontez vad e rankont mankoud dho ger. Doue er chountrol, a zalch atao mad da gement a lavar ; atao he challoud a dizo keit hag he bromesa, ha dindan boan da vankoud dhezan he-unan, ne chell mankoud da zigas he bromesa da vir. Hogen lavaret hen deuz : « Goulennit ha ho pezo, klaskit hag e kavot, skoit var an or, hag an or en em zigoro. » Dalchet eo eta divar bouez he bromesa, ha pa choulennomp e rank reï. Setu perak evidon-me noun ket souezet pa velan Eli o tigas, bep eil tro ervez he choant, ar glao pe ar zechor
.NHO VAR AR BEDEN 315 .NTO
var an douar ; noun ket souezet pa velan Moizez, dre nerz he beden, o rei, epad ar stourmad, ar gounid da bobl Israel. Dre ar beden eme, zant Bernard, e trechomp an holl challoudek : Oratio vincit invincibilem : dreizhi e lakeomp eur vreach da Zoue, ar vreach a bardoun, da ziarbenn ar vreach all, ar vreach a sko : lakaad a reomp an Aotrou Doue da stourm oud-han he-unan : hen derchel a reomp e ger : Petitis et fiet vobis.
Eaz eo goude holl anavoud a beleach e teu nerz ar beden. Ha choant ho cheuz-choui da veza selaouet gant eun tad ? kiit da gavoud mab an tad-se, mar krog ar mab en ho tourn, mac'h en em daol evel d'oc'h ha d'hoc'h heul d'an daoulin dirak he dad, mar laka he beden var ho peden, lavarit heb aoun : « Selaouet ounn ! » Mad, va Breudeur, ni a gav mab an ti dhor chas betek Doue. En em ginnig a ra dheomp he-unan ; evel en em glemm a ra zoken rak ma ne deomp ket atao dhe heul : « Usquequo non petistis quidquam ! pedit hag ho pezo ; e leach ma viot o pedi, me a vezo ganheoch en ho touez. Pedit eta, pedit atao, red mad eo pedi heb en em skuiza morse. » Hag evid lakaad ar skouer vad e kichen ar gourche- men, e tremen he-unan an noz o pedi : Erat pernoctans in oratione Dei. Setu perak ar zent holl ho deuz en em roet dar beden ; choant am befe da lavared eo ar beden he deuz ho great ar pez ma zint.
.NHO 316 VAR AR BEDEN .NTO
Rak-se, va Breudeur ker, dilezel ar beden a zo eur malheur braz evid eun ene ; rak-se choaz, disprijoud ar beden eo ar brasa euz an holl valeuriou. Eun den klanv a chell esperoud ar ieched, keit ha ma kendalch da gemered ar remejou mad a eneb he derzien ; pa lavaro « En holl remejou ne meuz fizianz hebed ha ne gemerin nikun anezho, » eur burzud eo mar teu ar chlanvour da vad. Lod, er goud a raan, a respounto marteze : Me a bed, ha koulzgoude ! Chui a bed, ha koulzgoude ! Koulzgoude petra, va breur paour, va choar ger ? Selaouit, ha chui her guelo. * * * Perak hor pedennou ne vezont ket atao selaouet. Goulen a rit, ha beteg-henn, ho koulen neo ket bet selaouet gant Doue, a lavarit ! Ama sant Ogustin a choulen ouzoch dhe dro : 1° Piou ' och-choui ? 2° Petra ' choulennit-hu ? 3° Penaoz e rit-hu ho koulen ? Ha kerkent ar memez sant a respount evidomp : 1° Kalz tud a bed, ha ne ma int ket, ne choulennont ket beza mignouned dan Aotrou Doue : Mali petitis ; 2° Kalz a bed, hag a choulen traou noazuz dho ene : Mala petitis ; 3° Kalz a bed, mez ho feden neo ket great en doare ma fell da Zoue : Male petitis.
.NHO VAR AR BEDEN 317 .NTO
Setu aze an tri mank braz hag a zeu, an eil pe hegile, avechou zoken ho zri var eun dro, da renta didalvoud hor peden.
