II.
Reading edition
SERMOUN great gant eur persoun nevez dhe barrisionis en devez ma voa tronet
PARRISIONIS MOELAN,
E giz ma hen deus Aotrou persoun Riek diskleriet dirazoch, hanvet oun gant an Aotrou 'n eskop a Gemper da veza persoun ho parrez, ha var ger an hini hen deuz guir da gommandi, setu me heb digarezi netra, digwezet en ho touez. Anavout mad a raan peger pouner eo ar zamm a zo lakeat var va diou skoaz. Ho parrez a zo bras ha va nerz a zo bihan. Ouspenn, dont a raan varlerch eur persoun hag a gemerach gant rezon, evit eun tad leun a vadelez e kever an holl. Ar zonj anezhan a zo choas, hag a jommo pell amzer, fresk-beo en ho sperejou. Var dro daou ugent vloaz hen deuz labouret en ho parres ha poaniet evit deski deoch lezen Doue hag ho lakaat var hent an Env. Mez kaer hen deuz ar zantella beleg, lakaat he boan evit derchel an urs vad en he
.NHO 72 EUR PERSOUN NEVEZ DHE BARRISIONIS .NTO
barres, na chell ket atao dont a benn euz kement hen deveuz c'hoant. Va Breudeur, ar mad hen deuz great dont a raon da glask hen ober choas en ho touez. Ha mar hen deuz, divar he vele a boan, taolet eur zell a druez var lod achanoch en eur lavaret : « Klasket em beuz ho gounid da Zoue, hag hi ho deuz great ar skouarn vouzar, " Klask a rin ober eveldhan hag o distrei var hent an Env. Va Breudeur, daoust hag ar blijadur em bezo-me da ober en ho touez, an holl vad em euz choant ? nher gouzon ket, mez hen esperout a raan. Hen esperout a raan, rak ma chortozan euz ho perz bolontez vad ha sentidigez. Ne anavezan ket aleiz parres Moelan ; sur oun evelato da gavout ama, tud vad hag anavezet em beuz dija lod, tud dreist hag am zikouro guella ma chellint, da ober pep tra evit gloar Doue ha silvidigez an eneou. Hen esperout a raan, dreist holl, rak ma teuan en hano Doue, a berz Doue, ha Doue a vezo en tu ganhen. Gueach all, santez Thereza a fellaz dezhi sevel eur gouent nevez. Mez evit eun dispign ken bras, ne doa nemet pemp blank, netra ken. Pep unan a glaske hen distrei, mez hi a respountaz : Thereza ha pemp blank nint netra. Mez Thereza, pemp blank ha Doue a zeuio a benn deuz pep tra. Va Breudeur, gant va nerz va-unan ha va bolontez vad, me ive ne doun netra. Mez an Doue a m digas a roio din, hen esperout a raan, an nerz, ar sklerijenn, ar fermder am bezo izom da gaout ha gant graz va Doue
.NHO EUR PERSOUN NEVEZ DHE BARRISIONIS 73 .NTO
e challin, marteze, ober eur vad bennag en ho touez. Her pedet e meuz, Her pedi a(r) raan, Her pedi a rin bemdez, da skuilla he vennoz var beleien ho parrez, da skuilla he vennoz var ho tiez, var ho touarou, varnoch ho chunan, ha bennos an Aotrou Doue a zougo chans hag eurusded evidoch hag er bed-ma hag er bed all. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
III.
SERMOUN
prezeget evit bennigen mean kenta iliz Karaes. Kerzu 1880.
Lapis iste quem erexi in titulum vocabitur domus Dei. Ar mean-ma, savet ganhen ploum en he zav, evel eun test, a vezo galvet ti Doue.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Marteze lod achanoch ne anavezont, ne ententont nemed iez hon tud kos (1). Oh ! kredit hen stard, nho zamallan ket. Pell dioch eno, rak : Ar brezonek hag ar Feiz, A zo breur ha choar e Breiz. Re aliez, siouas ! ar gallek a zaosmeger en hon touez, a zigas dhomp dindan he gazel, da heul eun neubeudik mad a ourgouil, kos leoriou, kos paperiou ha nint mad nemet da sklabeza ar vro, da jench tu dhor chaloun baour, da vouga ar Feiz, da zischrizienna doujans Doue. .NFO (1) An aotrou Quere hen doa great araog, eur zarmoun gallek.
.NHO EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES 75 .NTO
Ha mar kollomp hor feiz goz, petra e teuimp-ni da veza ? ni micherourien baour, labourerien douar ha nhon deuz, evit en em harpa epad hor beach, nemet an esperans da velet Doue laouen ouzomp goude hor maro. Mez eur gomz a anavezan, eur gomz vad lavaret gant unan euz hor bro : Ni zo bepred Bretonet, Bretonet Tud kalet. Tud kalet ouz al labour, kalet, dizamant ouz ar boan, kalet, stard en hor chreden. A gement-ma e roit, hirio, eur merk anat. Ho chiliz koz a ioa var nez koueza en he foull ; mez setu ni o paouez bennigen mean diazez ho chiliz nevez. Lavaret ho cheuz : En em glevomp, ken etre- zomp ; an eil nebeut a gresk egile ; eur skouet ha nao a ra dek. Lakeomp diner ar paour var louiz aour ar pinvidik ! Hag oll den em heul ho cheuz roet eun taol skoas da rod ar char, digoret ar chan, ha neo ket choui, va breudeur ker, a lezo an alar e kreis an ero. Troet e vezo a bom betek penn ar park. Eun iliz, bolzet he mogeriou ho cheuz kavet varlerch ho tud kos. Eun iliz ploum var he filierou, nerzuz var he goareier mein-bèn, a lezfot gant ho pugale vihan. Eun dra vad a rit : fouge ho pezo, ha nann heb abek, pa glevot an diveza taol morzol o tacha an diveza mean var doen ho chiliz nevez.
.NHO 76 EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES .NTO
Eun dra talvouduz a rit ive. Kaout a rear choas beziou kos ha ne deuz var-n-bo skrivet hano hebed. Hebken, avechou e kaver var-n-ho, merk beg eun troad, avechou all roud penn eur chlin. Merk beg eun troad, evit diskouez e kousk aze, eun den ha ne bouezaz ket var an douar, eun den hag en em zistagaz dioch traou ar bed, en em zavaz varzu Doue muia ma chellaz, ne boueze nemed var begou he dreid… Roud penn eur chlin : ama e kousk eun den a beden, a binijen, atao stouet he benn ha puchet var he zaoulin da choulen trugarez ha pardoun. Var ho pez, marteze, va Breudeur ker, ne vezo savet nemet eun duchennik zouar, pladet abred dindan treid an dremenidi. Koulskoude, en despet da ze e lezot eun test var ho lerch ; lezel a reot eur mean prenet gant ho chaluzen evit sikour sevel eun ti deread dan Doue a garit. Hogen rei da Zoue a zo prena leve. Nan atao, evit guir, ebarz er bed-ma, mez en eur vro velloch. En Envou Doue ho paeo. Evelse bezet great.
* * *