XI
Reading edition
Prezegen var an ifern
Discedite a me maledicti in ignem æternum. It pell diouzin dan tan eternel. (S. Vaze, 25-41).
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Ar bed-ma holl a zo meurbed din a druez, rag ne gaver ennhan, koulz lavaret, den ebed, hag a sounjfe a vir galoun pe evit tra eo bet krouet gant Doue. Touellet gant afferiou, madou, plijadurezou an douar, trechet gant techou fall hor chalonou, dallet gant troumple- reziou ar bed ha finesaou an drouc-spered, e vevomp evel tud ha nho deffe kount ebed da renta euz ho buez, evel tud ha nho deffe goude ar maro, netra da zouja, netra da esperout. Ha koulskoude, tud dizounj ma zomp, eun heur a zeuio, heur a spount hag a enkrez, ma rankimp, dre daol ar maro, kimiada dioch holl draou an douar. Eun heur a zeuio, heur a drubuil choaz brasoch, ma choulenno ouzomp ar barner just eur gount piz ha didruez euz hor buez, penn-da-benn ; eun heur a zeuio, heur a rann-galoun heb he far, ma velo an den, maro
.NHO VAR AN IFERN 247 .NTO
er stad a beched, an ifern gant he boaniou digor frank evit he lounka da viken. Euz an ifern-ze, kristenien, eo e teuan hirio da gozeal deoch. Klevet a rear, lod tud o lavaret : « Marteze neuz ifern ebed ! » Diskuez a rin deoch e zeuz, e tle beza eun ifern. Kleved a rear tud hag a lavar: « Marteze neo ket guir kement, a glevomp divar benn an ifern ! » E zan da lavaret deoch petra eo. Eun ifern a zo ; petra eo an ifern-ze ? Setu eta he daou cher ar gelennadurez-ma. Perak, a lavarot marteze din, perak kozeal dheomp euz an ifern ? Perak ? va Breudeur ker, perak a lavarin- me da m zro, perak pa vez taget mab an ti gant eur chi klanv, e lavarer dan dud : « taolit evez, eur chi klanv zo var dro ! » Kalz a zo bet ar pez ma zoch, ho deuz bevet evel mho peuz hag a zo, hirio, en ifern. Setu perak, taolit pled mad ouz va chomzou, rak ar virionez a zisklerian, hirio, a zo euz an huella priz evit an holl. Mar doch kristenien vad, selaouit gant evez evit heulia choaz, gant mui a gourach, lezen ho Toue. Mar bevit er stad a bechet, selaouit choaz guelloch ha marteze ar zounj, ar guel euz an ifern ho lakaio da zilezel ho kwall vuez ! * * * Beza zeuz, e rank beza eun ifern. Marteze, ne deuz ifern ebed a lavar, eta, an den difeiz evit lakaat ar re all da veva evel ma vev he-unan.
.NHO 248 VAR AN IFERN .NTO
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavaro dhe dro, ar pecher, evit mouga rebechou he goustians ha kousket dizoursi var penn-vele ar pechet. Marteze neuz ifern ebed. Marteze ! Her goulen, hen esperout a rit. E karfach gelloud her chredi. Mez ho koulen neo ket mad, ho chesperanz neo ket guelloch, hag ho kreden, mar kredit, a zo falloch choaz. Kounta a rear deuz eur vezen ha pa zear en dizheol dindan-hi, a zigas eur chousk pounner dan den ha, tostik varlerch, ar maro. Emaoch en eun dizheol trubard, pecher ha pecherez paour ; ar greden ma kouskit dindan-hi a denno varnoch malheur, rak kaer hor bezo, pe ni her chavo mad pe fall, eun ifern a zo, e rank beza eun ifern.
Eun ifern a zo. Evit hen diskuez deoch, choui hag a gred da gom- zou an Aviel, choui hag ho cheuz feiz e kredennou an Iliz, ne rankin ket kemeret nemeur a boan. En hon religion, guirionez ebet, merket sklerroch evit houma. Selaouit kentoch hor Zalver he-unan o komz deomp en Aviel. (Luc, xvi §. 20). Beza zoa, emezhan, eun den pinvidik bras, guisket kaer ha maget a bep vella. Beza e zoa ive, e toull he zor, eun den paour, Lazar he hano, goloet holl a chou- liou. Hag ar paour a choulenne terri he naoun gant ar bruzunachou a gueze divar taol ar pinvidik. Mez den na roe dezhan draillen. Hebken, ar chas a deue ha gant ho zeod a zeche gouliou he gorf.
.NHO VAR AN IFERN 249 .NTO
Hogen, digwezout a reaz dar paour mervel. Hag an elez disken evit hen dougen dan Env. Hag ar pinvidik mervel ive, hag hen Kristenien, taolit evez mad euz ar gomz-ma ; beza eo unan a gomzou Jesus-Krist ha merket eo ennhi, var eun dro, planeden ar falz-pinvidik hag hini an holl becherien, hag hen kueza e kreiz an ifern : Et sepultus est in inferno. Hag en eur zevel he zaoulagad, a greiz he dourman- chou, e velaz Abraham a ziabell ha Lazar en he gichen. Hag e lavaraz en eur grial : Abraham, hon tad, ho pezet ouzin truez ha digasit Lazar evit ma chlebio penn he viz en dour, ha ma tistano va zeod, rag ne chellan ket kerzet, poan a meuz ama e kreiz an tân : Crucior in hâc flammà. Hag Abraham respount : « Eur speuren a zo etre choui ha ni, en heveleb doare na chell den pignat euz a chalese beteg ama, nag euz achalenn disken beteg aze. Va mab, ho pezet sounj e zoch, hed ho puez, bet er blijadur, ha Lazar er boan ; brema, dhe dro, e ma er joa ha choui en dristigez. » Guelet a reomp aze, tri dra merket sklear. Da genta eul leach a levenez evit an den just, dan eil eul leach a boan evit ar pecher, hag etrezho ho daou eur speuren ha ne chell den tremen dreist-hi. Ma na vije ket bet ar chomzou-ze ker sklear ha ma zint, ma na vije ket bet anat dreizho e zeuz eun ifern evit ar pecher, em bije gallet, ouspenn, diskouez deoch hor Zalver o chen em hevelebi ouz eul labourer hag a zeu da fin an eost da zispartia 'r plouz a douez ar greun evit ho zaol ebarz en tân : Ad comburendum. Hen
.NHO 250 VAR AN IFERN
diskuezet em bije hen deoch, ho chen em hevelebi ouz eun tad a famill hag ha choulen digant he zervicherien eur gount piz ha leal, ha goudeze, a daol er meaz e kreiz an denvalijen he zervicher dieguz : Inutilem servum ejicite in tenebras exteriores.
Mez perak, va Breudeur ker, kozeal deoch kement a gomzou Jesus-Krist ? He vuez, muioch choaz eget he gomzou, a rent testeni e zeuz eun ifern. Hor Zalver a zo diskennet var an douar euz an Env, ha perak ? Bevet hen deuz paour : ha perak ? Great hen deuz sakramanchou : ha perak ? Maro eo, maro e kreiz an dismegans, maro e kreiz poaniou estlammuz, maro var groaz an dorfetourien ha perak ? Va Breudeur, respountet ho cheuz : Jesus-Krist a zo ganet, hen deuz bevet paour, a zo maro var menez Kalvar evit terri hor jadennou, evit distruja rodou an iaoul en hor chaloun, evit deski deomp hent ar baradoz, pe mar kavit guell : evit sarri dindan hon treid dor an ifern. Etre an ifern ha ni hen deuz savet he groaz, he groaz ruz-glaou gant he choad sakr. Eur penn euz ar groaz-se a stouf gi- nou an ifern, ar penn all a zigor ar baradoz : setu ar penn kaoz a varo Jesus-Krist. Nach an ifern a zo, eta, nach an Aviel, nach kroaz hor Zalver. Hag en em estoni a dleomp-ni, goude kement-se, mar klevomp an Iliz, an Iliz sklerijennet gant Doue ha karget ganthan da genderchel ar virionez etouez an dud, o rei malloz da nep piou benag a gredfe lavaret ne zeuz
.NHO VAR AN IFERN 251 .NTO
ifern ebed ; o rei nerz dhe beleien da grial ouz ar pe- cher evit he zihuna : « Eun ifern a zo, nann evit an holl, mez evit kement hini a varv er stad a bechet mar- vel. » Evit eur christen katolik, guirionez eta ebed hag a ve sklearoch eget houma.
Ha ma na fell ket deoch beza kristen katolik, mar fell deoch disken, rag kuitaad ar feiz eo disken : ni zo er pen huella, petra e viot choui ? Protestant marteze ? Va Breudeur ker, ne anavezan ket protestantet an amzer vrema. Ne anavezan ket, a dra zur, petra gredont ha petra na gredont ket ; rak eur veach faziet divar hent ar virionez e challer chench guenoden, da bep mare. Ar gaou kenta a zo deuet a chi- nou an aerouant hag a choudevez, hen deuz dalchet ar memez bale gant he dad. Ne chell ober hent, mont araog, nemet en eur en em gorvigellat, en eur en em gorgamma, lod anezhan atao a dreuz evel an aer pa ra hent. Mez ma ne anavezan ket ar brotestantet, me ' ana- vez hel lavaret a raan heb kaout ar zounj da offansi den, me anavez ho zad, eur choz manach kuiteat ganthan he leandi evit distrei er bed. Anaout a raan he vuez. Eun dervez, o pourmen gant he chreg, eul leanez paour faziet ganthan, e selle ouz an Env. Hag he chreg a lavare : « Sell, Martin, peger kaer eo. » Hag hen a blege he benn. « Sell-ta, emezhi, pegen kaer eo ! » Hag hen respount : « Ia, kaer eo, mes neo ket evidomp-ni ! » « Red eo eta distrei neuze ! » « Ruillet ar voul, re zivezad eo ! »
.NHO 252 VAR AN IFERN .NTO
Ia, ruillet ar voul ha distruj a ra. En eur ruill e torr he gouzoug dar virionez. Pa velaz Luther ar gador govez ha merket varnhi : Ama e ranker dizelei gouliou ar goustianz, e kavaz an dra-ze re boanius evit he galoun hudur ha gant eun taol kil-dourn e taolaz dan traon ar gador govez hag ar gofesion dhe heul. En em gavout a ra dirak ar purgator. Seblantout a ra klevet he dud eat da anaon, o choulenn diganthan pedennou. Oh ! gueach all, e chouie a greiz he galoun ober evitho ar pedennou-ze. Mez hirio, e rank anzao ha lavaret : « Da betra pedi ? Ne meuz mui ar memez relijion gant va zud koz. Petra a dalvo va fedennou-me ? Nachomp kentoch e ve pur-. kator. » Hag e lavaras : « Neuz purkator ebed. » En em gavout a ra tal-ha-tal gant ar zent. Ar guel euz ho foltred, en eur zigas dezhan da zounj euz ho buez santel hag euz he wall vuez he-unan a zo evithan eun test he- gazus. Pa vel dreist holl poltred ar grouadurez pur dreist an holl, alvokadez ar Gristenien, mamm hor Zal- ver benniget hen deuz lakeat he religion e dourn an den, evel eur vaz evit he charpa var hent ar vuez, e rank anzao : me a glask freuza, dispenn labour Jesus- Krist. Hag e lavar : « Diskaromp ar zent : dirazho ne daïmp mui dan daoulin ; en hon templou ne vezo mui guelet ho foltred. » Setu hen dirag an ifern. « Achanta, Luther, te hag a cheuz dija great eun hanter-tro e kement all a virione- ziou, petra a ri te, euz an ifern ? Kaer az pezo, keit ha ma chommo ar spountailze en he zav, ne gouski ket
.NHO VAR AN IFERN 253 .NTO
eürus. Diskar ive an ifern ! » Mez nann. Mallos Doue e vel ouz hen difenn. Varnhan e vel merket e lizerennou sklear : « Ama ar prenv ne varvo ket, an tan nen em vougo biken ! » Luther ne gredaz ket nach an ifern.