Ha da genta, lod a bed, heb beza, nag heb klask en em lakaad en eur stad vad dirak Doue : Mali petitis. Eur galoun disklabez a beched, ervez S. Jakob a Nizib, a zo aleiz guelloch peden eged an holl gomzou a chell hor muzellou da lavared. Eun ene mad ha ne ra nemed en em zerchel gant karantez dirag Doue, a denno varnhan grasou an Env kalz kentoch eged na raio holl goulennou eur galoun stag ouz ar peched. Beza er stad a chras pe gaoud eur guir choant da zilezel an dizurz, setu eta, araog pep tra all, ar pez a chell lakaad an Aotrou Doue da gleved hor peden. Euz a gement-se, me ho kemer hoch unan da destou.. Kavoud a rit e toull ho tor eur paour hag a vag ou- zoch en he galoun eur gasouni direzoun. Ken aliez gueach ha ma kav an dro, ne vank morse dho tispri- joud, dho tismeganzi. Eur veach, diou ha teir, lakeomp tregont gueach mar kirit, ech ankounachait he ingra- tiri hag an implij fall a ra euz ho madoberou ; mez dond a raio eun devez ma lavarod : « Evid an anaoudegez vad a ziskouez, e talv nebeud din ober dhezan ar vad a raan ! Hag hen dilezot. E leach ar paour dirak ar pinvidik, kemeromp ar pecher dirak Doue. Ar pechet a zo enebour an holl challoudek : Euz a holl vadoberou he Grouer ne ra ken implij nemed evit
.NHO 318 VAR AR BEDEN .NTO
melkonia he vadoberour : Dizenori a ra he hano ; her goud a ra ha koulzgoude falloud a ra dhezan kender- chel da veva en dizurz. Hag e sounj dheoch e chalfe Doue selaou eun hevelep peden ? Ne dle ket hen ober, ha nher gra ket. Setu hen o vond, var he gar a vrezel, da beur-zistruja pobl Israël. En eun taol kount, dourn an Aotrou Doue en em astenn a dreuz an hent evid hen diar- benn. Diskaret var an douar, hag o velet ar choun- troun o virvi dija en dro dhe izili evel en eur chorf anter-varo, Antiochus, ar roue difeiz, a ra he beden da Zoue. Goulen a ra trugarez ha pardoun, ha Doue dhezan na pardoun na trugarez ne ro : pecher eo, ha guir choant da zistrei nhen deuz ket : mervel a ra heb ma ve bet selaouet he beden.
Va Breudeur ker, hag anavoud a reomp-ni brema perak kement a bedennou a jomm dinerz ha dichal- loud. Piou ac'hanomp a c'hell e guirionez lavared : ne meuz, me, peched hebed var va choustianz, pe mar deuz unan benak ne meuz ken aket nemed da ober anhezan pinijen. Pa sko ar boan, an dristidigez, ar chlenved var dor hon ti, neuze guir eo,e teu da zounj dheomp a Zoue ; keme- red a reomp, goude beza hen dilezet re bell, hent an iliz. Pedi a reomp, rak ma rankomp anzao neuz nemed Doue hag a c'helfe, e guirionez, ober d'heomp ar vad a choulennomp.
.NHO VAR AR BEDEN 319 .NTO
Mez Doue, euz he gostez, ha ne chelfe ket respount d'heomp : « Piou oc'h-c'houi, a be bann, a be gevren ? Noch ket euz va jervicherien ; nhoch anavezan ket. » « Eo, hoch anavoud a raan. Keit ha ma kavit euruz- ded en ho tizurz, ne brizit ket dond da m chaoud ; dourn ar malheur eo ho tigas ; mez ho peched a zigasit d'hoch heul ; diout-han ne fell ket dheoch distaga ho kaloun, ho pedi a raan da zistrei, ne zistroit ket ; choui a m fed da gemered ouzoch truez : truez hebed na ge- merin. Distroit ouzin, ha me zistroio ouzoch ; va zelaouit ha me ho selaouo. »
Ouzpenn ma pedomp aliez gant eur galoun stag ouz ar peched, e pedomp aliesoch marteze evit goulenn traou noazuz dhon ene paour : Mala petitis. Va Breudeur ker, pa reomp var-n-omp hon unan eur zell piz ha leal, e rankomp anzao e zeuz en hor spered kalz a denvalijen hag en hor chaloun kalz a zempladurez. Achano kement a bedennou great da Zoue evit goulenn, aliez heb he zounjal, traou noazuz dhor zilvi- digez. Pouezomp mad, hor pedennou ha guelomp. Goulenn a reomp, mar kirit, iec'hed ar c'horf. En- han he-unan ar goulen a zo mad, rak e touez holl vadou ar bed-ma, ar ieched a zalch ar renk kenta : heb ieched na danvez, nag enor ne zigasont eur guir blija- dur. Mez marteze ar ieched a choulennit a dle kas da fall eur ieched all a huelloch priz : ieched an ene ! Nag a bet a zo bet digaset varzu Doue gant ar chlenved, ha
.NHO 320 VAR AR BEDEN .NTO
