V
Reading edition
Var al Leziregez e kever Doue
Maledictus qui facit opus domini fraudulenter. Malloz dan den ' zo lezireg e servich Doue.
VA BBEUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Var pecherien ' zo, Doue a bep amzer a dol malloz. Kerkoulz, an dra-ze neo tam diez da entent. Hogen, en eur gregi e m zarmoun, hirio, e lavaran eur gomz kuezet a vuzellou Doue, hag a zo eur ger a valloz : Maledictus ! Mez malloz da biou ? Dar re ho deuz troet kein da Zoue ha ne reont mui fors diouthan ? Nann, va Breu- deur. Mallos ! ive, dan dud hag en eur zervicha Doue, nher zervichont nemet gant diegi : Maledictus qui facit opus Dei negligenter. Evit rei deoch da anaout mad an diegi-ze, e lavarin deoch petra eo da genta. Goudeze, evit lakaat achanoch da ziwal diouthi, e tiskuezin deoch pegen izel e tiskar an den ha pegement e laka var var, hor zilvidigez. * * * Dre an dud dieguz e servich Doue, ne ententan ket an dud-se, re stank, siouas ! hag a zo en em roet dan dizurz,
.NHO VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 175 .NTO
en em verzet dan drouk-speret. Ne ententan ket ken- nebeut an dud-ze, ha goude beza evet ar pechet evel an dour, a zo diskennet var ar bazen izel-ze, hag eur vech diskennet varnhi, an den bouzar, ouz komzou Doue, ne ra mui van a netra, hag a deu da choarzin goap, pa gozeer dezhan deuz a varadoz pe ifern. Ar seurt tud-se, ma roont choaz eur merk benag a religion, nho roont nemet evit ober evel ar re all, evit miret, ive, da veza goude ho maro, taolet en douar evel tud divadez. Beza int servicherien, nann da Zoue, mez dan drouk-speret. Dre eun den dieguz choaz ne ententan ket ar griste- nien-ze, hag en despet dho bolontez vad, a guez avechou er pechet. Rag, neo ket abalamour meo stag ho cha- loun deuz an drouk eo e kuezont, mez abalamour, ken- toch, dar zempladurez a zo e peb den, abaoue pechet hon tad kenta Adam. Eur rumm all a zo. Servicha ' reont Doue evit guir : Facit opus Dei. Mez nher servichont nemet ervez ho giz hag ho bolontez ha nann ervez bolontez an Aotrou Doue. Heulia ' reont euz he lezen, ar pez a zo eaz ha diboan, mez ar pez a gavont diez a loskont a gostez. E leach en em rei da Zoue holl hag a greiz kaloun, e zint, evel pa lavarfen, daouanteret etre Doue hag an drouk-speret, etre ar mad hag an droug. Hirio, e vezint da Zoue, dar vertuz, dan oberou mad ; varchoaz dar bed, dhe blijaduriou, dhe gustumou fall. E leach en em rei da zervich Doue gant prez ha gant mall, gant plijadur ha laouenedigez, e tougont lezen an Aviel evel
.NHO 176 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE .NTO
eur beach pounner. Ne heuliont gourchemennou Doue nemet evel en despet dezho, atao skuiz, prest da heana, atao digaloun evel tud hag ho defe aoun da ober re, evit plijout da Zoue. Ne choulenfent ket guell eget mont dan Env, mar gelfent tizout beteg eno eb en em zieza re, eb kuitaat ho flijaduriou, eb rankout trechi an techou fall euz ho chaloun, renons dezho ho-unan, dis- prijout ar bed gant he gustumou hag he choaperez. Setu buez an den dieguz e servich Doue, buez mal- heurus ha didalvoud evel ma zan da ziskuez deoch en eur achui. * * * Griit ho silvidigez, gant spount hag en eur grena, ' lavar dheomp an abostol Sant Paol : Cum metu et tre- more salutem vestram operamini. Da lavaret eo, evit ho silvidigez, bezit atao var evez, atao soursiuz, atao var aoun. Mez an den dieguz ne daol spled ebet deuz kement-se. Komzit dhezan a binijennou ar zent, lava- rit dhezan e zo, en ho zouez, meur a hini, ha goude eur vuez rust ha poanius a deu, var ho guele a varo, da grena gant ar spount araog barnedigez Doue. « Oh! a respounto deoch, ne dalv ket kemeret kement-se a boan. Me, ne glaskan ket kaout ar plas kenta er bara- doz. » Ha var digare, ma cheuill, peurz-vad, gourche- mennou Doue, e kaf dhezan ober awalch. Henvel deuz ar pharizian a gomz dheomp an Aviel divar he benn. Me noun ket evel ar re all, a lavare hennez, noun ket libertin, noun ket laer : Non sum sicut cteri homines ;
.NHO VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 177 .NTO