Diskennomp, mar karit, eur bazen izelloch, disken- nomp beteg ar baianed, hag a ioa deuet nebeut ha ne- beut a benn da ober ho Doue deuz pep tra nemet deuz ar guir Doue, koulz lavaret, da gredi guir pep tra nemet ar virionez. Mad, pa zigoran al leoriou koz, pa lennan skridou an amzer gueach all, etouez kement a chevier me a vel eur virionez chommet en he zav, var an douar : e pep amzer, e peb bro holl boblou ar bed ho deuz kre- det e zoa eun ifern.
Petra lavarin-me deoch kên ? va Breudeur ker. Tud desket, sperejou bras, mez dallet gant an ourgouil, ho deuz klasket orjellad ha diskar guirioneziou an Aviel. An ifern dreist holl, ho spounte hag en he eneb ho deuz muia en em zijadennet. En hor bro e zeuz bet kavet unan euz an dudze, anavezet dreist ar re all, evit he gounnar a eneb relijion Jesus-Krist. Mad, eun devez e teuaz da gaout Voltaire eur mignoun difeiz eveldhan. « Voltaire, emezhan, deut ounn a benn da zestum testeniou awalch : neuz ifern ebed ! » Na te a zo eurus, a respountaz Voltaire. Evidon-me hag hen doa klasket awalch koulskoude, evidon-me zo choas pell dioch eno.
Hag e guirionez, nann ebken e zeuz eun ifern : mez e
.NHO 254 VAR AN IFERN .NTO
tle beza hag e rank beza eun ifern. Ha setu ama perak. Eun Doue a zo. He hano ' zo skrivet var bep tra. An Doue-ze, krouer ar bed, hen deuz great pep tra, dreist holl an den, evithan heunan : Omnia propter semetip- sum operatus est Dominus. Kaer hor bezo, da Zoue e rankimp beza : da Zoue evidomp pe da Zoue en hon eneb. Hag an Doue-ze, rak ma zeo pur ha santel, ne chell ket karet an dizurz ; ha rak ma zeo leal ha just e rank rei da bep-unan ervez he oberou. Hogen koulskoude, petra choarvez var an douar ? Hoch-unan hen lavarit bemdez : an drouk a vez great hag ar mad dilezet. Ouspenn zo : aliez ar falla tud a zeblant kaout ar muia chans ! Daoust ha Doue a chell kaout mad eun henveleb dizurz ? Nann, kristenien. Gortoz eo a ra. Amzer hen deuz. Habaskder a chell da gaout. An eternite zo var bal he zourn : Patiens quia æternus. Mez kaout a raio he dro pa zeuio ar maro dhor gervel. Ha perak e fell deoch choui, ne ve ifern ebed ? Pe- naos heb eun ifern e challo Doue lakaat an dud da zenti outhan ? Eun tad en he di, hen deuz daou dra da lakaat he vugale da juji : eur pok hag eur vaz : eur pok var dal ar chrouadur mad, eur vaz var gorf ar vugel dijuj. Doue a zo ganthan ive ar baradoz en eun dourn, an ifern en eun dourn all. Pa zisprijer he garantez e teu ar chastiz. A hent all, ha deread e kavfach-choui, gueled eun deiz, tal-ha-tal, er memez baradoz, an den a feiz hag an den difeiz, an den santel ha karantezus hag an den
.NHO VAR AN IFERN 255 .NTO
fallagr ha direol, ar chrouadur a ra var an douar joaus- ted he dud, hag an hini dre he wal vuez, a ro dezho taol ar maro. Setu ama eur grouadurez ker flamm he chaloun ha sklerijen an deiz. Eun devez heb sounjal e drouk, e za gant he hent pa en em gav gant-hi eun den brein tuf he galoun. Hen-ma, an den fall, a laka he zourn louz var galoun bur ar plac'hik paour. Tenna ra digant-hi he churunen a verchez. Hag en aoun da veza tamallet, varlerch, e ro dezhi goudeze taol ar maro. Deuz he zaou bechet nhen deuz na keuz na remors ha mervel a ra dhe dro, heb beza goulennet pardoun ouz Doue. Mad e kavfach-choui ma ho guelfach, goudeze, digemeret kerkoulz ha kerkoulz gant ar barner just. Sellit kentoch petra rit hoch-unan : Ar merdead pa vank a respet dhe gabiten a vez chadennet e deon al lestr pe varnet dar maro ; ar zoudard a vez fuzuillet pe da vihana taolet er prizoun ; al laer kaset dar galeou, ar muntrer dar chillotin. Ha Doue, a zounj deoch- choui, a lezo heb ho chastiza ar re a dorr he chour- chemennou ? Nann, kristenien. Doue hen deuz ive he fuzuil, he chillotin, he chaleou. Hag arabat la- varet, evit diveza digarez, eo Doue re vadelezus. Ma- delez Doue nhe deuz netra da velet ama. Ar pecher eo a ra he-unan he ifern dre he beched. Nann, kriste- nien, eun ifern ' zo hag eun ifern a rank beza. Mez petra eo an ifern ? * * * An ifern, va Breudeur ha va Choarezet kristen, eo al
.NHO 256 VAR AN IFERN .NTO
leach a gastiz ma rank ennhan an den, maro e stad a beched marvel, paea da Zoue ar boan dleet dhe zizur- ziou tremenet. En eur brezeg deoch euz ar poaniou a ranker ennhan da chouzanv, ne glaskin ket, evit ho spounta, kreski ar grisder anezho. Mez, kennebeut, evit plijout deoch, ne glaskin ket ho bihannat. Lavaret a rin deoch ar virionez evel ma e ma, evel ma he chredan, evel ma rank beza kredet gant peb kristen, evel ma zeo merket en Aviel hag e lezen an Iliz. Hogen, ervez ar greden gatholik : 1°) En ifern e maor heb ar guel a Zoue, dindan malloz Doue : Discedite a me maledicti ; 2° En ifern e maor en tan : In ignem ; 3° En ifern e maor da viken : Æternum ; ennhan mui a esperanz : In ignem æternum.
Da genta koll ar guel a Zoue, beza milliget gant Doue. Var an douar, anken ebed hag a ve var-n-hed tost, ker mantruz hag hi. Ha koulskoude nag a dristidige- siou garo na velomp-ni ket en hon touez ? Setu ama eur zoudard iaouank. Neuz ket choaz nemeur a amzer, an nerz hag al laouenedigez a bare var he dal. Seblantout a rea beza galvet da eur vuez hir hag eürus. Ha koulskoude, hirio an deiz, guelit he benn pleget, he javedou toullet ; ankounachaad a ra an dibri, an eva, ar chousked. He vrasa plijadur eo en em denna a gostez da skuilla daelou e kuz. Petra zo eta choarvezet gant- han ? Daoust hag aoun hen defe rag eun taol sabren,
.NHO VAR AN IFERN 257 .NTO
eun tenn fuzuil pe eur voulet kanol ? Nann, va Breudeur ker, nhen deuz ken drouk, ken poan nemet ar pez a chanver klenved ar vamm-bro, klenved ar gear. Henvel eo : Ouz ar plant kizidik, da jomm a blas krouet A zeu da zizecha pa vezont divroet. Noz-deiz aoled he di, iliz he barrez, ear he vro, mouez he dad, mouez he vamm a zo dirag he zaoulagad. Noz- deiz he zounj a zo ennho, noz-deiz he chuanad var ho lerch. Ha rak ma vankont dezhan, dezhan e vank pep tra. Dizechi ra gant an nech, mervel gant ar velkoni. Koulskoude, dindan toen he di, hen divije, marteze, kavet meur a dristidigez, meur ha meur a groaz da zougen. Rak, peleach e ma 'n ti ha neo ket anavezet gant poaniou ar vuez, an hent a gas beteg ennhan ? Koulskoude choaz, abarz kuitaad he vro, eo bet ambrouget, benniget gant kerent ha mignounet. Lavaret a chell e vez etouez he dud kount anezhan bemnoz, hag e vez glebiet a zaelou he skabellik chommet goullo e korn an aoled. Koulskoude, erfin, neo ket dre he faot eo bet difram- met a dre divreach kement a gare. Hag en despet da ze rannet, mantret he galoun, e varv gant ar glachar. Petra vezo hen eta, o va Doue, petra vezo hen evit an den, beza kollet he paradoz, beza kollet ar guel acha- noch, kollet ho mignouniach, ho karantez, ha kollet dre ar faot an unan, choui hag a chell ar guel acha- noch lakaat an ene eurus, kountanti ar spered, karga ar galoun ? 17 .NHO 258 VAR AN IFERN .NTO
« Lavarit, eme zantez Thereza, lavarit dan drouk- speret e vezo savet eur vern, hir awalch evit tizout adalek an ifern beteg an Env ; e vezo lakeat ennhi evit ober eur skeul, lanvennou dir ker lemm hag aotennou. Ha neuze, en eur gemered ar chorf ar muia kizidik a chelfet da gaout, e vezo, mar kar, lezet da bignat be- teg ar beg hag e velo Doue epad eun nebeudik amzer. Mad, eme ar memez santez, me ' gred an drouk-spered a bign-fe raktal. » Mez ive, va Breudeur ker, santez Thereza a chouie mad petra eo Doue. Ha ni, siouas ! hor spered tenval- leat gant ar pechet, hor chaloun touellet gant traou ar bed, ne goumprenomp ket mad, petra eo koll ar guel a Zoue, petra eo koll baradoz Doue, petra eo rankout dougen, malloz an Aotrou Doue. Mez ni dhon tro, goude ar maro, a velo ar virionez evel ma e ma. Ar bed, he voget, he fouge a vezo treme- net. Ne gavimp mui dirazhomp nemet Doue goestl da gonforti hon ene. Mez an Doue-ze, neuze, goude beza bet dilezet, hon dilezo, goapeat, hor goapaeo. Dhon holl bedennou ne raio nemet eur respount : Discedite a me maledicti : pellaït diouzin, tud milliget ! Neuze an ene daonet a gompreno pegen reuzeudik eo he stad. Tri dra dreist holl, a ranno he chaloun. Da genta, ar zounj euz an Env, atao en he speret. Kaer hen dezo kas kuit ar zounj-ze, atao e chommo. Dan eil, ar zounj deuz he bechejou, atao ive dalchet gant Doue dirag he zaoulagad. Guelet a raio anezho evel en eur mellezour, guelet a raio pegen heuzuz, pegen lous, pegen spountus int.
.NHO VAR AN IFERN 259 .NTO
Mez ar pez marteze, a vo ar muia garo evithan, a vo ma ranko lavaret : « Dre va faot eo, ma zoun daonet. Pegen eaz noa ket din-me mont d'ar baradoz ! Nag a re all euz ar memez stad ganhen hag a zo er baradoz ? »
Eil boan an ifern : poan an tân. Ouspenn ar boan da veza kollet Doue, eur boan all ' zo en ifern : ar boan da leski ebars en tân. Koulz ha me, choui a choar peger bras poan eo ran- kout beva e kreiz an tan. Var an douar, poan ebed hag elfe beza ker kalet hag hi. Guelet ho cheuz, marteze, eun den skourjezet gant eur barrad klenved ha krog-ha- krog gant ar maro. Eur fô bero zo en he vizach, eur choezen venn var he izili. Trei ha distrei a ra var he vele, klemm, hirvoudi ha krial. Truezuz eo her gueled, truezuz her chleved. Ha koulskoude, ne ma ket aze an ifern. Bet oun, eun devez, e porz Brest, o sellet euz an deuzerez. Guelet e meuz eno, dir, houarn, koeor teuzet ha tano evel an dour-red. Ha pa veze lezet da gueza euz ar forniez evel eur ster a dan bervet, e velet an eulf o nijal, e santet ar fô o sevel, e velet kement a veze stoket outhan, pulluchet ker buhan. Ha koulskoude, ne ma ket aze an ifern. Petra eo eta an ifern ? Kristenien, an ifern zo eur prizoun ; atao leun a den- valijen, eur puns, eul lenn leun a dan-soufr. Hag eno, en tan-ze, atao, e ruil hag e tiruil an drouksperejou hag ar becherien.
