.NPO
Reading edition
KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR KENTAÑ AR "SARMONIOÙ".
C'hwi a gavo amañ nemet an hini kentañ eus an daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonioù an Aotrou Quéré. Dastumet eo bet ar sarmonioù-se gant an Aotrou Jézégou ma oa d'ar c'houlz-se ur beleg yaouank, kure e Kastellin. Al levrioù a zo bet moulet e 1906 e ti-moulerezh "la Presse Libérale", e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin. Buan ez eo deut al levrioù-se da vezañ levrioù-skol brudet, evit an holl veleien yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant-Brieg.
Mad e vefe bremañ reiñ deoc'h un nebeut titouroù, diwar-benn ar skouerenn am eus kemeret evit embann a-nevez levr kentañ ar "Sarmonioù". Perc'henn kentañ al levr a voe an Aotrou Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug
.NPO
a gaver war bajenn gentañ al levr. Ur perc'henn all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet "Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper. Mantallod ne vez nemet ur gêriadennig gant un daou c'hant pe daou c'hant hag hanter-kant bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer a zo, a dra sur, peogwir stank eo bremañ ar parrezioù bras hep beleg ebet, hag enno muioc'h eget daou vil ene.
D'am soñj, ez eo marv perc'henn diwezhañ al levr. Dav e oa neuze d'an hêred dibab etre peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra ne oa ket. Kaset o deus kalz levrioù d'an diskarg en ul lec'h galvet amañ ar "baludenn" peogwir e oa, e deroù ar bloavezhioù mil
.NPO
nav c'hant dek ha tri-ugent, ur wir baludenn. An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor. Douar ha mein diouzh ar c'hleuzioù distrujet a oa kaset eno, a-gevret gant ur bern loustoni all o doa an dud ar c'hoant dieubiñ diouto. Bremañ, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour eeun-hag-eeun d'ar mor. Dour sklaer e c'hell bezañ koulskoude, peogwir ne red bremañ er ruzelenn Sant Goneri nemet an dour o tiverañ diouzh un doare baludenn all, aozet a-ratozh evit glanaat an dour eus kanoù-distrouilh ar gumun a-bezh…
D'ar c'houlz-se , ne oa ket leuniet c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti ha m'edo e-kichen an aod, a-dreñv d'an erin-bili a harz ar reverzhioù brasañ da vont e kreiz an douaroù. Kalz tud a dremene dre aze, o vale a-hed an aod, hag etrezo ar vamm din. Hi a welas levrioù ar beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan
.NPO
skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh, peogwir ar c'hein dezhañ a oa goloet gant ler. Ne oa ket goloet a-bezh al levr gant ler, evel-just, peogwir neuze unan en dije e gemeret a-raok, pe c'hoazh an hêred o dije e viret evit ar priz. Den ne gredas koulskoude e oa prizius al levr-se, digoret e oa ha glebiet ivez ar pajennoù gant ar glav ma kouezh a-wechoù dre amañ, zoken pa n'emañ ket an douristed er vro. Al loued en doa kresket war ar pajennoù kreiz hag ivez war ler ar c'hein. Kemeret en deus koulskoude va mamm al levr-se evit e ziskouez din peogwir e oa skrivet e Brezhoneg.
A-vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonioù" ma zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet ennañ, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar skridoù nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken pa oant o chom e parrezioù disheñvel. Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonioù
.NPO
evit tud Bro-Leon, n'eus ket re a ziforc'h etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an hini ma vez komzet amañ e Bro-Dreger. Me en doa desket ivez meur a c'her hag a dro-lavar implijet er skridoù relijiel. Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e Brezhoneg e-barzh levr katekiz va mamm, al levr nemetañ skrivet e Brezhoneg ma anavezen d'ar c'houlz-se.
Pep dek vloaz em eus adlennet ar "Sarmonioù", ha pep gwech gant an hevelep plijadur. Tregont vloaz da c'houde, am eus kroget da ziskrivañ al levr evit e embann war ar roued. Echu eo bremañ al labour hag hir e voe ! Gant un hanter-eur evit pep pajenn ha teir fajenn pep sizhun, n'eo ket diaes jediñ an amzer ma voe ret din evit diskrivañ ar pevar c'hant pajenn eus al levr-se. Spi am eus ma vo va labour talvoudus evit an holl re o deus c'hoant d'ober enklaskoù e skridoù
.NPO
kozh evel ar "Sarmonioù".
Evel am eus lavaret endeo, daou levr a sarmonioù digant an hevelep beleg a zo bet embannet. Koulskoude, n'on ket deut a-benn biskoazh da gavout an eil. Ur skouerenn dezhañ a zo miret en ul levraoueg e Skol-Veur Brest met me n'am eus ket an dro da vont er gêr-se hag ivez ret e vije bet kaout an aotre evit e luc'hskeudenniñ ha n'on ket re vad evit breutaat gant ar mererezh ! Spi am eus e vo unan all kalonek a-walc'h evit beurechuiñ diskrivadenn "Sarmonioù an Aotrou Quéré".
Alphonse Nandert, d'an tri a viz Du 2007.
.NPO L'abbé Helliet CdN Lanvollon SARMONIOU an AOTROU QUERE
DASTUMET HA RENKET GANT AN AOTROU JÉZÉGOU Cure e Castellin
I
Ha goude he varo Pell choaz e komzo, Keit ha ma vo e Breiz, Ha Brezonek ha Feiz.
BREST IMPRIMERIE DE LA PRESSE LIBÉRALE 4 Rue du Château 4
Corcuff, Libraire, Châteaulin
1906 .NPO DIOCÈSE Ploudalmézeau, le 27 Avril 1906. DE QUIMPER ET DE LÉON
PAROISSE DE PLOUDALMÉZEAU ***
MON CHER AMI,
Je viens de terminer la lecture des Sermons de M. QUÉRÉ. Je ny ai rien trouvé de contraire à la doctrine de la Sainte Eglise. Léloge du style de M. QUÉRÉ nest plus à faire. Cest du breton le plus pur sans purisme, riche en images et en compa- raisons tirées de la nature et des usages bretons, et en expressions pittoresques. Par la simplicité du plan et par la variété des développements, toujours en harmonie avec la mentalité de nos auditoires bretons, ces Sermons peuvent être très utiles aux Prêtres qui voudront se former à la prédication. Cest dans les sujets de circonstance, surtout, que M. QUÉRÉ a donné libre essor à sa riche imagination. La lecture de ces Sermons sera un vrai régal pour les amateurs de langue celtique. Veuillez agréer mon cher Ami, mes sentiments dévoués en. Notre Seigneur Jésus-Chrit
M. GRALL, Chanoine honoraire, Curé de Ploudalmézeau. .NPO Maurice Person Mantallot
Vu le rapport de M. GRALL, Curé de Ploudalmézeau, daté du 27 avril, nous avons permis dimprimer les Sermons de M. QUÉRÉ, mis en ordre par M. lAbbé JÉZÉGOU, Vicaire à Châteaulin.
Châteaulin, 17 mai 1906.
- FRANÇOIS-VIRGILE, Evêque de Quimper et de Léon.