ober a raan aliez oberou mad : Jejuno bis in sabbato. Ha var bouez kement-se setu hen kountant ha dizoursi. Mez epad mher guelan o veva tranquil var he stad a vuez, e seblant din klevet Jesus-Krist o lavaret anezan ar chomzou spountus-ma euz an Aviel : an den dieguz : servicher fall : Serve nequam ; an den lurus : tra didal- voud, mad da netra : inutilis servus… scribe : virum sterilem : excide eum et ejicite in tenebras exteriores : tennit holl diganthan ha taolit hen a goste e kreiz an denvalijen. * * * Hag e guirionez, ne cheller ket var eun dro, servi cha daou vestr dizhenvel, eme Jesus-Krist. En eur bli- jout da unan e tisplijer degile. Hogen, netra ken dizhen- vel, evel Doue hag an drouk-spered, evel ar mad hag an drouk. Eur follentez eo eta kredi, plijout en eur garet ar pechet, da eun Doue hag a choulen holl pe netra. Choant ho cheuz da en em rei dan dizurz ? En em roit dan dizurz, mez na esperit ket en eur hen ober, chomm heb koll mignouniach an Aotrou Doue. Pechi marve- lamant, zo koll he garantez : Qui peccavit in uno factus est omnium reus. Doue na ginnig he varadoz nemet dar re her char, dreist pep tra. Hogen disprijout euz he lezen eun dra hebken, an disterra, eo karet eun dra all muioch egethan. Ha Doue neuze dhe dro, a lamm diganheomp he vignouniach. * * * Mez a lavarot, marteze, ne raan ket a gwal bechejou hag evit pechejou dister ne deuz ifern ebet. 12 .NHO 178 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE .NTO
Nann zur, her gout a raan, evit pechejou dister ne zeuz ifern ebet. Mez her gouzout a raan ive, rag ar Spered- Santel eo hen desk dheomp, an nep a zrisprij an traou dister a guezo, a nebeut da nebeut, a izelaio a zeiz da zeiz. Ar maro peurliesa ne arru ket evel eun tarz kurun. Da genta e santer ar galoun o chen em zarri, an nerz o semplaat ; an halan a verra, an izili pella deuz ar galoun a iena da genta ; dichano ar ienien en em zil dre holl, ha pelloch, ar galoun a jom a zav hag ar vuez a ia kuit. Hogen, evit an ene e choarvez ar memez tra. Da genta ' rear pechejou dister, a vihan e zear da vraz, a nebeud da galz. « Da genta, eme sant Bernard, ar pechet a vo evidomp eur beach mantruz : Primum tibi importabile videtur aliquid. Goudeze nher chaffomp mui ker poun- ner : Judicabis non adeo grave. Souden her chavomp skanv da zougen : Paulo post et leve senties. Prestik goude nher zantimp tamm : Paulo post nec senties. Varlerch e raio hor plijadur : Paulo post delectabit. Hag evel-se, a nebeut da nebeut ar galoun a deu da galedi : Sic paulatim in cordis duritiam itur. Hag an ene en em gav maro dirag Doue. * * * Klask a rit, eme choui, pellaad deuz ar pechet marvel. Kristenien, kement-se zo mad. Mez nhe ket awalch. A fors da gueza heb melkoni e pechejou dister, ho karan- tez evit Doue ha karantez Doue evidoch, a deuio da zemplaat. Mont a raint da netra. Hag abars re bell, e vefoch e stad ar re, hag a lavar Jesus-Krist divar ho
.NHO VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 179 .NTO
fenn : « Salo ' vijach bet brasoch pecherien : Utinam frigidus esses ! » O velet stad truezuz ho chene ho pije neuze, marteze, en em gonvertiset. Eleach brema, en em lakeat ma zoch etre ar beo hag ar maro, en em gol loch heb gouzout deoch hoch-unan : Incipiam te vo mere ex ore meo. * * * Setu perak, poent ha tremen poent eo deoch dizrei euz ho Toue, choui holl hag a zo lezirek en he zervich : Hora est jam de somno surgere. Lakeomp, va Breudeur ker, hor zilvidigez araog pep tra. Mez ar zilvidigez nher graimp ket nemet poania a raffemp d'hen ober. Ha poania, nann gant unan euz ar choantegeziou dinerz- se, ne deuont a benn deuz netra hag a zo leun an ifern anezho, mez poania a zrevi ha koustet pe gousto. Kalz a boan a gemeromp hag aliez poan gollet evit tremen diouz an dud ha plijout dar bed. E servich Doue, sur, ni a gavo ive, eur boan benag da chouzanv, eur groaz benag da zougen. Mez ma tilezomp Doue, hor poaniou a iel var gresk. Hag evel na gountint netra, e vezomp malheuruz er bed-ma ha malheuruz ar bed all. * * * Rak-se, ne ankounachaït ket ar gomz a lavaren en eur gregi em zarmon hag a lavaran choas en eur zis- kregi : maledictus qui facit opus Dei negligenter : Milli- get an den a vo lezirek e servich Doue !