.NHO 260 VAR AN IFERN .NTO
An tan a zo ho magadurez, hag hi a zo magadurez an tân ; en tân e maïnt hag an tân a zo ennho. An tân, mez eun tân a behini tân ar bed-ma neo nemet eur skeud, an tân heb ho lakaat da vont e ludu, a ia beteg mel ho eskern. An tân a verv en ho daoulagad, an tân a verv en ho goad, an tân a verv en ho izili, an tân a zo din- danho, an tân a zioud-ho, an tân en dro dezho, an tân a ra ho guiskamant. Kaout a ra din ho guelet evel houarn ruz er chofel, rus-glaou tân ha tân ho-unan. Va Breudeur, setu aze an ifern gant he dourmanchou, hag an tourmanchou-ze a bado hed an holl eternite : In ignem æternum.
Trede poan ar re gollet : en ifern e maor da viken heb esperanz ebed. Er bed-ma, e kreiz hor poaniou brasa, an esperanz a zouten, a harp an den. Ar prizounier, pell dioch he vro, a lavar : eun deiz, marteze, dor va frizoun a vezo digoret hag e challin, a nevez, guelet mignouned ha kerent. An den klanv var he vele a esper hag a lavar : ar ieched a zistroio gant an amzer. Ar galoun vantred a esper hag a lavar : Varlerch ar goanv, e teu an nevez amzer : goude tristidigez, levenez a chell dont ive. Hag an eil koulz hag egile, en em zouten dre an esperanz. Mez ive, pa vank an esperanz, ar gourach a vank dhe heul. Ha kenta komz a lavarer neuze eo houma : koulz tra eo din mervel. Hogen, kristenien, en ifern ne challer ket mervel hag en ifern koulskoude, neuz esperanz ebed da velet ar
.NHO VAR AN IFERN 261 .NTO
boan e vihanaad, esperanz ebed dhe gueled och achui. Eur veach ennhan, e maor ennhan evit an eter- nite. Doue he-unan hen deuz torret an alchouez, siellet an or ha skrivet varnhi ar chomzou-ma : Vermis eorum non moritur et ignis non extinguetur : ar prenv ho dreb ne varv ket, an tan ho rost nen em vougo biken. Lavarit da eun den daonet : Pa ho pezo tremenet en ifern ken aliez a gant vloaz evel a zellien a ziwan er guez, a ieoten a zav er prajou, a chreunen dreaz a zo var an aod, e chelfot mont kuit. Hag ar chelou-ze, holl griz, holl skrijus ma zeo, a garg-fe anezhan a joa. Mez nann. Ar bloaveziou, ar chantvejou, ar milvezou a dremeno hag an eternite ne vezo nemet ar pez ma zeo brema : atao eternite. Horolach an ifern a iel en dro, hag an nadoziou a verko atao ar memez tra : In æternum : heb fin. Ar momenter a labouro hag en eur vont a lavaro daou cher « atao, biken ! biken, atao ! » Atao pell dioch Doue, biken esperanz ; biken repozvan, atao tân ; atao malloz Doue, biken laouenedigez ! Atao en tân, en tân atao garo, atao griziaz ; biken, birviken eun eulfen a blijadur ! » O eternite, eternite en ifern, na te a zo skrijus sonjal enhoud ! Ha neuze, pa bigno, pa ziskenno, pa dreuzo ar mor-ze a dân ha pa velo skrifet e pep tu : malloz, dizesper, welvan ! e roio malloz dar re ho devezo her chollet ha malloz dezhan he-unan.
.NHO 262 VAR AN IFERN .NTO
Va Breudeur, eun devez, eun den, spourounet holl o sounjal en ifern, a glaskaz anavoud hag hen a ioa guir kement a lavarer divar he benn. Aliez, evit goulen sklerijen, en em strinkas dan daoulin dirak he groaz ; lenn a reaz al levriou sakr, studia skridou ar zent ha re an doktored. Ha da fin he labour, goude beza pouezet pep tra, dalchet kount a justis Doue, a chrevusded ar pechet, ne gavaz da lavaret nemet ar gomz-ma euz ar Skritur Sakr : Horrendum est incidere in manu Dei viventis : Eun dra skrijus eo kueza, etre daouarn an Doue beo ! Ha ni, va Breudeur, eveldhan, en eur zounjal en ifern, kredomp, krenomp, goulennomp pardoun. Hirio choaz, Doue a ginnig dheomp he varadoz mar her gounezomp. Mez ive, ma nher gounezomp ket, e lavar e zaffomp dan ifern. A zaou, unan a ranko beza hon demeuranz evit an eternite. Guelit eta ha choazit brema : aze an ifern ; ama ar baradoz.
O va Doue, grit ma na guezo nikun achanomp en ifern. Grit ma zaïmp holl dho meuli dan Envou. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XII
Var ar Baradoz
Non oculus vidit, nec auris audivit, nec in cor hominis ascendit, quæ pre- paravit Deus his qui diligunt illum.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Kozeal e meuz great deoch deuz ar maro : eaz eo hen ober : ar maro zo e peb leach. Kozeet e meuz divar benn ar pechet : eaz hen ober ive ; piou ne bech ket ? Lavaret e meuz deoch divar benn ar varn : eaz choaz ; Doue a zo just. Prezeg em beuz great var an ifern. Guirionez spoun- tus ! Koulskoude, evel an alchouez a ra, tost da vad, anavoud ar potail, ar pechet, alchouez an ifern, a ra anaout an ifern. Hirio, em beuz da gozeal euz eur virionez dudiuz : ar baradoz. Ha koulskoude, melkoniet ounn ! Penaoz anavoud madelez Doue poulzet keit ha ma chell mont ? Lavaromp evelkent, tri cher : 1° Holl joaiou an douar, nint nemet skeud eurusded ar baradoz ; 2° Er baradoz netra mui da zezirout ; 3° Er baradoz netra da zouja.
.NHO 264 VAR AR BARADOZ .NTO
* * *
Holl joaiou an douar nint nemet eur skeud euz ar baradoz. Evit anaout ar baradoz eo red beza sant : sant a nep a zelaou ha sant a nep a brezeg… Ha choaz ?… Eur zant douget dan Env, ne lavaraz nemet teir gomz : Nec oculus vidit, nec auris audivit nec in cor hominis ascendit, quæ preparavit Deus his qui diligunt illum : Lagad an den nhen deuz ket guelet, he skouarn kle- vet, he galoun tanveat, ar pez hen deuz Doue pourjaset da nep her char. Koulskoude, petra nhen deuz ket guelet lagad an den ? 1° Ar mor braz, ar choajou doun, ar bleuniou, an heol, an noz steredennet… ; 2° Eur roue var he drôn, eur general victorius e penn he arme… ; 3° Eur chrouadur bihan en he gavel, eur zant o pedi dirag eun aoter… Ha koulskoude : Nec oculus vidit… klevit ive sant Ian : Vidi civitatem sanctam, Jerusalem novam… (ap. chabist XXI. § .2 beteg 17.)
Petra nhen deuz ket klevet skouarn an den ! Eunigou an Env o kana, hiboud an dour, muzik kaer, mouez eur vamm, eur mignoun, bennoz ar paour. Evelato : Nec auris audivit… klevit sant Ian : (ap chabist VII. 12 beteg 17.)
Kaloun an den ive, petra nhen deuz ket hi tanveat ! Eur beachour faziet, a gav he hent, an den o vont da veuzi, tennet er vag, eur vamm o vont dar veret
.NHO VAR AR BARADOZ 265 .NTO
varlerch he mab, hen guel distroet da veo, meuleu- diou an dud roet en eur vouez da vadoberour ar vro, testeni eur goustianz vad. Evelato : Nec in cor hominis ascendit. Hag e guirionez, ervez an Aviel : Non esuriunt, neque sitiunt….. Histor an hermit, a dremen kant vloaz, en eur choat, varlerh kanaouen labousik ar baradoz….. Holl joaiou ar vuez, ato mesket a dristidigez, nech, inou, melkoni ; ouspen, atao berr en tu pe du. * * * Petra eo eta ar baradoz ? Er baradoz netra mui da zezirout. Ennhan, an den hen deuz kement a choanta, hag euz an traou-ze leiz he walch bep taol : Ar joa ' zo dreist vuzul, heb poan ebed. An izella euz ar re zalvet a zo eürus euz he eürusded he-unan heb jalousi ouz eürusded ar re ' zo huelloch. E tri cher, er baradoz : repozvan a spered, repozvan a galoun, repozvan a gorf.
1° Repozvan a spered. An den a glask atao, anaout muioch mui. An deska- durez eo bara ar spered. Mez nag a boan o teski ! Ha goude poania, peger berr e chomm skiant an den ! Henvel oump euz eun den amchoulou, harpet var he vaz, renet gant eur chrouadurik. Atao an den-ma, a zelaou a jomm a zav, dan disterra trouz, aoun a zroug, aoun a fazi. En Env, ni a velo Doue, Facie ad faciem. Ni ' anavezo ar virionez, ar zantelez, ar penn abek a bep tra.
.NHO 266 VAR AR BARADOZ .NTO
Gueach all, eun den, goude beza klasket pell eur virionez, a zeuaz a benn dhe chaout ha dre he levenez e krie : Eureka, eureka : kavet a meuz, kavet a meuz ! Er baradoz an holl a anavezo pep tra.
2° Repozvan a galon. Ar spered a choulen anaout, ar galoun a choulen karet : karet ha beza karet, setu bara ar galoun. Mez var an douar, petra da garet ? Aour ? Enor ? Traou bresk hag aliez didalvoud. Mignouned ? bugale ? aliez dianaoudek ha digar. Er baradoz, karet eun Doue holl garantezus hag holl garantez. Joa ar galoun a vezo dreist hini eur vamm a stard var boull he chaloun ar chenta krouadur a laka er bed.
3° Repozvan a gorf. Var an douar, pa vez dizoursi ar spered, eürus ar galoun, aliez ar chorf a glemm. Ne fell ket din hen disprijout. Labour Doue eo. Evelato : 1° En em stleja, ' ra gant poan. Er baradoz e vezo ker skanv hag ar spered : en eun taol e chen em zougo e leach ma karo. 2° Iskis eo aliez, divalo, machagnet : Er baradoz skedus evel an heol : Guelit an derchenen, (1) ne da ket buhan, neo ket brao. En em drei a ra en eur balafen hag a zo kaeroch guisket eget eur rouanez. Eur skeud dister deuz ar pez a choarvezo gant hor chorf er baradoz. 3° Ar chorf ' zo dichalloud. Arzet e .NFO (1) Chenille, e gallek.