gant ar ieched pelleat diout-han. Eur prosez ho cheuz ; goulenn a rit digant Doue ar chras dher gounid ; ha marteze, mar her gounezit, rak ma rit eur prosez disleal, choui a raio gaou ouz ho nesa, ha var eun dro, gaou ouzoch hochunan. Goulenn a reomp enoriou, danvez, galloud ! ha beza vez-hen atao evit galloud guelloch servicha Doue, evit ober brasoch aluzennou, evit reï talvoudusoch skouer vad ? her chredi, her zounjal a reomp marteze ; mez marteze ive an Aotrou Doue hag a lenn e plegou muia kuzet kaloun an den, a vel ne reomp dhezan hor peden nemed er guel a falz plijadureziou ar bed-ma : ar berra hent evid hor choll, evel ar pounnera taol a chelfe da skei varn-omp, e ve selaou hor peden, ha rei dheomp ar pez a choulennomp, ha neuze, tad mad ha gouezieg, e nach ouzomp evid hor mad, ar pez a fell dheomp da gavoud. En em glemm a reomp aliez, her goud a raan ; mez, eun deiz da zond, pa anavezimp mad hor guir interest, e lavarimp gant sant Ogustin : Bennoz dheoch, o va Doue, rak ma selaouit achanon ervez izomou va zilvidigez ha nann ervez ioulou faziuz va chaloun. Euz ar seurt pedennou-ze, ker stank koulzgoude en hon touez, e teu Doue den em glemm el leoriou sakr ; « Servire me fecisti peccatis tuis, et laborem mihi prbuisti iniquitatibus tuis : Choant ho cheuz e kemerfen perz en ho pechejou, hag ho tizurziou a m laka nechet. Dre bleg va chaloun, hon douget dho zelaou ; ha koulzgoude, mar selaouan, e lakaan e dourn va chrouadur ar goun- tel-ehun a dle laza he ene : Perak na heulit-hu ket ar
.NHO VAR AR BEDEN 321 .NTO
venojen merket ganhen : Qurite primum regnum Dei et hæc omnia adjicientur vobis. Gloar Doue, baradoz Doue, silvidigez an ene, er penn kenta ; an traou all, en eil renk, ha choaz ne dleit ho goulen nemed e ke- ment ha ma challont hoch harpa var hent an Envou. Respount a reot marteze din : « evidon-me, ar pez a choulennan dreist pep tra, eo ma reno karantez Doue e m chaloun, ha ma vezin atao treach da m holl dechou fall, ha koulzgoude, en desped da m fedennou, pet gueach na vez ket va zempladurez treach da m bo- lontez vad. » Va Breudeur ha va Choarezet kristen, ho komz a chell beza guir ; kared a rit Doue ; ne choulennit digant- han nemed ar chras dher chared muioch hag evelkent e rankit aliez lavared : ho pet ouzin truez, o va Doue, pecher paour ma zoun. Mez piou da damal : Doue, ar beden, pe chui ? Va Breudeur ker, ne damallomp na Doue nag ar beden ; en em damallomp hon unan, rak aliez ne bedomp ket en doare ma zeo dleet.
Kement hini a lavaro : « Aotrou, aotrou ! » ne gavo ket a zigemer e rouantelez an Env. Red eo, pedi gant eur guir choant da jervicha Doue ; red eo pa beder, goulenn ar pez ' zo mad ; mez red eo ivez her goulenn ervad, evel ma fell da Zoue. 1° Red eo pedi gant humilite ha gant resped. Doue zalch penn dar re ourgouilluz hag a ro he chras dar re humpl. Guelit ar farizian hag ar publikan. Ar chenta a ia er penn, huella euz an templ ; ne briz na plega he 21 .NHO 322 VAR AR BEDEN .NTO
dal na plega he chlin ; e leach displega he izomou e tispleg ar mad a gav ganthan a ra. Egile, daoulinet, pleget he benn, a sko var boull he galoun : anzao a ra pegen doaniuz eo he stad ; pardounet eo. Va Breudeur, penaoz e pedomp-ni ; pe seurt resped e zigasomp-ni dhon heul en ilizou Jesus-Krist ? pa gao- zeomp ouz Doue, ha diskouez a reomp-ni ker braz resped a ziskouezomp dirak eun den hag a zo er chargou huel ?
2° Red eo pedi gant evez. Eur gomz, skrifet el leoriou sakr, a gouez var benn kalz achanomp : Populus hic labiis me honorat, cor autem ejus longe est a me. Ped gueach ne bedomp-ni ket a chinou hebken ? Hor penn ' zo dizolo, hon daoulin pleget, hor muzellou a finv : Labiis me honorat. Mez hor spered, mez hor chaloun, peleach e maint ? Doue koulzgoude a zell ouz ar galoun da genta ha dreist pep tra : Deus autem intuitur cor. Penaoz esperoud hor zelaouo ma nen em zelaouomp ket hon unan. Pa vank, dre hor faot hon unan, hor spered hag hor chaloun da bedi da heul hor chorf, ar beden a goll he hano : neo mui nemed trouz muzellou.
3° Erfin, va Breudeur ker, peleach e ma ar re a bed gant eur guir feiz ; ar re a lavar : Si vis, potes me mun- dare ; peleach ar re a gendalch da bedi, heb en em skuiza ; a chortoz, a laka gortoz var gortoz (Expecta, reexpecta) ken na blijo gant Doue ho zelaou ? Ha choant ho cheuz-choui da veled eur beden great evel ma zeo dleet ? « Ha setu, eme an Aviel, eur vaouez a Ganan o tond da gavoud Jezuz, en eur grial : Aotrou,
.NHO VAR AR BEDEN 323 .NTO
ho pet truez ouzin, rak va merch a zo gwall gaset gant an droug-spered. Ha Jezuz ne respountaz ger, hag he ziskibien tostaad out-han ha lavared : kasit-hi diou- zoch, rak krial a ra var hor lerch. Ha Jezuz lavared dhezi : nounn digaset nemed evit ar re euz pobl Israel ho deuz izom a zikour. Hag hi dond, hag en em strinka dhe dreid en eur lavared : Aotrou, va jikourit. Hag hen respount : Neo ket mad kemered bara ar vugale evid hen taol dar jas. Hag hi lavared : guir eo, Aotrou ; koulzgoude ar jas a zebr ar bruzunachou bara a gouez e starn an daol, euz a dorz ho mestr. Ha Jezuz lavared dhezi : Braz eo ho fizianz ; ra vezo great evidoch ervez ho choant : Fiat tibi sicut vis. » Hag he merch, dar pred-se krak, en em gavaz pare. Va Breudeur ker, e peden ar Gananeen, guelit pebez fizianz, guelit pebez perseveranz ! mez ivez guelit pebez burzud a ra evit-hi mab Doue. Lavared hen deuz : « E guirionez, e guirionez, mar ho pe feiz, eur feiz, eur fizianz ha ne ve ket brasoch evid eur chreunen seneve, e tiblasfach menezion. » Ia, eur beden great mad a zo treach da Zoue he-unan. Setu perak, va Breudeur, pedomp, pedomp a greiz kaloun, pedomp heb en em skuiza morse, pedomp evel ma fell da Zoue, ha mar hon deuz aoun na ve ket great mad hor pedennou, da vihana lavaromp aliez : Va Doue, deskit dheomp pedi : Domine, doce nos orare. AMEN.
.NPO (324)
II
Jesus doktor an dud
Magister vester unus est. Magister vester Christus.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
An dud nen em glevont ket evit rei dan nesa ar pez a zo d'an nesa : nen em glevont ket muioch evit rei da Zoue ar pez zo da Zoue. Ouz piou senti ? Ar bed-ma, zo evel eun horolach. En horolach, pep tra hen deuz he renk, he labour. Hogen, me vel er bed, he renk, he labour merket dan Env, dal loan mud, dan heol, dar vreunen blouz… Daoust hag an den a ve lezet gant Doue da veza fall pe vad ervez he volontez, da vont a gleiz, a zeou, ervez ma sonj ?.. An dra-ze ne chell ket beza. Hen eo roue an douar hag a dle kaout ive, muioch, a rank kaout ive he renk, he labour, he benn beach. Ha krouet e ve hen evit traou ar bed-ma hebken ? Nann. An dra-ze ne chell ket beza. Er bed, petra zo ? Enoriou, madou, plijaduriou. Mez tremen a reont. Keit ha ma padont e lezont choaz ar galoun goullo : Affer, affer… Aliez dho heul e teu neach
.NHO JESUS DOKTOR AN DUD 325 .NTO
ha poan… Ne zavont ket an den dreist a loened mud…. Ha goude beza tanveat anezho e ranker lavaret : Vani- tas, vanitatum et omnia vanitas. Ia, koumoul, traou netra, holl draou ar bed-ma, præter amare Deum et illi soli servire. Setu aze evit petra eo bet krouet an den : evit ana- voud Doue, he garet, he zervicha. Mez piou a zesko dheomp anaout Doue ? Piou he garet, he zervicha evel ma zeo red ? Magister vester, unus est, christus. * * * Pa deu eun den da glask hon trei a du ganthan, tri choulen da ober : 1° Piou ochchoui hag a berz piou e teuit ? 2° Pe seurt mennoz ho tigas ? 3° Ha gouzout a ritchoui mad, ar pez a glaskit deski d'heomp. Jesus-Krist a zo deuet hag a respount : Piou och- choui ? Mab Doue ha Doue va-unan. Euz he berz e teuan. Mab Doue… etc… Testeni au brophetet ; tes- teni an Tad hag ar Speret Santel : Hic est filius meus dilectus in quo mihi bene complacui ; testeni ginevelez, buez, maro, burzudou hor Zalver ; testeni he Ebestel… Testeni ar sperejou brasa… Mar deo maro Sokrat, maro eun den fur, a lavare unan, maro Jesus ' zo maro eun Doue. Dirak Napoleon, eun devez, eur general a lavare traou divar benn ar relijion. « Keuz a meuz, a lavaraz
.NHO 326 JESUS DOKTOR AN DUD .NTO
dezhan an Impalaer, da veza ho kreat general. Me anavez pell ' zo petra eo eun den ha Jesus-Krist a zo ouspenn eun den, kredit achanon. » Doue eo, eta, ha guir hen deuz da zont da gelenn ha da veza selaouet.
Pe seurt mennoz hen digas ? Pe seurt mennoz ? Guelit petra ' reas : Transiit benefaciendo et sanando omnes ; petra lavaras : Beati qui persecutionem… beati qui… ; petra hen deuz savet etouez an dud : Jam non dicam vos servos, sed amicos… Netra ken kaer eget he vuez penn-da-benn, netra ker kaer, ive, ha ken gla- charus eget he varo… Daou zevez araog ma varvas, etc… Ma hen deuz prezeget neo ket bet, sur, evithan he-unan. Rak nhen deuz kavet, etouez an dud, anaou- degez vad hebed.