.NHO VAR AR BARADOZ 267 .NTO
vez gant eur mean, gant eur spernen… En Env e treuzo pep tra koulz hag hor spered, evel ma treuz ar skle- rijenn eur veren gristal. 4° Er bed-ma ar chorf a zo kiriek dan droug, anvoed, groez, kozni, klenved : Repletur multis miseriis. Er baradoz, Neque sitiunt, neque esuriunt, neque lugent : poan ebed ken, e nep giz. Er baradoz netra da zouja. Var an douar, ar joa, ouspenn ma zeo dibarfet, he deuz diouaskel lijer. Keit, zoken, ha ma pad, e vez aoun dhe choll. Hag aliez e teuer ganthi den em skuiza. Var a gounter, eur roue en em gave re eürus, gueach all, hag a daolaz he vizou er mor. (1) En Env eurusded heb fin. Ne cheller na koll Doue na pechi ; siellet er, er stad a chras, hag an ene eürus a choar kement-se. A hent all an eürusded a zo bepred koz ha bepred nevez : Semper pleni, semper avidi, eme sant Aogustin. Nen em inouer gueach ebet. * * * Eun devez, eur chabiten, o vont dar brezell, a ran- naz he holl zanvez etre ar zoudardet. Unan a chou- lennas : Prins, hag evidoch, petra ' zalchit ? An Esperanz, a respountaz Alegsandre. He esperanz a zeuaz da vir. Gounit a reaz rouantele- ziou eur maread… Ha goude, da fin he vuez, e choummaz ganthan, er bed-ma, eur bez ha netra ken, hag er bed all… piou oar e peleach e ma ? .NFO (1) Pisistrate.
.NHO 268 VAR AR BARADOZ .NTO
Eveld'han, dalc'homp evidomp an Esperanz, mez an Esperanz da vont dar baradoz. Ha labouromp evit gounit meritou hag hon dougo beteg eno. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XIII
Sermoun ar Vered
Solum mihi superest sepulchrum. Evit holl vad, ne jomm ganhen nemet ar bez.
VA BREUDEUR KER, Stad an dud var an douar a zo meurbed dizhenvel. Lod pinvidik, lod paour ; lod euruz, lod gwaleuruz ; lod karet, meulet, lod disprijet. Dar re genta e lavaran : « Ne gemerit ket a fouge… » Dar re all « Ne gollit ket a gourach. » Eur chantonnier a gompez an hent braz : ar maro a gompez an dud : Solum mihi superest sepulchrum : evit holl vad ne jomm ganhen nemet ar bez.
* * * Petra eo ar bez ? Ar bez a zo da genta, kenavezo ! da vadou ar bed. Paour ha pinvidik, desket ha dizesk, meulet ha dispri- jet, holl e chellomp lavaret gant guirionez : Solum mihi superest sepulchrum, deuz ar pez a meuz, ne jommo ganhen nemet eur bez.
.NHO 270 SERMOUN AR VERED .NTO
Dan eil, ar bez a zo kenavezo ! dar gerent… Va Breudeur, guelit an eskernma. Bet int tud evel doch. Hirio e maint pell ' zo ankounacheat…
Dan trede, ar bez a zo kenavezo ! dar chorf he- unan. Gened, nerz, iechet, plijadur, anezho petra ' jomm ? Eun tamm askourn dizolo hag a chell beza douget e dourn eur chrouadur daou vloaz…
Ha koulskoude setu hon ti, hor guir di. Peleach e zit-hu ? a lavariz eun deiz da eur chroua- durik bihan, a gerze gant an hent trist ha pleget he benn. Da zouheti eur bloavez mad da m mamm. E zoch trist evel-se, o vont da di ho mamm ? Oh ! ia, va mamm ' zo maro !
Kristenien, guelit aze. Ho mamm, ho tad, daoust ha ne maïnt ket er bez aze ? Daoust ha ne ket aze eo e rankit dont, iviziken, da zouheti dezho eur bloavez mad, Ha deuz ar bez, ma selaouit anezho, e lavaront deoch : « Hodie mihi, cras tibi : Hirio e ma va zro, varchoaz e vo och hini. » * * * Ha koulsgoude, ha gueled a rez-te, mab an den, ar bern eskern-ze ? Ia, Aotrou. Putas-ne ossa ista reviviscent. Kredi a rez-te, e teuio buez ennho choaz ? » (Ezechiel). Va Breudeur, Jesus-Krist a lavaraz eun devez : « Non
.NHO SERMOUN AR VERED 271 .NTO
est mortuus, sed dormit : kousket eo, mez neo ket maro. » Hag e lakeaz Lazar da zont euz ar bez leun a vuez. Ar chorfou maroma, a zihuno ive. Lod a iel dan Env, an dra-ze zo sur, mez lod ive a iel, marteze, en eur zevel achalese, var eün dan ifern. Ho oberou mad hag ho oberou fall a zo diskennet er bez dho heul. Hag eun devez, e vo guelet o tont deuz ar bez, aze, korfou kaer, skeduz, diboan hag o vont dan eurusded a bado da viken. Mez, heb mar ebet, e vo guelet ive unanou benag, o sevel gant eur chorf louz, hudur, pounner, goloet a bechet hag o vont dan ifern… Choui, relegou parrez an Trehoux komzit e m plas. Lavarit dho pugale zo ama, great ho mission dija gantho, lavarit dho pugale eo red derchel da veza tud vad. * * *
Kroaz venniget, choui hag a zo savet, evit diwall ar relegou-ma, dirazoch ni a bromet derchel atao mad, ni heu tou var relegou hon tud koz. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XIV
Var ar Gontrision
Miserere mei Deus secundum magnam misericordiam tuam. O prezet ouzin truez, o va Doue, erve ho madelez vras !
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Gueach all, eur chrouadur iaouank a ziwalle, e kreiz ar meziou, loened he dad, pa zeuaz, a berz Doue, ar prophet Samuel dhen tenna euz ar renk izel ma veve ennhi, evit hen lakaat da rên var bobl Israel. Da heul ar gurunen a roue, Doue a roaz dezhan, ouspenn, kalz a vadoberou all : gloar, enor, madou ; pep tra holl a lakeaz etre he zaouarn. Distrei a reaz divar-n-han taol ar maro, rei a reaz dezhan ar gounid var enebourien he rouantelez, lakaad a reaz he sujidi dher charoud. En eur ger, ar roue David hen devoa leach da drugare- kaat an Aotrou Doue, e pep giz, ha da zerchel mad dhe lezenn. Eun devez, koulskoude, e reas, var eun dro, daou beched bras ; eul laz hag eun avoultriez. Neuze Doue a zigaz ar prophet Nathan da rebech dezhan beza
.NHO VAR AR GONTRISION 273 .NTO
dianaoudek. Ha David ker buhan a anzav he faot hag a lavar : « Peccavi Domino : pechet e meuz a eneb an Aotrou Doue ! Peccavi Domino ! » Hag ar prophet, test euz he chlachar, a respount neuze : Doue hen deuz pardounet ho pechet : na varvot ket : « Transtulit quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. »
Va Breudeur, evel ar prophet Nathan, setu me, o toned hirio, a berz Doue, da lavaret da bep hini acha- noch : Pechejou a zo bet great var an douar : grit eur zell var ho koustianz, poezit ha poezit mad ho puez. Guelit ha choui ive, koulz ha David, nho cheuz ket a leach da respount: « Peccavi Domino : pechet hon deuz a eneb an Aotrou Doue. » Mez, kristenien, daoust ha me, koulz ha Nathan, a chell esperout e 'm bezo an heur vad da respount da m zro : Doue hen deuz pardounet ho peched : na varvot ket : « Transtulit quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. » Ia, kristenien, an heur vad-se, a m bezo, mar kirit. Pignat a raan er gador-ma, evit kinnig deoch ar pardoun, mar karit en em lakaat din anezhan. Evit gounit ho pardoun eun dra, unan hebken, a zo red. Red eo kaout eur guir gontrision hag e teuan evit klask rei deoch da entent mad : 1° petra eo ar gontri- sion, ha da 2°, petra da ober evit he chavoud. * * * Petra eo ar gontrision ? Va Breudeur ker, kaout kontrision evel a chouzoch 18 .NHO 274 VAR AR GONTRISION .NTO
ne deo ken tra nemet beza glacharet da veza, beteg-hen, kuezet er pechet, santoud evithan kasouni, ha kaout guir volontez den em ziwal oudhan iviziken. Keuz evit an amzer dremenet, kasouni ouz ar peched, evit an amzer hirio ; mennoz stard evit an amzer da zont : setu petra eo ar gontrision. Ar gontrision-ma, kristenien, eo ar pez a zo muia red dar pecher. Heb kovesion, heb satisfagsion, ar sakra- manchou all a chell, avechou, hon lakaat da chounit an Env. Mez goude beza pechet, biken pardounet na vezer nemet kontrision hon deffe. « Dre ho kaleder, eme sant Paol, ha dre ho kaloun dianken, e tastummit evi- doch eun tenzor a zroug : Secundum duritiam tuam et impenitens cor, thezaurizas tibi iram. (R. 12. §. 5). » Dar gontrision, er chountrol, ar pardoun a zo promettet : « ne zisprijot ket, o va Doue, eur galoun bruzunet gant ar chlachar : Cor contritum Deus non despicies. » Evelkent, peb kontrision ne gav ket a drugarez a berz Doue. Saül, koulz ha David, a lavaras : peched e meuz : Peccavi. Hag he bechet a jomaz dibardoun. An- tiochus, skoet gant dourn Doue, a choulenne truez ; ha truez ebed na dlie da gaout. Eur guir gueuz, hebken, a chell dizamma koustians ar pecher. * * * An dud a chell beza gounezet dre eun dianveaz an- keniet. Ho lagad na vel ket ar pez a dremen e pleg an ene. Mez lagad an Aotrou Doue a lenn e korniou
.NHO VAR AR GONTRISION 275 .NTO
muia kuzet ar galoun : Scrutans corda et renes Deus. Ne ra ket pikol vân evit komzou flour, na promesaou kaer. An dud-se, emezhan, a ro enor din divar ho mu- zellou, mez ho chaloun a zo pell diouzin : Labiis me honorant, cor autem eorum longe est a me. Hor chaloun eo he deuz pechet, hi eo a dle beza chenchet, distroet, keuziet, mantret gant ar glachar : Cor contritum et humiliatum Deus non despiciet.
Mez red eo kaout eur cheuz hed-a-hed. Keit ha ma chommo en ho kaloun, eur pechet marvel, unan heb- ken, an drouk-spered a jommo ennhi dhe heul, rag dre ar pechet eo e rên var an eneou. Ha hent all, keit ha ma chommo an drouk-spered en eur galoun, Jesus- Krist a jommo er meaz anezhi. Ne chellont, e nep leach, nag en em glevet nag en em ober : Qua autem conventio Christi ad Belial ? Ken ma vez (1), eta, eur galoun distag, distag mad deuz pep pechet grevus da vihana, ar galoun-ze neo ket da Zoue, a zo enep Doue : Qui non est mecum contra me est. Ha rak-se neuz evithi pardoun ebed da chortoz.
Red eo ive ma ve ho keuz eur cheuz dreist natur. Nint ket dibaot an dud a wel dho fechejou. Mez dibaot int ar re a wel dezho netra nemet er guel a Zoue. Setu ama eun den hag a wel da eul laerounsi. Mez, perak ? Abalamour ma zeuz pechet o laerez ? Nann. Mez abalamour he laerounsi dizoloet a gas anezhan dar prizoun. Setu eur mesvier hag a wel dhe vesventi. Mez pe- =============================== (1) Ken ne vez ket, eta, … ?? Keit ne vez ket… ??
.NHO 276 VAR AR GONTRISION .NTO
rak ? Abalamour ober he Zone deuz he gov a zo koll mignouniach an Aotrou Doue ? Nann. Mez rak ma zeo bet, evithan, pennkaoz a eur wal affer. Setu eur plach hag a wel noz-deiz. Perak ? Abalamour e zeuz eur pechet hag a lak ar galoun henvel deuz eur fleuren wenved ? Nann. Mez abalamour ma rank stoued he zâl etouez ar re all ha ruzia gant ar vez.