Ha gouzout a rea hen mad ar pez a glaske deski dheomp ? Ia, rag Doue eo. Doue a vel pep tra, ' ana- vez pep tra. Ar religion hen deuz skignet a zo al liamm a stag an den deuz an Aotrou Doue ha deuz ar baradoz. Jesus-Krist ' anavez mad petra eo Doue, petra choulen, pehini eo an hent da vont dan Env. Anavoud a ra ive petra eo an den, rak den eo he- unan : Tentatum per omnia pro similitudine absque peccato. Ne chell ket eta hon troumpla. Ha rak-se eo hon doktor, hor guir mestr-skol… Red eo eta he zelaou, senti outhan. Muioch zo :
.NHO JESUS DOKTOR AN DUD 327 .NTO
* * * Magister vester unus est Christus : n'euz doktor all hebed nemet-han. Hag e teufe eun eal da brezeg dheoch eun Aviel dizhenvel, nher chredit ket, eme sant Paol. Ha koulz- koude, prezeg a rear eneb Aviel Jesus-Krist. Ama, adarre, tri goulen da ober. 1° Piou och-choui ; 2° a berz piou e teuit ; 3° ha goud mad a rit ar pez a lavarit ?
Piou och-choui ? Selaouit sant Paol (II. Tim. 3. 1.) : Erunt homines, seipsos amantes, cupidi, elati, superbi, blasphemi, parentibus non obedientes ingratis, scelesti, sine affectione, sine pace, criminatores incontinentes, sine benignitate, proditores, protervi, timidi et voluptatum amatores magis quam Dei, habentes speciem quidem pietatis, virtutem autem ejus abnegantes, et hos devita semper discentes et nunquam ad scientiam veritatis, pervenientes, resistunt veritati, homines corrupti mente ; reprobi circa fidem…
A berz piou e teuont… Setu Voltaire, Rousseau, Lu- ther, setu ar falz-doktoret deuz hon amzer : a berz piou e teufont nemet a berz an hini a lakeaz da genta 'n den da fazia pa lavaraz dezhan : Nequaquam moriemini, sed eritis sicut dii scientes bonum et malum. A berz hennez, ive, e teu ar re ' ra hirio brezel da religion dre al leoriou fall, dre ar chazetennou milliget, dre an dud fall hag a zo paet evit distaga an den deuz Doue. Sellit,
.NHO 328 JESUS DOKTOR AN DUD .NTO
guelit, selaouit. Petra ra dan den-ze ar pab… an iliz… ar relijion ? Drouk ebet. Ha koulzkoude, mantruz eo klevet ar pez a lavar en ho enep. Tud milliget ! ho la- bour a voue bet lavaret gant Jesus diwall out-han : Si me persecuti sunt, et vos persequuntur.
Pe seurt mennoz ho deuz ? A fructibus eorum cognos- cetis eos. Petra ' lavar Jesus-Krist, an Iliz, he ministred ? Karet Doue, en em garet hon-unan ervez Doue, karet an nesa. Hag hi petra ' lavaront ? Ar religion ! mad da netra. Petra lakeont en he leach ? Doue an aour, doue an enor, doue ar blijadur… Tud digar ! O lavaret dan dud neuz Doue na baradoz hebet, ne lezont gant ar paour, gant an daou farz deuz tud ar bed-ma, netra dho frealzi en ho foaniou. Ar religion ebken a skor al labourer, a ro frealzidi- gez d'an den klanv, a zoupla anken an den glac'haret, a ro esperanz pa goller an dud, a ro nerz da zougen ar chroaziou… Tud paour a vo ar muia atao. Daelou vo bepred. Ha neuze, abred pe zivezad, e vo ar vered ; ennhi, holl draou an douar a iel e teuz.
Hag anavoud a reont ar pez ma kozeont divar he benn ? Nann. Me zo ' vont da galvez : iit dar skol gant eur chal- vez ; me zo ' vont da vortolod : iit dar skol gant eun den a vor. Mad, abarz komz a religion eo red he studia ; gouzout mad petra eo Doue ; kaout skiant ar zent.
.NHO JESUS DOKTOR AN DUD 329 .NTO
Hag ar fals doktoret ? Gant piou int bet er skol ? Gant tud fall ha na ouzont netra. Morse eta ne veritont beza selaouet. Evelse bezet great.