Va Breudeur, na lavaran ket e ve eun hevelep glachar eun dra fall dirak Doue, pell dioch eno. Mez ar pez a lavaran, ar pez a rankan da lavaret eo, ne gavan ket ennhi peadra awalch da lakaad Doue dhor pardouni. Neo ket evit Doue ho cheuz glachar : evit ar bed, evidoch ochunan an hini eo. Ha Doue, nhen deuz promettet pardouni, nemet dar re ho devezo keuz da veza hen offanset. Evit eta, beza pardounet, e tleit kaout keuz dho pe- chet, rak ma ho cheuz, dre ar pechet-ze, toullet kaloun ho Toue, lazet hoch ene, kollet ho lod er baradoz. Ho keuz, ho klachar a dle disken euz an Env, dond a zourn ar Spered-Santel, a dle beza dreist natur, tennet a draou huelloc'h eget traou an douar ha fountet var ar feiz. Erfin, red eo kaout eur cheuz dreist pep tra. Evel ma hel lavaren deoch, bremaik souden, koll Doue hag he varadoz eo koll ar brasa mad. Meritout an ifern eo meritout ar wasa malheur. Ar pechet, koulskoude, a ra dheomp koll ar chenta, a ra dheomp meritout an eil. Euz ar pechet, rak-se, eo e tleomp
.NHO VAR AR GONTRISION 277 .NTO
kaout ar brasa glachar ha red eo beza rezolvet da chouzanv pep tra, da goll kement zo, kentoch eget mui kueza ennhan. * * * Petra da ober evit kaout eur guir gontrision ? Va Breudeur, hen anzao a rankan ouzoch, ama e chen em gavan meurbed droug-kountant achanon va unan. Piou ha petra ounn-me evit deski deoch ervad penaoz ha pe evit petra gwela dho pechejou ? Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Doue e kenver an den ha petra eo an den e kenver Doue ? Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Jesus- Krist evidomp ha petra omp-ni, pa bechomp, evit Jesus-Krist ? Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo an den dilezet gant Doue en he bechet hag a zispill a zioch an ifern ? Eve1kent, va Breudeur, selaouit ha sounjit : 1° Petra eo Doue ? Pa glaskan anavoud petra eo Doue, me a zeblant guelet dirazhon eur spered parfet, heb muzur, krouer ha mestr e pep giz da gement a zo. Gant eur gomz hebken, hen deuz tennet euz a netra kement a velomp ha kement ne velomp ket. Taolet hen deuz an heol e bolz an Env, evel eur choulaouen atao beo, da skleri- jenna ar bed epad an deiz ; izelloch hen deuz taolet al loar evit sklerijenna 'n noz ; hadet hen deuz e bolz an Envou, stered kaer ha lugernuz, evel perlez var mantel
.NHO 278 VAR AR GONTRISION .NTO
chlaz eur rouanez ; diazezet hen deuz an douar e kreiz an ear hag he derchel a ra en he floumm, var dri biz euz he zourn deou. Ha goude beza evel-se krouet pep tra, e ro urziou da gement hen deuz krouet. Lavaret a ra dan heol pignat ha diskenn. Hag an heol a bign hag a zisken evit merka deiziou ar bloaz. Kas ha digas a ra ar choumoul, gueach evit freskaad an douar, gueach all evit he dizheolia, gueach evit pourmen kurunou an Env. Hag an heol a bign hag a zisken, hag ar choumoul a deu hag a ia, ervez urz an Aotrou Doue. Lavaret a ra dan avel chueza pe devel : hag an avel a chuez pe a dav. Lavaret a ra dar mor sevel ha disken ; hag ar mor a ziskenn hag a zav, mez heb morse lammat dreist ar chreunen dreaz lakeat evit hen diarben. Pep tra, en eur ger, a zent ouz an Aotrou Doue, pep tra holl nemet unan : nemet an den pa bech. Hag an den, koulskoude, a zo bet lakeat ganthan da roue var an holl grouidigez. An heol, evithan eo great ; an douar, evithan ; ar mor evithan ; ar pesked, al loe- net, ar choat, ar frouez, evithan, ive ; an Env evit he zigemered eun deiz : pep tra holl ' zo evit an den. Hag an den a vez koulskoude, avechou, digar ha dizent. Eur speret hen deuz evit studia ar bed hag anavoud Doue koulz hag he vadoberou ; eur galoun hen deuz evit he garet ; eur chorf hen deuz evit he zervicha. Mad ! An dra lavar da Zoue goude kement-se holl, eo : « Non ser- viam : nho servichin ket. » Ha petra omp-ni, eta, achanomp hon-unan, evit der-
.NHO WAR AR GONTRISION 279 .NTO
chel, evelse, penn da Zoue ? Eur prenvik douar, hirio beo, ha varchoas maro ; maro zoken var an heur ma kar Doue tenna he zourn a zindanhomp. Ha koulz- koude, da Zoue ni a lavar : « Non serviam ! » Pebeuz dallentez ! Ha gant petra en em zavomp-ni, evel-se, enep Doue ? En em zevel a reomp, nann gant ar pez hon deuz acha- nomp hon-unan, achanomp hon-unan nhon deuz, ne domp netra, mez gant ar pez hen deuz Doue roet dheomp ; trei a reomp he vadoberou en he enep. Pebeuz dianaoudegez ! 2° Petra eo Jesus-Krist evidomp ha petra omp, pa bechomp, evit Jesus-Krist. Seulvui ma klaskan studia buez va Zalver, seulvuioch a ze, me a vel ennhan eur vadelez dreist vuzur evit an holl, zoken evit ar becherien. Evidomp eo diskennet euz an Env var an douar ; evidomp hen deuz en em chreat paour ; evidomp hen deuz prezeget he Aviel. Evidomp, evit hor prena, evit digeri an Env, serri an ifern, hen deuz gouzanvet ar maro ha skuillet he choad. Hag en distro, a eur garantez ker bras, petra ' chou- lenn euz hor perz ? Eun dra, eun dra zister awalch, eaz da rei : goulen a ra ma her charimp ma roïmp dhezan hor chaloun : Prbe, fili, cor tuum mihi. Ha ni, petra reomp-ni, pa bechomp ? Selaouit ama sant Paol. Paneved-han, ne 'm bije ket kredet lavaret deoch eun henvelep koumz : « Rursum crucifigentes sibi metipsis filium Dei et ostentui habentes : sevel a reont a
.NHO 280 VAR AR GONTRISION .NTO
nevez ouz ar groaz mab Doue en ho chaloun ho-unan, hag hen disprijout a reont. » Va Breudeur, koumpre- net, ententet mad ho cheuz koumz an abostol ? Sounj ho c'heuz deuz ar pez a reaz ar Jusevien d'hor Zalver Jesus-Krist ? Hor Zalver a zo o pedi, o pedi evit mad an holl. Ha dar mare-ze, zoken, eun den, eun abostol, unan a dud Jesus-Krist a deu : her saludi a ra : Ave rabbi. Ju- das ! Judas ! pegen treitour, pegen iud oud-te ! Ha koulskoude, ni a zo ive a vignouned Jesus-Krist, hag aliez dre eur pok treitour, ni a zeu dhen guerza : Rur- sum crucifigentes. Herodez a daol var he chouk eur zae venn evel eur merk a ziskiantiz, Herodez, an den fall ha lik. Kriste- nien, evit senti ouz techou fall hor chaloun, daoust ha na choapaomp-ni ket hon Doue ? Pilat, an den digourach, a anavez eo Jesus-Krist dire- bech, hag evelkent e laka he skourjeza. Pecher paour ! nag a bet a veach, te a choar ar brava, e rez fall o pechi, hag evelkent, rag ma zoud digourach, te ' bech : Rursum crucifigentes. Ar bobl a lavare : « Non hunc, sed Barrabam. Hen ma ? Tolle ! tolle ! crucifige : taolit hen a gostez ouz ar groaz ! » Ha ni, ni a lavar, kentoch eget Jesus-Krist, eur chovad guin, eur blijadur vezus, eul laeronsi, eur venjans : Non hunc, sed Barrabam… rursum crucifigen- tes. Ar soudardet a gurunaz Jesus-Krist a spern ; ar bobl a lakeaz var he chouk eur groaz pounner. Ha ni,
.NHO VAR AR GONTRISION 281 .NTO
peger garo ne rentomp-ni ket hor choustianz, pegen pounner hor buez evit Jezus ! Ar Juzevien hen stagaz ouz ar groaz ! Ha ni ?… Longin a doullaz dezhan he galoun ! Ha ni ? Var he groaz, araog mervel, Jesus-Krist a lavare : « Sitio : sechet a meuz. » Hag an dud fallakr oa eno, a roaz dezhan guin-egr gant eun tam spouenv. Ha ni ?… Dont a ra dhor guervel. Sechet hen deuz, deuz hon eneou, ha ni lavar dezhan : nann ; divezatoch. Ar vestl hag ar guin-egr setu lod Jesus-Krist : Rursum crucifigentes.
Jesus-Krist a zo maro var he groaz. Gueach all e zoad kustum, pa vije kavet eur chorf maro, da glask eun den ha nen dije great pechet ebet, eun den mignoun da Zoue, evit sevel dezhan he zourn, araog ma vije kaset kuit… Piou a zavo he zourn dhor Zalver Jesus ? Bugaligou vihan, nevez badezet, chui a chelfe, marteze… Mez chommet och er gear. Ama, e ma ho tad, ho mamm, ho preur, ho choar. Ho lezet ho deuz evit dond ama. Va Breudeur, piou zavo he zourn d'hor Zalver Jesus ? Piou ac'hanoc'h a zo koumpez he goustianz, piou nhen deuz ket bet sklabezet sae he va- diziant ?… etc. O va Zalver ha va Doue, me lavaro eta, deoch e m' hano hag en hano ar re a m zelaou, ar pez a lavaraz deoch sant Per gueach all : « Exi a me, quia homo peccator sum Domine : pellaït diouzin, rak ma zoun eur pecher, o va Doue. Pellaït ! Pe velan ar pez ma zoch ha pa velan ar pez ma zoun, e meuz mez o chen em veled en ho kever. Va Doue, noun ket din, pellaït : Exi a me. »
.NHO 282 VAR AR GONTRISION .NTO
Mez petra lavaran-me, o va Jesus ! Mar pellaït diouzin, petra e teuin-me da veza ? Neuze, kenavezo dar vertuz. Biken, nann biken ne chellin mui kaout eur goustianz pur, eur galoun disklabez ; ne chellin mui santout an dousder, ar joaüzdet a danvaër pa vez dizklabez an ene. Neuze, kenavezo dan Env. An Env gant he blijadur, gant Doue, gant he lez, gant ar Verchez, gant ar Zent, gant ar re euz va zud, tad ha mamm, marteze, ho devezo karet Doue, a zo marvet en he garantez… Mar pellaït diouzin e chommo ganhen va fechet, va fechet evit va zamma, va spounta, evit krignat va choustianz noz-deiz, ar peched gant an drouk-spered hag a deuio bemdez muioch-mui da startaat he jaden- nou en dro d'in hag a m' lakaio muioc'h reuzeudik ! Mar pellaït diouzin, neuze netra da chortoz mui nemed an ifern, an ifern gant he valloz, gant he brenv, atao beo, gant he dân, atao var allum ; an ifern gant he eternite ! Mez nann, o va Jezuz ! Na bellaït ket diouzin ! Deuit er chountrol, deuit evit va farea, evit va dizamma, evit va zenna davidoch ! Ar gontrision a zo en ho tourn. Di- gorit ho tourn, eta, o va Doue, grit ma chen em zistagimp dioch an drouk ha ma troomp varzu ennhoch gant eur galoun mantret a chlachar. Her goud a reomp, truezuz och evit ar paour. Ho- gen, setu ni rentet paour gant ar pechet. E maomp a zirazoch evel eur paour e kichen dor ar pinvidik : skourn a ra, hag eo noaz; an noz a zeu ha nhen deuz ket a di ; naoun hen deuz, hag eo echu he vara : goulen a ra lojeïz, boued, dillad… Ni eveldhan : lojit acha-
.NHO VAR AR GONTRISION 283 .NTO
nomp en ho kaloun !… Eun tamm bara da derri hon naoun ; eun tamm dillad da choloi hon izili ! Miserere mei Deus, secundum magnam misericordiam tuam ! Setu ni, evel eun torfetour dirak he varner. Pedi ra, aspedi, mont dan daoulin goulen a ra gras, truez, pardoun. En eun tu, setu aze he di, he gerent, he vignou- ned ; pardoun evit ma chommo gantho. En eun tu all, setu ar prizoun gant he neach hag he inou, marteze, gant he groug hag ar chillotin. Truez ! Ha ni ? Kablus omp !.. Truez ! Kerent, mignouned, bugale, setu hi ama. Hon lezit a en tu gantho !.. Aze drouk spered hag ifern… Truez, o va Doue ! Lavaret ho cheuz : Ignosce illis, nesciunt quid faciunt. Ha ni ? ni ne chouiemp ket muioch, ne anavezemp ket mad petra eo ar pechet. Pardoun, hag iviziken, ne bechimp mui ! Ni ho meulo, ni ho karo, ni a roio deoch gloar !