* * *
.NPO
III
Prezegen var Zakramant an Aoter
Ego sum panis vitæ Me ' zo ar bara a vuez.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Adorasion ' zo en ho parrez. Holl e teufot dober an adorasion. Holl e rafot eur gofesion vad hag eur gom- munion evel ma zeo dleet. Mez ar gommunion, kristenien, neo ket da gemeret hebken, bep tro ma ve adorasion pe mission en eur barrez, neo ket da gemeret hebken, eur veach ar bloaz da bask, mez da gemer aliez, choant a m beffe da lavaret da gemeret bemdez. Ego sum panis vitæ : me zo 'r bara ' laka da veva, eme Jesus-Krist. Rak-se, an hini hen deuz choant da veva ervez Jesus-Krist a dle kemeret aliez euz ar bara-ze. Hag e karfen lavaret deoch, hirio, e berr gomzou, an dalvoudegez a chelfot da denna deuz ar gommunion. Sant Thomas, o kozeal divar benn Sakramant an Aoter a lavare : Beza 'z eo eur bara, eun tammik henvel deuz an hini ' ve kavet var an daol e pep ti. Doue, evit chomm ganheomp, hen deuz kemeret liou ha blaz ar
.NHO VAR ZAKRAMANT AN AOTER 331 .NTO
bara, rak ma ra Sakramant an Aoter evit hon ene ar pez a ra 'r bara evit ar c'horf. Hogen, evit ar chorf, ar bara ' deu : 1a) da rei dheomp a nevez an nerz a gollomp dre hon labour ; 2l) ar bara hon laka da greski ; 3de) ar bara hon laka da veza laouen. Evit hon ene, Sakramant an Aoter a ra ar memez tra. * * * Ar gommunion a deu da renevezi hon nerz. Va Breudeur ha va Choarezed kristen, nerz a gol- lomp, bemdez. Evit hor chorf netra surroch. E berr am- zer e zafe da netra ma na vemp, atao, var ervez. Eur zach goullo ne jom ket pell en he zav, a lavare hon Tadou koz. Dribi ' ranker. Neuz par dar bara evit dercbel an den en he bloum. Doue, evel dre virakl, a laka 'r bara-ze dober heol en hon izili ha goad en hor goazied. Mad, kristenien, ar pez a ziguez evit ar chorf a ziguez, ive, evit hon ene. « Er bed-ma, ' lavare sant Ogustin, e roomp taoliou, avechou. Mez skoet e ve var- nhomp ive taoliou. Hag aliez an taoliou-ze ' ve ken pounner, ma na zantomp mui tammik nerz ebet en hon ene. » Piou en ho touez, va Breudeur ker, zoken an hini zo 'r guella gant Doue, nhen deuz ket, avechou, santet he dammik kaloun o vankout dezhan ? Piou, deur mare pe da vare deuz he vuez, nhen deuz ket bet difizianz deuz an dud, diskredet var an Aotrou Doue ha bet ten-
.NHO 332 VAR ZAKRAMANT AN AOTER .NTO
tet da glask he blijadur er bed, var digarez ma zeo diez kerzet var hent ar baradoz ? Oh ' dar mareou-ze, dreist holl, pa vez ar galoun kaset da netra, pa vez an ene kemeret, gounezet gant an drouk-spered, dar mareou-ze eo mad mont da gommunia. Gellout a reomp, sur eo, kaout nerz da stourm en eur ober actou a feiz, a esperanz, a garantez. Chacha chellomp, dre ar beden, gras Doue varnhomp. Mez netra ne roio dan ene kement a nerz eget ar gommunion. « An hini ' zreb va chorf hag a ev va goad er gommunion, eme Jesus, a vezo ennhon- me ha me vezo ennhan : Qui manducat meam carnem et bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo. » Daoust, Breudeur ha Choarezet kristen, ha bresk e chelfemp beza, ha dinerz a chelfemp en em zantout choaz, pa vezomp harpet var hor Zalver Jesus-Krist.
Histor : Sonis e Patay. O vont dar stourmat, eur mi- gnon a choulenne diganthan ha nhen doa ket aon. Sonis hen doa kommuniet deuz ar mintin, en devez-se. Hag en eur lakaat he zourn var he beultrin, e lavaras : « Doue ' zo aze : rak petra 'm beffe aon ? » * * * Ar gommunion a ro nerz dhon ene ; a ro dezhi an nerz a goll bemdez, dre an tentasionou, evel ma ro 'r bara nerz dar chorf goude ma ve bet dinerzet gant tomder an heol pe skorn ar goan. Mez neo ket avoallach kaout nerz en hon ene. Red eo he lakaat da zigeri, da greski. Neuz forz pegen krenv
.NHO VAR ZAKRAMANT AN AOTER 333 .NTO