O va Doue, her goulen a raan, griit, griit ma na jommo en iliz-ma, kaloun ebet stag ouz ar peched. Tennit holl da 'vidoch ha dalchit-hi bepred er stad a chras evit, goude beza ho meulet var an douar, ma zaint holl dho meuli dan Env. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XV
Prezegen var renk huel ar guir Gristen
Filii Dei estis per fidem quæ est in Christo Jesu (Gal. III, 28). Dre ho feiz, e Jesus-Krist, e zoch bugale da Zoue.
VA BREUDEUR KER,
Trivach kant vloaz ' zo, eun den a lavare : « taolit evez evit ma kerzot dizanjer, rak amjest eo an amzer ma vevomp ennhi. » Evel sant Paol ni dhon tro a chell lavaret : taolomp evez, rak amjest meurbed eo an amzer hirio. Hano Doue ? nebeut eo anavezet. Aviel Jesus-Krist ? nebeut a feiz a lakear en-han. An iliz, he guirioneziou, he gourchemennou ? Neuz mui evit-ho kalz a zoujanz. An den ken nerzuz, ker santel koulskoude, a zo karget gant Doue da chouarn, da ren an eneou katho- lik, neo ket bras ar respet a zouger dhezan. Pa zellan piz ouz ar pez a dremen, pa zelaouan mad ar pez a lavarer, e rankan anzao eun dra : kalz tud a zo evel ho micher ober brezel da Zoue ha goap deuz ar re a zalch dho religion. Kalz all ho deuz evel mez o tougen
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 285 .NTO
an hano a gristen hag o tiskuez, a vel kaer, int servi- cherien da Jesus-Krist. Eul loden hebken, eürus da dremen dirag an dud evit ar pez ma klaskont beza dirag Doue, a zougen huel feiz ho badiziant hag a heuil heb aon ebed, al lezen gatholik. Klaskomp eta, eur vech evit mad, guelet e pe du e ma 'r virionez, guelet piou a dle sevel an huella he benn : pe an hini a daol peb religion dreist he skoaz evel ma taolomp e korn an hent eur votez torret ; pe an hini, gueach en aoun rag teod an dud, gueach evit plega da eun tech malheürus, a zilez ar mad evit ober an drouk ; pe an hini, heb taol an disterra evez ouz glabouserez au dud direol, a zelaou, e pep tra, heb aoun ha gant joa, mouez he goustianz ? Evit galloud, var gement-ma, rei dheoch eur respount guirion, e ranker ober, bep eil tro, tri zell dishenvel : 1° Sada ni ama, va Breudeur ker, ennhomp hon unan : petra omp ha petra ' dalvomp-ni ? 2° Sada en dro dheomp tud all evel domp. Evit-ho petra omp ha petra ' dalvomp ni adarre ? 3° Huel, dreist-homp, setu Doue. E balanz an Doue-ze, petra, evit an drede gueach, a bouez hon dalvoudegez ? Dan tri goulen a meuz great, an tri respount ma ' roan : 1° Poezet ennhan he-unan, ar guir gristen a gerz er penn araog ; 2° Pouezet er guel euz he nesa, ar guir gristen a zalch ar chenta renk ; 3° Pouezet e balanz an Aotrou Doue, ar guir gristen a zo, a galz, dreist an holl grouadurien all.
.NHO 286 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
* * * Ar guir gristen poezet enhan heunan. Va Breudeur ker, tri dra, dreist an holl draou all a ra an den ar pez ma zeo : eur spered hen deuz evit ana- voud ar virionez, eur galoun evit karet ar mad, eur chorf ouspenn hag a zo,e dourn ar spered hag e dourn ar galoun evel eur benveg, galvet da ziskouez, a vel kaer dan oll, e pe du, e pe gostez, a du ar virionez hag ar mad, pe en ho eneb, e teuomp den em daol. Evit eta, anaout mad petra dalv an den, e rankomp da genta anavoud mad an teir loden a zo ennhan hag anavoud ouspenn, an implij mad pe fall, a ra euz anezho ho zeir. Hogen, evidon-me, pa studian, pa bouezan an den gant lealdet, en em gav, avechou, eürus, aliesoch gla- c'haret ; eürus pa gavan an den dalchet ganthan he renk huel, glacharet pa her guelan kollet ganthan he chened. Selaouit kentoch ha guelit ho chunan.
Spered an den. Kenta a m sko pa zellan ouz an heol eo he gurunen lugernuz : ouz ar bleunv, eo ho liou marellet ; ouz al leon, eo he izihi nerzuz hag ouz an den eo ar spered a sklerijen he dâl. Spered an den, va Breudeur ker, oh ! eun donezoun gaer a dra zur ; hen eo a zav achanomp dreist kement zo var hon tro ; beza eo evel eun eulfen sklerijennuz lezet da gueza varnomp gant an Doue a falvezaz gan-
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 287 .NTO
than en eur hor chroui, kemeret skuer divarnhan he- unan. Lod a damall achanomp da veza enebourien dan deskadurez. Var gaou he lakeont ho abek. Evidon-me a vel, gant plijadur, an den o vuzula bolz an Envou, o treuzi au mor doun, en despet dan avelou dijaden, var al listri a zavit e porz ar gear-ma ; (1) plija- dur eo ganhen he velet o treuzi an dir, o turniad ar choat, o plega an houarn evel ma pleger eur vreunen blouz. Ne chellan ket, heb kaout fouge, sounjal omp deuet a benn da gerzet, ker buhan ha ken distrounz var diou varren houarn dre nerz ezen an dour-bero ; soun- jal e kaser dre eun neudennik orjal ha ker prim hag eur volot kanol, euz hor chelou beteg ar penn pella 'r bed. Ia, an deskadurez a zo eun dra gaer pa rear anezhan implij mad. Mez aliez, re aliez, siouas ! an deskadurez a ra hent treuz : ar pez a lavarer, hirio, a zislavarer var- choaz. Aliez, re aliez, da heul an deskadurez e teu an our- gouil ; Scientia inflat. Aliez, re aliez, an deskadurez a lez goullo kaloun an den. Seulvui e tesker, seulvuioch a gaver da zeski. An desketa den eo a lavar da genta : ar pez a chouzoun neo netra. Aliez, re aliez, an deskadurez, rak ma en em dro varzu an drouk, eo a ra ar brasa gouli dan ene paour. Soun- jal a reomp da zeski hebken ar pez a chell hon lakaat .NFO (1) Ar brezegen-ma voa great e Rekouvrans-Brest.
.NHO 288 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
da ober, ervez hor choant, hon treuz er bed-ma, heb sounjal deski ar pez a chell hon lakaat da ober, evel ma zeo dleet, hon treuz en eternite. Ar guir skiant, ar skiant dreist an holl skiantchou, eo skiant ar zent. Da eun den euz an amzer gueachall, e voa lavaret eun devez : « A beleach, a be wenn oud-te ? Piou oud ? Pe varzu e zez ? : Ex quo populo es tu ? Qu est terra tua ? Quo vadis ? » Dan tri goulen-ze, ar brasa sperejou, en amzer dre- menet, nho deuz kavet respount diabek ebet da ober. Hag hirio en deiz, dindan dourn ar chenta deuet, e zeuz eul leor, ne meuz nag aoun na mez o lavaret he hano, leor ar chatekiz, hag a respount : Great omp gant Doue, servicherien omp da Zoue, mond a reomp varzu Doue, da renta dezhan kount euz hor buez. A nep a choar kement-se, ha pa ne choufe netra ken, a choar ar pez a zo a huella priz. Goud a ra ar pez a laka skanv poaniou ar vuez, ar pez a laka santel he labour pemdeziek, ar pez a ro nerz e kreiz an danjer, ar pez a ro, en heur ar maro, diouaskel dan ene evit nijal dan Env. Kaloun an den. Goude ar spered e kavomp eur galoun. Eun dra gaer eo ive, ken kaer pe gaeroch evit ar spered. Hi, ar ga- loun, eo a ra ar vamm dener, ar mignoun mad, ar zoudard dispount. Meuli a chellomp an den a spered. Evit an den a galoun vad, e reomp eur gammad en tu all : ni her charo.
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 289 .NTO
Studiomp eta kaloun an den. Kemeromp hi gant evez. Eaz eo da chlachari, da ranna : evit-se awalch eo euz a eur gomz. Eaz eo ive, da laouennaad. Eur zell, eur muschoarz a lak anezhi eüruz, epad eun devez. Eaz eo ive da zistresa. Hag aliez siwaz ! neo ket ouz ar mad eo en em dro. Koulskoude, en tu ma tro, e laka an den a bez da gos- tezia dhe heul. Spered ha korf, holl e sentont diouthi, ha gant prez : Ubi amatur, non laboratur, vel si labora- tur, labor amatur. An den eta, pa dalv eun dra benag, a dalv ar pez ma talv he galoun. Hag ar galoun, dhe zro, a dalv ar pez ma en em stag outhan. Karit ar mad, ar vertuz, al lealded, savit ho kaloun dreist ar plijadureziou mezuz, dreist ar madou bresk a gaver er vuez-ma, ha setu choui pignet huel. En dro dheomp netra ken dudiuz da velet hag eur galoun bur, mad, disklabez ha leal. Karit an droug, an dizurz, kement na greder da gared nemet e kuz, pegen izel e rankomp stouet evit ho kue- let, ha pa ho kuelomp e pe renk ho kavomp ? E renk an dud dizakr, pe e renk an dud lik. Hogen, dre he nerz he-unan hebken, petra ' chell kaloun an den da ober ? Lakiit ho tourn var ho koustianz, hag e klevot ar respount. Pet gueach, siwaz, eur zell, eur gomz, eur zounj nho deuz hi ket diskaret a blad ? Gant skoazel Doue hebken, e chellomp lavaret : Omnia possum in eo qui me confortat : gant Doue o kennerzi achanon, ne gavan netra dreist va galloud. 19
.NHO 290 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
Korf an den. Ar spered zo eun dra gaer ; eun dra gaer eo ar galoun. An ti ma reont ennhan ho demeuranz a zo eun dra hag a c'houlen, d'he dro, eur gomz deuz hor perz. En dro dheomp, kement hen deuz buez, a stou he benn varzu an douar. Er chontrol, korf an den, ploumm evel eun tour, a zav he benn varzu an Env. An douar evithan neo nemet eur skabel lakeat dindan he dreid. Guelit ha sellit oud-han. Pa zeu ar blijadur da skle- rijenna he dal, da leda 'r muzchoarz var he vuzellou, da lakaad eur gomz a garantez var he deod, e rankot anzao : ia, e guirionez, an den eo roue ar bed-ma. Guelit hen, dreist holl, pa vez Roue en he di, mestr dhezan he-unan : pa zoug, heb en em glemm, pouez al labour ha pouez ar boan, pa gerz atao gant an hent mad, ha pa vir na zeuffe eun tech mezuz benag dhen stleja, evel ma kar, en tu mar plij ganthan her poulza. Koulskoude, da daol evez e zeuz. Ar pechet a zo tremenet dreizhan, hag en eur dremen hen deuz lezet ennhan eur chrizien fall. Lavaret a reomp : an hen-ma-hen, eo va brasa ene- bour. Neo ket guir, va Breudeur ker. Hor brasa enebour eo hor chorf paour. Henvel eo ouz eur forn choret, atao prest, ma na zigwallomp, da rosta, da bulluch pep tra. Piou, eme sant Paol, piou a m zizammo-me euz ar chorf a glask atao va laza : Quis me liberabit de corpore mortis hujus ?