e vo eun den, ma chomm, atao, bihan e vo eun dra fall awalc'h… Eun devez, sant Ogustin ' oa, gant glachar ha mel- koni, o sonjal en he vuez tremenet. Ha leach hen doa 'r paour-keaz den, da lakaat he speret diez. Er penn kenta deuz he vuez oa bet gwall droet gant ar bed. Dile- zet hen doa he vuez fall : deut oa varzu Doue. Hag e sounje penaoz en em gemer ar guella evit dont da veza, nann eur zant, mez eun den mad. Hag e klevaz eur vouez o lavaret dezhan : « Ogustin, » kea da gommunia. Ma zez da gommunia, neo ket » Doue ' vezo chenchet ennhoud, mez te vezo chenchet » e Doue. » Da lavaret eo, va Breudeur ker, ma zez da gom- munia neo ket Jesus a gemero plegou fall Ogustin, mez Ogustin a gemero karantez Doue , madelez Doue, justis Doue. Deuz a zen dont da veza henvel ouz Doue ! Setu aze hag a zo brasaat, kreski. Hag e guirionez, va Breudeur ker, ar re ' ia da gom- munia aliez, nann holl evelkent, rak lod ne gom- muniont ket evel ma zeo dleet, lod ne deuont dan daol zantel nemet dre voazamant hag ennho ar gommunion a ra, evel eul louzou kemeret araog he vare, var eun den klanv, mez ar re ' ra kommunionou mad a zo, en ho buez, eun dra benag euz a Zoue. Ho drem a zoug varzu ennho ; ho chomz leun a zousder a ra plijadur ; en ho speret e zo eun dra benag hag a entent guelloch an traou, en ho bolontez eun nerz hag ho foulz, atao, dober mad…, etc. Histor sant Hyacinthe…
.NHO 334 VAR ZAKRAMANT AN AOTER .NTO
* * *
Ar gommunion a deu da rei levenez. Digarez a ve kavet da jomm heb kommunia. Ma ve red dalcher ar galoun atao e stad da vont da gommunia, neuze na ve plijadur ebet ken… neuze, na dans, na par- doun, na foar. Hennez eo, lavar an dud. Selaouit brema lavar Jesus. Eur veach, Jesus a rea eun diskuiza, e kichen eur puns, pa deuaz eur plach iaouank da gerchat dour. Ar plac'h iaouank-ze he doa klasket, 'n dra chelle, he flijadur ebarz er bed. Er plijadureziou-ze he devoa lezet zoken, tammou deuz he enor. Ha Jesus a lavaraz dezhi : « Oh ! ma guesfet pegement e zo muioch a blijadur o c'heul an Aotro Doue : Si scires donum Dei ! » Hag e guirionez, va Breudeur ker, daoust hag ar plija- duriou a ro ar bed a chell beza lakeat e kemm gant ar plijaduriou a ro an Aotrou Doue. Holl ho peuz bet kemeret kalz pe nebeut deuz plijaduriou ar bed. Ous- penn-ze, beza ' zo en ho zouez ha nint ket difennet… Mad, pet gueach eo bet karget ho kaloun gant ar pli- jaduriou-ze ? Daoust hag aliez nho deuz ket lezet var ho lerc'h tritidigez ha morc'hed ? Ar guir, blijadur, an hini ' laka 'n den eürus, eo an hini c'heller kemeret heb aon na mez. Plijaduriou ar bed ' zo prenved enho… Mez ar plijaduriou a gaver gant an Aotrou Doue a zo iac'h ha sansun bepred. Ar c'hristen a zigemer, aliez, hag e giz ma zeo dleet, Jesus en he galon dre ar gom- munion, a vo laouen he lagad atao, eün he zell, eaz he
.NHO VAR ZAKRAMANT AN AOTER 335 .NTO
goustianz, etc… Menech, surzet, tud devot, ral e ve du ho zal… * * * Kemerit, eta, hirio, ar mennoz santel da gommunia alies ha da gommunia mad. Var an douar e vezoch euru- soc'h… Er baradoz e vezoch sent divezatoch. Evel-se beza great.
* * *
.NPO
IV
An Heur Zantel
Meur a heur, tremenet en hor buez. Evit piou ? En eur ober petra ? Pegement a dalvont, dreist holl, dirag Doue ? Hag holl int-hi bet heuriou santel ? Setu eun heur all, an Heur Zantel he hano ! Penaoz hag e peleach he zremen guelloch eget ama. Eun devez tremenet e charz aoteriou Jesus a dalv dek kant tremenet er bed : Quia melior est dies una in atriis tuis super millia. Ps. LXXXIII. * * * E petra sounjal epad an heur-ma ? Gueach all sant Paol a lavare : Christus heri, hodie et in sæcula : Jesus-Krist a voa deach, a zo hirio, hag a vezo da viken. Jesus-Krist a ioa deach : Evit hon prena : E Bethlehem, E Nazaret, Var ar groaz, o klask an danvad dianket. Ha ni, deach ive marteze, ne zounjemp ket ennhan, nher zelaouemp ket, a deche pell.
.NHO AN HEUR ZANTEL 337 .NTO
Jesus-Krist a zo hirio. Evit hor mad, hor zelaou : Var an Aoter : Cum dilexisset suos, in finem dilexit eos. Ni ive hirio, tost dezhan, a unan ganthan… Oh ! nag hir eo an noz ! Veni, noli tardare… Omnia sunt parata.
Jesus-Krist varchoas kenta : Er gommunion hag o lavaret dheomp : Ego ero mer- ces tua magna nimis. Ha ni: Vivo ego, jam non ego, vivit vero in me Christus. Jesus-Krist, varchoas goude : Hor churunen en Env. Ha ni neuze, eurus ganthan da viken. Sounjomp mad en teir guirionez-se. * * * Va Breudeur ker, er bed-ma pep tra ' dremen. Treme- net eo ive an heur-ma. Komzet hon deuz kaloun ha kaloun gant Jesus-Krist. Hen trugarekeat, her meulet, hon deuz ; goulennet he chrasou, goulennet dreist-holl ma vo iviziken, peb heur henvel deuz houn-ma,tremenet dirak Doue, er guel a Zoue, o veuli Doue, evit ma teuio var- lerch, eun heur eurusoch… eun heur heb fin, heb kemeskaillou a boan, a dristidigez… heur ar baradoz. * * * - Ha brema, lavaromp : Kenavo, o va Jesus! Pe vel- 22 .NHO 338 AN HEUR ZANTEL .NTO
loch choaz : Jesus deuet da m heul dre ho karantez : In pace, in idipsum dormiam et requiescam. Evel eur chrouadur var galoun he vamm, ra gouskin en eur zonjal ennoch, en ho madelez, en ho karantez, en ho peoch, en eur lavaret : Meulet ra viot, hirio, varchoas, da viken. AMEN.
* * *
.NPO
V
Aliou eur pastor dhe barrisionis goude eur mission pe adorasion
Regnum Dei intra vos est. Choui zo brema, e rouantelez Doue.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Eun dra gaer eo guelet, epad eiz devez, eun iliz leun a dud diredet ennhi evit pedi Doue, evit selaou komzou Doue, evit deski lezen Doue, evit meuli Doue, goulen pardoun ouz Doue. Ha koulskoude setu ar pez hon deuz guelet er zizun dremenet. Deut och holl, pedet ho cheuz, keuz ho peuz bet dho pechejou… Transtulit quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. Ar peoch a zo great etre Doue ha chui : holl och brema bugale da Zoue. Doue ' zo eat ganeoch euz an iliz-ma dho ti : Depositum custodi. Grit ma nhen devezo ket a geuz : taolit evez d'he goll, dher guerza : grit ma chen em blijo ganeoch. Mez evit-se grit evel eun iliz deuz ho ti : 1a) Eun ti a beden, a veuleudi da Zone ; 2l) Eun ti a respet, a zoujans Doue ; 3de) Eun ti a urz vad, a berz an holl ; 4re) Eun ti a garantez, etre peb den.
.NHO 340 ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION .NTO
* * * 1. Eun ti a beden. Non in solo pane vivit homo, sed in omni verbo quod procedit de ore Dei. Ar beden eo bara, magadurez an ene. Pedi mintin ha noz, pedi holl, koz ha iaouank, mestr ha mevel, deski dar vugale pedi, derchel mad ma pe- dint. Tad ha mamm ha na zeskont ket dho bugale pedi, tad ha mamm evit hanter hebken.
2. Eun ti a respet Ger ebet morse enep ar reli- jion. Respet ive da hano Doue : morse, na sakreou na nondeou. Respet choaz dan den he-unan : Komz vil, komz lous hebet morse. Beilla dreist holl, e kever an dra-ze, e kever ar vugale iaouank hag e kever ar miti- zien. Rak, siwas ! aliez plach ha mevel a goll bugel.
3. Eun ti a labour ervez Doue, a labour kinniget da Zoue. Peb den a rank labourat ervez he stad : Lod gant ho fluen, lod gant ar chi-koun, lod gant ar bal, an alar… Al labour n'eo ket eun dizenor. An didalvez a zalc'h dindan an heol eur plas didalvoud. Mez en eur labourat evit ar chorf, labouromp ive evit hon ene… Lod a la- bour enep Doue, lod heb kaout sounj a Zoue. Labou- romp da heul an Aotrou Doue… Labouromp atao a du gant Doue.
4. Ti a urz vad. Peoch ha karantez etre an daou bried : Anez e veffent evel daou chaleouner, chaden- net an eil ouz egile.
.NHO ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION 341 .NTO
Skuer vad a berz ar pennou tiegez. Mar lavarit dho mevellien : kit da labourat heb mont asames gantho, e reint, sur, labour fall. Mez mar lavarit dezho : Deomp dar park, ha ma labourit gantho kewred, e raint la- bour vad. Evelse ive, ma lavarit dho pugale, dho me- vellien : iit dan ofern, iit a govez, lavarit ho peden- nou heb ober hoch-unan ar pez a lavarit dezho, ne rint ket kalz a van. Mez, ma lavarit dezho ober eun dra benag hag a rit hoch-unan, e rint atao anezhan a volon- tez vad.
Dorn karantezuz, mez ive nerzus, evit renka pep tra ha pep den : Firmiter et suaviter. Lakaat eun hual dan troad re skanv, eur vistign dar penn re avelek, eur vorail en nor, dan trezenner. Arabat lakaat ar vaz en tân, mez he espern, ha ma vez red, labourad ganthi. Goude an dra-ze holl, ma na cheller dont da renka mad an tiegez, ne eller ober tra all nemet vouela ha pedi… Histor santez Monica ha sant Augustin. Monica chounezaz dre he daelou, he fedennou, he mab da Zoue. Griit eveldhi. Nerzuz eo bepred ar beden var kaloun Doue. AMEN.
* * *
.NPO (342)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.
.NPO (343)