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 291 .NTO
Va Breudeur ker, ha kavoud a reomp-ni eun den hag a zalcho he spered difazi, he galoun pur, he gorf bepred ploumm en he zav ? Ia, kavet e vezo, kavet eo : he hano ' zo : Ar guir gristen : Ar guir gristen a chell koulz hag eun all, studia 'n holl skianchou. Mez goulaouen ar feiz a ren anezhan bepred. Pa vank sklerijenn ar speret, hi a astenn he dourn hag hen laka da dremen. Ar guir gristen zo mestr dhe galoun. He harpa ' ra ouz kroaz Jesus-Krist, he zouba ' ra e gouli kaloun hor Zalver. Ar guir gristen a ra dhe gorf plega dar feiz. Hag ar chorf en eur zenti, a zalch he gaera kurunen. Her goud a raan : koueza a chell, avechou. Neuze, kiit dhe gavoud, hag evel sant Remi da Glovis, lavarit dhe- zan : « Stou da benn, pleg da zaoulin : ador ar pez ha cheuz rostet ; rost ar pez ha cheuz adoret ! » Res- pount a ra « Evel-se bezet great. » Kerzet a ra a nevez gant nerz-kaloun. Ha setu perak me ' lavar : ar guir gristen a zalch ar renk huella, a gerz er penn araog. * * * Ar guir gristen pouezet er guel deuz he nesa.
Va Breudeur ker, goude beza great eur zell varnomp hon-unan ha klasket anavoud piou achanomp a zalch ar chenta renk, greomp eur zell en dro dheomp. Ne maomp ket hon-unan var an douar. A gleiz, a zeou, a bep tu, e kavomp tud all great eveldomp. En
.NHO 292 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
ho zouez e rankomp beva. Hag evit kaout eur beva mad, gantho e rankomp en em glevet. Beva er brezel a zo eur beva fall. An en-em-gleo, ar garantez, eo a ra ar guir eürusded. Hogen, va Breudeur ker, petra hon laka da garet ar re all ? Hor spered ? Ar chountrol eo a choarvez. Seul-vui ma studiomp buez an dud, ma ho anavezomp mad, seul-velloch e velomp int neubeut din da veza karet. Hor chaloun, marteze ? Ar virionez eo, ma chen em garomp hon-unan. Mez ne garomp ket ar re all. « Holl din ! Netra da zen ! » Setu komz ar galoun. Karet awalch a raïmp ar re a blijo dheomp, ar re a raio dheomp plijadur ho gueled : da lavaret eo, en eur ho charet e chen em garomp hon-unan, e klaskomp hor mad hon-unan. Setu perak karantez ar bed a zo ken tro-distro : pa nij kuit an eürusted, peurliesa e nij dhe heul : Tempora, si fuerint nubila, solus eris. Ha mar ka- romp ar re hor char hag a ra dheomp plijadur ho cha- ret, piou ha petra hon lakaio da garet ar re nhor charint ket, da garet ar re a zisplij dheomp.
Guelit en amzer dremenet. An hantervrasa euz an dud a oa sklavourien dindan an hanteren all. Hag ar sklavour, pa blije gant he vestr, a veze bazatead beteg ar goad, guerzet evel ma verzomp eul loan mud, pe daolet e beo da vaga 'r pesket e stank an dour. Ken etrezo, ar vistri, a gemere evit ho reolen, ar gomz a lennomp en Aviel : dant evit dant, lagad evit lagad. Mar a m charit, me ho karo ; mar noazit din, pa ga- vinn an tu, mhen talvezo deoch.
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 293 .NTO
En hon touez e velomp lod hag a gemer eun hano kaer. En em chelver a reont philantrop : mignoun an dud. E guirionez rei a reont kuzuliou kaer ; rei lod euz ho danvez evit sikour an izomek. Mez na roont ket ho chaloun da heul : nho deuz ket a guir garantez. He c'havoud a c'hellomp koulskoude, var an douar, ar guir garantez-se ha neo ket diez braz evidon lavaret dheoch piou hen deuz hen digaset en hon touez.
Trivach kant vloaz ' zo tremenet, eun den a lavaraz : « Me ro dheoch eur gourchemen nevez : Mandatum » novum do vobis ; en em garit an eil egile evel ma e » meuz ho karet da genta, grit d'ar re all ar pez a gar- » fach a ve great dheoch ; roit bennoz dar re a ro » d'heoch malloz ; grit vad dar re a ra dheoch drouk. » Hag evit lakat ar skuer vad e kichen ar gourchemen, e reaz var he varo eun diveza peden : « Va zad, pardou- nithi, rak ne chouzont ket petra ' reont. » Souden, varlerch, e challed guelet lod tud ha nho devoa nemet eur galoun hag eur spered : Cor unum. Anhezo pa dremenent, ne gavet da lavaret nemet eur gomz : « Guelit pegement e chen em garont. » Pelloch e zeant. Taolet en prizouniou evel tud a zi- zurz, dispennet gant kribinou houarn, bruzunet dindan dent al loaned gouez, e pedent en eur vervel, evit ho bourrevien griz hag e lavarent evel ho mestr: « Va Doue pardounit-hi. » Hag ar wenn dud-ma neo ket maro ; e ma int en hon touez, ha beo buezek ; ho chaout a reomp e pevar
.NHO 294 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
chorn ar bed ; er broiou pell o prezek dan dud gouez ; en hospitaliou, o louzaoui gouliou an dud klanv ; e lochen ar paour, evit lakaat ho dourn en he zourn hag ho aluzen var gorn he daol ; var dachen ar brezell evit dizougen an dud machagnet. Ia, beo int, ha beva raïnt keit ha ma pado ar bed. An had anhezo zo bet dispartiet gant dourn Doue ha taolet ganthan en douar mad, en douar glebiet gant ar goad a ziveraz divar groaz menez Kalvar. Mar goulennit piou int, ho hano ' zo eaz da gaont, galvet int : Ar guir gristen.
Mar goulennit ouspenn, a beleach e teui dan den eun nerz ken burzuduz, ar respount a zo ken eaz all da rei. « Ar pez, a lavare, eun devez Jesus-Krist, ar pez o pezo great dan disterra euz an dud, mher chemero evel pa ve great din va-unan. » Her chlevet, hen ententet ho cheuz choui ? Ar vad a reomp, ni kristenien, da eun den all, ni her gra da Jesus-Krist. Ha Jesus-Krist eo hon Doue, hor skouer, hor mestr, a vezo hor barner. Mad eo da baea he zle ha pinvidik awalch evit her paea dreist vuzur. Selaouit kentoch : « Deuit, tud benniget gant va zad : naoun a meuz bet ha va naoun ho cheuz torret ; bet ounn noaz ha va guisket ho cheuz ; deuit, eta, da gemeret perz euz ar rouantelez a zo great evidoch, abaoue krouidigez ar bed. » Ar bedma dremen : an eternite a jomm. Ober vad eo lakaat var interest e dourn an Aotrou Doue. Setu
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 295 .NTO
kreden ar guir gristen ha setu ive perak, dindan boan da goll he hano, ar guir gristen, pouezet er guel euz he nesa, a rank derchel ar chenta renk. * * * Ar guir gristen, poezet e balanz an Aotrou Doue.
Va Breudeur ker, lod tud a denn fouge euz ho wenn, euz ho lignez huel. Her choumpren a raan, rak kaer hor bezo beza bet evit heritaj, eun hano meulet gant guirionez, a dalv ouspenn aour hag archant. Lod all a denn fouge euz ar vignouniach ho deuz gant tud savet er chargou huel. Ne meuz ket dho zammal : eur mignoun mad ha goestl dhon harpa a zo eur guir denzor. Lod all choaz a denn fouge euz ar pez a vad a gavout ennho ho-unan. Ma nher greont nemet en eur druga- rekaat Doue ne meuz nemet dho meuli, rak beza mad eo beza eüruz. Lod all, erfin, a denn fouge euz an Esperanz ho deuz da bignat huelloch choaz. Ma ne choulennont, ma ne glaskont pignad nemet gant ar zounj da veza guelloch, ne lavarin nemet mad.
Hogen, ma ne challomp ket var bouez kement-ma, tammal re, tud ar bed, heb aoun da veza tamallet, e lavarin ive da m zro : « Eneou kristen, tennomp fouge euz hor lignez, rak diskenn a reomp a wenn huel. Eun hano hon deuz, eun hano dreist pep hano all, eun hano roet dheomp gant Doue he-unan: Ut filii Dei nomine-
.NHO 296 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
mur et sumus : guir vugale omp da Zoue. Mignou- niach huel hon deuz : « Nho kalvin mui va jervicherien, eme JesusKrist, me ho kalvo va mignouned. » Dre Jesus-Krist omp deut da veza heritourien an Aotrou Doue, evel keit ha keit gant hor Zalver, da neubenta gant eun hevelep guir, e zomp galvet da gemeret hon lod er baradoz : Cohæredes autem Chriti. Deut omp, dre hor badiziant, da veza evel unan deuz he izili : Membra de membro, evel ma teu ar chrefen hag an troad ma zeo grefet varnhan, da ober ho daou ar memez guezen. Braz omp dreizomp hon unan, pa evit lavaret guell, dre chras Doue. Ha choant ho cheuz e lavarfen dheoch petra gavan a gaera var an douar ? Kaer e kavan an noz steredennet, ar mor glaz ha ledan, ar guel a zo divar eur menez huel. Mez kaeroc'h aleiz, e kavan eur c'hrouadurik bihan. Tostaomp sioul ouz he gavel. Setu hen aze. Sellit oud-han gant he lagad glaz ker sklear ha dour en eur veren, gant he vleo du, rodellet en dro dhe dal guenn, gant he ziou voch ruz ha round evel diou gerezen. Eun dournik dhezan zo a zispil var gant he gavel, he zourn all pleget var boull he galoun hag he vuzellou hanter- zigor a zeblant mouschoarzin ouz Elez baradoz Doue. Aze, e ma choaz disklabez kurunen ar vadiziant, aze ma c'hoaz ar galoun bur. An teod-ze c'hoaz n'hen deuz lavaret an disterra komz hag he defe poaniet kaloun. Ia, krouadurik bihan, te a zo kaer, rak te zo templ beo ar Spered-Glan. Evel eur skeud a Zoue a velan var da dâl.
.NHO VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 297 .NTO
Eur varren houarn en tan a zeu, var eun dro, da veza tan hag houarn : evel-dhi te zo, var eun dro, evel den ha Doue : Divinæ consortes naturæ. Mad, va Breudeur ker, ar pez ma zeo ar chrouadur en he gavel, e zeo ive ar guir gristen chommet direbech. Muioch eo choaz, rag var gurunen he vadiziant e velan eur gurunen all, kurunen ar viktor.
Erfin, rekoumpanz vad, madou a briz a chortozomp. Er bed-ma, netra ne bad. Lod en eur guitaad ar vuez a goll kement a ra ho flijadur : traou ar bed. En eter- nite, nho deuz netra da chortoz. Evit holl esperanz e chesperont e kouezint holl e kaloun ar bez, evel ma kouez holl al loan divadez er bern teil ma vez taolet ebarz. Netra da zouja, netra da esperout : setu ho men- noz, mennoz dister ha planeden digonfort. Lezomp hi ha deomp da gaout ar guir gristen o vervel. Heb anken e kimiad dioc'h ar bed. N'her c'hare ket : Ar bed noa ket he vamm-bro. Heb anken e kimiad dioch kerent, mignouned. En eur astenn dhezo he zourn evit an diveza gueach e lavar : « Kenavezo er baradoz, el leach na zeuz mui a zisparti. » Heb anken e kimiad dioch he gorf he-unan : Her lezel a ra, evit eur pennad amzer, da zisken en douar zantel, mez her goud a ra, eun deiz da zont, ar chorf a lez ama var he lerch, a zavo euz ar bez leun a vuez, kurunet a zantelez evit kemered he lod en eürusded ar baradoz. Setu perak, e lavaren en eur goumanz : Pouezet e
.NHO 298 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN .NTO
balanz an Aotrou Doue ar guir gristen a zo, a galz, dreist an holl grouadurien all.
Setu ive perak, e lavarin en eur achui : Kristenien, va Breudeur, kemeromp kourach, kerzomp kalounek ha laouen gant hon hent : choazet hon deuz ar guella loden. Beva e guir gristen a zo mad e pep giz ; evithan eo promesaou ar vuez-ma, evithan promesaou ar vuez da zont. Evel-se beza great.
* * *
.NPO
XV
Var ar Berseveranz
Depositum custodi. (I. Tim. VI. §. 2O). Dalchit mad dar pez zo fiet ennoch.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Echu ar mission evidoch choui. Prezeget e meuz beteg henn euz a… etc… Hirio araog ho kuitaat netra mui nemet eur ger, komz sant Paol da Dimothee : Depositum custodi… Evel sant Paol a garie Timothee, me ive o kar. Plijadur e meuz bet o pre- zek dheoch epad an eiz devez-ma. Nho kuelin mui, koulz lavared sur, var an douar. Mez er bed-ma pep tra a dremen buhan. Me gar-fe choaz ho kuelet holl er baradoz. Hag abalamour da ze, evel sant Paol me la- var : dalchit mad dar pez zo lakeat etre ho taouarn : Depositum custodi. Red eo perseveri ! Ouz petra en em ziwall evit hen ober ? Petra da lakaat en implij evit derchel mad ? setu e tri cher ar gelennadurez-ma. * * * Red eo perseveri. Mankout da berseveri, a ve mankout dhe cher, ger roet da eur mignoun, da eur mestr.
.NHO 300 VAR AR BERSEVERANZ .NTO
Eun devez, bihanik, bihanik oach choaz, ho mae- ronez hen doa, var he diouvreach, ho touget dan iliz. Ar belek a skuillaz var ho penn dour ar vadiziant. Hag epad ma kanet an Te Deum, aze er chur, epad ma vralle laouen kleier ar barrez, evit kemen oa eur chris- ten muioch var an douar, eun eal a bigne dar baradoz evit lavaret da Zoue an hano oa roet deoch etouez an dud. Hag hoch hano oa neuze, skrivet var gaierou ar baradoz. Hag er baradoz ive, an Elez a gane laouen en enor dho breur bihan digaset var an douar. Eur gador oa raktal kempennet gantho, a benn ma zistrofech dar baradoz. Mez, da benn dek, ugent, tregont vloaz an Elez ne ganont mui evidoch : deut int da veza mud evit ar pez a zell ouzoch ! Hoch hano ' zo effaset var gaierou an Aotrou Doue, eur gador e kanv… Doue troet he garan- tez… Ene piou an ene 'zo digurunet ? Penaoz an aour melen da bloum a zo distroet ? An ene paour-ze, deoch chui eo, va breur ! Penaoz e kollaz he gened ? Ar foar, ar pardoun, an danz-ma ; ar mignoun, al leor, an ti-zont a respount.
Mez setu a nevez kleier o soun : ar mission a zo. Eun den a zeu en iliz he galoun pounner, he benn pleget.. Seblantout a raan klevet trouz chadennou eun torfetour : chadennou ar pechet… Klask a ra eun eil badiziant : hini ar binijen. Kofeseat ho peuz holl ha mad, epad ar mission-ma. Diganeoch
.NHO VAR AR BERSEVERANZ 301 .NTO
goudeze, ho tad kofesour hen deuz goulennet evel ma oa bet goulennet en ho padeziant kenta : ha renonz a rit- hu dan dra-ma, dan dra-zont. Hag holl, ar glachar en ho kalonou, ho peuz lavaret : « Ia sur, renonz a raan : Abrenuntio. » Ha var hoch eneou ar pardoun zo dis- kennet neuze : Ego te absolvo… Hoch ene zo deut da veza ker guenn ha biskoaz : Afferte stolam primam… annulum… Hoch hano ' zo a nevez skrivet el leor a vuez. Ama, en iliz-ma, e zoch eüruz, brema. Santout a rit ho kaloun o kana en ho kreiz. Hag en Env zo le- venez vras ive : Joa vrasoch eget evit perseveranz naon- tek ha pevar-ugent den just. Hag aont-hu, a nevez, an holl Elez a gan an Te Deum.
Mez : Depositum custodi. Eun den honest nhen deuz nemet he cher. An hini a zalch mad dhe cher en despet da bep tra a vez is- timet. Mankout dhe cher zo en em zizenori. Hag ar vez a vez seul vrasoch ma vez ive brasoch an drubar- derez. Hogen setu diou bazen, an diou izella a chell an dru- barderez diskenn beteg ennho. Eun den ' oa pinvidik. En em gaout a ra gant eun den paour… Truez hen deuz oud-han, ranna ' ra gan- than he zanvez… Mez e nebeut amzer, ar voul a dro. An den pinvidik da genta, ' guez paour hag ar paour bet sikouret ganthan a dro kein dezhan. Petra lavarit deuz an den-ze ?… Me lavar eo eun treitour, eun tru- bard euz ar re vila.
.NHO 302 VAR AR BERSEVERANZ .NTO
Setu aze, eun all, eur zoudard. Brezel zo. Ha he jeneral hen deuz roet dezhan drapo he vro da zougen en emgann. Mez setu eun den estren o tont. Kinnig a ra dezhan archant. Hag ar zoudard a verz he zrapo hag he vro. Deuz hennez petra zounjit ive ? Evidon-me eo dizenoret da viken. Mad, kristenien, Jesus-Krist ' zo hor mignoun, hor ma- doberour. Guelit ar groaz ; perak e ma eno ?… Guelit ar gador govez ; evit piou eo great ? Hag an Tabernakl, e peleach e ma ti Jesus en hon touez ! Hag an Env ?… Hen eo ive hor jeneral. He hano a zougomp, he zou- dardet oump. Mankout dezhan a zo ive eta, trahisa mignoun ha drapo.
Ouspenn ' zo. Mankout da berseveri zo en em dra- hisa hon-unan. Rak koll a rear en eur gueza a nevez er pechet, ar meritou deuz kement tra vad hon deuz great. Ha neuze choaz, Doue a denn diganheomp, a nebeut da nebeut, he holl grasou : Et fiunt novissima hominis istius pejora prioribus. Evit klenvejou an ene eo evel klenvejou ar chorf. Unan pare deuz an derzien, mad ma chomm pare. Mez ma teu da gueza en dro, e ma kollet. An den ne deu da zerchel dhe cher goude he vission a laka var var he zilvidigez. Perseveri, er chontrol, eo errezi an Env: Qui autem perseveraverit usque in finem, salvus erit. * * *
Ouz petra diwal evit perseveri ? Sant Paol a lavare : Periculis ex gentibus, periculis
.NHO VAR AR BERSEVERANZ 3O3 .NTO
ex falsis fratribus, periculis in solitudine… Evidomp- ni ar memez tra zo guir.
Da genta, danjerou a berz ar bed. « Mont a rit da eur vro, eme ar prophet hag e velot ennhi, lod o tougen doueou aour, mein, koat, pri ; ha tud var ho daoulin ouz ho adori. » Choui ive, brema goude ho mission, a zistro da greiz ar bed. Ar bed ne jench ket. Doue ne bedaz ket evit ar bed. Abalamour da ze, ' vo guir atao lavaret : V mundo a scandalis. Ha neuze : Corrumpi et corrumpere sæculum vocatur. Ennhan an drouk-spered, a vel pe a guz, a glask atao 'n dro da goll an eneou. Pellait eta deuz ar bed.
D'an eil, danjerou a berz ar falz vignouned. Lavarit din, eme ar re goz, piou a heuillit, ha me ' lavaro deoch piou och. Guelit sant Per. Var digarez mont da heul Jesus, e za den em lakaat etouez enebou- rien he vestr. Ne zale ket da nach anezhan. Pellaït ive deuz an dud difeiz. Pellaït choaz deuz an takadou danjeruz. David, eur roue santel, oa eat, eun devez, da eul leach hag a velaz, anezhan, eur vaouez o chen em choalchi. Diaoul al luxur a ieaz en he galoun : Kueza ' reas er pechet. Diwallit ! Diwallit erfin deuz al leoriou, ar chazetennou fall. Beza int kontam ar galoun, noz ar spered…
Dan trede, ar galoun he-unan. Ne cheller ket, siouaz ! en em zispartia diouthi ! Ha koulskoude henvel eo euz eur menez tân : Pa zounjer ne-
.NHO 304 VAR AR BERSEVERANZ .NTO
beuta, hon laka holl da grena. Lakaat eta dezhi eur vistign hag eur speuren var he zro.
* * * Petra da ober evit derchel mad ? Eun den klanv, pa goummanz dont da vad, 1a) a daol evez ; 2l) a choulen, aliez, ali ar medisin ; 3de) a gemer boued iach hag aliez. Greomp ar memes tra. 1a) Vigilate : Taolomp evez… Sounjomp en hon amzer dremenet, er pez ' zo bet kiriek dhor mankou… Nen em fiziont mui ; 2l) Orate : Petra eo nerz an den ? Goulennomp ali, sîkour ar medisin… pedomp ; 3de) Tostaomp aliez ouz ar zakramanchou. Hi eo nerz konfort, sklerijen, magadurez hon ene, keit a vezomp och ober hon treuz er bed-ma.
* * *
Ha brema, va Breudeur ha va Choarezet kristen, echu mad ar mission. Araog mont kuit, e lavaran deoc'h kenavo ! Houma eo bet ar veach kenta dheomp den em velet. Brema gozik sur nen em velimp mui var an douar- ma. Mez buez an den neo nemet eun tremen, eur cha- loupaden varzu ar bed all. Eno, esper a meuz, e chen em velimp adarre. Hag abalamour da ze kenavo er bed all, kenavo e baradoz Doue ! Evelse beza great.
.NPO (305)